Danevell 2 (live #)
Klasad Yannig en ti-krampouezh.
e brezhoneg aes
|
|

Yannig en ti-krampouezh
Hiziv da greisteiz on bet o tebriñ
krampouezh gant ar c'helenner brezhoneg. Met n'on ket bet e ti ar
c'helenner brezhoneg, peogwir ne oar ket ober krampouezh. Hag
ouzhpenn-se eo re vihan e lojeiz : an holl skolidi a studi
brezhoneg a oa ganin ivez..
En un ti-krampouezh e kreiz-kêr omp
bet. Un ti-krampouezh zo e-kichen hon skol ivez, e kreisteiz kêr, e
karter Brekinieg, met n'eo ket bras-bras : ugent e oamp ouzh taol,
eizh paotr hag unnek plac'h, gant ur c'helenner ouzhpenn.
Ar pred
Komzet hon eus un tammig brezhoneg
ha debret hon eus kalz. Ar c'helenner en deus debret un tammig ha
komzet kalz. Me n'em eus ket selaouet peogwir e oan e-kichen
Gwenola. Aziliz ne oa ket plijet.
Alan n'en deus ket debret
krampouezh : goulennet en deus kig gant fritez. Ar c'helenner ne oa
ket plijet ! Ar re all, an holl re all, o deus debret krampouezh.
Me n'em eus ket debret kalz, peogwir e oan o sellout ouzh
Gwenola.
Ar merc'hed o deus evet dour, pe
laezh-ribod. Ar baotred o deus goulennet chistr, nemet Alan en deus
evet Kokakola.
Roet em eus ur banne bihan eus ma
chistr da Wenola ivez. Un taol troad am eus bet neuze dindan an
daol. Digant Aziliz e oa : ne oa ket plijet.
Ar c'helenner en deus evet gwin
ruz, kalz gwin ruz.
An dibenn-pred
Da zibenn-pred em eus kemeret ur
grampouezhenn gant mel. Gwenola he deus bet dienn-skornet. Ar
c'helenner en deus goulennet ur grampouezhenn tanet gant rom.
Goude-se en deus kanet son ar
chistr ha ni hon eus kanet gantañ ... nemet Aziliz a oa o
vouzhañ.
Neuze hon eus goulennet banneoù
kafe ... hag an notenn. Ar c'helenner n'en deus ket paeet ar c'hafe
dimp. Dispignet em eus hanter-kant lur eta, e-lec'h
pemp-ha-daou-ugent.
Labour war ar fizik
Goude ar pred eo aet an holl d'ar
skol, nemet Alan ha me, peogwir eo klañv hon c'helenner fizik, ur
chañs.
Bet omp oc'h ober un dro er stalioù
bras. Alan en deus prenet ur bladenn gant U2, ar strollad brudet
eus Iwerzhon. ... Me n'em eus prenet netra, peogwir n'em eus ket
arc'hant ken. Hag Alan n'en deus ket prestet din.
Ha bremañ emaon er gêr, ma-unan, o
selaou ar skingomz ... hag o c'hortoz Gwenola : o vont da studiañ
fizik emaomp. Marteze.
|