Danevell 1 (live #)
Emgav
e brezhoneg aes
|
|

Laouen evel an heol eo Yannig
hiziv. Peadra zo. Emgav en deus roet da Gatell en ostaleri al
Labous-Noz da 6 eur.
Bravañ plac'h al lise eo Katell, ha
sot eo Yannig ganti. Karout a ra he blev du hir, hag he daoulagad
gell-kistin. Ha kement tra a lavar-hi a gav fur, poellek, speredek.
Katell a blij dezhañ evel plac'h ebet a-raok.
Pemp eur eo bremañ ha mall zo gant
Yannig: a-benn un eur e kejo gant e vignonez muiañ karet ha n'eo
ket prest c'hoazh! Ret eo dezhañ hastañ buan!
Da gentañ ez a d'ar sal-gibellañ
d'en em walc'hiñ. Goude ur strinkad-dour e skuilh fonnus war e gorf
dour c'hwez-vat
« Hoalerezh » ( c'hwi `oar, evit ar baotred a
blij d'ar merc'hed). Goude ez a d'e gambr da zibab peseurt
dilhad emañ o vont da lakaat.
Etre daou soñj emañ Yannig: gwiskañ
e vragoù du gant e roched wenn pe lakaat ur gwiskamant djinn glas penn-da-benn. Diaes an dibab. Goude chom
ur pennadig da dreiñ soñjoù en e benn setu graet e venoz: lakaat a
raio ar gwiskamant djin gant ar roched wenn.
Pemp eur hanter eo bremañ hag emañ
Yannig o kribañ e vlev. Fuloriñ a ra peogwir ne fell ket d'ur
gizennad blev reut plegañ hervez e c'hoant. Skuizhañ a ra Yannig
goude ur pennadig. Ken skuizh eo aet ma wispon e vlev gant
koavon-blev e vreur punk.
A-raok mont er-maez e vroust e zent
gant Ar Sklerijenn All, Lufr d'ho tent, ha freskter d'hoc'h anal, an
toaz-dent brudet gant ar skinwel.
Prest eo Yannig da vont er-maez.
Emañ o lasañ e votoù nevez. Setu ar bellgomz o seniñ. Katell an
hini eo. Ne zeuio ket fenoz. Ranket he deus kas he c'hazh da di ar
mezeg-loened. Torret eo e bav gant ar paour-kaezh bisig. Ur wech
all marteze?
Yannig avat a dorrfe a-walc'h e
c'houzoug ivez d'ar bisig bihan kaezh.
|