 |
Wörterbücher und Grammatiken |
|
|
 |
Kentel seizh
Pelec'h emañ Yann ?
== Lektion 7 == Wo ist Yann?
|
|

PELEC'H EMAINT ?
CD (304K) FM (152K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Medisinez eo Anna Sidaner. Dilabour eo he gwaz
Herve.
Emañ o mab Gwenole hag o merc'hed Katell ha Mona er gêr.
G. |
Pelec'h emañ Mammig ? N'emañ ket er gêr ? |
K. |
Nann, en ospital emañ. |
G. |
Ha pelec'h emañ Tadig ? |
K. |
En ti-kêr emañ. |
G. |
Ha Mona ? Er gêr emañ ? |
K. |
Ya, er gêr emañ, met n'emañ ket en ti bremañ. El liorzh emañ,
gant tad-kozh. |
Goulennoù
- Piv eo Anna ? Herve ? Gwenole ? Katell ? Mona ?
- Pelec'h emañ Anna ? Herve ? ... Er gêr emañ Gwenole ?...
- Gant piv emañ Mona ?
- Piv zo en ti? el liorzh?...
AR GAZETENN
CD (272K) FM (136K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Gweltaz ha Nolwenn er gêr, er
saloñs.
GW. |
Pelec'h emañ ar gazetenn ? |
N. |
War an daol emañ. |
GW. |
N'emañ ket. Ar bara hag an amann zo war an daol, met ar
gazetennn'emañ ket. Sell ! |
N. |
N'ouzon ket pelec'h emañ, neuze. War ar gador, marteze ? |
GW. |
N'emañ ket ivez. Da sac'h zo war ar gador. |
N. |
Sell ! E-kichen ar prenestr emañ, dindan ar c'hi! |
Goulennoù
- Pelec'h emañ Gweltaz ? ... Nolwenn ?
- Pelec'h emañ ar bara ?
- Petra zo e-kichen ar prenestr ? war ar gador ?
PELEC'H EMAÑ O CHOM ?
CD (168K) FM (84K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Herve hag Anna
H. |
Pelec'h emañ Yann o chom ? |
A. |
N'ouzout ket pelec'h emañ o chom ? |
H. |
Nann, n'ouzon ket. |
A. |
E Rospez emañ o chom. |
H |
E Rospez ? Ha pelec'h emañ Rospez ? |
A. |
E-kichen Lannuon emañ. |
Labour
Andere Ortsnamen gebrauchen, statt Rospez / Lannuon verwenden Sie:
- Gouenou / Brest
- Reze / Naoned
- Bruz / Roazhon
Goulennoù
- Pelec'h emaout o chom ?
|
 |
|
 |