Danevell 10 (live #)
Ker Is
e brezhoneg aes
|
|

Pa vezer o vageal e bae Douarnenez
e klever a-wechoù un trouz iskis : kleier kêr Is a zo o seniñ
dindan ar mor.
Marv eo kêr Is, ar gêr villiget,
pell zo eo bet beuzet gant ar mor. Met bev eo he brud e Breizh
penn-da-benn. Klevit ar vojenn.
Ur gêr vrudet
Gwechall e oa ur roue e Kemper,
kêrbenn rouantelezh Kerne.
Gwechall gozh avat e oa roue Kerne
o chom e Ker Is, rak eno e oa e gêrbenn. Mogerioù bras a oa en-dro
da gêr, ha dorioù bras a oa ivez hag a veze digoret evit lezel ar
mor da zont e-barzh ha da vont er-maez. Alc'hwezioù an dorioù -se a
veze atav gant ar roue en e gerc'henn, staget gant ur chadenn
aour.
Ur roue mat e oa ar roue Gradlon.
Hag ur gêr binvidik e oa Is. Met an dud eno ne oant ket mat evel o
roue: drouk ha kriz e oa o c'halonoù, rak breinet e oant gant ar
binvidigezh. Ar re baour n'o deveze netra da zebriñ ha ne veze roet
netra dezho gant ar re binvidik. Lezet e vezent da vervel gant an
naon e kornioù ar straedoù, debret e vezent gant ar chas a-wechoù.
An ilizoù a chome goullo: ne soñje ket an dud e Doue, ne soñjent
nemet en arc'hant hag er plijadurioù: debriñ hag evañ, dañsal hag
ebatal.
Ar skwer washañ a veze roet gant
Dahud, merc'h ar roue, e verc'h nemeti, ur briñsez ne oa ket
kaeroc'h ha ne oa ket gwashoc'h egeti e Kerne penn-da-benn. Ar roue
a gare e verc'h, ha ne grede ket difenn outi ren ur vuhez diroll.
Ur manac'h, anvet Gwenole, a lavare d'ar roue e oa aet skuizh Doue
o welout ar pec'hed o ren e Kêr Is, hag e oa tost deiz an distruj
hag ar marv evit ar bec'herien hag evit kêr Is. Dahud avat ne rae
forzh. Derc'hel a rae gant he buhez ebatoù diroll.
Un deiz he doa aozet ur gouel bras,
a bade meur a zevezh ha meur a nozvezh, gant arvestoù disakr e
palez ar roue.
Ar Priñs Ruz
Er gouel-se e oa un ur priñs kaer
ha hoalus, deuet eus broioù pell, ruz e zilhad evel an tan, du e
zaoulagad evel an noz, flour ha c'hwek e gomzoù evel ar mel.
Hennezh a oa desket war ar strobinellerezh, hag ar skiantoù hud a
blije kalz da verc'h ar roue. Dañsal a raent an eil gant egile
korolloù gadal ha diaoulek. Ha pa veze echu ar gouel, pa save an
heol, n'en em guitaent ket.
Gwenole a c'houlennas digant Gralon
lakaat ar gouelioù disakr da baouez, met ar roue ne selaouas ket ar
sant. Ha Gwenole neuze ha mont da embann er straedoù:
« Paouezit gant an diroll! Emañ an distruj o tont warnomp. » Met
den ne selaoue. An holl a rae goap ouzh ar manac'h.
E palez ar roue, e-pad ar gouel, ne
baoueze ket Dahud da zañsal gant ar priñs estren.
« Ret eo din mont bremañ, eme ar
priñs.
- Chomit ganin c'hoazh, eme Dahud.
- Ha petra a roioc'h din ma choman?
- Pezh a garoc'h. » Hag ar priñs a c'houlennas neuze : « Roit din,
mar plij, alc'hwez skluzioù kêr Is.
- N'hallan ket, emezi, n'emaint ket ganin. Gant ma zad emaint,
staget int ouzh ar chadenn en e gerc'henn.
- Kemerit anezho! » Ha Dahud da sentiñ ouzh mestr he c'halon, ar
priñs se en doa strobinellet anezhi evel un diaoul.
Mont a reas-hi da gemer an
alc'hwezioù e-barzh kambr he zad a oa o kousket. Distagañ a reas ar
chadenn aour a oa en e gerc'henn ha dont en-dro davet ar
strobineller.
Reiñ a reas an alc'hwezioù dezhañ
ha kuitaat a rejont ar gouel o-daou.
An distruj
Gwenole en doa gwelet Dahud hag ar
priñs gant an alc'hwezioù a redas da zihuniñ ar roue.
« Aotrou Roue, savit buan ha tec'hit. Milliget eo kêr Is. Emañ ar
mor o tont warnomp, da zistruj ho kêr. Unan bennak anavezet mat
ganeoc'h en deus digoret ar skluzioù » Ha Gradlon o vont gant
Gwennole da gemer daou varc'h da dec'hel kuit. War an hent e kavas
ar roue e verc'h Dahud, liv ar spont war he dremm.
« Tad, emezi, kasit ho merc'h
ganeoc'h, me ho ped.
- Gradlon, lez an diaoulez-se da veuziñ,eme Gwennole »
Ar roue avat a gemeras Dahud gantañ
war gein e varc'h.
Met ar mor a rede buanoc'h egeto.
Dour a oa betek pennoù-glin ar roue war e varc'h. Hag an aneval
n'halle ket redek buan gant ar samm a oa war e gein.
A-greiz -holl e tarzhas ur wagenn
warno ha kas a reas Dahud ganti. Kenkent e voe gwelet ar mor o
sioulaat.
Pa erruas Gradlon war an aod, war
ar Menez Hom, en doa kollet e verc'h Dahud hag e gêrbenn Is.
Debret gant ar glac'har ez eas da
vevañ da vanati Landevenneg gant menec'h Sant Gwennole.
Hiziv e weler delwenn ar roue
Gradlon dirak iliz-veur Kemper, kêrbenn nevez Bro-Gerne. D'e verc'h
Dahud avat n'eus bet savet delwenn ebet.
|