Danevell 10 (live #)
Ker Is
e brezhoneg aes
|
|

Pa vezer o vageal e bae
Douarnenez e klever a-wechoù un trouz iskis : kleier kêr Is
a zo o seniñ dindan ar mor.
Marv eo kêr Is, ar gêr
villiget, pell zo eo bet beuzet gant ar mor. Met bev eo he
brud e Breizh penn-da-benn. Klevit ar vojenn.
Ur gêr vrudet
Gwechall e oa ur roue e
Kemper, kêrbenn rouantelezh Kerne.
Gwechall gozh avat e oa
roue Kerne o chom e Ker Is, rak eno e oa e gêrbenn.
Mogerioù bras a oa en-dro da gêr, ha dorioù bras a oa ivez
hag a veze digoret evit lezel ar mor da zont e-barzh ha da
vont er-maez. Alc'hwezioù an dorioù -se a veze atav gant ar
roue en e gerc'henn, staget gant ur chadenn aour.
Ur roue mat e oa ar roue
Gradlon. Hag ur gêr binvidik e oa Is. Met an dud eno ne
oant ket mat evel o roue: drouk ha kriz e oa o c'halonoù,
rak breinet e oant gant ar binvidigezh. Ar re baour n'o
deveze netra da zebriñ ha ne veze roet netra dezho gant ar
re binvidik. Lezet e vezent da vervel gant an naon e
kornioù ar straedoù, debret e vezent gant ar chas a-wechoù.
An ilizoù a chome goullo: ne soñje ket an dud e Doue, ne
soñjent nemet en arc'hant hag er plijadurioù: debriñ hag
evañ, dañsal hag ebatal.
Ar skwer washañ a veze roet
gant Dahud, merc'h ar roue, e verc'h nemeti, ur briñsez ne
oa ket kaeroc'h ha ne oa ket gwashoc'h egeti e Kerne
penn-da-benn. Ar roue a gare e verc'h, ha ne grede ket
difenn outi ren ur vuhez diroll. Ur manac'h, anvet Gwenole,
a lavare d'ar roue e oa aet skuizh Doue o welout ar pec'hed
o ren e Kêr Is, hag e oa tost deiz an distruj hag ar marv
evit ar bec'herien hag evit kêr Is. Dahud avat ne rae
forzh. Derc'hel a rae gant he buhez ebatoù diroll.
Un deiz he doa aozet ur
gouel bras, a bade meur a zevezh ha meur a nozvezh, gant
arvestoù disakr e palez ar roue.
Ar Priñs Ruz
Er gouel-se e oa un ur
priñs kaer ha hoalus, deuet eus broioù pell, ruz e zilhad
evel an tan, du e zaoulagad evel an noz, flour ha c'hwek e
gomzoù evel ar mel. Hennezh a oa desket war ar
strobinellerezh, hag ar skiantoù hud a blije kalz da verc'h
ar roue. Dañsal a raent an eil gant egile korolloù gadal ha
diaoulek. Ha pa veze echu ar gouel, pa save an heol, n'en
em guitaent ket.
Gwenole a c'houlennas
digant Gralon lakaat ar gouelioù disakr da baouez, met ar
roue ne selaouas ket ar sant. Ha Gwenole neuze ha mont da
embann er straedoù:
« Paouezit gant an diroll! Emañ an distruj o tont warnomp.
» Met den ne selaoue. An holl a rae goap ouzh ar
manac'h.
E palez ar roue, e-pad ar
gouel, ne baoueze ket Dahud da zañsal gant ar priñs
estren.
« Ret eo din mont bremañ,
eme ar priñs.
- Chomit ganin c'hoazh, eme Dahud.
- Ha petra a roioc'h din ma choman?
- Pezh a garoc'h. » Hag ar priñs a c'houlennas neuze : «
Roit din, mar plij, alc'hwez skluzioù kêr Is.
- N'hallan ket, emezi, n'emaint ket ganin. Gant ma zad
emaint, staget int ouzh ar chadenn en e gerc'henn.
- Kemerit anezho! » Ha Dahud da sentiñ ouzh mestr he
c'halon, ar priñs se en doa strobinellet anezhi evel un
diaoul.
Mont a reas-hi da gemer an
alc'hwezioù e-barzh kambr he zad a oa o kousket. Distagañ a
reas ar chadenn aour a oa en e gerc'henn ha dont en-dro
davet ar strobineller.
Reiñ a reas an alc'hwezioù
dezhañ ha kuitaat a rejont ar gouel o-daou.
An distruj
Gwenole en doa gwelet Dahud
hag ar priñs gant an alc'hwezioù a redas da zihuniñ ar
roue.
« Aotrou Roue, savit buan ha tec'hit. Milliget eo kêr Is.
Emañ ar mor o tont warnomp, da zistruj ho kêr. Unan bennak
anavezet mat ganeoc'h en deus digoret ar skluzioù » Ha
Gradlon o vont gant Gwennole da gemer daou varc'h da
dec'hel kuit. War an hent e kavas ar roue e verc'h Dahud,
liv ar spont war he dremm.
« Tad, emezi, kasit ho
merc'h ganeoc'h, me ho ped.
- Gradlon, lez an diaoulez-se da veuziñ,eme Gwennole »
Ar roue avat a gemeras
Dahud gantañ war gein e varc'h.
Met ar mor a rede buanoc'h
egeto. Dour a oa betek pennoù-glin ar roue war e varc'h.
Hag an aneval n'halle ket redek buan gant ar samm a oa war
e gein.
A-greiz -holl e tarzhas ur
wagenn warno ha kas a reas Dahud ganti. Kenkent e voe
gwelet ar mor o sioulaat.
Pa erruas Gradlon war an
aod, war ar Menez Hom, en doa kollet e verc'h Dahud hag e
gêrbenn Is.
Debret gant ar glac'har ez
eas da vevañ da vanati Landevenneg gant menec'h Sant
Gwennole.
Hiziv e weler delwenn ar
roue Gradlon dirak iliz-veur Kemper, kêrbenn nevez
Bro-Gerne. D'e verc'h Dahud avat n'eus bet savet delwenn
ebet.
|