Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Página Inicial
· Sobre nosotros
· FAQ

Aprender y descubrir
· Curso de bretón en línea
· Oraciones bretonas
· Cuentos en bretón simplificado

Diccionarios y gramáticas
· Breve compendio de gramática
· Refranes
· Nombres bretones
· Favereau online

Historia
· ¿ Qué es la lengua bretona ?

Danevelloù aes
· Danevell 1
· Danevell 2
· Danevell 3
· Danevell 4
· Danevell 5
· Danevell 6
· Danevell 7
· Danevell 8
· Danevell 9
· Danevell 10

Danevell 9 (live #)

Muntr

e brezhoneg aes

Skrid

Lun

Ne oan ket abred o sevel el lunvezh-se, kentañ devezh ehan-skol Malarjez. Da seizh eur e oan bet dihunet, evel da gustum, evel pa'z an d'ar skol, da gelenn d'ar yaouankizoù plijadurioù ar sport. Met pa'm boa gwelet, a-drek stignoù ma c'hambr, ar fulennoù erc'h o tont dousik da lipat dour lous ha yen ar stêr Gwilun, em boa kavet gwelloc'h chom d'ober teil tomm, ha magañ huñvreoù mouest, dindan ma liñselioù ...

Da unnek eur edon c'hoazh o peurechuiñ ma lein, etre oabl louet ma frenestr hag an asiedadoù louedaj o verniañ er gegin. Ragacherezh ar skingomz, ma c'hompagnunez, a leunie ma empenn, pa voe laosket ar c'heloù.

 Muntr e Saozon.

Yann ar Vezvouet, enseller polis e Roazhon, a oa dec'h da noz gant e goan e ti ur vignonez dezhañ e Saozon, pa oa bet lazhet gant un taol fuzuilh a oa bet tennet eus ar straed hag en doa treuzet prenestr an ti ha bruched ar poliser. Emañ polis Roazhon oc'h enklask.

Ne gleven ket mui, ken strafuilhet e oan.

Daoust ha kredet he doa Anna, gwreg ar Vezvouet, mont betek penn he mennozh ? Soñjal a rae din koulskoude em boa tapet he dizaliañ. « N'houlan ket koll ac'hanout, am boa lavaret dezhi, na mont d'az kwelout d'an toull-bac'h » A-benn bremañ e tlee bezañ goulennataet gant kenvreudeur he gwaz. Ha marteze e teufent betek amañ ivez. Met n'eo ket em ranndi, deuet da vezañ re vras ha re ger evidon, abaoe skampadenn ma gwreg, e kavjent peadra da beuriñ.

Dienkreziñ em boa ezhomm d'ober ivez. Chom a rae vodka en ur voutailh nevez boulc'het, damguzhet ganin en ur baner ouzh ar voger, unan gozh ankouaet amañ gant brokusted Katell. Bamiñ a c'hallen dirak paotr ar c'heleier en doa kavet tu da devel war gwreg ha bugale an enseller lazhet e ti e vestrez : doujañ d'ar galloud, bara pemdeziek ar gazetennerien. A ouzon ervat. Gant ur c'hazetenner, liper-botoù politikerien ar sportoù, an hini e oa aet kuit ma gwreg Katell, tremen bloaz zo bremañ.

Daoubennetoc'h e voen c'hoazh avat gant pellgomzadenn Izabel, ma c'hoar nemeti, ma gevellez , brasañ mignonez Anna abaoe ma labouront o-div e klañvdi kreisteiz-kêr.


«  Klevet 'teus ar c'heloù ? Spontus ! Anna, Anna ar Vezvouet, an've'out 'rez 'ne'i ...  » Krenañ a rae ma c'homz en ur grediñ lavarout ne welen ket piv e oa.
« Grez 'c'hat ! Anna, 'ouzout 'walc'h, a zo klañvdiourez ganin, ar veleganez vras 'teus gwelet amañ er gêr, meur a wech ... 'teus ket bet kaset 'ne'i d'ar gêr un dro bennak ? ... Soñj 'ta, lahet he gwaz...  »

Moug e oa ma mouezh pa oan o c'houlenn : «  Hi 'n hin' 'deus lahet he gwaz ?
-  Anna ? Petra 'maout 'larout ! 'deus ket, evel just, penaos 'dije graet ? ' Paouez gervel 'c'hanon 'mañ, o pellgomz 'oa, eus menezioù ar Jura ...  »

Evel just. Dleout a rajen bezañ gouvezet ivez. N'em boa ket ezhomm da spontañ.

Me an hini en doa hec'h aliet da vont.

Goulennet he doa diganin dont ganti hag he bugale, div verc'hig werous na oan ket evit gouzañv o c'hlemmichadennoù dibaouez. Nac'het em boa mont, evel just.  
« Gant da vugale ivez  ?  » Ne oa ket fur, am boa lavaret.
« Petra a ra se  ? he doa huchet. Eñ a vez a-walc'h gant e bompinell, ha ne vez ket gwall nec'het !  » Chabous a oa bet, amañ em gwele. Ur skouarniad he doa bet ganin, d'he lakaat da devel. Torret e oa dezhi diouzhtu. Savet e oa, dastumet he dilhad. N'em boa ket fiñvet a-zindan ma liñselioù, droug ennon.

Abaoe pemp devezh n'he doa ket pellgomzet, ha n'em boa ket bet keloù anezhi. Betek bremañ.

Aet e oant eta, tra ma chomen-me amañ, e Roazhon, betek gouzout ... Mat em boa graet : daoust petra e vije aet ar bolis da soñjal ma vijen bet kavet ganti du-hont er menezioù ?

Eno e oa, eme Izabel, o skiañ gant he div verc'h. Ha deuet e oa ar boliserien d'an tiig he doa feurmet, da gemenn dezhi lazhadenn he gwaz e Saozon.

Divec'hiet e voen diwar-se, a-boan e klevis he doa Anna lavaret d'am c'hoar edo o tont war he c'hiz, ha goulennet digant he mignonez ober war-dro he merc'hed. E-keit-se, emezi, e vije-hi o plediñ gant an obidoù.

Bravoc'h alibi ne oa ket tu da ginnig d'ar frioù-furch, a gaven, goude kimiadiñ diouzh ma c'hoar muiañ-garet.

Malañ a raen sonjoù em c'hokenn, dindan ma breliñsadenn dour berv, ha deuet e oan da grediñ e rankje ar bolis mont da glask da lec'h all. Ne vije ket gwall aezet d'am meno. Hervez he doa kontet Anna din, mar bez atav ur bern enebourien gant ar boliserien en abeg d'o labour, e oa muioc'h c'hoazh gant Yann ar Vezvouet, kement a fae a rae-eñ war e genlabourerien, ha kement a droioù kamm a c'hoarie dezho en o labour, ma vagent outañ ur gasoni diroll. Ec'hon eta an dachenn enklask, ken ec'hon ma c'hallen bezañ en gortoz da welout ar boliserien o tont amañ a-barzh pell. Diouzh ma welen, ne vije ket diskoulmet buan ar gudenn ganto, pa oa anat din ne oa ket kablus Anna.

Tres kaer a oa gant an traoù, a-benn ar fin, hag echuiñ a ris ar vodka en ur sellout ouzh filmoù Hitchcock kozh am boa prenet evit tremen ma nozvezhioù digousk ha doñvaat evned ar gwalleur.

Meurzh

Antronoz, Meurzh anezhi, e oan en sell da vont da weladenniñ Izabel war-dro koulz merenn, kement ha bezañ sur d'he c'havout er gêr gant bugale he mignonez. Hag un tamm spi ennon da welout Anna eno marteze, evel dre zegouezh, ur wech ouzhpenn.

An erc'h, teuzet gant moged an dremeniri hag al litenn veure, a rae ur c'hailhar heugus. Dindan koabr c'hwevrer e tenne ar steudadoù kirri da vagoù difiñv war ur mor louet ha flaerius. Savet ganin ma skerb dirak ma fri, da ziwall ouzh c'hwez heugus revrioù ar c'hirri, muioc'h eget ouzh ar riv, e kerzhen war ar riblenn en ur ruzañ ma botoù-erc'h, prenet din e Bro-Suis, ur prof a-berzh Katell, ma C'hatell gollet.

War ma zreid ez ajen aesoc'h betek kreiz-kêr, hag eno e kemerjen ur bus. War an hent, hervez a oan boaz d'ober, e chomis a-sav da lenn ar gazetenn dirak ur banne dour-gafe e tavarn straed Sant-Helier, a-dal d'ar c'hoariva.

Gant ar pratikoù, liperien bannac'hoù ha konchennerien douet, ne oa kaoz nemet eus ar muntr. A-drek e daol santel, evel ur person oc'h oferennañ, edo an ostiz, un den moal e benn ha stenn e gof, ur sportour bras anezhañ, emezañ, bet ma oa c'hoarier mell-droad a-vicher en amzer gollet e yaouankiz, pa rede muioc'h ha pa lonke nebeutoc'h a vier. Hervezañ, n'halle bezañ nemet un afer merc'hed. Cherchez la femme, keta. Ur gwaz dimezet, hervez ar vrud, lazhet e ti e vestrez, rak e vestrez e oa, hep ket a var, ac'hanta, ma ne oa ket ar wreg a oa kablus, emezañ, piv e c'halle bezañ eta,nemet unan eus ar mestrezed all?

Un diazez dedennus, a soñjen ennon-me, goude nac'h ar banne hini kreñv kinniget gant ma c'henvreur sportour. Met daoust hag-eñ e oa eus ar mestrezed all-se ?

Diouzh he devoa Anna lavaret din, edo he gwaz o taremprediñ plac'h ar Run abaoe bloaz, ha sot-pitilh e oa-eñ ganti. Ne oa ket ar memes den ken, emezi. A-viskoazh e oa bet troet muioc'h gant e labour eget gant ar merc'hed. Eget gant e wreg bepred. Ne oa ket ur poliser evel ar re a anavezen eta. Nag a revradoù am boa bet graet gant an dud-se, goude c'hoariadegoù mell-droad. Hag ar Vezvouet, evit doare, n'eve nemet dour. Eveldon eta. Eveldon bremañ.

Testeni gwreg avat n'eo ket prouenn, hervez al lezenn, am boa desket digant ma alvokad. Testoù fall e vez ar priedoù eta. Ac'hanta, testoù a-walc'h he doa kavet Katell da brouiñ e tornen anezhi, ha kollet ma frosez dizimeziñ gant an alvokad. Ha riñset ma c'hont-bank, gantañ ha gant ma gwreg.

Evidon koulskoude ne welen ket petra a c'halled da gavout e-maez eus bed al labour pe hini ar vuhez prevez. Gwir eo ne oa ket ma micher bout enklasker.

Un nevezinti a oa er gazetenn : un den o pourmen gant e gi en devoa gwelet ur marc'h-houarn harp ouzh ur wezenn, pelloc'hik er straed, un tamm a-raok ar muntr. Netra iskis betek-hen, hogen ne oa ket bet adkavet an ardivink er c'harter, ha ne ouied ket da biv e oa. O klask edo atav bagad ar muntroù.

« Fentus eo memes tra, eme ul lonker kozh, ken ruz e fri evel ar banne gwin dindanañ. Ne wele ket sklaer an test-se ma n'eo ket gouest da larout pe marc'h-houarn-paotr pe marc'h-houarn plac'h e oa . Pe ne oa ket hanter ken fin ar c'hazetenner hag ar c'harg-e-doull-mañ. Pe goulennet e oa bet digantañ tevel gant paotred an urzh ...
-  Ma oa noz, penaos e c'hallje bezañ gwelet?  eme unan all. »

Trawalc'h am boa lennet, skuizh e oan gant ar c'haozioù, ha poent e oa din mont.


«  Kenavo  », emezon d'an ostiz.

Evit ur wech ne oa ket bet kaoz eus mell-droad ganeomp.

Edo Izabel o chom e krec'h ur c'hendi pemp estaj, saverez ebet ennañ, e karter Keryann, e-lec'h ma'm eus graet ma studioù, na petra, ha n'eus ket kalz divalavoc'h e kêr. Kaer am boa seniñ ouzh an nor, ne responte den. Edon o paouez diskenn gant ar skalieroù hag o tigeriñ dor an ti pa zegouezhas ganin he gwaz Mikael, sammet gant e sac'hadoù boued o tont eus ar gourvarc'had tostañ. E wreg, emezañ, rak dirakon e plij dezhañ diskouez e berc'hentiezh war ma c'hoar, a oa o paouez mont da gas bugale ar Vezvouet, erruet amañ e-kreiz an noz eus ar Jura, da Wipri da di o mamm-gozh, mamm Anna, tra ma oa ar beziadur da vezañ e bro o zad, en Ivias, e Bro-Ouelo.

Kinnig a reas din evañ ur banne. Evidon n'eus ket gwashoc'h eget tremen ur pennad amzer ma-unan gant ar penn-peul-se, hag hen gouzout mat a ouie. Koulskoude e c'halljen klevout un nevezinti bennak, amzer am boa da goll, displijout a raen dezhañ, kement ha ma rae din-me da vihanañ: tri abeg mat eta da chom hep nac'h.

Ha me sevel gant ar pemp estaj en-dro, da heul egile, ma breur-kaer, karget gant e sammad. N'em bije ket kinniget dougen tra.


«  Wiski ,evel boaz ?  » emezañ gant ur mousc'hoarzh. Loen brein ! Dirak ma c'hoar ne gredfe ket ober. Gouzout a-walc'h a ra n'evan takenn ebet ken abaoe dek miz bremañ. Abaoe tri c'hant daouzek deiz eeun-hag-eeun. Kontañ a ran anezho. Ma c'hont a wiski, hag a draoù all, am eus evet, e-pad bloavezhioù. Gwalc'het on hiziv, war-bouez ur banneig a lipan gwechig an amzer er gêr. Re laouen e vije ma breur-kaer ma'm gwelje oc'h evañ adarre.  
« Chug-orañjez. Gant sitroñs, ma'z eus », a c'houlennan.
« Bez ez eus ». Edo krog da dennañ e-maez e yenerez div voutailhad chug frouezh.  
« Un afer spontus, keta ? » emezañ, ha diskar wiski en e werenn, en ur gornsellout ouzhin.
« Evit Anna ivez, met evit ar vugale dreist-holl.  »

Kaer am bez strivañ gantañ, n'on ket bet biskoazh evit gouzañv anezhañ na padout gant e gaozioù toull.

 
« Hervez ar skiant am eus prenet e kavjen marc'had-matoc'h koulskoude dizimeziñ eget kas ur pried d'ar vered gant un tenn », a laoskan, yen. Chom a ra da sellout ouzhin hep rannañ grik... Lenn a ran en e zaoulagad evel war ur skramm ar frazenn n'em eus klevet digantañ nemet ur wech, an hini a zo diazez hon mignoniezh dispar  :
«  Ne zlejed ket leuskel tud seurt-se da zeskiñ d'ar vugale. » Ma n'em boa ket torret e zent dezhañ en deiz-se eo peogwir e oan bet harzet gant ma c'hoar. Ma 'm bije e lazhet e vije bet ur madober dezhi koulskoude.


«  N'out ket aet da Roubaix evit an deizioù, a welan », emezañ, kement ha mont gant ur gaoz all ha klask ma lakaat diaes. Ur c'hard-munutenn bennak on chomet dilavar. Daoust petra a felle dezhañ lavarout ivez ? Neuze e oa deuet da soñj din :
«  Dezhi da zont an taol-mañ, am eus respontet. Ma n'eo ket aet d'ar menezioù gant unan all.  »

Kement e plij din livañ gevier bras dezhañ ma'm boa kontet e oan aet da Roubaix goude Nedeleg, da welout ur vestrez nevez, ur gelennerez c'halleg yaouank, nevez anvet du-hont er broioù-krec'h. Pa oan bet gant Anna da Enez ar Gêrveur.

N'en doa netra da larout din, ne oan ket pedet gantañ da verenn, ha ne vijen ket chomet n'eus forzh penaos.

E leuskel a ris eta gant e voestadoù-mir, ha mont da glask ma boued e kreiz-kêr. Ur voutailhad win evit kas war-draoñ ur pizza re bebret, ur pennad bilhard, hag un toullad bannac'hoù bier war-benn, n'eo ket me ac'h ay da gontañ d'ar medisin, ha d'ar gêr d'ober kousk-aez.

Ne c'hortozen pellgomzadenn ebet digant Anna. C'hoant am boa d'he gwelout amañ, da larout dezhi.

Da noz e klevis er skinwel e oad o c'houlennata mamm ar vestrez, unan gozh pemp bloaz ha tri-ugent dezhi.

Merc'her

Disklêriet e oa pep tra e kazetenn an dewarlerc'h.

An Itron Morel, evit doare, an hini he doa muntret an enseller polis. Gant aon na zimezje gant he merc'h, ha na lakje e grabanoù war he feadra, emezi, ha hi neuze war an douar noazh.

Ur poellata iskis, gouez d'ar c'hazetenner, rak ne felle ket d'ar poliser dizimeziñ tamm ebet. Gwir marteze, met n'eo ket se a veze kontet d'an hini gozh gant he merc'h!

Anzavet he doa an Itron Morel ivez bezañ galvet ar poliser en e labour d'e c'hourdrouz, hag anavezet e oa bet he mouezh war enrolladurioù graet gantañ hag adkavet en e vurev.

Ouzhpenn-se e oa dezhi ar marc'h-houarn gwelet a-raok ar muntr gant an test. Ha kavet e voe en he c'hav, gant ar garabinenn dre aer e oa aet da brenañ meur a sizhun a-raok da Sant Brieg.

Tra-walc'h e oa gant an teskad prouennoù-se, ha ne oa ket ezhomm da glask re all, eme ar boliserien.

Meur a wech em boe c'hoant da c'hervel Anna ouzh ar bellgomz en deiz-se, hogen gwell e kaven gortoz c'hoazh.

Yaou

D'ar Gwener e oa deiz-ha-bloaz Izabel, ha ma hini ivez evel just. En dro-mañ ne oa ket bet pedet e ti ma c'hoar, evel warlene, ar ribitailh klañvdiourezed a oa dirollet da fringal ouzh an euzhusañ sonerezh boest-noz eus amzer o c'hrennoad, dindan selloù o gwazed o lipat banneoù sangria.


«  Nemet Anna ha te », emezi.

N'em boa ket gallet chom hep mont warlene, nevez dizimezet ma oan, ha ma c'hoar vras (ganet a-raok din) oc'h ober war-dro poanioù-spered he breur bihan. Eno eo em boa graet anaoudegezh gant Anna. Ur gaer a vaouez, ur c'haer a vousc'hoarzh, unan a ra d'ar gwad tommañ er gwazhied kenkoulz hag ar wiski. Meur a vanne a oa aet ganin, he gwaz avat a oa diwar zour: un den mentet bras, brasoc'h egedon, korfet ledan, blev du berr-berr dezhañ, o chaokat un tamm gom, habask diouzh e welout.

Eñ ne oa ket fellet dezhañ chom ouzhpenn un eurvezh, hi ne oa ket fellet dezhi mont gantañ. Trouz a oa savet etrezo. Aet e oa he fried kuit en ur c'hourdrouz taer. Un den faeus ha feuls, dañjerus pa veze ur banne dindan e fri, pezh a c'hoarveze alies er gêr , a lavaras Anna din goude. Fest ar vazh a veze en ti neuze, emezi. Ur wech en doa torret brec'h e verc'hig henañ, ha hi pevar bloaz. Peogwir e oa poliser eo ne oa ket bet trubuilhet.

Me ne roen nemet fasadigoù. Betek an deiz ma'm boa torret fri Katell. N'he doa ket bet c'hoant bezañ kaset ganin d'an ospital. Biken ken n'em boa he gwelet er gêr en-dro.

Gant Izabel e oa bet fiziet ennon kas he mignonez d'he neizh. Am boa graet, a galon vat. Tremen a rejomp dre zu-mañ a-raok. An harp kentañ. Ar weladenn gentañ. A voe meur a hini all war he lerc'h. Evel-se eo em boa gallet paouez d'evañ. Gant sikour ur glañvdiourez e oa bet aesoc'h.

Gwener

Evet o doa kalz, hep nemeur a levenez. Ne oan ket deuet a-benn d'en em gavout ma-unan gant Anna ur wech, ha ne oan ket imoret mat. Mikael a oa damgousket, evel ma vez atav adalek m'en devez evet e gont, Izabel ne baoueze ket da bilat he genou gwashañ ma c'halle, c'hoant ganti moarvat dihuediñ he mignonez, ha me ne baden ket gant ar boan-benn ouzh he c'hlevout. Muioc'h a basianted am bez gant ma c'hoar muiañ garet peurvuiañ, met fellout a rae din gortoz Anna, traken, ha hi ne oa mall warni.

Hanternoz hanter a oa tremenet, savet e oan da vont kuit a-benn ar fin, war zigarez un embregadenn mell-droad antronoz. « N'in ket gant an taksi, eme Anna da Izabel, ma vezan kaset gant da vreur.
- Kas a ri anezhi ?
- Ya laouen. »

Buan e voe kimiadet, goude da Anna touiñ gervel ma c'hoar adarre.

Bec'h am boa bet o loc'hañ ar c'harr. Skornañ a rae, ha ranket em boa tennañ ar riell diouzh ar gwer.

Hi ne lare grik. Pemzektez oa n'em boa ket he gwelet. C'hoant am boa da gemer he dorn, met sanket don e oa e godell he mantell-c'hoañv. Aezhenn hon div alan ne zeue ket a-benn da dommañ ar c'harr.

Pellik edo o chom, e karter ar c'hreisteiz, war-zu hent Kastellbriant. Ne greden ket kinnig mont du-mañ. Gortoz a raen ur ger diganti.

«  N'em eus ket e lazhet, emezi.
- Gouzout a ran. An holl a oar, ar bolis ivez. Re splann eo.
- C'hoant am boa d'ober, koulskoude.
- Gwir eo, met 'teus ket graet. Miret 'm boa ouzhit, soñj 'teus ?
- Ya, met o vont d'ober e oan memes tra. Goude ar vakañsoù-mañ. Graet em boa ma soñj. Prenet em boa ur bistolenn evit ober. Amañ emañ ganin, em sac'h.
- Anna ! Laret 'm boa dit ...
- Met 'm eus ket graet. Peogwir 'm eus ket bet amzer d'ober, netra ken. A-hend-all ... »

Morzet e oa ma izili gant ar riv, ha morzet e oa ma soñjoù ivez.


« Ha kâz am eus ouzh an hini gozh-se he deus laeret ... ma muntr, pa rankfen bezañ anaoudek outi dre ma'z ay-hi d'ar vac'h em lec'h-me. »

O tifronkal e oa, he divskoaz o krenañ, ha ne oa ket gant an anoued.


«  Perak he deus-hi graet ? Perak ? Me am boa mil abeg. Hi n'he doa hini ebet, n'anaveze ket anezhañ zoken.  » Ne gomprenen ket enni ken.

Kablus en em gave, mann nemet peogwir e krede ne oa ket brasoc'h kasoni eget hec'h hini ?

Morc'hed he doa o welout unan all o vezañ graet an torfed he doa-hi bet c'hoant d'ober ?

Truez he doa ouzh an hini gozh-se he doa lazhet, evit gwareziñ, a grede bepred, he feadra hag hini he merc'h?

Ar Vorelez yaouank, n'he doa graet netra, ha hi a golle pep tra: danvez ur pried hag he mamm war un dro.

«  Anna, n'eo ket gant un huñvreerez, gant dorn un oberourez an hini eo bet lazhet ! 
- N 'eo ket kablusoc'h egedon ar vaouez-kozh . 
-  An hini he deus tennet an hini gablus, ha n'eo ket te .
-  Ken kreñv em eus c'hoantaet ar marv-se ma'z eo deuet ... evel pa'm bije laket Ankou hon zud kozh da sentiñ ouzhin. N'eo ket keuz na morc'hed avat am eus. N'hallez ket gouzout pegen disammet on abaoe m'am eus gwelet an arched. Bennozh d'ar vaouez-se ne vefomp ket dornet ken er gêr. He zrukarekaat a zlejen da vezañ graet ma zorfed em lec'h. Ha da zegemer ar c'hastiz em lec'h ivez, dreist pep tra... 
- Anna, paouez, mar plij, pa laran dit : n'eo ket te zo kablus.  »

C'hoant am boa da zisplegañ dezhi ne oa ket an hini gozh ivez, met ne greden ket. Re abred e oa, gwelloc'h e oa din gortoz c'hoazh. N'he dije ket ma selaouet, zo kaeroc'h, ken sorc'hennet e oa he spered.


«  Hi he deus sikouret ac'hanon pa n'anaveze ket ac'hanon zoken ...  » Ur rebech e oa ? Ne oa ket dellezet koulskoude. Gwall c'harv e kaven he c'homzoù, pell diouzh ar wirionez.

Div, teir, peder gwech ar sizhun em boa pellgomzet d'an hini gozh, hep larout piv e oan, da zisklêrian dezhi e oa he merc'h nemeti, he fennhêrez, etre krabanoù un den dañjerus, ur suner-gwad, ur foet-e-drantell en doa fontet peadra e wreg hag e vugale da gentañ, hag a oa prest d'ober kemend-all gant hini ar Morelezed, merc'h ha mamm. Dibourc'hañ a raje anezho diouzh pep a di, ma chome he merc'h gantañ. N'he dije ar vamm nemet mont d'an ospital d'ober, da vervel eno hep gwenneg ebet, ha c'hoazh ne vije ket laosket he merc'h da vont d'he gwelet di, gant he gwaz.

Da gentañ ne ouien ket pe efed a raje ma c'homzoù war mamm ar bennhêrezh. Pa c'houlenne diganin piv e oan ne responten ket, met chom a rae da selaou ma frezeg goude ma ne laren ket ma anv.

P'he doa goulennet diganin petra ober ha penaos e ouien e oa tonket an afer da vat. Ne oa mui nemet gortoz d'ober.

Goude ma n'o gwelen ket o ruilhal war he mougenn e kleven an daeloù en he mouezh. En deñvalijenn.

Leuskel a ris anezhi dirak dor he savadur. Ne bedas ket ac'hanon da zont ganti. Koulskoude he doa laret ne oa ket distro he bugale c'hoazh.


«  Kenavo  », emezi.

Ha netra ken.

Sadorn

Gortoz a ran atav he fellgomzadenn abaoe dec'h.

Er gazetenn emañ ar c'heloù.

Dec'h e oa en em grouget an hini gozh en he c'hell.

Muntr
· Skrid
· Goulennoù