 |
Wörterbücher und Grammatiken |
|
|
 |
Kentel dek
Pet eur ? Pegement ? Pe oad ?
== Lektion 10 == Wie spät ist es ? / Was ist
die Uhr ? Wieviel (Geld)... ? / Was kostet ... ? Wie alt .. .. ? /
Wieviel Jahre .. .. alt ?
|
|

ER MARC'HAD
CD (416K) FM (208K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Alan ha Katell dirak o stal levrioù ha
kazetennoù kozh er marc'had.
Alan. |
Yen-yen eo an amzer. Pet eur eo, Katell ? |
Katell. |
Unnek eur eo, Alan. |
Alan. |
N'eo nemet unnek eur ? |
Katell. |
Unnek eur ha kard eo . |
Alan. |
Ma, n'eo ket kreisteiz c'hoazh. Ha pegement zo e-barzh ar c'hef
? |
Katell. |
Unan... daou ... tri... pevar... pemp lur ... |
Alan. |
N'eus nemet pemp lur ? N'eus ket kalz arc'hant ! |
Katell. |
Gortoz 'ta ! Pemp lur warn-ugent zo . |
Alan. |
A ! Pemp lur warn-ugent ! ... Pinvidik omp neuze ! Pegement eo
ar banne kafe ? |
Katell. |
Pemp lur en "Ostaleri ar Marc'had". |
Goulennoù
- Piv eo Alan ? Piv eo Katell ? Pelec'h emaint ?
- Pet eur eo ? Kalz arc'hant zo gant Alan ha Katell ?
- Pegement zo ? Pegement eo ar banne kafe ?
PET VLOAZ OUT ?
CD (176K) FM (88K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Soazig hag Aziliz
Soazig. |
Pe oad out bremañ, Aziliz ? Ugent vloaz ? |
Aziliz. |
N'on ket, ur bloaz warn-ugent on. Ha te ? |
Soazig. |
Daou vloaz warn-ugent. Pe oad eo ar c'helenner brezhoneg ? |
Aziliz. |
O ! Tri-ugent vloaz, ma n'eo ket ouzhpenn. |
Goulennoù
- Pet vloaz (pe oad) eo Aziliz ? Soazig ? Pet vloaz out ?
|
 |
|
 |