Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

« Ac'hanta, Liza! Petra an diaoul 'zo c'hoarvezet amañ? »
Sevel a ran, ha mont etrezek
ennañ.
« O! Bennozh Doue deoc'h! Erru oc'h a-benn ar fin! »
« E-pelec'h 'mañ ar c'horf? »
Ul lajad a dremen a-raok din gellet
respont dezhañ. Skeudenn penn Kilian a zeu ingal war skramm ma
malvennoù, da waskañ ma spered. Strafuilhet on c'hoazh.
« A...a...aze! »
Diskouez a ran da Jañ-Loui ar
c'horf damguzhet a-dreñv ar burev.
« Ma, biskoazh...! Ur spont! » eme Jañ-Loui, bamet dirak ar c'horf
damzebret.
« Pegeit 'zo emaoc'h amañ? »
« Ma, un nebeud munutennoù a-raok pellgomz deoc'h. »
Lakaat a ra e vanegoù plastik ha
mont prim da furchal e tiretennoù an armelioù, er gegin... Sellet a
ra dindan an arrebeuri. A-greiz-holl e tegouezh ur strollad tud.
Seizh en holl. Unan gantañ ur benveg-foto, ur medisin, daou all da
glask louc'hoù, merkoù chomet war-lerc'h ar vuntrerien, unan all da
gemer notennoù ha daou baotr an ambulañs evit kas ar c'horf ganto.
Kement a dud a zo ma 'z eo deuet ar sal da vezañ ur gwir varc'had.
N' ouzon ket mui e pelec'h lakaat ma c'horf, petra ober. Echu e dro
fri-furch gant Jañ-Loui e kinnig din mont betek stal Vawaime.
A-raok kuitaat an ti e taolan ur sell c'hoazh war gorf Kilian. Dres
d'an ampoent, paotr e venveg-foto, diseblant, o trapañ skeudennoù
anezhañ.
Pignat a reomp en oto, ur Safran
du.
« Perak 'oac'h deuet da di Gilian er mintin-mañ? »
« Met...Ya...! Prestet 'm boa binvioù-livaj da Vawaime. Setu 'm boa
bet c'hoant kaout anezho en-dro. »
« Met n'ez eus netra ganeoc'h? »
« Nann... Re drubuilhet on bet gant ar pezh 'm eus gwelet da soñjal
enno, da gemer ma binvioù en-dro. »
Loc'hañ a ra ar c'harr-tan. Met,
perak 'ta mont d'ar stal?
« Ha n'oc'h ket bet o furchal er stal c'hoazh, Komiser Sanchez?
»
« N'it ket 'ta gant »komiser
« ouzhin! Koulz ganin klevet »Jañ-Loui
« ! ...Eo, met un dra bennak 'm eus da ziskouez deoc'h. Gwelet a
reoc'h... »
Ne c'hell ket bezañ an doser,
alato! Ganin emañ. E santout a ran e godell diabarzh ma c'habig.
N'eus forzh penaos, ne oa ket bet graet un eil skouerenn anezhañ.
Nann, ne c'hell ket bezañ an doser! Kredabl-bras eo abalamour d'an
doser-se ez eo bet lazhet Mawaime ha Kilian. Ne chom nemedon war
hent al lazherien. Piv en deus c'hoant tapout ac'hanomp?
Bleiner brein! Gellet 'pije lakaat
da vlinker evit treiñ a-zehou! Ha n'eo ket graet ar reolennoù evit
an archerien ivez?
« Ha bleinañ a rit, Liza? »
« 'Ran ket », emezon war an trumm.
Treiñ a reomp dre ur straed vihan,
straed ar Velli. Dirak ar stal e chomomp a-sav. Mont a reomp
er-maez eus an oto, ha merzout a ra Jañ-Loui diouzhtu eo bet torret
ar sielloù 'oa bet lakaet ouzh an nor. Neuze e tenn e bistolenn en
ur lavaret din chom a-dreñv dezhañ, hep kaozeal. Erru er stal e
taoulamm daou zen gwisket e du, bep a gougoul war o fenn. Amzer da
Jañ-Loui bukañ e bistolenn etrezek enno setu int skampet kuit dre
dor a-dreñv ar stal. Mont a ra Sanchez d'o heul betek koc'hu
Douarnenez, met siwazh, koll a ra anezho e-touez an dud.
« Kaoc'h! Tec'het int! » emezañ kounnaret, ruz-tan e benn, ar
ronkell en e vouezh.
Emañ bremañ o redek etrezek ar
burev, dianalet-holl ar butuner kozh anezhañ. Sellet a ra e pep
lec'h evel pa vefe o klask un dra bennak.
« Gast! Deuet int a-benn da zigeriñ an armel-greñv! »
« Petra 'oa enni? »
« Just a-walc'h, c'hoant am boa goulenn ar c'hod diganeoc'h. Met
siwazh, re ziwezhat eo bremañ. Biken n'he doa Mawaime Malinche
graet anv dirazoc'h eus ar pezh 'oa en armel-greñv-se? »
« Eo, gouzout a ran e vire enni an holl lizhiri a reseve, kontoù ar
stal, brastresoù, ha fotoioù eus he familh. Traoù personel, petra.
»
Goude bezañ prederiet e ya Sanchez
betek e garr da bellgomz d'e genseurted, evito da zont da glask
roudoù. Sellet a ran tro-dro din ouzh ar reuz graet gant al laeron
er burev. Mont a ran d'ober un dro dre ar stalig. Livadurioù a bep
seurt a zo stag ouzh ar mogerioù: Por' Ru war lod, ha war lod all,
gweledvaoù, taolennoù-bro, graet un tamm e pep lec'h e Breizh. Unan
eus an taolennoù-se 'zo disheñvel he doare diouzh ar re all:
ganin-me eo bet graet. Diaes eo kompren ma zaolenn pa vez sellet
outi a-dost. Dav 'vez mont betek foñs ar sal da verzet ez eo un
Indianez o tougen ur pod bleunioù. En ur c'hornig eus ar sal, ul
livadenn a seblant bezañ diechu. Unan eus taolennoù Mawaime eo,
skedus, trec'h luc'h al liv glas war al livadurioù all. Sur
a-walc'h he doa bet c'hoant da daolenniñ an Natur, an Natur a vez
ken tost an Indianed outi.
Div lodenn a ya d'ober ar stal: en
tu dehou e vez miret kement tra a sell ouzh an tresañ hag ar
c'hizellañ: kreionoù-koad, paper a bep seurt liv ha ment, gouaj,
plakennoù lino, koad, gomennoù, hag all... Hag en tu all emañ ar
binviji da livañ taolennoù kentoc'h: podadoù livaj, barroù-livañ,
lien, sternioù. E-kreiz ar sal e oa bet staliet un delwenn en he
gwir vent gant Mawaime, unan o tont eus he bro c'henidik, Mec'hiko.
Kizellet e oa bet e stumm un delwenn Vaya, ur penn-brezel indian o
saludiñ e bobl.
Degouezhet ar Sanchez er stal da
ginnig din mont da zrebiñ merenn en un ti krampouezh bennak, war an
aod. Dindan dek munutenn omp en em gavet eno. Mont a reomp er-maez
eus an oto renket brav dirak an ostaleri. Ha ni e-barzh. Ur sal
vras eo, enni un daol-gont dirazomp. Tud a bep seurt, pep a vanne
dirak o fri, 'zo o trailhañ kaozioù, o c'hoari 'r c'hartoù pe o
c'hoari dominoioù. An darn vrasañ eus ar re 'zo o komz 'zo tud kozh
anezho, o kontañ o abadennoù pesketa. Hag an holl re a zo o c'hoari
'c'hartoù pe dominoioù a zo c'hoarzh ha kan ganto. An ostiz, un den
tavañjer wenn ha blev berr, 'zo gant e dorch-listri o frotañ gwer
d'o sec'hiñ, hag ouzh o strollañ war an daol-gont dirazañ. Un eur
eo, ha ni o vont da azezañ e-kichen an akwariom, ennañ ur c'hrank
ha meur a besk. Glas-mor eo livet ar mogerioù. Dieub ha disammet en
em santan.
« E! Mikael! Deus deomp pep a gartenn-bred, mar plij? »
« Ya, diouzhtu! »
Degouezhout a ra an ostiz, ur paotr
kuilh blev druz, gant div gartenn c'hlas. Ma c'hartenn dirazon e
c'houlennan digant Jañ-Loui :
« Alies e vezit o tebriñ amañ? »
« Ya, bep Merc'her da greisteiz. »
« Ha ya! Ha petra a alioc'h din kemer, neuze? »
« Meskl gant chaous dre-an-ti, hag ur banne gwin gwenn choazet gant
Mikael, an teuzar! »
« Deomp de'i, neuze! »
Dek munutenn goude, setu distro an
ostiz gant ar gwin hag an daou bladad meskl. A-greiz-holl e
c'houlenn Jañ-Loui ganin :
« Klevet em eus komz eus ar gevredigezh ho poa bet labouret eviti,
c'hwi ho tri: te, Mawaime ha Kilian. Daoust ha tud all a zo er
gevredigezh-se? »
Sell 'ta! Dre te ez a ouzhin
bremañ! Sabatuet on gant e c'houlenn ouzhpenn, setu ma choman
pellik amzer a-raok respont, o klask ar vesklenn 'zo o paouez
kouezhañ er plad a dre ma bizied:
« N'edomp nemet tri e Breizh. Met sikouret e vezomp gant tud o
vevañ e Mec'hiko. N'eo ket aet ar c'heleier mantrus betek enno evit
c'hoazh, sur a-walc'h. »
« Liammet eo ar muntroù gant ar gevredigezh d'ho soñj? »
Dav 'vo din lavaret dezhañ pe
get?
« Ne gredan ket. Ur gevredigezh didrubuilh eo. »
« Ha petra emaoc'h e soñj ober evit ar gevredigezh? »
« Klask a rin mont e darempred gant an Indianed evit gouzout ha
labourat pelloc'h a raimp pe ne raimp ket. »
Derc'hel a ra Jañ-Loui gant e
c'houlennoù. Echu ganeomp debriñ ez on kaset d'ar gêr gantañ.
Kimiadiñ a reomp. Pignat a ran betek ma ranndi, hag amzer din kemer
ma dafarioù-kelenn setu ma klevan korn-boud oto Morwenna a gelenn e
Lise J.M ar Brizh ganin. Echu ar vakañsoù, plac'h!
Nag a draoù 'zo c'hoarvezet abaoe
ma oan bet amañ evit ar wech ziwezhañ! Kerkent ha digoret dor ar
sal-glas ganin e tizoloan en-dro aergelc'h trouzus al Lise, ha
selloù an holl ouzhin. Soñjal a ran en-dro er pezh am eus gouzañvet
en devezhioù tremenet: marv Mawaime, korf Kilian, dibennet ha
muturniet euzhus, ha goulennoù iskis Jañ-Loui. Krenañ a ran. Ne
c'hellan ket chom amañ. Ret eo din tec'hout alemañ.
|