 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Kilañ a ran trumm. Dispourbellet ma
daoulagad, ma gwad aet da zour sklaer em gwazhïed, ma c'halon o
tridal. Kavout a ra din bezañ en em gavet en ur vered, abalamour
d'an trouzioù ral hag iskis. Garm skrijus ur gaouenn, karr an Ankou
war ar grouan, yudadennoù ur bleiz. Distreiñ a ra ma selloù war ar
c'horf, pe gentoc'h ar pezh a chom anezhañ. Ur mell toull a zo e
plas e galon. Tammoù kig stlapet, ledet war ballenn indian ar
saloñs. Etre dor ar saloñs hag hini ar gegin, daou gazh du oc'h en
em gannañ evit un tamm biz bihan, pufadennoù ha miaouadennoù ganto
leizh o beg. Daskrenañ a ra ma divesker dindanon pa verzan n'emañ
ket aze penn Kilian ken. E-lec'h e benn, nervennoù gweet o fiñval
e-giz naered. Heuget, e klaskan tec'hout en ur lammedikat etre
poulloù gwad kaouledet. Met erruet e foñs ar sal en em gav ma
selloù gant e galon. Pistig an Diaoul o stardañ ma bouzelloù. Hag
ouzhpenn ar pezh am eus da c'houzañv gant ma daoulagad e krog
c'hwez ar brein, ur frond iskis, c'hwerv ha dous-trenk war un dro
da sevel em fronelloù, da aloubiñ ma skevent. Deuet ez eus brini
dre ar prenestr torret, desachet gant c'hwez vat ar c'hig troc'het
fresk. Nijellat a ra un nebeud brini kuit davet ar c'hrog-dilhad,
koag ha flap spontus ganto. Oc'h en em gannañ emaint evit un tamm
tra bennak a-istribilh ouzh unan eus ar c'hrogoù. Dedennet gant o
reuz ez an da zizoloiñ o c'havadenn. Chom a ran bout, spouronet,
dilavar. Ec'h, doñjer! Ur c'horfad rukun ennon pa welan kement-mañ:
penn Kilian eo! Gwenn-kann eo e fas, dispourbellet e zaoulagad ruz.
Diveriñ ra gwad eus e fronelloù hag eus e veg damzigor. Krediñ a ra
din eo digor ar c'hog, met e gwirionez n'eo nemet gwad Killian o
tiverañ takenn ha takenn. Daou veg lipous a glask pakout unan eus e
zaoulagad. Kouezhañ a ra al lagad war al leur. Degas a ra da soñj
din eus ar vioù 'bet fritet war ar billig ganin da lein. C'hoant
rechetiñ 'm eus. Klask a ra ur vran all tapout an teod o tibaseal
eus ar beg damzigor. Deuet eo ar gwesped da lipat ar gwad e
fronelloù Kilian. Paket eo ar c'helien er gwad pegus. Poaniañ a
reont o saveteiñ o buhez. Tec'hout a ran kuit, pell diouzh an
abadenn heugus-mañ. Goudor a gavan en ur c'horn teñval, etre an
armel hag ur gador-vrec'h. Kri ha garm ganin, gwashoc'h eget ul
loen gouez, alvaonet. Tamolodet on, o terc'hel start ma fenn em
daouarn, hep paouez da grenañ gant an aon, da horellañ dizehan,
diskiantet, saouzanet. N'ouzon mui nag ar penaoz nag ar perag eus
tra, daeroù fonnus em daoulagad. Strafuilh ha glac'har mesk-ha-mesk
ennon.
DAOÑ...DAOÑ... taolioù kañvaouus an
horolaj, trumm. Gourlammat a ran, estlammet. Klask sederaat,
plac'h! Ur sell c'hoazh ouzh an arvest hollvraouac'hus-mañ, ha soñj
a zeu din eus ar gwerzennoù kozh:
"Goude da stat ha pompadou
Guyscamant ha paramantou
Ez duy an anquou ez laouen
Pan troy enhaf da lazaff mic
Ma-z duy da neuz da bout euzic
Ha tristidic da bizhyuquen."
Netra nevez dindan bolz an neñv.
Bliv ez an war-zu ar gambr. Aze eo e kouske Kilian ha Mawaime. Reuz
spontus a zo er gambr. Dre vras e veze atav kinklet brav ar gambr
ganto. Met aze eo bet diroget ar vatarasenn gant ur gontell.
Strewet eo bet war al leur kement tamm dilhad 'oa en armel hag en
tiretennoù. Pluñv ar goubennerioù a nij dre holl a bep ma'z an
war-raok er gambr. Bannet eo bet an daol-vurev goad war ar
plañchod. Ledet ez eus bet a-bep-seurt levrioù, kelaouennoù,
paperioù war an tapis. C'hwez ar butun a zo er gambr. Un daolenn
gaer gant Dilaser 'zo bet torret. Ne 'z eus nemet ur soñj war ma
spered: an doser. Daoust ha kavet eo bet? Daoust hag amañ emañ
bepred? Redek a ran dre ar gambr, buan, hep teurel evezh ouzh ar
pezh a flastran. Tremen a ran dreist d'ar gwele dismantret, ha
kerkent hag en em gavet en tu all ez an trumm war benn ma daoulin
war ar plañchod kras. Bannañ a ran kuit kement tamm dilhad pe baper
chomet a-stlabez warnañ. Setu, n'eus tra ken da'm direnkañ nemet an
tapis liesliv 'oa bet profet d'ar c'houblad gant ur familh eus ar
Chiapas. E sevel a ran goustadik, ankeniet gant ar pezh a gavin
dindan, pe na gavin ket. Bremañ eo dav din sevel an trap. Ma holl
izili o krenañ ouzhin e tosta ma dorn ouzh ur c'hoch strizh er
plañchod. Mont a ra ma ivinoù ennañ, ha gouestad e klaskan sevel an
trap. Paouez da grenañ 'ta! Digeriñ a ra an trap, ha kerkent un
nebeud bannoù sklêrijenn o tamskediñ war ur golo plastik glas. Mat
eo, amañ 'mañ an doser.
Tapout a ran krog en ur gador bet
troc'holiet gant an dorfedourien, hag azezañ warni. Ha setu ma
krogan gant ma zaol-furch e-touez pennadoù kazetenn ha lizhiri an
doser: un dastumad graet e-pad meur a vloavezh ganin, gant Mawaime
ha Kilian diwar-benn Indianed Amerika, re ar Chiapas dreist-holl..
Er penn-kentañ e felle deomp sikour familh Mawaime ken, met a-benn
ar fin, dre ma kreske an teuliad e oa deuet c'hoant deomp sikour he
fobl en he fezh, hag an Indianed all. Buan-ha-buan e taolan ur sell
ouzh an titloù bras:
« Stourm ar Zapatisted : justis evit an Indianed, kentañ annezidi
ar vro. »
« An Chiapas: ur rannvro binvidik hag ur boblañs paour »
« The I.M.F. demands and the emergency economic policies impoverish
the Indian population. »
« Naonegezh evit 80% eus Indianed ar Chiapas »
« The weapon-for-drugdeal between U.S. president Reagan and Mexican
officials »
« La lucha de los Zapatistas para sus derechos. »
« Goulenn groñs a ra ar Zapatistas dilez ar prezidant Carlos
Salinas »
« Indianed ar Chiapas: lazhet gant an drafikerien dramm pe gant
polis kuzh ar gouarnamant. »
« La política del presidente Carlos Salinas de Gortari: lucha
enérgica contra los Zapatistas, y acercamiento a los EE.UU. »
Setu aze kudennoù spontus. Pa
soñjan er pobloù gwasket-se, e gevred Mec'hiko, deuet da vezañ
estrenien en o bro, reuzeudik, peizanted o labourat douaroù n'int
ket dezho zoken, o c'hounit peadra da chom bev, tra ken. Al lodenn
vrasañ anezho n'o devez na dour, na tredan, na trawalc'h da zebriñ.
Kaer o devez goulenn ma vo doujet d'o gwirioù, ne vezont ket
selaouet. Ha pa vez graet anv anezho eo da
« derroristed » e vezont lakaet.
Pell amzer on chomet em c'hoazez,
an doser war ma barlenn, da soñjal en afer-se. Hag ouzhpenn-se, n'a
ket tamm ebet war-raok... An deiz all e oa bet ur vodadeg veur e
Mec'hiko e koun an holl Indianed drouklazhet gant an arme...
Ha war-lerc'h an teul-mañ edo an
dorfedourien? Pegeit 'zo int bet amañ? Hag e pelec'h emaint bremañ?
Gwelet on bet ganto, kerkoulz all...
Poent din hastañ ma revr. Kuzhat a
ran an doser e chakod diabarzh ma c'habig. Disoñjet em boa ar
c'horf e-keit ma oan gant an dielloù-mañ. Disoñjet ar c'hwez
trenk-put. Met en ur zistreiñ er sal eo deuet buan din en-dro.
Nijet eo ar brini kuit dre ma ne chom kazi tamm kig fresk ebet ken.
Na pegen heugus eo an daolenn-mañ! Gwellaet eo din koulskoude. Met
bec'h 'zo war ma gorre o kuitaat al lec'h milliget-mañ memes tra.
Dirazon emañ ar pellgomzer. Tapout a ran ar grogen, hag hep chom
d'en em soñjal re e c'halvan an archerien.
« Alo? Liza Keruhel amañ! C'hoant 'm eus komz gant ar c'homiser
Sanchez. Grit fonnus! »
« Ya, diouzhtu. »
« ...Komiser? »
« Ya. »
« Deuit buan! Marv eo Killian! Marv eo Killian! Marv eo! Marv! En e
ranndi emaon! »
Advac'hañ a ran krogen ar
pellgomzer, prim. N'eus ken nemet gortoz d'ober bremañ. E toull an
nor e choman da c'hedal, ma daouarn sanket em godelloù, o klask
disoñjal ar pezh 'm eus bevet hiziv. N'eus trouz ebet er ranndi,
nag er straed. Rivet on, hanter voredet.
An nor dal o tigeriñ en traoñ,
chourikerezh ur re votoù-ler gleb war ar c'harreladur, hag ur
basadenn raouliet. Trawalc'h da anaout mouezh ar c'homiser. Poent
'vefe dezhañ paouez gant ar butun. Setu me dinec'h, disammet ma
spered.
|
 |
|
 |