 |
Wörterbücher und Grammatiken |
|
|
 |
Kentel pemzek
Un daol vras, taolioù bras
== Lektion 15 == Mutationen des Substantivs
nach dem Artikel und des einem Substantiv beigestellten
Adjektivs
|
|

TRAOÙ KOZH
CD (344K) FM (172K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Yann hag Enora en ur stal traoù
kozh.
Y. |
Kalz traoù zo. Sell ! Setu un daol vras. |
E. |
N'eo ket ker. Met re vras eo evit hon ranndi. ... Sell ouzh ar
gador-vrec'h-se. |
Y. |
Du ha vil eo. Bravoc'h eo ar c'hadorioù- ruz mañ. |
E. |
Ya, ha n'int ket marc'had-mat... N'eus ket paneroù ? |
Y. |
Eo, paneroù zo, sell, e-kichen an nor. |
E. |
Peseurt dor ? |
Y. |
Dor an burev, ahont ... Met n'emaout ket o vont da brenañ ur
baner gozh ? ... Gwelloc'h eo prenañ ur baner nevez ! |
E. |
Evit ma c'hoar eo, n'eus forzh penaos. |
Goulennoù
- Petra zo er stal ? Kazetennoù zo ?
- Pe liv eo ar gador-vrec'h ? Pe liv eo ar c'hadorioù ?
- Un daol emañ Enora o vont da brenañ ?
PEGEN BRAS EO !
CD (192K) FM (96K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Gwenole ha Ninnog o pourmen e porzh an Oriant
hag o sellout ouzh ar bagoù.
GW. |
Sell ouzh ar vag-mañ. |
N. |
Pegen bras eo ! Bag piv eo ? |
GW. |
Bag Kersaozon, evel just. |
N. |
Brasoc'h eo eget hon hini. |
GW. |
Ya, met keroc'h eo e hini ivez. |
N. |
Hon hini n'eo ket marc'had-mat koulskoude. |
Goulennoù
- Oc'h ober petra emañ Gwenole ha Ninnog ?
- Da biv eo ar vag vras ? ar vag vihan ?
- Peseurt bag zo marc'had-matoc'h ?
PEGEN MAT !
CD (176K) FM (88K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Alan ha Katell en un ti-krampouezh e
Kemper..
A. |
Mat eo ar grampouezhenn-mañ. |
K. |
Ya, mat eo ar c'hrampouezh amañ. |
A. |
Mat-tre zoken. |
K. |
Gwelloc'h eo krampouezh Kemper eget krampouezh ar gêr ? |
A. |
Da re n'int ket fall. Met ar re-mañ zo gwelloc'h c'hoazh. |
Goulennoù
- Fall eo krampouezhenn Alan ?
- Mat eo ar c'hrampouezh ? ar c'harotez ? ar c'histin ?
|
 |
|
 |