 |
|
 |
Danevell 3 (live #)
ABGREGOR
e brezhoneg aes
|
|

Ur skiantour.
Anavezout a rit Gregor
Roc'h-Kongar, ar skiantour brudet a zo o chom e Lokmaria-Berrien.,
e Menez Are. Ne rit ket? Ma, ne gollit netra.
Ur skiantour meur eo marteze, met
un den displijus eo ivez. Ne gomz ket ouzh e amezeien, rak ne gar
ket an dud. Ne gar nemetañ e unan. Butuniñ a ra kalz ivez: atav e
vez gant e gorn-butun en e c'henou, ha n'eus ket c'hwez vat
ganto.
Er mare-mañ emañ oc'h ober ur
robot. Gouzout a rit petra eo ar robotoù: ardivinkoù a labour en ho
lec'h e-keit ha ma vezit o tiskuizhañ en ur sellout ouzh ur film
skiant-faltazi er skinwel.
Ma, n'eo ket echu ar robot-se
c'hoazh, met un anv zo bet roet dezhañ: Abgregor eo anvet. Bugel
kentañ Gregor Roc'h-Kongar e vo. Ne vo ket graet gant kig ha gwad,
a zo sur, met ur robot gant houarn hag eoul e vo. Ha ne vo ket
klañv ken alies hag ur bugel, ha ne raio ket kement a drouz,
neketa?
Janig.
Un eilerez en deus Gregor
Roc'h-Kongar. Janig Pennognon eo hec'h anv. Plijout a ra ar
skiantour dezhi, kit da gompren perak. Burzhud ar garantez marteze.
Met siwazh, ar paour kaezh Janig ne blij ket dezhañ. Ne blij ket
dezhañ peogwir e komz kalz, peogwir e vez diwezhat a-wechoù, ha
peogwir eo un tammig tev. Petra a reoc'h? Gwir eo e tebr re a
chokolad e-lec'h butuniñ ar c'horn. Ouzhpenn-se ne labour ket mat
a-walc'h, hervez soñj an Aotrou Roc'h-Kongar.
Se n'eo ket gwir, rak ober a ra he
seizh gwellañ atav.
Ne gredit ket?
N'hoc'h eus ken nemet gwelout :
hiziv n'eo ket erruet diwezhat Janig en he labour.
Ar robot.
En arnodva emañ o komz gant Gregor
Roc'h-Kongar.
« Aotrou kelenner, ha heñvel e vo
Abgregor ouzh an dud all ?
- Ne vo ket; speredekoc'h e vo ha kreñvoc'h e vo ivez.
- Ha petra a zebro?
- Ar memes boued ha ni a zebro: bara ha kafe da lein, eveldomp.
Nemet muioc'h a voued a zebro: tri lur vara hag ul litrad kafe a
yelo gantañ, rak evañ a raio muioc'h egedomp ivez.
- Ha gallout a raio komz ?
- Ya, met komz a raio nebeutoc'h egedoc'h, ha kousket a raio
nebeutoc'h egedoc'h ivez. Nebeutoc'h a fazioù a raio ivez, ha
gwelloc'h e labouro, n'eus forzh penaos. Efedusoc'h egedoc'h e vo,
ha muioc'h a arc'hant a c'honezin gantañ eget ganeoc'h.
- Petra e talvez ar c'homzoù-mañ, aotrou kelenner ?
- Janig, Abgregor a vo eiler ganin, labourat a raio muioc'h ha
koustañ a raio nebeutoc'h egedoc'h. Kalz gwelloc'h e vo an traoù
evel se, ne gred ket deoc'h ?
- Ha me neuze, aotrou kelenner, petra e teuin da vezañ?
- C'hwi ? Ac'hanta, laoskit-me da sellout ouzhoc'h ... Feiz,
tevoc'h oc'h eget an dud all, hag Abgregor en devo muioc'h a naon
eget n'eus forzh piv... Debriñ ac'hanoc'h a raio !
- Forzh ma buhez ! Forzh ma buhez ! » Ha n'eo ket bet adwelet Janed
Pennognon e ti Gregor Roc'h-Kongar nag e bourk Lokmaria-Berrien
abaoe an deiz-se.
Glac'har a garantez, a lavar an
teodoù fall.
|
 |
|
 |