Danevell 4 (live #)
Ar voutailh war an traezh.
e brezhoneg aes
|
|

Emañ Gwenola o pourmen war an aod,
hec'h-unan, goude koan. Brav eo ar mor, ruz an heol hag an
oabl.
Emañ-hi o sellout ouzh ar gwag o
tarzhañ war ar reier. Diskenn a ra betek an draezhenn ha tennañ he
botoù. Dont a ra an dour da lipat he zreid.
Gwelout a ra un dra bennak o
ruilhal en eon. Ur voutailh eo, gant un tamm paper e-barzh.
Digoret he deus ar voutailh, ha
displeget ur follennig velen. Ul lizher eo. E brezhoneg eo
skrivet.
O lenn emañ Gwenola bremañ.
Malo Kaloneg eo ma anv. Kabiten on war ar Morvleiz, bravañ
teirgwern an holl vorioù, doujet eus Enez ar Skorn betek Douar an
Tan.
Dilestret e oamp, tud ar Morvleiz, war un enezenn didud anavezet
mat ganin. Arsailhet on bet neuze gant ur bagad martoloded eus ar
Morvleiz, Ha dilezet on bet amañ, ma-unan. Un tamm boued, ur
voutailhad rom, ur fuzuilh hag ur sabrenn hepken o deus lezet
ganin, al loened brein-se. En o fenn emañ ma letanant a garen evel
ma mab, an treitour Konan Taldir.
Konan Taldir! An hini am boa dastumet, pa oa bugel bihan, o
ouelañ dirak korfoù marv e dud, lazhet gant ur morlaer saoz
e-kichen ar Poulldu! An hini am boa kelennet dezhañ sekredoù ar
mor! Milliget ra vo e anv! Daonet ra vo e ene! Ha ra vreino e
eskern ouzh ar groug!
Ma aour emaint o klask. Krediñ a reont e kavint ma zeñzor,
teñzor ma beajoù. Dipitet e vint, me `lar deoc'h, rak n'on ket ken
sot ha ma kredont. Paotr fin eo mab ma zad. Ha den ne oar pelec'h
emañ an aour am eus kuzhet. Rak kuzhet mat eo, hag ar re o deus
gwelet anezhañ o deus kollet o buhez, ha n'emaint ket amañ ken evit
kontañ d'an dud. Ar re varv hepken a oar chom mut.
Poan he deus Gwenola o kompren ar
pezh a zo skrivet goude. N'eo ket sklaer al lizherennoù ken.
C'hwi avat, a zo o lenn al lizher-mañ, ho po an hanter eus ma
zeñzor ma teuit da sikour ar paour-kaezh Malo Kaloneg amañ en e
enezenn, kollet e-kreiz ar mor bras . Setu pelec'h emañ an e
...
N'eo ket ar plac'h yaouank evit
lenn ken. Diverket eo pep tra.
Gourvez a ra Gwenola war an traezh
sec'h en ur empentiñ Malo Kaloneg hag e deñzor. Klouar eo an aer.
Klouar e vez aer an abardaevezhioù hañv en arvor.
Deuet eo an noz. Manet eo kousket
dindan ar stered, ar baperenn en he dorn, ar voutailh en he
c'hichen. Huñvreal a ra en inizi kevrinek, leun a deñzorioù. Hag en
ur preizher eus an amzer gozh o klask he lazhañ, peogwir e oar-hi
pelec'h emañ e aour.
Dihuniñ a ra , ha lezel al lizher
da vont gant an avel.
|