Kervarker.org ========= greeting of the day
homepage
romant
Email us



Pennad
Skrid
Pennad

Brezhoneg

An Huñvre Dihun

Romant

 

If you see this message, it means that your browser does not enable "style sheets". Please enable the style sheets in your browser options or preferences, otherwise go to the "nostyle" version of Kervarker here (note that you may have to enable JavaScript too).


Skrid

Na perak eo bet lazhet ha muntret ken euzhus-se? Gant ar strafuilh e kouezh ma fenn hep nerzh etre ma daouarn. Piv eo an den didruez-se? Kaer em eus ober goulennoù ouzhin-me ma-unan ne zeu diskoulm ebet. Gant an holl drubuilhoù-se eo rivet ma izili, evel seizet, kropet. N'eo ket ar gwad ennon evit redek ken, evit ober tro ma c'horf hep mont yen, sklaset. Bep un tammig avat e tomma ma c'halon en-dro pa soñjan er mareoù ken kaer hon eus bevet asambles. Hi, Mawaime hag a oa ken prim ha lemm he spered! D'ar c'hentañ gwel anezhi e verze an holl e oa ur plac'h diskoelf abalamour d'he respontoù trumm ha birvidik hag a stanke meur a c'henoù re frank. Mistr e oa he c'horf, kroc'henet dous e-giz ar seiz. Setu penaos em boa gwelet anezhi evit ar wech kentañ. Soñj mat am eus c'hoazh eus an devezh-se pe gentoc'h eus an nozvezh-se. En un davarn 'giz Iwerzhon e oa, e-lec'h ma vouboue drant ar sonerezh dre ar c'harter, mesket gant yudadennoù an avelioù dirollet. Yaouankik-flamm e oamp d'ar c'houlz-se rak studierezed e oamp e Skol-Veur an Arzoù e Kemper. Tro am boa bet d'he gwelet c'hoazh e trepasioù hir ha teñval ar skol met ar wech kentañ e oa din kaozeal ganti, en nozvezh-se. Diouzhtu e oa aet ar gaoz war soñjennoù prederourien ar c'hantvedoù diwezhañ. Ken aes ha tra e tispakas Mawaime he buhez din hag e lavaras sklaer ha splann he soñjoù, hep chom da dortal. Digor e oa he spered dre m'he doa bevet daou stumm da soñjal. E Mec'hiko e oa ganet hag eno he doa gouzañvet e-pad he yaouankiz, buhez labourerien-douar ar Chiapas. Kontañ a rae din kement darvoud a c'hoarveze en he c'hêriadennig kollet er c'hoadoù trovanel p'en em gave ganti keleier eus du-hont. Brav e seblante ar vro pa groge Mawaime da zisplegañ he doare din dre ar munudoù, daoust d'an diaes ma veze din he c'hompren da vat a-wechoù, ken buan e veze fromet pa gomze diwar-benn he bro.

Dedennet e oa gant an arzoù hengounel hag un dezenn e oa e soñj sevel a-raok dibenn ar bloavezhiad-studi. Plijout a rae dezhi ivez liverien an amzer a vremañ, Juan Miró dreist-holl, a voe prenet meur a levr ganti diwar e benn.

Daoust ma veze dedennus selaou anezhi o komz, e soñjen atav penaos e veze gant an dud all. Ha gwarizius e oan? Ne oan ket koulskoude, met aon a zeue din e tigorfe he c'halon da n'eus forzh piv. N'eus forzh peseurt paotr a vefe aet daveti, ha setu dres ar pezh a c'hoarveze peurliesañ. Ne c'hellan ket derc'hel soñj eus o anvioù holl, nag eus o dremmoù zoken. Ur plac'h koant e oa ivez. Na pegen lirzhin e oa gant he mousc'hoarzh kaer bepred war he dremm. Alies e welen anezhi evel-se pa'z aemp da riboulat en tavarnioù diouzh an noz.

Ne ouezan ket perak e teu an holl eñvorioù-se em fenn, an holl vareoù brav. Hag e soñjan ne c'hellin ket bevañ hepti, hep he mignoniezh, hep he bezañs, hep he levenez ...

Ha redek a ra ma daoulagad war pennad ar gazetenn a-benn gouzout pegoulz e vo an interamant. Ne gavan ket, met sur a-walc'h e vo da deir eur e iliz Santez Elena. Ma mantell ha ma manegoù a gemeran hag ez an dre ar straedoù war ma fouez, sioulik, ma soñjoù o nijal er goullo, en dic'hoanag. Treiñ a ra skeudennoù em fenn, skeudennoù eus Mawaime... Ha treiñ a rafen da sot hepti ?

Tostoc'h-tostañ emaon d'an iliz. Ne vezan ket gwall droet bepred gant ar relijion-se a zo bet plantet kement a reuz en hec'h anv gwechennoù, em bro, hag e hini Mawaime.

Dale 'zo ganin, ha setu a-greiz-holl ur pezh mell dor goad da virout ouzhin da vont pelloc'h. Daoust ha nerzh a-walc'h am bo da zigeriñ anezhi? Ken gwan en em santan, ken kizidik. Ha pa'm befe an nerzh d'hen ober, ha gouest e vin da sevel ma fenn ha da c'houzañv selloù mignoned Mawaime? ... Re Gilian dreist-holl. A-benn gwashaat pep tra, e klevan un draskadenn spontus a-daol trumm. Me an hini eo! Me 'm eus lakaet an oferenn da ehanañ en ur zigeriñ ar gozh dor vrein-mañ! Hag an holl o sellet ouzhin. Met diseblant eo o selloù, re drubuilhet evit diwall ouzh ur seurt darvoud. Kilian ken a chom da sellet ouzhin, e zaoulagad leun a zaeroù, feson warnañ da vezañ dic'hoanaget. Paourkaezh Kilian! Em sav e choman e foñs an iliz e-pad ur frapad, kuit da zirenkañ an dud. Da welout Mawaime an hini on deuet, ur wech c'hoazh... Tostaat a ran goustad ouzh an arched e penn an alez: digor eo evit c'hoazh. Alvaonet, souezhet-mik e choman, neket o welet Mawaime, met o welet ne ra netra din gwelet anezhi marv. N'eo ket posubl d'an tamm kig gwenn-se bezañ ma Mawaime garet!

Ne c'hellan ket chom hep sellet ouzh Kilian. Morse n'he doa Mawaime karet ur paotr kement. Goude bezañ bet ur sizhunvezh gantañ e oa deuet da vezañ ur plac'h siriusoc'h, dedennet muioc'h gant ar pezh a oa tro-dro dezhi, ar pezh a vroudas anezhi da zigeriñ ur stal binvioù evit livañ. Dre ma anaveze ur bern tud troet gant al livañ ez eas mat ar stal en-dro kerkent ha digoret. Met er gêr e oa disheñvel: abaoe bloaz edo Mawaime ha Kilian o chom asambles pa grogas an traoù. Un nozvezh e tistroas Kilian d'ar gêr, izel e benn: e labour en doa kollet. Pa glaskas Mawaime frealziñ anezhañ, e voe bountet gant Kilian war al leur. Antronoz e teuas Mawaime da'm c'haout, ha strafuilhet-holl e oan bet o welet he stad vantrus: bloñsoù e pep lec'h! Ne oa ket bet Mawaime evit krompren petra 'oa peg ennañ pa oa aet da skeiñ ganti a-greiz-holl, pa 'z ae ken mat an traoù etrezo. Ar gwashañ eo na baouezas ket Kilian da vezañ feuls, ha bep tro e teue Mawaime da'm c'haout, da lavaret eo un div wech bennak bep sizhun, da nebeutañ. Evel just 'm boa klasket lakaat anezhi da guitaat anezhañ met bep tro e responte din e kare re anezhañ, he doa aon ober droug dezhañ, hag evel-henn hag evel-hont...E-pad meur a vizvezh o doa dalc'het da vevañ en doare-se.

Setu echu an oferenn. Ne verzan ket emañ an holl o kuitaat an iliz, ha me kollet em soñjoù. Pa zeuan ennon ma-unan en-dro eo tost goullo ar sal. Mont a ran neuze war-zu ar vered. Gwigourat a ra an nor merglet war he mudurunoù. Stouet ma fenn ganin ez an war-raok da heul ar re all, ma zreid o ruzañ an eil war-lerc'h egile war grouan an alez, evel ur robot.

Ur wech erru er-maez, n'on ket evit dispegañ ma selloù diouzh Kilian, ur wech ouzhpenn. Ha me kollet em rambreadennoù adarre. A-benn ar fin ne oa ket echuet re fall an istor dre m'en doa kavet Kilian un dudi nevez: sikour Indianed Amerika. E amzer a dremene o labourat a youl vat evit ur gevredigezh a rae war-dro ospitalioù ha skolioù eno, setu ma oa gwellaet pep tra etrezañ ha Mawaime.

Nag a hast am eus e echufe al lid hir ha poanius-mañ. Un nebeud tud a zo aet kuit c'hoazh met dre ma anavezan an darn vrasañ eus ar re a zo chomet e kavan gwelloc'h gortoz ar fin. Ah! Setu Kilian o vont; marteze e c'hellin ober eveltañ? A-raok skeiñ sag ar gêr avat, ez in da gomz gant ar paourkaezh Kilian memes tra. Sur a-walc'h en em sant e-unanik ha glac'haret.


« Demat Kilian ... »


« Demat. »

Ne seblant ket bezañ gwall blijet gant ar gaoz. Gwelloc'h ganin e laoskel e-unan, ezhomm soñjal en deus ar paotr, sur a-walc'h.


« Ma, ma fell dit komz gant unan bennak e c'helli pellgomz din atav, mat eo? »

Respont ebet. Ne glev ket ac'hanon moarvat. Gwir eo e vez ezhomm bezañ an- unan a-benn soñjal pa vez darvoudoù a-seurt-se. Me ivez 'm eus c'hoant bezañ sioul. Mont a rin d'ober un tamm tro war vord ar mor. Ur banne aer fresk a raio vad din.