AR PRIŃS HAG AR BAOUREZ

 

            (Kontadenn nevez, diwar ar mojennoł kozh hag an istor a-vremań)

 

            Ur wech e oa ur prińs yaouank ha koant  a oa o chom pell ac'hanen, e kźrbenn ur rouantelezh, ur gźr vras ha pinvidik anezhi, enni bravań tiez ha kerań palezioł a c'halled gwelout er bed a-bezh. Ha palez ar prińs yaouank a oa an hini kaerań anezho holl, rak laket e oa bet da sevel evitań gant e dud, ar roue hag ar rouanez.

            En-dro d'ar gźr vras-se e oa fabourzhioł, enno tammoł lochennoł, ma veve tud ezhommek a ranke kiań da c'honit an disterań tamm kreun. Rak er gźr-se e oa pinvidik-mor ar re binvidik, tra ma chome paour-razh ar re baour.

            En unan eus al lochennoł koad ha kartońs-se e oa ur plac'h yaouank pemzek vloaz, ar c'hoantań plac'h yaouank a oa bet biskoazh er vro, a lavare an dud paour hec'h anaveze hag an dud pinvidik o devoa he gwelet.

            Ur beure e oa ar prińs o pourmen er marc'hallac'h ma oa ar goantennig paour o werzhań pesked. Fromet e voe-hi gant ar c'haer ma oa ar paotr yaouank, gwisket en e zilhad prińs. Nemet droug a savas enni pa en klevas o klemm en abeg d'ar "c'hwezh flaer a beg ouzh peorien lous ar vro-mań" ha pa c'hoarzhas e vignoned a oa gantań.

            Distreiń a reas d'he lochenn, mezhekaet ha konnaret holl, kās ganti ouzh he faourentez hag ouzh ar binvideien. Diwar an deiz-se e krogas d'en em walc'hiń mat ha d'en em sońjal don.

            Dont a reas da vezań un dispac'herez c'harv, hag en he c'homzoł taer ne veze kaoz nemet eus "c'hwezh ar brein zo gant ar binvideien". Na pegen kaer e veze-hi neuze pa veze o prezeg evel-se d'an engroezioł! Ha dont a rae tud a-leizh d'he c'hlevout pa veze o komz diwar-benn pinvidigezh ha fallagriezh ar brińsed a vev didalvez war o bernioł aour ha na reont van ouzh poanioł an dud vunut a rank gwerzhań c'hwez o c'horf evit prenań o boued.

            Pa grogas an dispac'h er vro e redas ar prińs, hag ar rouaned e dud gantań, da gemer ur c'harr-nij, da repuiń en ur vro estren. Atav e kav ar re binvidik an tu d'en em dennań eus an trubuilhoł. Eno e c'hortozjont ken e voe sioulaet an traoł, ha dimeziń a reas ar prińs gant ur brińsez yaouank ha koant, ha pinvidik eveltań, eus ar vro-se.

            Un toullad bloavezhioł diwezhatoc'h, marvet e dud en harlu, e voe aotreet ar paotr yaouank gant ar gouarnamant nevez da zistreiń d'e gźrbenn, gant ma chomje hep enebiń ouzh ar galloud nevez. Neuze en em gavas adarre gant ar plac'h yaouank paour ha koant: ne oa ket ken paour, na ken yaouank, na ken koant ken, nemet galloudusoc'h egeti ne oa ket e-touez ministred ar gouarnamant. Dimezet e oa gant ur marc'hadour pinvidik en doa skoazellet an dispac'h gant e arc'hant.

            Ac'hanta, mignoned a-walc'h eo bremań ar prińs hag an hini a oa bet ur baourez. Gwelet e vez o bugale, hag int bihanik c'hoazh, o c'hoari a-gevret, hag o vont d'ar memes skolioł cheuc'h. Souezhus e vije komz hiziv eus dimeziń merc'h ar prińs gant mab ar vinistrez. Met a-benn un toullad bloavezhioł ac'hanen, ne gavo den da lavarout.

 

 

 

 

GOULENNOŁ


1.    Petore skrid eo hemań? Perak?

2.    Peseurt tud a oa er rouantelezh-se?

3.    Pelec'h e laboure ar plac'h yaouank?

4.    Petra a blijas hag a zisplijas dezhi pa welas ar prińs?

5.    Petra ne blije ket d'ar prińs? Perak?

6.    Petra a lakaas ar plac'h en he sońj?

7.    Petra eo an dispac'h?

8.    Perak ez eas kuit ar rouaned eus ar vro?

9.    Ha trist e oa kement-se? Perak?

10.Petra e oa ar plac'h e diwezh an istor?

11.Petra a c'hoarvezo marteze hervez ar c'honter?

 


 

 

YEZHADUR

Le passé simple.

Le pronom complément:

            e,

            he: d'he c'hlevout

            en: pa en klevas

 

Le superlatif: bravań tiez ha kerań palezioł

-subordonnées:

            ken e voe sioulaet an traoł

            gant ma chomje hep enebiń

 

 

MEIZADOŁ

            odeur: c'hwez ar brein

exclamatif: pegen + adjectif: pegen kaer

 

 

GERIOŁ


a-benn: dans, d'ici

a-bezh: entier

ac'hanen: d'ici

ac'hanta: eh bien

a-gevret: ensemble

a-leizh: en nombre

aotreet: autorisé

aour: or

a-vremań: d'aujourd'hui

bern: tas

bevań: vivre

brein: pourri

cheuc'h: chic

chom hep ober: ne pas faire

c'hwez: sueur

c'hwezh: odeur

didalvez: paresseux

dimeziń: marier

dispac'h: révolution

dispac'her: révolutionnaire

disterań: moindre

diwar: de sur; ą partir de

droug: mal; colčre

enebiń (ouzh): s'opposer (ą)

en em sońjal: réfléchir

en em dennań (eus): se tirer (de)

en em gavout (gant): rencontrer

engroez(ioł): foule

estren: étranger

e-touez: parmi

ezhommek: besogneux

fabourzh: faubourg

fallagriezh*: méchanceté

flaer: puanteur

fromań: émouvoir

galloud: pouvoir

galloudus: puissant

garv: dur

gwech*: fois

harlu: exil

kaer: beau

kaoz*: cause; question (de)

kās: haine

kźrbenn

kiań: peiner

koant: joli

koantenn* belle

konnariń: se mettre en colčre

kontadenn*: conte

kreun: croute

lochenn*: cabane

marc'hadour: marchand

marc'hallac'h: place du marché

mojenn*: légende

munut: menu

ober van(ouzh): źtre soucieux de

palez: palais

paour-razh: trčs pauvre

paourez*: pauvresse

pegań: coller

peorien: pauvres

pinvideien: riches

pinvidigezh*: richesse

poan*(ioł): peine

prezeg: prźcher

prińs: prince

repuiń: (se) réfugier

rouantelezh*: royaume

rouanez*: reine

roue (rouaned): roi

skoazellań: aider

souezhus: étonnant

toullad: quelques

trubuilh(oł): souci, problčme