Danevell 6 (live #)
Lizher ur vamm.
e brezhoneg aes
|
|

Ma mabig karet,
plijet-kenañ omp bet, da dad ha me,
o klevout emaout o skrivañ ul levr fentigelloù all. Kement-se a
ziskouez pegen speredek out deuet da vezañ. Gwir eo out bet atav an
hini speredekañ er familh. Soñj mat am eus e oas an hini kentañ er
c'hlas pa oas pevarzek vloaz. Stad a oa ennon hag e'z tad, goude ma
ne oa ket nav bloaz ar vugale all. Dont a reas ivez an deiz ma oas
aet d'ar skol veur. Mantrus eo e oa serret en deiz-se.
Goustadik e skrivan al lizher-mañ,
rak gouzout a ran n'hallez ket lenn buan.
N'anavezi ket an ti kozh ken pa
zeui da welout ac'hanomp, rak dilojet hon eus. Brav eo, met n'a ket
mat ar gannerez en-dro. N'em eus implijet anezhi nemet ur wech.
Laket em boa c'hwec'h roched e-barzh an dour, tennet war ar
chadenn, ha n'em eus ket gwelet anezho abaoe.
Da dad en deus ul labour nevez
dispar. Ur pemp kant den bennak zo dindanañ. Troc'hañ geot a ra er
vered. Da c'hoar Mari he deus bet ur babig evit ar beure, met n'on
ket deuet a-benn da c'houzout ha paotr pe blac'h eo. Setu n'on ket
evit lavarout dit ha moereb pe eontr out bremañ.
Da genderv Padrig a zo bet beuzet
n'eus ket eizhtez. Kavet eo bet e gorf en ur pentoniad gwin.
Kouezhet e oa e-barzh div wech. Ar wech kentañ e oa bet tennet
er-maez gant e gamaraded, goude ma stourme outo gant kalon. An eil
gwech avat n'o doa ket gallet mirout outañ a lammat adarre.
N'eus bet glav nemet div wech er
sizhun-mañ. Da gentañ e-pad tri devezh. Ha bremañ abaoe pevar. Avel
vras a oa dilun kement ma'z eo bet dozvet ar memes vi peder gwech
gant ar yar zu.
Ret eo din skrivañ buanoc'h bremañ
rak ne chom ket kalz liv ken.
Ul lizher drouk hon eus bet gant an
Aotrou Morvan, kalvez ar bourk. Ma ne baeomp ket notenn arched da
vamm-gozh, emezañ, e kaso anezhi dimp en-dro.
Tennet eo bet ma dent kozh diganin,
ha prenet ez eus ur skinwel nevez. War an hini kozh e veze ar memes
keleier war an holl chadennoù.
Ken ur wech all, ha marteze
a-raok.
Da vamm.
|