 |
Wörterbücher und Grammatiken |
|
|
 |
Kentel naontek
Petra a ra Yann bemdez ?
== Lektion 19 == Präsens (Wendungen, die
Gewohnheit ausdrücken)
|
|

SKRIVAGNER, KELENNER, BEAJOUR ...
CD (504K) FM (252K) (© Ti Embann ar
Skolioù)
Emañ Erwan Penneg, kazetenner F3 Breizh, oc'h ober
ur pennad-kaoz gant ar skrivagner brezhonek Yann Kerlagad e
Brest(lodenn gentañ).
E. |
Labourat a rit kalz? |
Y. |
Ya 'vat, labourat a ran kalz bemdez. Kelenn a ran er Skol-Veur,
ha studiañ a ran kalz: lenn a ran e pep lec'h, er gêr, er bus, en
ostaleri. Ne ran nemet labourat. |
E. |
Skrivañ a rit e pep lec'h ivez? |
Y. |
Ne ran ket. Ober a ran er gêr hepken. |
E. |
Gwelout a ran... Ha beajiñ a rit kalz ? |
Y. |
Ya, beajiñ a ran kalz e Breizh, hag er broioù keltiek all un
tammig. |
E. |
Mont a rit alies da Amerika ivez? |
Y. |
Ne ran ket alies. Mont a ran a-wechoù da Amerika, da
Vro-Alamagn, ha da Vro-Japan ivez. |
E. |
Plijout a ra Bro Japan deoc'h? |
Y. |
Ya, plijout a ra din kalz. Amerika avat ne ra ket. |
Goulennoù
- Gant piv emañ Erwan o komz? Peseurt labour a ra Yann?
- Labourat a ra kalz? Skrivañ a ra e pep lec'h?
- Beajiñ a ra kalz? Mont a ra alies da Amerika? da Iwerzhon? da
Aostralia?
- Plijout a ra Amerika da Yann?
|
 |
|
 |