 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Ma! Echu ur re hir a zevezh labour
ganin, a-benn ar fin! Poent e oa! O! N'on ket bet o prenañ ar
gazetenn c'hoazh! Deomp de'i! Mall 'zo warnon bezañ degouezhet er
gêr. Da gentañ ez in da dommañ ur banne chokolad tomm hag e lakain
ur C.D. bennak, Carmen d'am soñj. Da c'houde en em laoskin da
gouezhañ a-fardiglav war ar gourvezvank. O! O! Janin, ne chomin ket
re bell da c'hlabousat ganti.
« Sell 'ta! Janin! Ha neuze, mat ar jeu? » Hañ! Tevaet eo avat! Ur
plac'h rontik eo bet a viskoazh. Met, aze, e kavan anezhi un
tamm... Ma! Paouezomp da flemmañ!
« Chezus », emezi, ruz-tan he fri (ha n'eo ket gant an amzer fall,
hervez an teodoù lemm).
« Pebezh avel yen! Houmañ n'eo ket diwar gaoc'h tomm, sur! C'hwenn
'zo en da loeroù , pe betra? » a lavar o welet ac'hanon o pilpasat
dizehan.
« Hag ez eus! Mall warnon distreiñ d'ar gêr, me lâr dit! Rivet on!
»
Emichañs ne raio ket goulennoù all
ouzhin. Kimiadiñ buan a reomp. Serriñ a ran ma jiletenn c'hloan ha
ma mantell, kroaziañ ma daouarn maneget warno, hag ober un toull en
avel a-benn. Pegen kozh ha teuc'h eo erru ma manegoù! Poent e vefe
din prenañ ur rumm nevez. N'ez eus ket kalz a dud er straed. N'eo
ket souezh ivez! Yen-sklas eo an aer hiziv hag hiroc'h eo deuet an
devezhioù. Heñvel ouzh brumenn eo aezhenn ma anal. Alato! Ur
stammenn nevez 'zo war gein paotr ar c'hazetennoù! Ken pell 'oa bet
eben gantañ. Un den kofek eo, ur sigaretenn damechu e korn e veg
bepred. Fentus hag aferus eo war un dro, gouest da lakaat an dud en
o aez, ha da gomz goude-se:
« Ac'hanta Liza! Petra 'yelo ganit? » a estlamm Job.
« Hum... ur pakad cheñcheñgom blaz ar c'herez hag ar journal, mar
plij ganeoc'h Job! »
Kemer a ran ar gazetenn. Hopala!
Poent eo din mont da dapout ar c'harr-boutin diwezhañ, anez rankout
mont d'ar gêr war ma zroad. Ha me ha redek, berr ma anal. N'on ket
ur sportourez ampart. Emañ ar bus o c'hortoz dija. Tapout a ran
anezhañ ha pignat e-barzh. N'ez eus ket kalz a dud ennañ,
estregedon: ar bleiner er penn all, ha tostoc'h ouzhin, un den all,
blev liv an arc'hant dezhañ, daoulagad c'hlas, morlivet gant ar
skuizhder. Sanket don e zaouarn en e c'hodelloù. Diseblant ouzh an
hent, an otoioù, an tier gris o tremen buan hebiou d'ar prenestr, e
fri beg tev peg ouzh ar werenn roudennet a dakennoù glav, tremenet
enni krenerezh ar c'heflusker hag hejadennoù ar c'harr war an hent
stroñs-distroñs. Sked ar gouleier orañjez a ro ul liv glas-gwenn
d'e zremm. Paouez a ran da sellet pizh outañ, ha teurel ur sell
ouzh an hent, me ivez, ouzh ar stered dreist-holl, o lugerniñ en
noz teñval, hag ouzh al loar o parañ war Douarnenez a-dreuz ar
c'houmoul. Hir eo an hent. Dibunañ a ra red ar straedoù:
Sant-Riwall, Laenneg, Yann Yorez, hag ar straedoùigoù all. Na
borodus e tle bezañ bleinañ ur c'harr-boutin a-hed ar bloaz, hentañ
bepred an hevelep straedoù. Paourkaezh den! Yaouank eo ouzhpenn-se:
ur pemp bloaz warn-ugent bennak. Poazh e seblant bezañ gant ar
skuizhder. Ne welan ket mat e fas, nemet pa daol ur sell en e
sklasennoù kostez. Don ha teñval eo e zaoulagad, deuet ruz,
frankaet ar gwazhïed enno, gant ar sav-heol eo diblouzet er
mintin-mañ, sur.
« Terminus » a ziskleir ar bleiner mall warnañ distreiñ d'ar gêr
moarvat. Buan a-walc'h e tiskennan, sklaset ha morzet ma izili
ouzhin un tammig. Ne 'z eus den e straed an Noeled d'an eur-mañ.
Degouezhet e penn plasenn an Ifern e welan daou zen, o komz. O
daouarn a frotont evit o zommañ, eveldon. A bell e vezont klevet e
sioulder an noz. Sellet a ran e lec'h all. Sklêrijennet brav eo
tour iliz Sant Mikael. Tostaat a ran outañ, da deurel ur sell ouzh
delwennoù ha mein an iliz, kizellet gant gred...na pegeit 'zo
bremañ avat! Ma dorn a lakaan war benn unan eus ar sent, ha tennañ
anezhañ diwarnañ ... ene yen ar vein. Dorloiñ a ran ma dorn, ken
buan eo deuet yen.
« Dorn tomm ha kalon yen, a ra goap ouzh meur a zen », hag ar
c'hontrol ivez, 'toare. Loc'het on adarre, o vale en-dro etrezek an
ti, o klask tommañ ma dorn. Un daou c'hant metrad c'hoazh, hag e
vin en em gavet. Brevet on! Sellet a ran a-us din ha war ar
c'hostezioù. Emañ Tereza o sellet ouzhin dre brenestr he ranndi.
Bepred e vez un tamm marvailhoù dirak he frenestr, setu ma vez war
spi e-pad an deiz, a-dreñv he rideozioù o sellet ouzh an dud hag an
otoioù o tremen dre ar straed trist-se. Tra all ebet d'ober da
abuziñ hec'h amzer. Kriz a-walc'h ar vuhez d'an oad-se a-benn ar
fin. Bevañ hec'h-unan. Morse ne zeu den d'he c'haout. Ur jentil ha
brokus a vaouez eo koulskoude.
Setu, erru on dirak ma ranndi kozh
ha gris. Serr eo an holl brenester evel boaz. Na glac'harus eo! Vad
a rafe purañ tout al lodenn c'hris-se da zispakañ a-wel d'an holl
kened ar vein, mouget a-dreñv ar simant-se.
Pebezh loen droch! Ki an Aotrou
Gall, o harzal adarre. Anavezout a ra ac'hanon koulskoude.
« Chom peoc'h 'ta, ki sot! »
N'eo ket war finaat ez a hemañ! Bep
abardaez e c'hortoz ma gwelet nes-kaer dezhañ evit razailhat e-pad
ur frapad mat, e-kreiz an noz a-wechoù zoken. Tremen a ran dindan
bolz greunvaen ar porched, ha digeriñ dor pounner ha gwigouridik an
ti: he c'hoad, solut ha tev, a zle bezañ kozh-Noe. Koaret a-nevez
eo bet an diri evit doare, gant ar c'hwez a zo! Digeriñ a ran ar
gazetenn. Teurel ur sell outi a rin, da c'hortoz ar saverez.
Faezh-ki on! Ne vin ket evit pignat gant ar skalieroù d' en em
stlejañ betek an eil estaj zoken!
Morse ne grogan gant an titloù
pennañ, ken garv ha kriz o c'havan. Nann! Gwelloc'h e vez ganin
kregiñ gant aferioù ar vro...
« Un Indianez lazhet e Douarnenez. Hag un afer gouenngasoni e vefe?
»
Diouzhtu e soñjan e Mawaïme! Ma
hunvre! Nann, n'hall ket bezañ! Lammat a ra ma c'halon em c'hreiz.
Treiñ a ra ar mogerioù en-dro din. Ne welan tra ken! Kregiñ a ran e
aspled an diri. Gwan ma c'higennoù, flak ma divesker dindanon,
n'hellan ket fiñval ken! Aet eo ma fenn da stekiñ nerzhus war al
leur kalet ha yen. Dont a ra ma soñjoù da luziañ. Tamm-ha tamm e
tua ma spered hag e tigresk skleur a gouloù em daoulagad. O vont da
semplañ emaon .
Cheeee! Pezh abadenn! Rivet on!
Pegeit 'zo emaon astennet war al leur karlajet? Poan-benn 'm eus,
trellet gant gouloù an trepas. Goustad ez an war-sav. N'on ket
gwall asur war ma divesker. O krenañ emaint. Digor eo dor ar
saverez. Sellet a ran tro-dro din, hag en em gavout a ra ma selloù
gant ar gazetenn. Klask sioulaat, plac'h! Sur-mat ne oa nemet un
degouezh ha netra ken! Pebezh genaouegez! Pennfolliñ a-raok
gouzout! Hama! Liza, n'out ket aonik, alato! Kemer ar gazetenn,'ta!
Bez mestrez warnout da-unan! Tostaat a ra ma dorn krenidik ouzh ar
gazetenn. He c'hemer a ran ha mont prim er bignerez. Ne blij ket
din ober gant ar bignerez dre m'en em santan gwasket enni.
Talmadennoù ma gwad, evel taolioù morzhol ouzh ma daouividig, a sko
em fenn adarre. Krog eo ma fenn da ziwadañ, ha takennoù gwad tomm a
santan o tiverañ war ma fas.
Ha bremañ, klask ma alc'hwezioù e
chakodoù don ha leun-chouk ma forpant, a bep seurt paperennoù enno.
A-benn ar fin e krogan 'barzh alc'hwez ma ranndi hag e lakan er
botailh. Goude bezañ bet graet un tamm kempenn da'm zal ez an da
c'hourvez war ar sofa, ar gazetenn a-led war ma daoulin. Treiñ a
ran ar pajennoù betek gwelet pennad afer ar muntr :
« Un Indianez yaouank, Mawaïme Malinche hec'h anv, a zo bet kavet
marv en he saloñs er mintin-mañ. Skoet e oa bet ganti, ha tri gouli
ledan ha don a oa en he c'hein, taolioù kontell moarvat. Kavet eo
bet ar c'horf gant kamalad ar plac'h yaouank. Hemañ, Kilian ar
C'horr, 'zo bet kaset d'an archerdi da vezañ goulennataet. Hervez
ar c'homiser Sanchez, e karg eus an afer, n'eus... »
N'hallan ket derc'hel da lenn ar
pennad. Diskenn fonnus a ra an daeroù war ma divjod. Pell e choman
difiñv, tamolodet er gador-vrec'h... Gwasket ma c'halon gant ar
glac'har e choman hep kompren .
|
 |
|
 |