 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Bet on dre ar straedoù, dre ar
gwenodennoù am boa hentet gant Mawaime... Pell 'zo, e-pad an hañv.
Pegen du an devezh hiziv, koumoul gris-teñval o kuzhat un nebeud
bannoù-heol o tamsklêrijennañ an aod. E penn all an draezhenn, daou
zen kozh o klask morañ ur vag, gant un amzer digompez evel houmañ!
Ne glevan ket o sakreoù avat, gant an avel yen o sourral a-varradoù
hag o kas ganti un eostad traezh betek kêr. Pa soñjan e vezemp amañ
hon-div e-pad an ehan-skol pa oamp studierezed. Hag an avel glouar
o pladañ he blev du-mouar war he dremm, na pegen brav 'oa gwelet
anezhi evel-se! Perak eo aet Doue da laerezh he buhez diganti, re
yaouank e oa!... N'on ket evit krediñ n'he gwelin ket ken, eo echu
ar mareoù plijadur ganti, echu! N'he gwelin ken... Perak? Den ne
c'hello respont, ar vuhez a zeu hag a ya, hep gouzout dezhi ha poan
a raio d'unan bennak all. Evidon-me, ne vo ket heñvel an traoù ken,
met evit ar bed a-bezh, evit ar re n'anavezent ket anezhi, ne
cheñcho netra, derc'hel a raio ar vuhez gant he roud, ar memes hini
atav. Perak eo warnon-me eo kouezhet ar walleur-se? Ha perak
bremañ? Evel just ne vo den evit respont din, adarre...
Kenderc'hel a ran gant ma hent, met
aet on pelloc'h eget an aod. Ne ra forzh ebet din, n'eo ket sklaer
ma spered evit c'hoazh. Distro on e kreiz-kêr, hep gouzout re vat
da belec'h emaon o vont, broudet da vale ha da vale gant n'ouzon
ket petra, oc'h en em leuskel da vont,
« A la buena de Dios » 'vel ma lâre Mawaime a-wechoù a-raok an
arnodennoù. Ha gwir eo hon eus bet frapadoù plijus pa oamp
studierezed. Ne oamp ket e-touez ar re wellañ, met deuet 'oamp
a-benn da gaout hon holl ziplomoù hep eilañ gwech ebet.
En em gavet on dirak dor un ranndi,
hini ... Mawaime!!! N'eo ket gwir, deuet on gant an hent a gemeremp
hon div a-raok, hag hep rat din zoken, on erruet dirak he zi.
Pouezañ a ran war ar c'hloc'hig, evel pa vefen o c'hortoz ur
respont, met ne zeu den da zigeriñ din. N'eo ket un hunvre, marv eo
'vit gwir. Marv! Marv eo-hi, Mawaime. A-raok distreiñ d'ar gêr e
chomin da sellet ur wech c'hoazh ouzh an nor, ne zeuin ket amañ
ken, echu...
Degouezhet dirak ma zi, a-benn ar
fin, ha noz anezhi dija. En em gavet e-tal an nor em eus gwelet un
tamm paper stag outi, un doare kartenn:
« Komiser Jañ-Loui Sanchez », ha dindan:
« Un nebeud goulennoù a fell din ober ouzhoc'h diwar-benn Mawaime
Malinche. Deuit 'ta da 'm c'haout warc'hoazh vintin, 'tro dek eur.
»
Setu, gouzout a ran bremañ ar pezh
a rin warc'hoazh. E soñj mont da di ar perukenner edon koulskoude!
Ma! Un deiz all ez in. E pelec'h emañ alc'hwez ma ranndi ganin?
Klask a ran en ma holl c'hodelloù, met neblec'h ne welan al liv
anezhañ, nag em sac'h, nag em chupenn. Setu, em botoù 'oant. Aze e
oant bet lakaet ganin pa oan war an aod, kuit din d'o c'holl. Ur
gwir sirk eo amañ! Un tamm urzh a rankin lakaat a-raok mont da
gousket. Kroget 'm eus 'barzh, gant ar saloñs da gentañ. Un daolenn
gant Mawaime, warni livioù splann ha stummoù dibar arz he fobl, hag
aze un delwenn degaset ganti eus he bro, bet profet din warlene
evit ma deiz-ha-bloaz. Ne c'hellan ket mirout da soñjal enni, amañ
'mañ he spered atav, stag ouzh al lec'h-mañ hag ouzh an holl
draoù-mañ. Biken ne c'hellin ankounac'haat ur vignonez evel-se.
Setu renket ar saloñs hag ar gegin, evit ar sal-dour, ma c'hambr
hag ar privezioù e vo gwelet warc'hoazh, pa vin bet goulennataet
gant an archerien, ma ne zistroan ket re ziwezhat. Peseurt
goulennoù a vo graet ouzhin? Mawaime c'hoazh hag adarre, ha
dienkrez e vin un deiz bennak? C'hoant 'm bije ankounac'haat ha
kaout ur vuhez reizh, ordinal, ha n'eo ket unan evel ma hini,
diaesoc'h eget unan spontus. Ha stourm a vez ranket ober e-pad e
vuhez? N'eo ket gant ar c'hempenn emañ ma spered, ha goude bezañ
bet graet ar skaotaj ez in da gousket, hep debriñ tamm, n'em eus
ket naon 'forzh penaos. Abaoe daou zevezh ne ran nemet drailhañ
traoùigoù,
« Nuts » ha
« Mars », ha me oar-me peseurt gasterezh all c'hoazh. Gwelloc'h din
mont da zebriñ un tamm boued fonnus bennak, mod-all ez in da
semplañ pa vin en archerdi warc'hoazh vintin. Kemer a ran ar podad
riz-laezh, ha lonkañ anezhañ en e bezh. Du on gant an naon, 'benn
ar fin, setu ma krogan er saladenn chomet er yenerez, ...war-lerc'h
Mawaime ha Kilian pa oant bet amañ o tebriñ... un nebeud eurvezhioù
a-raok dezhi bezañ lazhet. Mont a ra ar pladad diouzh ma daouarn,
ha terriñ war karrezennoù ar gegin. Setu ma'z an betek ma gwele, an
dour em daoulagad. Tamm-ha-tamm e tennan ma dilhad, e lakaan ma
fijama hag ez an da c'hourvez. Skeudennoù eus an devezh a zeu din,
anken ennon. Ha den gouest da sikour ac'hanon ken, den, pa'z eo aet
ma mignonez wellañ diouzhin. Ma-unan gant ma zristidigezh. Echu an
amzer vat, ne fell ket din bevañ ken, nemet mont gant Mawaime.
N'ouzon ket pelec'h emañ, er baradoz, pe gant doueoù he fobl. Un
deiz bennak en em gavimp hon-div en-dro koulskoude. Pevare, piv her
goar? Nemet Doue, hag a zo da sikour an dud. N'on ket bet gwall
sikouret gantañ avat. Lazhet 'm eus ar gouloù. Ne zeu tra da derriñ
teñvalijenn ar gambr, nemet , ur wech dre vare, skedoù hir etre ar
stalafioù pa dremen kirri-tan er straed.
Nav eur vintin. Mont a ra ma
dihuner-radio war elum. Sonerezh hengounel a zeu dioutañ.
« Radio-Douarnenez, ar radio dienkrez. Nav eur eo, ar c'heleier
gant Josefin Belbeoc'h. Kendalc'het o deus an archerien gant o
enklask e ranndi an Indianez yaouank Mawaime Malinche. N'ouzomp ket
petra o deus kavet, dre ma n'en deus ket bet c'hoant ar c'homiser
Jañ-Loui Sanchez, eus archerdi Douarnenez, respont d'ar goulennoù a
denn d'ar muntr euzhus-se. Marteze e vo elfennoù nevez e-kerzh ar
mintin-mañ. Kresk 'vo war briz ar sigaretennoù, un dek dre gant,
a-benn an ... » Lazhañ a ran an dihuner.
Gwalc'het, gwisket, debret ma
dijuni ganin, e prennan dor ma ranndi. Prim e tiskennan gant ar
skalieroù. Ne fell ket din en em gavout gant Janin adarre, ar
flaperez daonet-se. D'ar red ez an dre ar straedoù didud, daoust
d'an avel a-benn.
Ur savadur betoñs gris kozh eo ti
an archerien e Douarnenez. A-us d'an nor eo deuet dislivet al
lizhiri
« POLIS »; aet an
« O » kuit ouzhpenn. Digeriñ a ran an nor, treuzwelus, evel e
stalioù 'zo, ha mont e-barzh. Ha me ha mont dre un trepas hir,
c'hwez ar butun yen ennañ, burevioù a bep tu. A-zehou, dirak e
daol, un den o vizskrivañ, daougrommet a-us d' e vekanik. Dirazon,
tud yaouank bet o laerezh en ur stal, sur a-walc'h, goulennataet
gant an archerien. Tostaat a ran ouzh un den, harp ouzh taol strizh
hag uhel an degemer.
« Demat, Liza Keruhel eo ma anv. Un emgav 'm boa da gaout gant ar
c'homiser Jañ-Loui Sanchez. Amañ emañ? »
« Gortozit, pellgomz a rin d'e vurev. » Kemer a ra an archer ar
pellgomzer ha pouezañ war un douchenn.
« Komiser Sanchez? En em gavet eo Liza Keruhel da gomz ganeoc'h.
»
Mont a ran da heul an archer war-zu
burev ar c'homiser.
« Demat deoc'h », eme ar c'homiser din,
« penaos 'mañ kont ? »
« Trubuilhet on, Aotrou Sanchez. »
« Ya, Liza, kompren a ran. Koñje 'm bo d'ober Liza ac'hanoc'h? » a
c'houlenn Jañ-Loui ouzhin.
« Ya... Aotrou komiser. »
« Grit Jañ-Loui ac'hanon neuze. Setu, ur vignonez vat deoc'h e oa
Mawaime Malinche? »
« Ya, ma mignonez wellañ e oa. An hini nemeti, 'benn ar fin. »
Santout a ran daeroù o tiskenn war
ma dremm, blaz klouar an holen ganto. Buan e sec'han anezho hag e
adkrogan da gomz:
« Ma digarezit..., met strafuilhet on, ne oa nemeti. Kompren a rit,
den nemeti. »
« Ya, kompren a ran. Heum, peseurt darempredoù a oa etre Mawaime
hag he c'hamalad, Kilian ar C'horr? »
« Asambles 'oant o chom, met cheu a veze etrezo, gwech ha gwech
all. »
« Ha feuls 'veze Kilian ganti ? »
« Nemet pa veze tabut etrezo. Neuze e felle dezhi mont kuit
digantañ. »
« Ha c'hoant he doa bet skampañ kuit nevez 'zo? »
« Ya, Aotrou komiser. Gwir eo ez eus bet tabut ha gweñv etrezo un
nebeud devezhioù 'zo. Pellgomzet he doa Mawaime din da lavaret e oa
da vont kuit da vat. War-lerc'h avat, n'ouzon ket re ... »
« Mat-tre, trugarez deoc'h da vezañ deuet, Liza », a lavar an
enklasker.
« Kenavo... Aotr... Jañ-Loui. »
En ur vont kuit e klevan anezhañ o
vouslavaret d'an eilgomiser en e gichen:
« Ma, gra ar pezh 'oa lavaret, Yann. »
En em gavet dirak an archerdi, e
skoan mibin etrezek ar gêr. Setu me dirak ma zi, skuizh-divi an
tamm ac'hanon. Ur wech erru em c'hambr, e-harz ma gwele, e taolan
ur sell ouzh ma dihuner. Kreisteiz ugent. Dilugañ a ran ar
pellgomzer, 'mod-se ne vin dihunet gant den. Diwiskañ ma dilhad a
ran, goustad, ha gourvez war ma gwele. Serr eo ma daoulagad
dija.
|
 |
|
 |