 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Edo an daouarn o stardañ he
gouzoug, nerzhus .
« Mawaime ! Mawaime! »
Gleb ma daouarn, daeroù o sammañ ma
daoulagad, ar c'hwezenn o tiverañ diwar ma zal. Dibaouez e teu
en-dro skrijadennoù kriz an hunvre-se da drefuiñ ma empenn. N'on
ket gouest ken d'o c'has kuit diwar ma spered.
« Nann! Nann! N'eo ket posubl! N'aio ket da vervel! »
Ne ran ken gourlammat, treiñ ha
distreiñ em gwele. Damsklerijennet eo ma c'hambr gant gouloù
ankenius gwenn-glas al loar o'n em silañ etre ma stalafioù hanter
zigor. Hag houmañ o tisteurel skeud hir ranndioù an trowardroioù
ouzh ma mogerioù re wenn. Sourradennoù an avel c'hoañv er gwez a
seiz ac'hanon em liñserioù joget ha sklaset gant yenijenn an noz.
Stlakal a ra dor ma ranndi chomet dibrenn war ma lerc'h, gwigourat
a ra hini ma c'hambr evel rodoù karr an Ankou . . . Ha setu ma
trask koad kozh ma gwele dindanon. Ne gredan ket tennañ reizh war
ma anal zoken. Sonn e chom ma c'horf em gwele. Reuz a zo en davarn
e-tal ma zi. C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h: ne baouezont
ket gant o safar! Berr eo ma anal, fonnus e talm ma c'halon,
kridiennoù em c'herc'henn.
Strafuilhet on bet gant ar
wallhunvre-se. Ken spontet, ma 'z an stegnet-holl gant an disterañ
trouzig. Dizehan emañ ma daoulagad o klask un abeg d'an
trouzioù-se. Soñjoù spouronus o tremen dibaouez dre ma fenn, o
skeiñ ingal ouzh ma c'hlopenn, ouzh ma daouividig, evel ur volotenn
o tazlammat ouzh mogerioù un trepas, difin ... Re drubuilhet on
evit adkavout sioulder tener ar c'housk. Sevel a ran. Em stal
labour, ar sal vras harp ouzh ma c'hambr, eo chomet diechu an
daolenn am boa boulc'het ganti pa oan bet dihunet gant an hevelep
gwallhunvre en noz tremenet. Ha me ha tapout krog em barr-livañ,
chomet eno, difiñv, war bern deverioù ma studierien a-stlabez war
ma zaol abaoe ur sizhunvezh. Hep gouzout din perak, e veskan al
livioù an eil re gant ar re all hag e ledan anezho war ul lien
divent, hep kompren. Gant ma dorn eo ambrouget ar barr-livañ.
Gwelet a ran anezhañ o vont a-dreuz hag a-hed war al lien gwenn.
Glas, ruz, gwer, orañjez ... Tamm-ha-tamm ez a da leuniañ ar
gorread gwenn evel pa 'n'ije un dra da daolenniñ din, da zisplegañ
din. Ha me dallet gant kement a livioù ledet dirazon. Luziet e chom
an traoù evidon avat, ne veizan seurt er pezh a c'hoarvez.
Sevel goustad a ra an heol war
Douarnenez, o sklerijennañ ar bigi kozh daspugnet e Por' Ru.
Yen-sklas eo bet an noz. Mintin mat eo, hag ur vantellenn vrumenn
voan 'zo oc'h en em astenn distrafuilh e peoc'hded ar goañv.
Digeriñ a ran stalafioù ma c'hambr kement ha profitañ eus kentañ
bannoù heol an devezh. Goullo ha sioul eo deuet straed trouzus an
noz-mañ, evel dour chag ar porzh. Pounner eo ma zreid ouzhin, hag
a-stlej ez an e-maez ma c'hambr. Un nebeud gwerennoù chomet war ma
lerc'h war an daolig izel, goude un abardaevezh gant Mawaime hag he
c'hamalad, Kilian. Da bakañ ur banne digor-galon e oant deuet, met
betek diwezhat en noz e oamp chomet da varvailhat, evel kustum.
Daoust deomp en em gaout alies-mat asambles, ne vezomp ket enoeet o
chom da glakenniñ e-pad eurvezhioù. Keid-all 'zo emaomp o vevañ ken
tost an eil ouzh eben ma'z eomp dienkrez-kaer da gontañ dre ar
munudoù hor buhez donañ, kuzhet d'ar re all. Ha kement-se holl
deuet gant ur vignoniezh start. Sell! Chomet eo he skerb gwer
teñval e penn ar gourvezvank. Ret 'vo din mont da gas anezhañ
dezhi. Derc'hel a ran da ruzañ, ma zreid noazh war plañchod koaret
ar saloñs, o vont etrezek ar sal dour. Tremen a ran dirak an
akwariom bras ha ront, stumm ur voutailh dezhañ. N'ouzon ket re
perak e ran akwariom anezhañ zoken. Abalamour ma'z eus pesked
e-barzh, kredapl! Hag ar re-mañ, dispourbellet o daoulagad ganto,
disprizius, faeüs o selloù ouzhin -met an holl besked o deus
daoulagad a seurt-se- o fenn liesliv o treiñ gouestad, evel ouzh ma
ambrougiñ a bep ma'z an hebiou dezho! Sur a-walc'h e vezont
souezhet a-wechoù gant monedone ha cholori an tamm spontailh 'zo o
chom ganto er ranndi-mañ! Gwelloc'h hastañ mont da bakañ ur
strinkadenn a-raok din spontañ tud all! Brevet on, darev gant ar
skuizhder, blot ma holl kigennoù ouzhin, ken ma'm eus bec'h o sevel
ma dorn da zigeriñ dor ar sal dour .
Poaniañ a rankan da lakaat ma
ferennoù-lagad, deuet an dour em daoulagad ... ur c'hoant ennon
ken, serriñ anezho en-dro ha mont d'ober ur frapad kousket em
gwele. A-istribilh ouzh ar voger dirazon, ar melezour, hag ennañ ma
skeudenn. N'on ket evit gouzañv an daolenn! Kelc'hiennoù glas-du
dindan ma daoulagad c'hwezhet . Ma c'hroc'hen gwenn-erc'h dislivet,
ur spont e welet, e neuz distronket lakaet war-wel gant liv du-pod
ma blev hir ha druz pladet ouzh ma fenn. N'emaon ket em gwellañ
hiziv avat. Hir ha kromm ma fri. Ledan ha tev ma muzelloù. Eskern
tout ma fas. Roufennet ma zal. N'eo ket Doue posubl! N'aio ket ar
spontailh-se e-maez e ranndi alato! Koulskoude e rankin mont da
gaout ar bredelfennour bremaik. Setu bec'h d'ar strinkadenn!
Ah!Nag e ra vad! Bremañ 'vo dav din
en em wiskañ. Peseurt truilhenn an diaoul a lakain hiziv? Ma bragez
glas ha ma stammenn hir du. Digeriñ a ran dor ar sal-dour gant un
tammig muioc'h a startijenn eget bremaik, da vont d'ar gegin da
gaout ma dijuni. Ec'h! Petra a zo c'hoarvezet amañ? Tennañ a ra ma
zi d'ur wir bleugaj. N'eo ket posupl. Ne vezan ket gwall brederiet
gant stad ma ranndi er mareoù-mañ, n' eus ket an disterañ kornig en
ti hep un tamm reuz bennak. War an tu dehou emañ ar gegin, disparti
diouzh ar saloñs gant ur bar uhel a-walc'h. Ar gegin! D'am soñj ne
'z eus kraou all ebet er bed ken lous ha ma hini. Ur bern teil an
hini eo! Abaoe ur sizhunvezh d'an nebeutañ n'em eus ket graet ar
skotaj, ha bern war vern eo bet lakaet an holl listri en dar ganin,
hep diwall zoken. Ur pakad bleud, unan toazennoù, plusk patatez,
takennoù kafe disec'het, bruzun bara a zo strewet war an daol.
Diaesoc'h ober mezh din eget doñjer d'ur pemoc'h 'toare... gant ar
vezh plac'h! Pase poent din reiñ un taol kempenn d'an ti-mañ ...
hmmm ... warc'hoazh e rin. Digoret ar ganastell, ha kerkent, div
gastelodenn o tifaragoellañ didruez war ma zreid noazh. Renkañ a
ran an eil (n'eo ket bet gwall buket), ha tapout krog en eben da
dommañ dour d'ober kafe. Setu tremenet an hanter eus ar mintinvezh
hep din bezañ gwelet al liv anezhañ zoken. N'on ket re em butun, na
gwall zihun kennebeut, evel ur pesk en e vleud 'vije lavaret. Em
zasad kafe du, ma fas dislivet, ha ma hunvreoù du o tont din
en-dro. Evit lavaret gwir, ne ouezan ket da belec'h emañ ma soñjoù
o vont. Azezet ouzh taol ar gegin, e choman da sellet ouzh
Douarnenez o tihuniñ tamm-ha-tamm, e-keit ma lakan kaotigell war ma
c'hrampouezhenn. Nag ur blijadur debriñ war-lerc'h un nozvezh
a-seurt-se! Gorrek eo pep hini eus ma jestroù, ha saouriñ a ran
kement klukad kafe a evan, ur
« C'holombia » c'hwerv ha soutil, ha kement tamm krampouezh a
zreban. Torret d'ar pistig a waske poull ma c'halon, divec'hiet ma
spered gant an tamm boued-mañ, gras a gavan a-greiz-holl. E-pad ur
frapadig e choman da selaou koagadennoù ar brini e oabl morennek ar
beure hag e savan en ur leuskel ma zraoù war ar bar, ur wech
ouzhpenn. Amzer am bo d'ober war-dro ar freuz hag ar reuz-se pa
zistroin evit debriñ. Poent eo din loc'hat ac'hann bremañ.
Gwisket ma mantell ganin, digoret
an nor, prennet anezhi prim war ma lerc'h, ha diskennet gant an
diri daou ha daou. Prederiet e vezan bep tro ma'm bez emgavioù e ti
ar bredelfennour. Un iskiz a zen eo ha diaes e vezan o vont e
darempred gant tud a-seurt-se. Ne zeuan ket a-benn da voazañ ouzh e
zoareoù daoust din mont d'e gaout ur wech ar miz abaoe marv ma zad.
Pemzek vloaz e oan d'ar c'houlz-se. Ha poan 'm eus bet o tegemer e
dremen, oc'h asantiñ d'e varv, o tisoñjal krizded an noz ma 'm oa e
welet o vervel. Kaer em eus ober, didruez e teu en-dro liv hag
aergelc'h an noz-se da c'hloazañ ma c'halon. En nozvezhioù tremenet
koulskoude, ez eus bet ur c'hemm em hunvre. N'eo ket ma zad a welen
o vervel, met tud all a anavezan mat, drouklazhet. Ha daoust din
strivañ da anavezout anezho, ne zeu ket din an traoù en un doare
splann. Emichañs e vo gouest ar bredelfennour da sklaeraat ma
mennozhioù .
Sell, ar bus oc'h en em gavout.
Pignat a ran ennañ hag azezañ war unan eus kadorioù ar foñs. Tomm
eo gwisket an dud, pep hini o klask un tamm tommder, souchet e benn
e gouzougenn e vantell. O varvailhat memes tra. O muzelloù a welan
o fiñval, met ne zeu bomm fraezh ebet betek ennon, war-bouez ur
fraoñvadenn unton. O soñjal e traoù all emaon. Tud o tiskenn hag o
pignat, buhezek, pennoù nevez o vont hag o tont, re yaouank ha re
gozh. A-bep-seurt tud, re vras, re vihan ha re vunut, 'zo er
c'harr-boutin-mañ. Unan a welan o tostaat ouzhin, uhel e benn
a-benn gwelet da belec'h ez a. E selloù o vont a-gleiz da zehou a
seblant bezañ war-lerc'h unan bennak hep e gavout. Setu ma chom ar
bus a-sav, hag an den, kollet, a ziskenn .
Straed ar Faou. Poent din mont
er-maez.
Dirazon, ti bras ar bredelfennour.
Seniñ a ran ouzh an nor ha mont tre. Er sal c'hortoz en em gavan
diouzhtu. N'eus den ebet enni . E-kreiz ar sal, un daolig izel leun
a gazetennoù hag a vagazinoù warni, bet troet hag adtroet o
fajennoù gant rummadoù ostizien ankeniet. Kadorioù koad an eil re
e-kichen a re all a-hed ar mogerioù gwenn. Ar gouloù damvelen a lak
ac'hanon da soñjal en emgavioù bet. Didrouz-meurbet eo. Stag ouzh
ur voger, teir zaolenn: livadennoù o skeudenniñ porzh Douarnennez
ha bord ar mor en trowardroioù. Trankil on, prederiet gant
fichadenn nevez ar sal. Ha neuze, an nor o tigeriñ. Divorediñ a
rankan trumm gant ar bredelfennour deuet em c'hichen.
« Ha neuze Liza, penaos 'mañ kont ganit? »
|
 |
|
 |