EŃVORENNOU UR SKINARVESTER

 

            Ar wirionez penn-da-benn zo ganeoc'h, ma bugale vihan, pa lavarit e ranker gwelout er  Skinwel ur Skwer Splann eus Chemed hag Ijin Mab-Den e servij an Denelezh.

            Piv a gonto biken ar madoberoł niverus skuilhet gant ar Skinwel war bennoł an dud? A bentoniadoł war bennoł zo moarvat, gant nadozioł d'ober stamm war darn all marteze, met pep hini en deus bet e lod, bras pe vihan.

            A drugarez d'ar Skinwel eo ez eo bet troet paour kaezh keodedourien an holl vroioł, annezidi ar gouelec'hioł, koulz ha re Kreiz Breizh, da skinarvesterien, da lavarout eo tud desketoc'h, furoc'h, finoc'h, brokusoc'h, ijinusoc'h, kempouesoc'h ha yac'hoc'h, barrekoc'h da varn, muioc'h a skiant hag a veiz en o fennoł, eget biskoazh en istor (nemet marteze ur wech ar bloaz, da Noz ar Wenn Gaouenn, a zo etre Mae ha Mezheven, hervez ar c'hrennlavar, met se zo un afer all).

            Penaos, emit-hu, e veved a-raok amzer ar skinwel?

            Feiz, poan ho po moarvat o krediń, met un amzer zo bet ma ne oa ket a skinwel. Gwelout a ran ar souezh war ho tremmoł. Gwir eo, diaes eo dimp hiriv sońjal er mareoł-hont ma rene an deńvalijenn war ar bed, ma oa ar varbariezh en he gwashań, ma oa ar pobloł o c'hortoz ar Mesiaz, ar Skramm Katodik Hollvedel.

            E-pad  bloavezhioł e voe lavaret ne oa buhez ebet war an douar a-raok amzer ar skinwel. Hiriv e c'hallomp dinac'h krak an teoriennoł-se. Rankout a reer lavarout didroidell koulskoude e oa truezus  ar vuhez evel ma weler war skeudennoł  hon zadoł-kozh.

            Sellit ouzh ar Ragistor!

            Petra a voe kentań tra a reas an Den war an Douar? Kavout hir e amzer, evel just! Ma teuas c'hoant dezhań da ijinań ar Skinwel. Ha prouennoł eus e strivoł a gaver er Ragistor end-eeun.

            Darn eus an dud a rae livadurioł ouzh ar mogerioł e keit ma veze re all o sellout. Gallout a reomp gouzout evel se e plije dezho chaseal mammouted ivez.

            Peurliesań avat ne veze nemet ur skeudenn da welout, hag ouzhpenn ne fińve ket. Heuget gant an treut ma oa ar programmoł, ne voe ket kaset pelloc'h an arnod, evit gwashań damant ar mammouted just a-walc'h, rak peoc'h ebet n'o devoe ken.

            Ar paour-kaezh loened bras-se n'hallent ket sellout ouzh abadennoł war vuhez al loened na prenań skiant evit en em ziwall diouzh ar chaseourien. Ken dizesk e oant ma ne oant ket bet gouest da stourm ouzh tud naonek o chaseal gant tammoł koad ha tammoł mein. Se zo kaoz e voent diouennet buan.

            C'hwitet o deus ar mammouted war an arnodenn istor he dije roet tro dezho da vezań filmet ervat ha da dremen en abadennoł evel "Loened hon mignoned" pe e pennadoł bruderezh " Un tamm kig mammout hag e vin kreńv eveldout". Hep menegiń ar filmoł bugale, "Gwennerc'h hag ar seizh mammout", Ur mammout ha kant", "Ar roue Mammout", hag all. Mantrus eo da lavarout, met anat eo ne zellezent ket ar chańs istorel a voe roet dezho.

            Ha goude?

            Goude  e teuas mareoł an deńvalijenn.

            War-lerc'h an devezhioł-labour, ne ouie ket an dud petra ober. Pa zeue an noz en em vodent en tiez, dreist-holl e-pad ar goańv. E tiegezhioł zo  e veze an dud o tibluskań kistin en-dro d'an oaled. Enni e veze devet  un dra bennak a veze graet koad outań, pe keuneud, hag a oa bet dastumet, charreet, troc'het, e-pad an deiz, ul labour kalet, ul lazh-korf diaes dimp da gompren er bed a-vremań. Chom a rae an dud da sellout ouzh an tan e-pad eurvezhioł, rak ne veze kinniget  program all ebet dezho.

            Neuze, war un ton trist, e komzent, eus relijion, politikerezh, pe brederouriezh, tra ma veze ar merc'hed o nezań pe oc'h ober stamm, hag ar baotred o kalfichat koad en ur evań chistr tomm pe "flip", hag ar vezventi a oa en he gwashań, neket evel bremań.

            Gwashoc'h avat a c'hoarveze a-wechoł! Selaouit kentoc'h!

            Ar re gozh ne gavent ket mann gwelloc'h d'ober eget terriń pennoł ar re yaouank gant kozh kaozioł eus amzer o yaouankiz. Kontań a raent gant ur blijadur glańvidik ar brezelioł kalet o doa bevet, pezh a servije da heugiń ar yaouankizoł ouzh an armeoł, gant ar vezh!

            Ar skwer fall-se a roe kalon d'ar re all da gontań sorbiennoł droch. A-wechoł zoken e veze kontet istorioł diwar-benn  laeron ha muntrerien, ken e sponte ar vugale; pe istorioł gant prińsed ha prińsezed, a lake ar paour kaezh merc'hed da hunvreal e-lec'h sońjal e labour an ti hag ar parkoł. Da lod e teue c'hoant da guitaat ar gźr ha kavet e vezent goude war bavez ar c'hźrioł bras, o c'houlenn an aluzon pe o werzhań o c'horf.

            Ar baotred ne blije ket dezho ar programoł-se a veze gwelloc'h gante pilat o gwragez, pe lazhań o bugale a veze niverus en amzerioł-hont. Darn anezhe zoken, hervez ar mojennoł zo deuet betek ennomp, a zebre o bugale pa veze an naon o ren er vro.

            Gwelet e veze tud a oa erru ken fall an traoł gante ma en em lakent da lenn levrioł. Evit gallout ober kement-se e rankent poaniań da zeskiń goude o devezh-labour, ken e kollent ar gweled tamm-ha-tamm. Evel kastiz e vezent kondaonet da  zougen lunedoł divalav evit kenderc'hel gant o obererezh. Evit mirout ouzh o merc'hed da lenn e e ranke o mammoł o spontań gant frazennoł evel-hen: "Ma krogez da lenn hiriv e vo ret dit gwiskań lunedoł hag e vi ken divalav ma sponti ar brini". Ur c'halz eus ar re-se a yae da leanezed, ur vicher roet d'ar merc'hed ne gavent ket da zimeziń.

            Tud all zoken a rae bugale a-leizh, ken ne ouient ket petra ober gante. Gwelet e veze kanfarded er parkoł o vaesa ar saout, o kutuilh bleunioł, o tifoupań neizhioł, o c'hoari patati, krigi-raden pe me 'oar, c'hoarioł ragistorel, neketa, a ziskouez mat pegen isdiorroet e oant, hep Lego, Barbie, Fisher Price, Playmobil. Se zo kaoz e vezent laket abred, er broioł diorroetań da vihanań, da labourat er mengleuzioł.

            Ma save an dud ken abred ha goulou-deiz evit koll o yec'hed e labourioł skuizhus ha brevus ez eo peogwir ez aent da gousket ken abred ha serr-noz evit chom hep tremen nozvezhioł hir ha torr-penn.

            Gwashoc'h avat a oa c'hoazh.

            Hep ar skinwel ne ouie ket an dud peseurt amzer a rae, ken ne ouient ket penaos en em wiskań. Ret e veze dezhe sellout dre ar prenestr, ouzh an oabl, ha klask divinout an amzer. Peogwir e fazient alies e vezent klańv, hag e varvent diwar gleńvedoł n'eus ket anezhe ken a drugarez d'ar skinwel, evel an droug-skevent.

            Penaos e c'hallent gouzout pegoulz e oa darev an ed, pegoulz e c'hallent dornań  nag ober gwin pe chistr, kement-se a hańval bezań ur gwir vurzhud, un dra n'eus ket bet tu da zisplegań c'hoazh.

            Peogwir ne veze ket matchoł mell-droad er skinwel e ranke an dud c'hoari o-unan. Met ne veze ket kement a dud o sellout, ne veze ket paeet ar c'hoarierien, ha ne oa ket bruderezh e-barzh ar parkoł. Ur bern arc'hant a veze kollet, ur vezh pa sońjer.

            Peogwir ne oa ket bruderezh ne ouie ket an dud petra prenań. Evit aesaat dezhe ar vuhez e veze ret kinnig ur soavon, unan  hepken, e-lec'h daou pe dri er stalioł. Gwashań pezh a oa: ouzh  ar soavon e raent soavon hepmuiken, hep gouzout e c'hallent reiń anvioł dishańval da bep hini: Kadom, Yoplait, Pampers. Skrijań a reer pa sońjer e oa ken isdiorroet hon hendadoł, hag hon henvammoł dreist-holl ivez, ma rankent kannań o dilhad o-unan, ne sońjent ket e c'hallent bout skoazellet gant Brandt pe Citroen.

            Ken dizesk e oant zoken ma ne ouient ket e peseurt bro e oant o chom. Sońjit 'ta! Lod a grede bout e Breizh pa oant e Frańs. Poent e oa ijinań ar skinwel evit gallout gwelout Chirac ha Poivre d'Arvor bemdez da goulz koan ha Fańch Broudig ur wech ar sizhun da goulz merenn, evit deskiń ar wirionez.

                Perig Kolozo-Sporjersi