Danevell 7 (live #)
Fromadenn
e brezhoneg aes
|
|

Ul lizher
Dihunet on gant kan plijus
an evned ha trouz bouzarus ur morzhol-pigell.
Nav eur eo, hag ar meurzh
zo hiziv. Gwelout a ran an heol dre ar prenestr: splannañ a
ra war an toennoù gleb. Glav zo bet, met kaer e vo an amzer
hiziv.
En ti n'eus trouz ebet.
Ma-unan emaon. Aet eo ma mamm ha ma zad da labourat, ha ma
c'hoar zo er skol.
Sevel a ran. Gwiskañ a ran
ma sae-gambr ha ma chaosonoù, ha diskenn a ran gant ar
skalieroù. Chom a ran a-sav dirak dor an ti da sellout ouzh
al lizhiri zo e-barzh ar voest.
Tri lizher zo: unan e-barzh
ur golo bras ha daou e-barzh ur golo bihan. An hini bras
gell zo evit ma zad: Yann Halegouet zo skrivet warnañ. An
hini bihan roz evit ma c'hoar Berc'hed. Hag an hini bihan
glas, a welan, zo evidon, Herve Halegouet.
N'ouzon ket perak, ne blij
ket din liv ha stumm ar golo bihan-se. Anv un urcher zo
warnañ. Ernest Kerampont. N'ouzon ket perak ivez, ne blij
ket din an anv-se.
Lakaat a ran ma lizher e
godell ma sae-gambr, adlakaat a ran ar re all er voest, ha
mont a ran da ober ur banne kafe: hini kreñv, evel just,
evel ma plij din evañ diouzh ar beure.
Lakaat a ran dour da
dommañ, ha malañ a ran kafe, rak ma mamm ne bren ket kafe
malet gwech ebet. Ober a ran ar c'hafe en ur zebriñ ur
grampouezhenn gant kaotigell avaloù.
Tennañ a ran ma lizher eus
ma godell. Digeriñ a ran anezhañ. Prest eo ar c'hafe
bremañ. Azezañ a ran da lenn ha d'evañ ma banne.
Ur chekenn
Biskoazh kemend-all!
Pebezh fromadenn!
Ur chekenn zo e-barzh, ha
war ma anv, mar plij!
N'eo ket ur chekenn kant
lur. N'eo ket ur chekenn mil lur. N'eo ket ur chekenn pemp
mil lur ivez. Ur chekenn dek mil lur, tudoù kaezh!
Ul lizher zo gant ar
chekenn. Gant Ernest Kerampont, an urcher, eo skrivet.
Gantañ, pe gant e sekretourez, ne vern. Displegañ a ra eus
pelec'h e teu an arc'hant. Eus ur voereb kozh, o chom e
Naoned.. Ur voereb kozh din zo marvet ha laosket he deus
dek mil lur din, peogwir n'he doa bugel ebet, ha peogwir he
doa soñj bezañ gwelet ac'hanon pa oan bihan ha koant. Me
n'em eus ket soñj eus ar voereb-se, Madalen Soubigou hec'h
anv, met gwir eo e oan koant pa oan bihan. Gouzout a ran
ivez ne vez ket troet an urcherien da farsal, ha plijout a
ra din lizher an Aotrou Ernest Kerampont, un anv brav, a
gavan.
An huñvre
Kregiñ a ran da soñjal
e-barzh an arc'hant-se. Gwelout a ran peseurt traoù a
c'hallin ober ganto. Hir eo al listennad. Gallout a rin
prenañ kalz traoù. Ne vo ket diaes dispign an
arc'hant-se.
Met da gentañ em eus un dra
a-bouez d'ober. Rak re ziwezhat eo da vont da labourat. Ha
n'on ket gwisket na gwalc'het c'hoazh. Kemer a ran ar
bellgomz. Gervel a ran ma mestr, an Aotrou Anton
Berrec'houg, rener ar stal ardivinkoù tredan, e-lec'h ma
labouran abaoe ur sizhun. Ul labour displijus, ma'z eus
unan.
Lavarout a ran on klañv.
Lavarout a ran em eus terzhienn, peogwir em boa tapet riv
dindan ar glav yen dec'h da noz. Glav a oa dec'h pa oan o
tont er-maez eus ar stal, ha gleb-teil e oan.
Goulenn a ra Berrec'houg
a-benn pegeit e vin pare, hag a-benn pegoulz e c'hallin
dont da labourat en-dro. Respont a ran n'ouzon ket c'hoazh,
rak gortoz a ran ar medisin. Gouzout a ran kontañ gevier,
met se ne lavaran ket dezhañ.
C'hoant am eus da c'hervel
ma zad ha ma mamm ivez. Met ne vint ket plijet peogwir n'on
ket bet o labourat. Klevout a ran anezho:
« N'eus ket ur sizhun ec'h eus kavet labour ha kavout a rez
an tu da chom d'ober teil tomm, lochore bras. » Peogwir
emañ kont evel se ne lavarin netra dezho, setu! Na d'am
c'hoar ivez, peogwir e c'houlenno diganin prenañ dezhi ur
bern traoù, ur re votoù-ruilh, ur porpant ler, ha me'oar
petra c'hoazh. Ha pa lavarin dezhi n'hallin paeañ netra
dezhi e krogo da ouelañ, hag e vo ret din plegañ evel da
gustum. Ne lavarin netra dezhi, setu. Hag ar voereb
n'anaveze ket anezhi n'eus forzh penaos, peogwir e oa ganet
pemp bloaz war ma lerc'h. Ha ne oa ket ken koant ha me pa
oa bihan.
Goude gwiskañ ma dilhad on
bet oc'h ober un dro e kêr. Debret em eus ma merenn en ur
preti ker, evet em eus gwin mat, un tammig mav on o sevel
diouzh taol, n'eo ket displijus.
Kentañ tra am eus prenet eo
ur gitar tredan. N'ouzon ket seniñ c'hoazh, met arc'hant
a-walc'h am eus da baeañ kentelioù. Ha deskiñ a rin buan,
n'eus forzh penaos.
Goude-se em eus prenet
dilhad nevez diouzh ar c'hiz. N'hallan ket mont da zañsal
d'ar sadorn gant ma dilhad labour, ma gwiskamant glas ha ma
c'hravatenn ruz. Neuze em eus prenet ur gwiskamant roz, ur
roched mouk hag ur gravatenn heñvel. Dispar evit
merc'heta.
Prenet em eus c'hoazh un
toullad pladennoù sonerezh "country", levrioù skeudennoù
diwar-benn Hollywood hag ar filmoù western: sot on
ganto.
Soñjet em eus ivez e
c'hallin prenañ ur c'harr bihan marteze, ha kavet em eus
brav ar vuhez. Gant an tamm arc'hant am eus laket a-gostez
er bank hag ar gwenneien a c'honezin er stal em bo
peadra... Ma! ret e vo mont da labourat adarre. Soñjet em
eus neuze e-barzh ma moereb Madalen n'on ket bet o welout e
Naoned gwech ebet, ha kavet em eus e c'hallje bezañ roet
din un tammig muioc'h memes tra. Met moerebed all am eus
moarvat. Ret e vo din goulenn digant ma zud.
Ul lizher all
Hiziv em eus bet pevar
lizher bihan hag unan bras. Diwar-benn ar memes tra int
o-fevar. Ar chekennoù am boa roet da brenañ ma frenadennoù
zo bet adkaset d'am bank. N'eus ket arc'hant ken war ma
c'hont. Dle am eus zoken. Ret eo din dont en-dro d'ar
stalioù-se da baeañ!
Da gentañ ne gomprenen ket.
Ne welen ket petra e oa.
P'am eus digoret ar pevare
lizher avat em eus komprenet diouzhtu.
« Pesk Ebrel », zo skrivet war un tamm kartoñs melen. Neuze
em eus bet soñj. Chekenn ar voereb Madalen am boa bet
dimeurzh tremenet! D'ar c'hentañ a viz Ebrel!
Ma kavan piv eo ar genaoueg
en deus kaset al lizhiri sot-se din e kousto ker dezhañ. Ne
garfen ket bezañ en e votoù.
Sur on deoc'h emañ o vont
da gaout diganin-me.
|