Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Brezhoneg

An Huñvre Dihun

Romant

Pennad 8

Un nebeud devezhioù ehan 'm eus bet. Vad a raio! Hag hiziv 'rankin mont da gaout ar bredelfennour c'hoazh. Ezhomm am eus komz gant unan bennak eus afer ar muntr, gant unan bennak a c'heller fiziout ennañ, evit bezañ disammet eus ma ranngalon.

Ne seblant ket an amzer bezañ re domm. Gwelloc'h din lakaat ma mantell. Sellout a ran ouzh ar sal a-raok mont kuit. Un iskis a daolenn on krog da livañ aze... Goulenn a ran ouzhin ma-unan petra 'vo pa vo echu ganti. Petra am eus c'hoant da dresañ? Forzh penaos, n'eo ket gwall sklaer ma soñjoù em fenn er mareoù-mañ.

Yen an amzer. Pounner ma c'hammedoù. Gwelloc'h din kerzhet evit aveliñ ma soñjoù. Er c'harrdi 'mañ ar c'harr. C'hoazh. Aon da vont ma-unan gantañ. Pebezh koniri... Setu kleier iliz Ploare o seniñ. Dek eur dija. Avel a-benn 'zo e alez ar Faou. A-benn ar fin ez on degouezhet e ti Antoine de la Roche-Marie, bredelfennour eus e vicher, evel m'hel lavar ar blakenn gouevr a-zehou d'an nor-dal.

Amañ e vezan degemeret evel pa vijen ur vignonez dezhañ abaoe pell. Kalzik gwenneien a lezan gantañ ivez. A-hed ar bloavezhioù on deuet da anavezout e voazioù dindan eñvor.


« Salud, Liza. Mont a ra? Deus tre, deus tre. Azez 'ta, 'vi ket debret! »


« Ya, ya mont a ra, ha ganeoc'h? »


« N'eus buhez ebet hep kudennoù. Ha bevañ 'zo asantiñ da gement-mañ. Ya, dudi ha poan. Mat, lavar din ar pezh a c'hoarvez ganit, n'eus ket doare vat ganit »

Ne ouzan ket re penaos kregiñ. Kement a draoù a zo c'hoarvezet din dindan ken nebeut amzer...


« Gouzout a rit em boa ur mignon... »


« Kilian e anv, 'gav din. »


« Ya. Mignon Mawaime. »


« An hini 'oa bet lazhet ar sizhun paseet? »


« Ya, met eñ en doa kejet ouzh an Ankou dec'h. »

E-keit m'edon o komz eo pignet an dour em daoulagad.


« Hetoù a gengañv .... »


« Trugarez. »


« Un den marv bep sizhun. Un doare boaz e teu da vezañ, war a seblant, ordinal... Unan bep sizhun. »


« E c'hellit c'hoarzhin... Gouzout a rit n'eo ket bet kavet muntrer Mawaime c'hoazh. Setu ma oa deuet din da soñj mont da gaout Kilian, kenkas e ouezfe un dra bennak... »


« Marteze e oa eñ al lazher? »


« N'em eus ket gellet goulenn outañ. Pa 'z on degouezhet em eus e gavet astennet war al leur, yen, melen e groc'hen. Tost eo bet din semplañ gant an heug... »


« Ha neuze? Penaos eo marvet? »


« En un doare spontus. Drailhet ha didroc'het a dammoù eo bet, boureviet, jahinet evel gant un den diskiant e vije bet, pe gant gwashañ diktatour ar bed. Tammoù kig a oa e pep lec'h, staget e benn ouzh ar c'hrog-mantilli... Ur wech c'hoazh 'oa bet drailhet ma buhez, ha bremañ em bo gwallhunvreoù da viken... »


« Amañ emaon evit ober dit disoñjal an traoù-se... Ma 'm eus soñj mat 'poa lavaret din e veze, pe e oa bet feuls gant Mawaime, e vignonez. Marteze eo bet lazhet gant unan bennak eus familh an Indianez? »


« Iskis e vefe, n'he doa kar ebet amañ. »


« Ha ne oa ket roudoù, louc'hoù ispisial pe traoù iskis en ti, pa 'z out degouezhet? »


« Humm... Nann, nann... Ne gav ket din. Atav em eus gwelet ar pezh-se renket mat, ha gant nebeutoc'h a liv ruz. »

Keit ha ma respontan dezhañ e kavan disheñvel-tre e neuz hiziv, met ken strafuilhet on ma kavan gwelloc'h lavarout an holl draoù 'zo war ma c'houstiañs, da dennañ ur bec'h re bounner diwarnon. Sellout a ran tro-dro din. Bras a-walc'h eo ar sal, karrezek, uhel al lein, livadurioù liesliv ouzh ar mogerioù. War an daol-vurev, a-bep-seurt kreionoù, levrioù, hag ur momeder ivez, evit teogiñ an dud, d'o lakaat da zispakañ aesoc'h ar pezh 'zo e don o askre. Ur wech pe ziv en deus bet implijet anezhañ dirazon met ne blij ket din seurt c'hoarielloù...


« Ha neuze Liza! Dihun 'ta! N'eo ket poent hunvreal, ti-kloz! Gant petra emaout? »


« O soñjal en enseller Jañ-Loui Sanchez emaon. Penaos 'ta e c'heller bezañ ken diseblant rak ar marv? »


« E vicher eo ha setu holl. Met komz din diwar e benn. Peseurt doare den eo? »


« Buhezek-tre, leun a startijenn. Dedennet-tre eo gant e vicher ivez, met kriz a-walc'h e seblant bezañ, daoust m'en deus neuz un den a-feson. »

Ne santan mui ennon nerzh-spered da respont dezhañ. N'eo ket seurt goulennoù emaon o c'hortoz. Kimiadiñ a ran.

Goude bezañ kuitaet an ti bras e tistroan d'ar gêr. An taol-mañ avat e pignan er c'harr-boutin. Plijout a ra din sellet ouzh an dud a vez en-dro din. Ijinañ buhezioù, emgavioù, trubuilhoù dezho. Dastum er straed danvez da sevel romantoù, bandennoù-treset, taolennoù. Da bep hini e zoare. Kant bro, kant giz...Peseurt micher he deus houmañ? Petra eo anv hennezh? Unan droch sur a-walc'h. Ober goap a blij din ivez. Ar gwellañ louzoù a-enep ar boan-spered, 'gav din. Ober goap, ya, ... Hep henn diskouez koulskoude... Paotr brav eo ar bleiner-mañ. Memes tra, un druez kaout ur fri evel e hini! Forzh penaos, gant ar vicher a ra...

Emaon o chom e eil estaj ur savadur gris ha kozh. Alies-mat ne'z a ket ar saverez en-dro setu ma vez dav din mont gant ar skalieroù. Boas e teuer da vezañ.

N'eo ket Doue posubl! Sell,ma amezegez, Tereza 'r Floc'h, o tont da'm c'haout. N'em eus ket c'hoant chom da goll amzer gant ar follez-mañ!


« Aaaaa! Dimezell Keruhel! Pe'ra 'lavar? »


« Mat a-walc'h an traoù, ha ganeoc'h? »


« Mat-tre, trugarez. Dont 'reoc'h da evañ ur banne kafe ganin? »

Morse n'he deus bet kinniget din mont en he ranndi, ken ma 'z on souezhet, ha ne gredan ket nac'h. Bihan eo he ranndi, met lous, un druez! Pevar pe pemp kazh a zo aze, pebezh anevaled droch, evel leueoù war ur gourvezvank kozh ha drailhet. Ne blij ket din ar c'hizhier. Ne reont nemet miaoual a-hed an devezh.


« Deuit tre, deuit tre. Aze'et amen kost an daol ma vo graet deoc'h ur plasig. Amen 'zo paperioù laou e pep lec'h. Karget 'vez ar voest lizheroù ga'to, pe'ra raoc'h! »


« Plantañ a ran ane'o en tan kerkent ha tennet eus ar voest. Trawalc'h a zrocherezh 'zo e-giz-se em zi. »


« O, fi 'voar, me 'blij din seller deus ar skeudennoù. Pa ve'er kozh e' dav o'r 'n dra bennak. »

Ne c'hell ket paouez da sklakenniñ. Dre natur eo d'am soñj, a-viskoazh eo bet hag e vo... Spontet on gant he doareoù ivez. E-kichen ar c'hafe a zo o tommañ ez eus ur voestad
« Ron-ron », o paouez bezañ boulc'het. Un tammig anezhañ 'zo laket en ur volenn hag emañ bremañ Tereza o tañva anezhañ ... Rukunus ... Spontus ... Euzhus ... An tamm gwastell 'zo war an daol 'zo gwall iskis he liv hag he c'hwez. Marteze ez eo unan eus ur vro bell? Nann, kouskoude.
« Gateau Breton ». Aaa, amañ ez eus un deiziad:
« A consommer de préférence avant: fin Mars 1995. A consommer rapidement après ouverture ». Aet eo an hanter anezhañ dija (gant ar c'hazh sur a-walc'h,...), setu e seblant bezañ mat da zebriñ... Met, memes tra... E c'hwezek ha pevar-ugent emaomp!

Gris eo ar penn. En ur c'horn anezhañ ez eus ur gwele, unan dammheñvel ouzh ar re 'vez kavet er c'hazarnioù. N'ouzon ket penaos e c'hell un den bevañ en ur seurt kraoù. Evidon-me avat, ne c'hellfen ket. Just e-tal din, war ur ganastell goloet gant kelaouennoù leun a gaoc'h kelien, un nebeud bleunioù gweñvet ha podoù gwer. Kaotigell... Sukr... Robert... Robert!?! Petra eo an dra-se? Ur seurt ludu gris a zo e-barzh. Marteze ez eo louzaouennoù 'zo 'barzh? Evit debriñ e c'hellfe bezañ? Sur e tle bezañ kozh-Noe.


« Hañ, dedennet oc'h? Amen 'zo traoù brav, hañ? »


« A ya, ya. »


« Fi 'zo 'sellet deus ar ganastell. Ya, Robert. Ma gwaz a voa betek un nebeud bloave'ioù 'zo. C'hoant 'm eus bet da zerc'hen un tañva deus ma gwaz. Ur simbol, pe'ra, met uwe 'vit lakaat war ar c'hig-rost. Ober 'ra ur blaz espar. »


« Ah... »


« Met n'e' ket tout. Dalc'het 'm eus e glopenn. Ya, gwir eo. Tud 'zo a gousk gant oursoù feur, me 'gousk gant penn ma gwaz. »


« Ya, gwir eo, derc'hel soñj atav... »

Paourkaezh plac'h, aet eo kuit gant ar boñboñioù.


« Ya, amzer 'm befe da seller deus e glopenn, kar ne gouskan ket gwall yac'h, fi 'voar. Ya, ya, mat, mat. Gout a-walc'h a rit, plac'h, ur wech deuet an oad war gorre an dud e vez diaesoc'h kaout ar c'housk. Ul labous-noz, dres 'gizdoc'h, merc'h, hmm? » Hag e kinnig din ur pezh mousc'hoarzh dizant, he daoulagad krak o wilc'hañ gwashoc'h eget a-raok c'hoazh.
« Ya, ya, e-giz-se 'mañ. Yet ket da grediñ on fri-furch, merc'h, met pe'ra 'oac'h aet d'ober e-kreiz an noz un daou zevezh bennak 'zo, hmm? Ur pitaod bennak? » Ha setu dirollet Tereza, re bar he c'hoarzh da bufadennoù un naer, ha glaour o strinkañ a-gleiz hag a-zehou war toal an daol dirazi. Ha n'em eus tamm soñj ebet bezañ bet er-maez div nozvezh 'zo. Ouzhpenn dezhi bezañ pounnerglev eo luch ivez ar paourkaezh maouez..


« Ya, ya », emezon, da sioulaat dezhi un tamm.


« Aaa... Dont ra din soñj. Ur beg-e-dog zo bet amen er mintin-mañ o klask penn deusoutoc'h. Kalz traoù 'n'eus goulennet diwar ho penn ken na oan ket 'vit respont e holl c'houlennoù. An dra-'e zo drol, hañ? 'Maoc'h ket mat gant ar boliserien? »


« Nann, nann. Petra en deus goulennet ganeoc'h? »

A-greiz-holl he deus an hini gozh broudet an enkrez ennon. Goude an heug rak he doareoù ha rak he gwaz - paourkaezh den! -, setu perak he deus ma fedet amañ. Petra a glask ober Sanchez, o tont da welet gwrac'hed kozh? Klask gouzout pere eo ma boazioù, marteze, daoust hag unan da blantañ reuz on, pe daoust ha kalz e komzan? Evelato, emichañs n' eo ket bet ar sodez-mañ o kontañ re a sotonioù.


« Ma, deu't voa 'vit goul' penaos oac'h, hag-eñ oac'h ur plac'h trankil pe ur vamm-ar-vordell bennak. Me 'm eus ket kredet lavar't kalz traoù. N'e' ket bemdez 'vez gwel't seurt termajioù em zi hag ouzhpenn a nie-int gallet lavar't traoù diwar-benn stad ma ranndi. 'Wechoù 'vez torrioù-revr, f'oar! Setu on chomet da gaozeal gantañ war ar pondalez. Ar re-'e 'zo tud da gaout reuz, 'giz ma lavere ma Robert. Met lavar't din 'tañ. Pe'ra a peus graet 'vit kaout seurt reuzioù war ho kein? Ar re-'e zo melloù amerdourien, hañ! »

Goulenn a ran ouzhin ma-unan hag harpañ da gomz a c'hello ober un deiz bennak... Ne vez den ebet ganti e-pad an deiz -eürusamant evitañ- nemet pa zeu unan e c'hell chom eurvezhioù amañ! Iskis eo koulskoude ne vefe ket chomet da zrailhañ komzoù gant Jañ-Loui! Koulskoude e vez ingal ar fri-ranell-se o spiañ an dud e-pad eurvezhioù, n' he deus tra all ebet gwelloc'h d'ober, pe marteze e ra traoù n'int ket gwall sklaer. Ha gant ar pezh 'm eus gwelet amañ...


« Nann, n'int ket tud fall. Abalamour d'ur wall afer eo, un dra spontus a zo c'hoarvezet ganin. »


« Hañ ya?... O gast, ar c'hafe zo 'virviñ! »

Ar paourkaezh maouez ne seblant ket bezañ asur-tre gant he daouarn. O yeyei... Ale... An hanter war an douar... Forzh penaos ne cheñch ket kalz tra.


« Cheeee.....!!!!! »

Pebezh hini... Sevel a ran kenkas ez afe da skuilhañ tout ar c'hafe warnon. Met nann! O burzhud! Pep tra a ya er skudell!


« Sukr a po? »


« 'M bo ket, trugarez » (aon 'm eus gwelet e pe stad emañ ar sukr).
« Ya, neuze e oan o lâret... Ha, setu. Marvet, pe pa lavarin mat, drouklazhet eo bet ma daou vignon gwellañ en ur sizhun. »


« ( ... ) »


« Kavout a rae d'an archerien e oa bet graet he stal da'm mignonez gant he faotr. Padal e oa bet kavet marv-yen, lazhet dec'h... » (Diaes eo din komz. )
« Ne c'hell ket bezañ un emlazh peogwir e oa dichafrantet euzhus, didroc'het a dammoù...! »


« Ooooh! Malevurus! An dra 'e 'zo spontus! Fi 'dle bezañ kalonek 'vit gouzañv an dra-'e! 'Peus ket c'hoant da gaout ur banne grog da daoler en ho kafe? »


« Nann, mat eo. Kriz eo ma flanedenn memes tra. »


« Met perak e vez an archerien war ho lerc'h? Kaouet a ra de'o oc'h kiriek? »


« Marteze o deus kavet traoù din du-se. N'eo ket souezh ivez, en o zi e vezen reoliek, dre ma oant ma gwellañ mignoned. Met, trugarez... N'emaon ket o vont da chom d'ho tirenkañ amañ. »


« O, met ne rit ket! Ar c'hontrol! »


« Ezhomm 'm eus d'en em soñjal, da vezañ un tamm ma-unan bremañ. »

Vad en deus graet din komz. Ganti ha gant ar bredelfennour. Met en ur guitaat he ranndi e teu an aon en-dro. Daoust ha n'eo ket bet ar vuntrerien o tispenn ma roudoù betek amañ. Daoust ha n'eo ket me an hini 'vo lazhet kentañ tro? Sellet a ran ouzh ar skalieroù... Pignat a ran ganto.

An Huñvre Dihun
· Raklavar
· Pennad 1
· Pennad 2
· Pennad 3
· Pennad 4
· Pennad 5
· Pennad 6
· Pennad 7
· Pennad 8
· Pennad 9
· Pennad 10