Danevell 9 (live #)
Muntr
e brezhoneg aes
|
|

Lun
Ne oan ket abred o sevel el
lunvezh-se, kentañ devezh ehan-skol Malarjez. Da seizh eur
e oan bet dihunet, evel da gustum, evel pa'z an d'ar skol,
da gelenn d'ar yaouankizoù plijadurioù ar sport. Met pa'm
boa gwelet, a-drek stignoù ma c'hambr, ar fulennoù erc'h o
tont dousik da lipat dour lous ha yen ar stêr Gwilun, em
boa kavet gwelloc'h chom d'ober teil tomm, ha magañ
huñvreoù mouest, dindan ma liñselioù ...
Da unnek eur edon c'hoazh o
peurechuiñ ma lein, etre oabl louet ma frenestr hag an
asiedadoù louedaj o verniañ er gegin. Ragacherezh ar
skingomz, ma c'hompagnunez, a leunie ma empenn, pa voe
laosket ar c'heloù.
Muntr e Saozon.
Yann ar Vezvouet, enseller polis e Roazhon, a oa dec'h
da noz gant e goan e ti ur vignonez dezhañ e Saozon, pa
oa bet lazhet gant un taol fuzuilh a oa bet tennet eus ar
straed hag en doa treuzet prenestr an ti ha bruched ar
poliser. Emañ polis Roazhon oc'h enklask.
Ne gleven ket mui, ken
strafuilhet e oan.
Daoust ha kredet he doa
Anna, gwreg ar Vezvouet, mont betek penn he mennozh ?
Soñjal a rae din koulskoude em boa tapet he dizaliañ.
« N'houlan ket koll ac'hanout, am boa lavaret dezhi,
na mont d'az kwelout d'an toull-bac'h » A-benn bremañ
e tlee bezañ goulennataet gant kenvreudeur he gwaz. Ha
marteze e teufent betek amañ ivez. Met n'eo ket em ranndi,
deuet da vezañ re vras ha re ger evidon, abaoe skampadenn
ma gwreg, e kavjent peadra da beuriñ.
Dienkreziñ em boa ezhomm
d'ober ivez. Chom a rae vodka en ur voutailh nevez
boulc'het, damguzhet ganin en ur baner ouzh ar voger, unan
gozh ankouaet amañ gant brokusted Katell. Bamiñ a c'hallen
dirak paotr ar c'heleier en doa kavet tu da devel war gwreg
ha bugale an enseller lazhet e ti e vestrez : doujañ
d'ar galloud, bara pemdeziek ar gazetennerien. A ouzon
ervat. Gant ur c'hazetenner, liper-botoù politikerien ar
sportoù, an hini e oa aet kuit ma gwreg Katell, tremen
bloaz zo bremañ.
Daoubennetoc'h e voen
c'hoazh avat gant pellgomzadenn Izabel, ma c'hoar nemeti,
ma gevellez , brasañ mignonez Anna abaoe ma labouront o-div
e klañvdi kreisteiz-kêr.
« Klevet 'teus ar c'heloù ? Spontus ! Anna,
Anna ar Vezvouet, an've'out 'rez 'ne'i ... » Krenañ a
rae ma c'homz en ur grediñ lavarout ne welen ket piv e
oa.
« Grez 'c'hat ! Anna, 'ouzout 'walc'h, a zo
klañvdiourez ganin, ar veleganez vras 'teus gwelet amañ er
gêr, meur a wech ... 'teus ket bet kaset 'ne'i d'ar gêr un
dro bennak ? ... Soñj 'ta, lahet he gwaz...
»
Moug e oa ma mouezh pa oan
o c'houlenn : « Hi 'n hin' 'deus lahet he
gwaz ?
- Anna ? Petra 'maout 'larout ! 'deus ket,
evel just, penaos 'dije graet ? ' Paouez gervel
'c'hanon 'mañ, o pellgomz 'oa, eus menezioù ar Jura
... »
Evel just. Dleout a rajen
bezañ gouvezet ivez. N'em boa ket ezhomm da spontañ.
Me an hini en doa hec'h
aliet da vont.
Goulennet he doa diganin
dont ganti hag he bugale, div verc'hig werous na oan ket
evit gouzañv o c'hlemmichadennoù dibaouez. Nac'het em boa
mont, evel just.
« Gant da vugale ivez ? » Ne oa ket fur, am boa
lavaret.
« Petra a ra se ? he doa huchet. Eñ a vez a-walc'h
gant e bompinell, ha ne vez ket gwall nec'het ! »
Chabous a oa bet, amañ em gwele. Ur skouarniad he doa bet
ganin, d'he lakaat da devel. Torret e oa dezhi diouzhtu.
Savet e oa, dastumet he dilhad. N'em boa ket fiñvet
a-zindan ma liñselioù, droug ennon.
Abaoe pemp devezh n'he doa
ket pellgomzet, ha n'em boa ket bet keloù anezhi. Betek
bremañ.
Aet e oant eta, tra ma
chomen-me amañ, e Roazhon, betek gouzout ... Mat em boa
graet : daoust petra e vije aet ar bolis da soñjal ma
vijen bet kavet ganti du-hont er menezioù ?
Eno e oa, eme Izabel, o
skiañ gant he div verc'h. Ha deuet e oa ar boliserien d'an
tiig he doa feurmet, da gemenn dezhi lazhadenn he gwaz e
Saozon.
Divec'hiet e voen diwar-se,
a-boan e klevis he doa Anna lavaret d'am c'hoar edo o tont
war he c'hiz, ha goulennet digant he mignonez ober war-dro
he merc'hed. E-keit-se, emezi, e vije-hi o plediñ gant an
obidoù.
Bravoc'h alibi ne oa ket tu
da ginnig d'ar frioù-furch, a gaven, goude kimiadiñ diouzh
ma c'hoar muiañ-garet.
Malañ a raen sonjoù em
c'hokenn, dindan ma breliñsadenn dour berv, ha deuet e oan
da grediñ e rankje ar bolis mont da glask da lec'h all. Ne
vije ket gwall aezet d'am meno. Hervez he doa kontet Anna
din, mar bez atav ur bern enebourien gant ar boliserien en
abeg d'o labour, e oa muioc'h c'hoazh gant Yann ar
Vezvouet, kement a fae a rae-eñ war e genlabourerien, ha
kement a droioù kamm a c'hoarie dezho en o labour, ma
vagent outañ ur gasoni diroll. Ec'hon eta an dachenn
enklask, ken ec'hon ma c'hallen bezañ en gortoz da welout
ar boliserien o tont amañ a-barzh pell. Diouzh ma welen, ne
vije ket diskoulmet buan ar gudenn ganto, pa oa anat din ne
oa ket kablus Anna.
Tres kaer a oa gant an
traoù, a-benn ar fin, hag echuiñ a ris ar vodka en ur
sellout ouzh filmoù Hitchcock kozh am boa prenet evit
tremen ma nozvezhioù digousk ha doñvaat evned ar
gwalleur.
Meurzh
Antronoz, Meurzh anezhi, e
oan en sell da vont da weladenniñ Izabel war-dro koulz
merenn, kement ha bezañ sur d'he c'havout er gêr gant
bugale he mignonez. Hag un tamm spi ennon da welout Anna
eno marteze, evel dre zegouezh, ur wech ouzhpenn.
An erc'h, teuzet gant moged
an dremeniri hag al litenn veure, a rae ur c'hailhar
heugus. Dindan koabr c'hwevrer e tenne ar steudadoù kirri
da vagoù difiñv war ur mor louet ha flaerius. Savet ganin
ma skerb dirak ma fri, da ziwall ouzh c'hwez heugus revrioù
ar c'hirri, muioc'h eget ouzh ar riv, e kerzhen war ar
riblenn en ur ruzañ ma botoù-erc'h, prenet din e Bro-Suis,
ur prof a-berzh Katell, ma C'hatell gollet.
War ma zreid ez ajen
aesoc'h betek kreiz-kêr, hag eno e kemerjen ur bus. War an
hent, hervez a oan boaz d'ober, e chomis a-sav da lenn ar
gazetenn dirak ur banne dour-gafe e tavarn straed
Sant-Helier, a-dal d'ar c'hoariva.
Gant ar pratikoù, liperien
bannac'hoù ha konchennerien douet, ne oa kaoz nemet eus ar
muntr. A-drek e daol santel, evel ur person oc'h oferennañ,
edo an ostiz, un den moal e benn ha stenn e gof, ur
sportour bras anezhañ, emezañ, bet ma oa c'hoarier
mell-droad a-vicher en amzer gollet e yaouankiz, pa rede
muioc'h ha pa lonke nebeutoc'h a vier. Hervezañ, n'halle
bezañ nemet un afer merc'hed. Cherchez la femme, keta. Ur
gwaz dimezet, hervez ar vrud, lazhet e ti e vestrez, rak e
vestrez e oa, hep ket a var, ac'hanta, ma ne oa ket ar wreg
a oa kablus, emezañ, piv e c'halle bezañ eta,nemet unan eus
ar mestrezed all?
Un diazez dedennus, a
soñjen ennon-me, goude nac'h ar banne hini kreñv kinniget
gant ma c'henvreur sportour. Met daoust hag-eñ e oa eus ar
mestrezed all-se ?
Diouzh he devoa Anna
lavaret din, edo he gwaz o taremprediñ plac'h ar Run abaoe
bloaz, ha sot-pitilh e oa-eñ ganti. Ne oa ket ar memes den
ken, emezi. A-viskoazh e oa bet troet muioc'h gant e labour
eget gant ar merc'hed. Eget gant e wreg bepred. Ne oa ket
ur poliser evel ar re a anavezen eta. Nag a revradoù am boa
bet graet gant an dud-se, goude c'hoariadegoù mell-droad.
Hag ar Vezvouet, evit doare, n'eve nemet dour. Eveldon eta.
Eveldon bremañ.
Testeni gwreg avat n'eo ket
prouenn, hervez al lezenn, am boa desket digant ma alvokad.
Testoù fall e vez ar priedoù eta. Ac'hanta, testoù a-walc'h
he doa kavet Katell da brouiñ e tornen anezhi, ha kollet ma
frosez dizimeziñ gant an alvokad. Ha riñset ma c'hont-bank,
gantañ ha gant ma gwreg.
Evidon koulskoude ne welen
ket petra a c'halled da gavout e-maez eus bed al labour pe
hini ar vuhez prevez. Gwir eo ne oa ket ma micher bout
enklasker.
Un nevezinti a oa er
gazetenn : un den o pourmen gant e gi en devoa gwelet
ur marc'h-houarn harp ouzh ur wezenn, pelloc'hik er straed,
un tamm a-raok ar muntr. Netra iskis betek-hen, hogen ne oa
ket bet adkavet an ardivink er c'harter, ha ne ouied ket da
biv e oa. O klask edo atav bagad ar muntroù.
« Fentus eo memes tra, eme
ul lonker kozh, ken ruz e fri evel ar banne gwin dindanañ.
Ne wele ket sklaer an test-se ma n'eo ket gouest da larout
pe marc'h-houarn-paotr pe marc'h-houarn plac'h e oa .
Pe ne oa ket hanter ken fin ar c'hazetenner hag ar
c'harg-e-doull-mañ. Pe goulennet e oa bet digantañ tevel
gant paotred an urzh ...
- Ma oa noz, penaos e c'hallje bezañ gwelet?
eme unan all. »
Trawalc'h am boa lennet,
skuizh e oan gant ar c'haozioù, ha poent e oa din mont.
« Kenavo », emezon d'an ostiz.
Evit ur wech ne oa ket bet
kaoz eus mell-droad ganeomp.
Edo Izabel o chom e krec'h
ur c'hendi pemp estaj, saverez ebet ennañ, e karter
Keryann, e-lec'h ma'm eus graet ma studioù, na petra, ha
n'eus ket kalz divalavoc'h e kêr. Kaer am boa seniñ ouzh an
nor, ne responte den. Edon o paouez diskenn gant ar
skalieroù hag o tigeriñ dor an ti pa zegouezhas ganin he
gwaz Mikael, sammet gant e sac'hadoù boued o tont eus ar
gourvarc'had tostañ. E wreg, emezañ, rak dirakon e plij
dezhañ diskouez e berc'hentiezh war ma c'hoar, a oa o
paouez mont da gas bugale ar Vezvouet, erruet amañ e-kreiz
an noz eus ar Jura, da Wipri da di o mamm-gozh, mamm Anna,
tra ma oa ar beziadur da vezañ e bro o zad, en Ivias, e
Bro-Ouelo.
Kinnig a reas din evañ ur
banne. Evidon n'eus ket gwashoc'h eget tremen ur pennad
amzer ma-unan gant ar penn-peul-se, hag hen gouzout mat a
ouie. Koulskoude e c'halljen klevout un nevezinti bennak,
amzer am boa da goll, displijout a raen dezhañ, kement ha
ma rae din-me da vihanañ: tri abeg mat eta da chom hep
nac'h.
Ha me sevel gant ar pemp
estaj en-dro, da heul egile, ma breur-kaer, karget gant e
sammad. N'em bije ket kinniget dougen tra.
« Wiski ,evel boaz ? » emezañ gant ur
mousc'hoarzh. Loen brein ! Dirak ma c'hoar ne gredfe
ket ober. Gouzout a-walc'h a ra n'evan takenn ebet ken
abaoe dek miz bremañ. Abaoe tri c'hant daouzek deiz
eeun-hag-eeun. Kontañ a ran anezho. Ma c'hont a wiski, hag
a draoù all, am eus evet, e-pad bloavezhioù. Gwalc'het on
hiziv, war-bouez ur banneig a lipan gwechig an amzer er
gêr. Re laouen e vije ma breur-kaer ma'm gwelje oc'h evañ
adarre.
« Chug-orañjez. Gant sitroñs, ma'z eus », a
c'houlennan.
« Bez ez eus ». Edo krog da dennañ e-maez e yenerez div
voutailhad chug frouezh.
« Un afer spontus, keta ? » emezañ, ha diskar wiski en e
werenn, en ur gornsellout ouzhin.
« Evit Anna ivez, met evit ar vugale dreist-holl.
»
Kaer am bez strivañ gantañ,
n'on ket bet biskoazh evit gouzañv anezhañ na padout gant e
gaozioù toull.
« Hervez ar skiant am eus prenet e kavjen marc'had-matoc'h
koulskoude dizimeziñ eget kas ur pried d'ar vered gant un
tenn », a laoskan, yen. Chom a ra da sellout ouzhin hep
rannañ grik... Lenn a ran en e zaoulagad evel war ur skramm
ar frazenn n'em eus klevet digantañ nemet ur wech, an hini
a zo diazez hon mignoniezh dispar :
« Ne zlejed ket leuskel tud seurt-se da zeskiñ d'ar
vugale. » Ma n'em boa ket torret e zent dezhañ en deiz-se
eo peogwir e oan bet harzet gant ma c'hoar. Ma 'm bije e
lazhet e vije bet ur madober dezhi koulskoude.
« N'out ket aet da Roubaix evit an deizioù, a welan
», emezañ, kement ha mont gant ur gaoz all ha klask ma
lakaat diaes. Ur c'hard-munutenn bennak on chomet dilavar.
Daoust petra a felle dezhañ lavarout ivez ? Neuze e oa
deuet da soñj din :
« Dezhi da zont an taol-mañ, am eus respontet. Ma
n'eo ket aet d'ar menezioù gant unan all. »
Kement e plij din livañ
gevier bras dezhañ ma'm boa kontet e oan aet da Roubaix
goude Nedeleg, da welout ur vestrez nevez, ur gelennerez
c'halleg yaouank, nevez anvet du-hont er broioù-krec'h. Pa
oan bet gant Anna da Enez ar Gêrveur.
N'en doa netra da larout
din, ne oan ket pedet gantañ da verenn, ha ne vijen ket
chomet n'eus forzh penaos.
E leuskel a ris eta gant e
voestadoù-mir, ha mont da glask ma boued e kreiz-kêr. Ur
voutailhad win evit kas war-draoñ ur pizza re bebret, ur
pennad bilhard, hag un toullad bannac'hoù bier war-benn,
n'eo ket me ac'h ay da gontañ d'ar medisin, ha d'ar gêr
d'ober kousk-aez.
Ne c'hortozen pellgomzadenn
ebet digant Anna. C'hoant am boa d'he gwelout amañ, da
larout dezhi.
Da noz e klevis er skinwel
e oad o c'houlennata mamm ar vestrez, unan gozh pemp bloaz
ha tri-ugent dezhi.
Merc'her
Disklêriet e oa pep tra e
kazetenn an dewarlerc'h.
An Itron Morel, evit doare,
an hini he doa muntret an enseller polis. Gant aon na
zimezje gant he merc'h, ha na lakje e grabanoù war he
feadra, emezi, ha hi neuze war an douar noazh.
Ur poellata iskis, gouez
d'ar c'hazetenner, rak ne felle ket d'ar poliser dizimeziñ
tamm ebet. Gwir marteze, met n'eo ket se a veze kontet d'an
hini gozh gant he merc'h!
Anzavet he doa an Itron
Morel ivez bezañ galvet ar poliser en e labour d'e
c'hourdrouz, hag anavezet e oa bet he mouezh war
enrolladurioù graet gantañ hag adkavet en e vurev.
Ouzhpenn-se e oa dezhi ar
marc'h-houarn gwelet a-raok ar muntr gant an test. Ha kavet
e voe en he c'hav, gant ar garabinenn dre aer e oa aet da
brenañ meur a sizhun a-raok da Sant Brieg.
Tra-walc'h e oa gant an
teskad prouennoù-se, ha ne oa ket ezhomm da glask re all,
eme ar boliserien.
Meur a wech em boe c'hoant
da c'hervel Anna ouzh ar bellgomz en deiz-se, hogen gwell e
kaven gortoz c'hoazh.
Yaou
D'ar Gwener e oa
deiz-ha-bloaz Izabel, ha ma hini ivez evel just. En dro-mañ
ne oa ket bet pedet e ti ma c'hoar, evel warlene, ar
ribitailh klañvdiourezed a oa dirollet da fringal ouzh an
euzhusañ sonerezh boest-noz eus amzer o c'hrennoad, dindan
selloù o gwazed o lipat banneoù sangria.
« Nemet Anna ha te », emezi.
N'em boa ket gallet chom
hep mont warlene, nevez dizimezet ma oan, ha ma c'hoar vras
(ganet a-raok din) oc'h ober war-dro poanioù-spered he
breur bihan. Eno eo em boa graet anaoudegezh gant Anna. Ur
gaer a vaouez, ur c'haer a vousc'hoarzh, unan a ra d'ar
gwad tommañ er gwazhied kenkoulz hag ar wiski. Meur a vanne
a oa aet ganin, he gwaz avat a oa diwar zour: un den mentet
bras, brasoc'h egedon, korfet ledan, blev du berr-berr
dezhañ, o chaokat un tamm gom, habask diouzh e welout.
Eñ ne oa ket fellet dezhañ
chom ouzhpenn un eurvezh, hi ne oa ket fellet dezhi mont
gantañ. Trouz a oa savet etrezo. Aet e oa he fried kuit en
ur c'hourdrouz taer. Un den faeus ha feuls, dañjerus pa
veze ur banne dindan e fri, pezh a c'hoarveze alies er gêr
, a lavaras Anna din goude. Fest ar vazh a veze en ti
neuze, emezi. Ur wech en doa torret brec'h e verc'hig
henañ, ha hi pevar bloaz. Peogwir e oa poliser eo ne oa ket
bet trubuilhet.
Me ne roen nemet fasadigoù.
Betek an deiz ma'm boa torret fri Katell. N'he doa ket bet
c'hoant bezañ kaset ganin d'an ospital. Biken ken n'em boa
he gwelet er gêr en-dro.
Gant Izabel e oa bet fiziet
ennon kas he mignonez d'he neizh. Am boa graet, a galon
vat. Tremen a rejomp dre zu-mañ a-raok. An harp kentañ. Ar
weladenn gentañ. A voe meur a hini all war he lerc'h.
Evel-se eo em boa gallet paouez d'evañ. Gant sikour ur
glañvdiourez e oa bet aesoc'h.
Gwener
Evet o doa kalz, hep nemeur
a levenez. Ne oan ket deuet a-benn d'en em gavout ma-unan
gant Anna ur wech, ha ne oan ket imoret mat. Mikael a oa
damgousket, evel ma vez atav adalek m'en devez evet e gont,
Izabel ne baoueze ket da bilat he genou gwashañ ma c'halle,
c'hoant ganti moarvat dihuediñ he mignonez, ha me ne baden
ket gant ar boan-benn ouzh he c'hlevout. Muioc'h a
basianted am bez gant ma c'hoar muiañ garet peurvuiañ, met
fellout a rae din gortoz Anna, traken, ha hi ne oa mall
warni.
Hanternoz hanter a oa
tremenet, savet e oan da vont kuit a-benn ar fin, war
zigarez un embregadenn mell-droad antronoz. « N'in ket gant
an taksi, eme Anna da Izabel, ma vezan kaset gant da
vreur.
- Kas a ri anezhi ?
- Ya laouen. »
Buan e voe kimiadet, goude
da Anna touiñ gervel ma c'hoar adarre.
Bec'h am boa bet o loc'hañ
ar c'harr. Skornañ a rae, ha ranket em boa tennañ ar riell
diouzh ar gwer.
Hi ne lare grik. Pemzektez
oa n'em boa ket he gwelet. C'hoant am boa da gemer he dorn,
met sanket don e oa e godell he mantell-c'hoañv. Aezhenn
hon div alan ne zeue ket a-benn da dommañ ar c'harr.
Pellik edo o chom, e karter
ar c'hreisteiz, war-zu hent Kastellbriant. Ne greden ket
kinnig mont du-mañ. Gortoz a raen ur ger diganti.
« N'em eus ket e
lazhet, emezi.
- Gouzout a ran. An holl a oar, ar bolis ivez. Re splann
eo.
- C'hoant am boa d'ober, koulskoude.
- Gwir eo, met 'teus ket graet. Miret 'm boa ouzhit, soñj
'teus ?
- Ya, met o vont d'ober e oan memes tra. Goude ar
vakañsoù-mañ. Graet em boa ma soñj. Prenet em boa ur
bistolenn evit ober. Amañ emañ ganin, em sac'h.
- Anna ! Laret 'm boa dit ...
- Met 'm eus ket graet. Peogwir 'm eus ket bet amzer
d'ober, netra ken. A-hend-all ... »
Morzet e oa ma izili gant
ar riv, ha morzet e oa ma soñjoù ivez.
« Ha kâz am eus ouzh an hini gozh-se he deus laeret ... ma
muntr, pa rankfen bezañ anaoudek outi dre ma'z ay-hi d'ar
vac'h em lec'h-me. »
O tifronkal e oa, he
divskoaz o krenañ, ha ne oa ket gant an anoued.
« Perak he deus-hi graet ? Perak ? Me am
boa mil abeg. Hi n'he doa hini ebet, n'anaveze ket anezhañ
zoken. » Ne gomprenen ket enni ken.
Kablus en em gave, mann
nemet peogwir e krede ne oa ket brasoc'h kasoni eget hec'h
hini ?
Morc'hed he doa o welout
unan all o vezañ graet an torfed he doa-hi bet c'hoant
d'ober ?
Truez he doa ouzh an hini
gozh-se he doa lazhet, evit gwareziñ, a grede bepred, he
feadra hag hini he merc'h?
Ar Vorelez yaouank, n'he
doa graet netra, ha hi a golle pep tra: danvez ur pried hag
he mamm war un dro.
« Anna, n'eo ket gant
un huñvreerez, gant dorn un oberourez an hini eo bet
lazhet !
- N 'eo ket kablusoc'h egedon ar
vaouez-kozh .
- An hini he deus tennet an hini gablus, ha n'eo ket
te .
- Ken kreñv em eus c'hoantaet ar marv-se ma'z eo
deuet ... evel pa'm bije laket Ankou hon zud kozh da sentiñ
ouzhin. N'eo ket keuz na morc'hed avat am eus. N'hallez ket
gouzout pegen disammet on abaoe m'am eus gwelet an arched.
Bennozh d'ar vaouez-se ne vefomp ket dornet ken er gêr. He
zrukarekaat a zlejen da vezañ graet ma zorfed em lec'h. Ha
da zegemer ar c'hastiz em lec'h ivez, dreist pep
tra...
- Anna, paouez, mar plij, pa laran dit : n'eo ket te
zo kablus. »
C'hoant am boa da zisplegañ
dezhi ne oa ket an hini gozh ivez, met ne greden ket. Re
abred e oa, gwelloc'h e oa din gortoz c'hoazh. N'he dije
ket ma selaouet, zo kaeroc'h, ken sorc'hennet e oa he
spered.
« Hi he deus sikouret ac'hanon pa n'anaveze ket
ac'hanon zoken ... » Ur rebech e oa ? Ne oa ket
dellezet koulskoude. Gwall c'harv e kaven he c'homzoù, pell
diouzh ar wirionez.
Div, teir, peder gwech ar
sizhun em boa pellgomzet d'an hini gozh, hep larout piv e
oan, da zisklêrian dezhi e oa he merc'h nemeti, he
fennhêrez, etre krabanoù un den dañjerus, ur suner-gwad, ur
foet-e-drantell en doa fontet peadra e wreg hag e vugale da
gentañ, hag a oa prest d'ober kemend-all gant hini ar
Morelezed, merc'h ha mamm. Dibourc'hañ a raje anezho diouzh
pep a di, ma chome he merc'h gantañ. N'he dije ar vamm
nemet mont d'an ospital d'ober, da vervel eno hep gwenneg
ebet, ha c'hoazh ne vije ket laosket he merc'h da vont d'he
gwelet di, gant he gwaz.
Da gentañ ne ouien ket pe
efed a raje ma c'homzoù war mamm ar bennhêrezh. Pa
c'houlenne diganin piv e oan ne responten ket, met chom a
rae da selaou ma frezeg goude ma ne laren ket ma anv.
P'he doa goulennet diganin
petra ober ha penaos e ouien e oa tonket an afer da vat. Ne
oa mui nemet gortoz d'ober.
Goude ma n'o gwelen ket o
ruilhal war he mougenn e kleven an daeloù en he mouezh. En
deñvalijenn.
Leuskel a ris anezhi dirak
dor he savadur. Ne bedas ket ac'hanon da zont ganti.
Koulskoude he doa laret ne oa ket distro he bugale
c'hoazh.
« Kenavo », emezi.
Ha netra ken.
Sadorn
Gortoz a ran atav he
fellgomzadenn abaoe dec'h.
Er gazetenn emañ ar
c'heloù.
Dec'h e oa en em grouget an
hini gozh en he c'hell.
|