 |
Diccionarios y gramáticas |
|
|
 |
Danevell 8 (live #)
Dial
e brezhoneg aes
|
|

Ma mignon Kerloc'h-Omnes, an
enklasker brudet, a oa ganin en devezh all o tebriñ ur pizza yen en
ur c'hrampouezhti e kreiz-kêr pa lavaras en ur lenn ar gazetenn : «
Sed a zo souezhus, Gwazhdon.
- Petra zo souezhus ? emezon en ur deurel ur sell heuget ouzh ar
moc'haj em asied
- Sellit, doktor » emezañ en ur ziskouez din ar gemennadenn, ha
kregiñ da zebriñ gant plijadur an dra doñjerus a oa dirakañ. Ur
c'harr-tan Mercedes a oa bet lakaet e gwerzh, hag ar priz warnañ ne
oa nemet kant lur. Kant lur gall nemetken. Kenkent hag echu gantañ
e asiedad, ha ma hini ouzhpenn, paeet ganin boued fall ha gwin
trenk hon daou bred, ez eas Kerloc'h-Omnes da bellgomz d'hon mignon
Steven Pilgerc'h a oa o klask ur Mercedes kozh evit ur film
nevez.
Hag ar filmaozer ha mont da welout
ar c'harr e ti an hini en doa laket e werzhañ. Ur vaouez e oa,
daou-ugent vloaz bennak dezhi, gwisket kran, rak evel ma c'hallit
krediñ ne oa ket eus ar re baourañ.
« Ma c'harr-me n'eo ket, emezi, rak d'am gwaz eo. Met lavarout a
c'hallan n'eo ket ur farsadenn tamm ebet. Deuit ganin da welout. »
Pa voent dirak ar c'harr e welas ur c'harr glas-lufr, kozh a dra
sur, a gouste tri c'hant mil lur d'an nebeutañ. Diouzh e welout e
oa bet prenet daou vloaz a-raok, met servijout n'en doa ket graet
kalz. « Iskis e kavan an afer, eme Bilgerc'h. Sur oc'h n'eus fazi
ebet eus ho perzh ? Deuet e oan da welout ur c'harr a werzhit kant
lur, hervez ar gazetenn.
- Fazi ebet, eme ar vaouez. Sed amañ ar paperioù hag ar c'harr, ma
roit din ar priz a c'houlennan. »
Nec'het e oa ar filmaozour, un den
onest evel n'eus ket kalz, o welout pegen nebeut a c'houlenne, ha
nac'h a reas da gentañ. Met pennekoc'h egetañ e oa ar vaouez.
« Gant ma Mercedes damnevez on
deuet da welout ac'hanoc'h, eme Bilgerc'h da Gerloc'h-Omnes, a oa
nevez krog da c'hoari echedoù ganin. Gallout a rit e welout dre ar
prenestr. Aze emañ e korn ar straed. Sed un istor a c'hallfe
plijout deoc'h, Kerloc'h. Soñjit 'ta! Aet eo kuit he gwaz gant ur
vaouez all da Vro-Brazil. Ha petra en deus graet ar genaoueg-se,
nemet skrivañ dezhi da c'houlenn diganti gwerzhañ e garr. Ha kas an
arc'hant dezhañ du-hont.
- Ha graet he deus, evel just, eme Gerloc'h-Omnes.
- Hep mar ebet, eme e vignon.
- Laouen e vo egile gant e gant lur. Gallout a rafes ober ur film
gant an istor-se.
- Setu dres pezh am boa soñjet. "Dial gwreg", e vo e anv. Un istor
polis e vo. Ezhomm am bo ac'hanoc'h.
- Pa garot, eme Gerloc'h-Omnes. Koll oc'h adarre, Gwazhdon, ma
mignon kaezh. C'hwi a baeo ar pred a-benn arc'hoazh. » Chom a raen
da sellout ouzh ar c'hoari. Heuget e oan. Pa soñjen em boa paeet
kant lur daou bizza yen en deiz all.
|
 |
|
 |