Danevell 5 (live #)
Spontus !
e brezhoneg aes
|
|

Mikael Kerambeleg
Ur paotr yaouank naontek vloaz,
speredek ha kalonek, e oa Mikael Kerambeleg.
Eus Bulat-Pistien, ur barrez vihan
eus kanton Kallag e oa. Paour e oa e dud. E dad a oa devezhier, e
vamm a oa matezh en ur feurm bras, e ti tud pinvidik, ha tri bugel
all o doa. Mikael a oa ar c'hoshañ anezho.
Studiañ mat a rae er skol, e
Karaez. Rankout a rae labourat ouzhpenn avat, evit skoazellañ e
dud, hag evit prenañ ar pezh a blije dezhañ. Labourat a rae alies
eta, da sadorn ha da sul, hag e-pad e vakañsoù, e ti al
labourerien-douar, rak ne veze ket kavet labour all war ar maez.
Evel-se n'en deveze ket ezhomm da c'houlenn arc'hant digant e
dud.
Met chom a rae hep dispign kalz. Ha
gant ar pezh en doa gonezet en doa gallet prenañ ur c'harr, unan
kozh evel just, rak re ger e kouste prenañ unan nevez. Gantañ e
c'halle mont da bourmen ha da zañsal d'ar festoù-noz, pa ne veze
ket re skuizh goude e labour.
Studier medisinerezh
P'en doa bet e vachelouriezh ha
kuitaet ar skol e Karaez e oa aet war e studi da Vrest.
Medisinerezh a studie er skol-veur, rak fellout a rae dezhañ bezañ
medisin. Ker-spontus e kouste ar studioù avat. Ken ker e koustent
dezhañ ma n'halle ket prenañ levrioù-studi na paeañ e voued hag e
lojeiz. Ha n'halle ket kaout skoazell digant e dud, ken berr e oa
an arc'hant ganto.
Ranket en doa kavout labour buan
eta.
A-wechoù e werzhe legumaj pe
frouezh er marc'had, a-wechoù all e tiwalle bugale.
Spont en ospital
Ur wech, e-pad an hañv, en doa
kavet labour e ti ur c'higer e-pad an deiz, hag ul labour all en
ospital e-pad an noz.
Er stal e troc'he kig hag e servije
an dud. E-keit-se e veze ar c'higer oc'h ober war-dro e gontoù en e
vurev. En ospital evel just ne rae nemet traoù bihan, evel dougen
an dud klañv. Er stal evel en ospital avat e veze gwisket e gwenn
atav.
Ur wech, en ospital, en doa ranket
dougen ur vaouez a anaveze mat. Gwelout a rae anezhi o tont bemdez
da brenañ kig er stal ma laboure. P'he doa gwelet Mikael o tostaat
da gemer anezhi hag o tapout krog enni e oa bet spontet, hag he doa
huchet :
« Nann ! nann ! ne fell ket din ! Ne fell ket din mont gant ar
c'higer ! »
|