Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Danevelloù aes
·Danevell 1
·Danevell 2
·Danevell 3
·Danevell 4
·Danevell 5
·Danevell 6
·Danevell 7
·Danevell 8
·Danevell 9
·Danevell 10

Danevell 6 (live #)

Lizher ur vamm.

e brezhoneg aes

Skrid

Ma mabig karet,

plijet-kenañ omp bet, da dad ha me, o klevout emaout o skrivañ ul levr fentigelloù all. Kement-se a ziskouez pegen speredek out deuet da vezañ. Gwir eo out bet atav an hini speredekañ er familh. Soñj mat am eus e oas an hini kentañ er c'hlas pa oas pevarzek vloaz. Stad a oa ennon hag e'z tad, goude ma ne oa ket nav bloaz ar vugale all. Dont a reas ivez an deiz ma oas aet d'ar skol veur. Mantrus eo e oa serret en deiz-se.

Goustadik e skrivan al lizher-mañ, rak gouzout a ran n'hallez ket lenn buan.

N'anavezi ket an ti kozh ken pa zeui da welout ac'hanomp, rak dilojet hon eus. Brav eo, met n'a ket mat ar gannerez en-dro. N'em eus implijet anezhi nemet ur wech. Laket em boa c'hwec'h roched e-barzh an dour, tennet war ar chadenn, ha n'em eus ket gwelet anezho abaoe.

Da dad en deus ul labour nevez dispar. Ur pemp kant den bennak zo dindanañ. Troc'hañ geot a ra er vered. Da c'hoar Mari he deus bet ur babig evit ar beure, met n'on ket deuet a-benn da c'houzout ha paotr pe blac'h eo. Setu n'on ket evit lavarout dit ha moereb pe eontr out bremañ.

Da genderv Padrig a zo bet beuzet n'eus ket eizhtez. Kavet eo bet e gorf en ur pentoniad gwin. Kouezhet e oa e-barzh div wech. Ar wech kentañ e oa bet tennet er-maez gant e gamaraded, goude ma stourme outo gant kalon. An eil gwech avat n'o doa ket gallet mirout outañ a lammat adarre.

N'eus bet glav nemet div wech er sizhun-mañ. Da gentañ e-pad tri devezh. Ha bremañ abaoe pevar. Avel vras a oa dilun kement ma'z eo bet dozvet ar memes vi peder gwech gant ar yar zu.

Ret eo din skrivañ buanoc'h bremañ rak ne chom ket kalz liv ken.

Ul lizher drouk hon eus bet gant an Aotrou Morvan, kalvez ar bourk. Ma ne baeomp ket notenn arched da vamm-gozh, emezañ, e kaso anezhi dimp en-dro.

Tennet eo bet ma dent kozh diganin, ha prenet ez eus ur skinwel nevez. War an hini kozh e veze ar memes keleier war an holl chadennoù.

Ken ur wech all, ha marteze a-raok.

Da vamm.

Lizher ur vamm.
·Skrid
·Goulennoù