Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Emichañs e teuin a-benn da fardañ
ar c'hig-yar-se giz Bro-Euskadi, evel ma plij kement da'm mamm.
Pell 'zo ne 'm eus ket kemeret amzer da geginañ, abaoe ar pred
diwezhañ ma oa bet Kilian ha Mawaïme o tebriñ er gêr. Plijadur hon
doa bet en nozvezh-se...
Sellet a ran ouzh ma eurier: seizh
eur dija! Poent eo din kregiñ e-barzh e-lec'h chom da hunvreal.
Hiziv, er skol zoken, n'on ket bet evit mirout ouzh ma soñjoù da
dec'hout kuit. Koulskoude e seblante ar skolidi kaout dudi em
c'hentel, met me an hini ne oan ket ganti, ha merzet o deus, sur
a-walc'h. Ha gant petra e vezan dedennet er mareoù-mañ, n'eus forzh
penaos? Livañ, pe mont da gaout tud a sikour ac'hanon da soñjal
nebeutoc'h en afer. Ha koulskoude, poaniañ o klask disoñjal a zo
soñjal, atav ha bepred. Mat en deus graet Antoine de La Roche-Marie
oc'h aliañ ac'hanon pediñ mamm. Plijadur a raio din kaozeal ganti,
abaoe keit-all. Ken dous ha komprenus e vez em c'heñver. Pa oan
bihan eo hi c'hoazh a gave an doare da'm frealziñ evit kement
kudenn 'oa holl. Gwir eo ivez e oamp tostaet kalz an eil ouzh eben
da vare marv tad. Kement hon doa gouzañvet hon-div d'ar poent-se.
Ma lelliget he doa diwar neuze, evel un digoll da garantez kollet
ma zad, kollet da viken, ha dre ma n'he doa den all ebet da leuniañ
he buhez, den all estregedon...
Setu, emañ ar c'hig er forn. Ne
chom nemet al legumaj da brientiñ hag e vo prest ar pred. Marteze
'vije dereat din pediñ Jañ-Loui Sanchez da zebriñ un devezh bennak
ivez. Ur paotr fentus e seblant din bezañ gant e veg bras hag e
zoareoù amjestr. Ouzhpenn-se em befe tro da gomz gantañ diwar
danvezioù all estreget al labour hag an istorioù kriz a oar.
« Pelec'h 'ta 'mañ renket ganin ar gontell evit al legumaj? »
Digeriñ a ran an diretenn, met ne
welan roud anezhi e neblec'h, daoust d'he liv flamm. Ha me o
furchal un tamm pelloc'h e foñs an diretenn, sur ac'hanon ne 'm boa
ket laosket anezhi en dar. Alato!? Da biv eo ar gontell-mañ?
A-belec'h e teu? Met...n'hec'h anavezan ket!
Kemer a ran anezhi, ha
treiñ-distreiñ anezhi e skleur gwenn-distronket ar gouloù neoñ a-us
d'an dar, gant ar soñj dizoloiñ, kompren hec'h istor. A dostoc'h
ouzh ma fri e verzan eo lous, gwalc'het fall m'eo bet, posupl-tre.
Ne denn ket da roudoù boued, koulskoude. Iskisat tra! Ha roudoù
gwad sec'h e vefe?
Gwad sec'h!? Gwad chomet da
gaoulediñ, da gozhañ, da sec'hiñ e faoutoù bihan an dornell. Gwelet
fraezh a ran en-dro skeudenn Kilian astennet en e di. Atav eo bet
diaes din gouzañv ar gwad. Penaos e c'hell tud 'zo bezañ ken
didruez ha diseblant dirak ar boan? Sur-mat eo muntrer Mawaime ha
Kilian un den kriz; douetiñ a ran en deus graet gant binviji
a-feson, a-seurt gant ar gontell lemm laonennet hir-mañ. O sellet
en-dro ouzh ar gontell e welan un dakennig gwad o tiverañ eus ma
biz, gouestad, gouestad. Hag ul liamm 'zo etre ar muntroù hag ar
gontell lemm 'zo em daouarn? Kerkoulz all eo gant houmañ, gant ar
gontell wadek-mañ en deus graet ar muntrer, ... ha bet eo o tegas
anezhi amañ a-benn tamall ac'hanon. Met penaos 'ta en deus graet
evit dont tre, prennet ma vez an nor ganin bepred? Ha piv eo? Unan
a anavezan? Sur-a-walc'h. Met perak bezañ klasket lakaat bec'h ar
muntroù war ma c'hein, pa oa ken anat ar garantez hol liamme
hon-tri. Morse n'em befe gellet ober an disterañ poan dezho. Nemet
hag ur gemennadenn e vefe a-berzh ar muntrer, da reiñ din da
c'houzout emañ war ma lerc'h ivez, o tenesaat ouzhin bep un tammig,
... ha pa droio en e benn klañv, e teuio ma zro din-me ivez? Met
evit pe abeg?
Ur c'horfad heug a sav ennon, aon e
vefe ar gontellig dister-se an hini he doa distrujet ma Mawaïme
garet, an hini he doa troc'het pep roud buhez enni. Hag an abeg
nemetañ da'm holl boanioù e vefe? Abalamour d'ar gontell-se em befe
kollet ar c'hempouez e oan deuet a-benn da gavout abaoe ur frapad
amzer a-drugarez d'ur vignoniezh ken kreñv. Ha peoc'h a adkavin un
devezh bennak?
A-greiz pep kreiz e teuan da soñjal
er bellgomzadenn he doa bet Mawaïme, an devezh a-raok he drouklazh,
gant Marco Rivera, an hini 'zo e penn hor c'hevredigezh e Mec'hiko.
War en doa lavaret hemañ e oa bet taget kêriadenn Mawaime gant
trafikerien dramm nevez 'zo, kalzik paperioù, dielloù a-bouez a oa
aet ganto. Ha gwall ankeniet 'oa he doare en noz-se, pa oa deuet
da'm c'haout gant Kilian, ankeniet gant he familh chomet du-hont,
gant dazont hor c'hevredigezh, ur gac'hadennig kelien evit
kartelioù hollc'halloudus an dramm e gwirionez, met peadra d'o
lakaat da rinklañ ha da gouezhañ marteze. D'he soñj e felle d'ar
re-mañ diskar hor c'hevredigezh. Daoust ha pouezus eo din savariñ
diwar-benn an dra-se gant Sanchez?
N'eo ket sur. Ha fiziañs a c'hellan
kaout ennañ c'hoazh? Gant ar pezh eo aet da gontañ da Dereza ar
Floc'h diwar ma fenn... Hag-eñ e ra van bezañ dedennet ganin evit
tamall ac'hanon pe evit kaout muioc'h a resisadurioù war an
afer-se? Iskis e oa Antoine de la Roche-Marie dec'h, selloù iskis
en e benn, evel o klask treantiñ ma spered, ken n'ouzon ket mui hag
un dra vat eo diskuliañ traoù re bersonel dezhañ, traoù a denn d'an
afer-se dreist-holl.
« TUUT...TUUT...TUUT...TUUT.... » Gast! Disoñjet 'm boa e oa chomet
ar forn war elum. Devet ar c'hig-yar!! Divizout a ran neuze
pellgomz da
« CROC TOUT », ur stal a c'heller prenañ pizzaioù enni, trawalc'h
pellgomz, ha degaset e vezont deoc'h.
« Gwelloc'h eo houmañ eget an hini gentañ. Ha gant lipig eo
saourusoc'h c'hoazh! »
Atav e vez plijet mamm gant ar
spisoù. Ne 'm eus ket keuz da vezañ prenet an daou bizza, a-benn ar
fin. Petra an diaoul oan oc'h ober evit bezañ disoñjet ar
c'hig-yar? Prederiet gant traoù all sur-a-walc'h. Gant ar gontell
moarvat. Petra 'rin gant ar gontell bremañ? Tamallet e vin ma vez
kavet amañ. Arabat eo din he skoachañ koulskoude, kenkas e vefe
a-bouez evit kavout al lazher: roudoù bizied a c'hellfe bezañ
warni. Petra ober neuze? Gant piv e c'hellin kaozeal a-zivout ar
gavadenn-se?
« Beuzet en da soñjoù e seblantez bezañ Liza. Ankeniet out gant
muntr Mawaime c'hoazh? »
« Siwazh! Diaes eo ma freñv gant an darvoud-se bepred. N'on ket
evit mirout a soñjal enni... »
Ha didrubuilh-kaer e chomo ma mamm
ma'z an da zisplegañ dezhi ar pezh am eus dizoloet?
Degas a ran an dibenn-pred war an
daol ha mont da azezañ en he c'hichen.
« Mamm... »
« Mmmh?... »
« Un dra chalus 'm eus da lavaret dit... »
« Ya, ma merc'h. Prest on da'z skoazellañ. »
« Setu...Pa oan oc'h aozañ ar c'hig-yar, bremaik, an hini 'zo
chomet da suilhañ er fornigell, 'm eus dizoloet un dra souezhus en
diretenn. Ur gontell n'anavezan ket a oa enni... »
Kenderc'hel a ran da zisplegañ
doare ma soñj ha ma anken dezhi. A bep ma'z an gant ma istor ez a
an enkrez diouzhin.
« Liza, kompren mat a ran, n'eo ket aes evidout, ha da anken a
gomprenan ivez. Met da'm soñj, gwellañ hag onestañ tra d'ober 'zo
mont da gaout Sanchez, da zisplegañ fraezh pep tra dezhañ. Bez
trec'h war da aon, n'eus tra da rebech dit forzh penaos, ar
c'hontrol-bev eo, dañjerus 'vefe derc'hel an holl draoù-se evidout,
gouzout mat a ouzez! Ha dav dit anzav eo e labour d'ar Sanchez-se
sikour ac'hanout ha diskoulmañ ar gudenn. Ne c'hello ket eñ kavout
ar muntrer ma vank titouroù dezhañ. »
« Ar gwir 'zo ganit, Mamm. Atav ez out bet an hini c'houestañ evit
aliañ ac'hanon. »
Sevel a ran ha mont da damolodiñ e
divrec'h mamm. Daoust d'an digenvez a santan abaoe marv Mawaime em
eus komprenet e c'hellan derc'hel darempredoù kreñv gant mamm
c'hoazh. Pegen frealzus eo bezañ etre divrec'h unan a garer
kalz.
Unnek eur hanter eo. O paouez mont
kuit emañ mamm. Aaa, mammig, chalet o welet he merc'hig
bloaz-ha-tregont dizimez. Evit c'hoazh avat, 'm eus ket kavet, ken
diaes eo bet din atav lakaat kemm etre ar wirionez hag ar roll eo
techet pep hini ac'hanomp da c'hoari dirak ar re all. Warc'hoazh
vintin atav, ez in da gaout Sanchez. Da lavaret gwir em eus bet
soñjet aliezik a-walc'h ennañ en devezhioù tremenet. Marteze eo
abalamour ma'z on gwanaet er mareoù-mañ ha ma plij din gouzout ez
eus unan bennak em c'hichen gouest da'm c'hompren. Dedennus e
seblant ar paotr-se bezañ.
Diwiskañ a ran, mall warnon gourvez
war ma gwele da vont gant ar c'housked. Ha dont a rin a-benn da
zieubiñ ma empenn, da zistegnañ ma nervennoù, goude un hir hag
ankenius a zevezh? Daoust ha talvezout a ra ar boan din kenderc'hel
da vevañ ma vez ret gouzañv atav? N'eo ket reizh ar bed-mañ! Ha bet
eo bet un dro bennak? Deomp-ni da glask e wellaat, marteze. Kavet
'm boa unan am boa darempredoù dispar ganti, asambles e labouremp
davet ur pal gwirion. Marteze e vefe mat din kenderc'hel gant ar
stourm ken tost da Vawaime. Difenn an Indianed a vefe un doare da
zerc'hel koun anezhi.
Un eur vintin eo dija, ha n'eo ket
deuet an hun c'hoazh. Advevañ a ran dizehan darvoudoù poanius ar
sizhunvezhioù tremenet. Diaes e vo din adkavout ar peoc'h keit ha
ma ne vo ket sklaeraet an traoù ha dizoloet ar muntrer.
|