MILINEREZ AET DA LADY

 

                Anavezet mat eo istor Mari Manac'h e kostez Benac'h hag e Bro Dreger penn-da-benn. Merc'h ur miliner paour  e oa, ha deuet e oa da vezań un itron binvidik a zimezas gant roue an nikel.

 

                Ganet e voe Mari Manac'h d'ar 5 a viz C'hwevrer 1869 e parrez Benac'h, e Prad Gwegan, en ur vilin vihan a oa d'ar familh Manac'h, war ar stźr Leger. Pemp bugel a oa, ha paour e oa he zud.

                En amzer-se ne veze ket skoazell da c'hortoz a-berzh ar stad, nemet ur wech bennak e veze un tamm aluzon digant an dud pinvidik, pa garent diskouez un tamm madelezh, evel ar familh Faucigny-Lusinge, noblańsed uhel ar barrez, a oa perc'henned kastell Koad an Noz.

 

                Bugaleaj Mari a voe paour hag eurus eta war lez ar stźr Leger. E brezhoneg e voe savet, evel ar vugale all, hag evelte e teskas galleg er skol. Kreskiń a rae he c'hoantiz ivez, meulet e veze he c'hroc'hen sklaer, ha treiń a rae warni selloł ar baotred.

                D'he c'hwezek vloaz ez eas d'ober ur veaj da Baris gant amezeien a oa o vont da obidoł Victor Hugo. Trenioł marc'had-mat a oa bet aozet gant ar gouarnamant evit tud ar provińsoł pell, evit ma c'halljent estlammiń ouzh pompadoł ar Republik. Pa zistroas d'ar gźr e komprenas n'hellje ket he buhez bezań heńvel ken.

                Kenkent ha ma c'hallas e klaskas labour e Gwengamp hag e Sant Brieg. Tapet ganti he 18 vloaz ez eas da glask fortun da Baris. Ha kavout a reas, a drugarez d'he c'hroc'hen gwenn ha flour a blije kement d'ar wazed.

               

                Da gentań e werzhe bleunioł war ar straedoł. Goude e voe patrom al livour Carolus Duran.

                E 1883 e oa o tańsal e korolladeg Quat'z Arts, a oa bet er Moulin Rouge. Sarah Brown e oa hec'h-anv-leurenn, ha gwisket e oa ken berr ma'z eas ur senedour da glemm dirak ar prokulor.

                Er memes bloavezh, e kerz ur goan ma oa bet pedet gant ur mondian, e asantas ober tro ar sal, noazh, war choug ur c'hlaoustreer, ha kondaonet e voe da zaou viz toull-bac'h. Ur vuhez diroll a rene neuze, arc'hanterien vras ha prińsed e-leizh oc'h ober al lez d'ar vaouez kaer ha pinvidik a oa anezhi.

                Bevań a reas meur a vloaz gant un den, ur mell gwaz kreńv he doa kavet e koc'hu Paris, Simon Gugenheim, eus ur familh Amerikaned pinvidik-mor a zimezas ganti e 1897 e Londrez. Gantań ne voe ket pell o vestroniań yezh Shakespeare: abaoe ur pennad e oa krog d'he deskiń gant he darempredoł kabared.

                Troet he gwaz da lonkań avat, hag eń taget gant an drougskevent ouzhpenn, e varvas en ospital Bournemouth e 1900, da zeiz an Nedeleg. Leuskel a rae war e lerc'h ur wreg azeulet ha meulet gant ar vondianed hag ar  riboterien, e Paris kenkoulz hag e Londrez.

                31 bloaz e oa Mari Manac'h, o vevań e Londrez (n'ouzer ket penaos). Mrs Symons a veze graet anezhi, ha kas a rae arc'hant bep ar mare d'he zud da Venac'h.

                Daou vloaz, war a seblant, a-raok marv he gwaz, he doa graet anaoudegezh e Bro-Saoz gant Antoine d'Orléans, a oa mab-bihan da Louis-Philippe, ar roue gall diwezhań. Nevez dimezet e oa ar prińs gant ur brińsez a Vro-Spagn, Eulalia, c'hoar ar roue Alfonso XII. Dilezel e wreg a reas ar prińs evit ober war-dro ar Vreizhadez. Seizh vloaz e chomjont a-gevret, ha n'eo ket an arc'hant a vanke da Vari. E 1905 avat e trenkas an traoł: krog e oa Antoine da vont da  glask fred da lec'h all. D'an 13 a viz Gouhere 1906, e Paris, e tegouezhas Mari gant ar prińs  o tont er-maez eus ur stal m'en doa prenet ur prof evit e vestrez nevez. Terriń he disglavier war gein an aotrou a reas Mari, ma savas klemm ar prińs, chifet e enor, dirak al lezenn, ha ma voe kondaonet Mari da baeań 100 lur a dell-gastiz.

                Mont a reas Mrs Symons neuze da vro he bugaleaj en-dro, da dremen ur pennad-amzer. Goude marv he mamm avat e tistroas da Londrez e-lec'h m'he doa graet anaoudegezh gant tud a bouez, ha dreist-holl e-touez pennoł bras al Liberal Party. Un devezh e voe pedet d'ur garden-party e domani ar familh Mond. An aotrou Ludwig Mond, un den a orin alaman anezhań, ur penn bras eus metou ar greanterezh, pinvidik-mor, en doa daou vab. Alfred a rae politikerezh gant Lloyd George, ar c'hembread a oa e penn al Liberal Party, ha Robert a oa ijinour ha kimiour.

 

                E 1922 e addimezas an Itron Symons gant Sir Robert Mond. A-benn neuze e oa deuet an ijinour da vezań "roue an nikel", da lavarout eo ur penn embregerezh eus ar galloudusań, hag unan eus ar pinvidikań tud a oa en Europa, hag er bed a-bezh zoken.

                Miliardoł ha miliardoł en doa gounezet an aotrou-se dre werzhań trinitrotoluen (TNT) e-pad ar brezel-bed kentań. Sot e oa ivez gant istor Ejipt kozh, ha brudet e oa e-touez an istorourien, kement hag e metoł an arc’hant bras, pe hini an ijinerezh.

                O-daou e oant tremen 50 vloaz hag o chom e  Londrez. Unan eus pezhioł o zi a oa heńval ouzh sal-gibellań palez ur faraon. Beajiń a rae Mari gant he gwaz, da Baris ha da Vreizh. Prenet e oa bet gante Kastell Beg an Draonienn e Dinarzh, a vo anvet Kastell Mond. Ur vag-saveteiń, anvet « Mai Manac’h », a voe profet gante da gźr Dinarzh. Un toullad kastilli ha manerioł a voe prenet e Bro-Dreger ivez: Keruhel, Koadiliav, Lanaskol e Plouilio, Kergozh e Sant-Efflamm, ha re all c’hoazh, a voe legadet diwezhatoc'h d’an nized ha nizezed. Gwelloc'h c'hoazh: gant he gwaz e voe degemeret Mari Manac'h  e lez roue Bro-Saoz.

 

                D'an 21  a viz Genver 1929 e voe prenet gant Robert Mond kastell Koad an Noz evit e wreg. Kastell an noblańsed Faucigny-Lusinge, ha 3000 devezh-arat tro-dro, a gouezhas neuze etre daouarn milinerez Prad-Gwegan a gase vioł ha laezh di gwechall pa oa plac'hig. Gwir pe c'haou? Lavaret e veze gant an teodoł fall e oa Mari merc'h d'ar prińs, ar perc'henn kozh, a oa bet ur merc'hetaer touet.

 

                E 1932 e voe anvet Robert Mond da lord.

                Festoł ha predoł a veze e kastell Koad an Noz, pedet e veze skrivagnerien hag arzourien, ha c'hoarioł breizhek a veze, gouren evel just. Predoł ar vugale er skol a veze paeet gant Lady Mond.

                Skoazellań a reas he breur da vout maer. Met dre na oa ket aet e-barzh an eil gwech e fuloras Mari a-enep anoudegezh fall tud ar vro.

               

                Peogwir e kave re bell kastell Koad an Noz diouzh ar bourk e tivizas Lady Mond sevel ur c'hastellig er bourk end-eeun. Kenkent e voe kroget al labour. Tost echu e oa sevel ar mogerioł, ne vanke nemet an doenn ken, pa lavaras ur vignonez da Vari e oa marteze re dost ar c'hastell ouzh an hent. Pedet e voe ar vańsonerien an deiz war-lerc'h da zispenn ar mogerioł nevez ha da adsevel ar c'hastell un dek metrad pelloc'h. Hag a voe graet.

                Annezidi kentań ar c'hastell avat a voe an Alamaned e e 1941. Pa voe echu ar brezel e adkavas Lady Mond he c'hastell, hag eno e varvas d'an 21 a viz Du 1949.

                Hervez a gonter he doa dibabet hec'h arched hec'h-unan, hag ez ae e-barzh bep noz. « Da welout hag-eń on bev c'hoazh, » a gustume lavarout.

 

                Darev da gouezhań en e boull e oa kastell Lady Mond e kreiz-kźr Benac'h, pa n'halle ket an ti-kźr paeań evit adkemmpenn anezhań. Ur peskva da studiań pesked stźrioł Breizh a vo staliet e-barzh, gant skoazell-arc'hant a bep tu: digant ar rannvro, ar stad,  Europa. Siouloc'h annezidi e vint  eta eget ar re a gustume Lady Mond daremprediń.

 

 

 

GERIOŁ


a-berzh: de la part de

a-bouez: important

adkempenn: réparer

aluzon*: aumōne

amezeg (-eien): voisin

anaoudegezh*: connaissance

anavezout: connaitre

annezad (-idi): habitant

anvet: nommé

aozań: préparer

arc'hanter(ien): financier

arzour (ien): artiste

asantiń: accepter

azeuliń: adorer

bag-saveteiń*: bateau de sauvetage

bleunioł: fleurs

bugaleaj: enfance

chifet: froissé

daouarn: mains

darempred: relation; iń: fréquenter

darev: mūr; prźt

deuet da vezań: devenu

devezh-arat: demi-hectare

dimeziń (gant): se marier (avec)

diroll: de débauche

disglavier: parapluie

divizout: décider

domani: domaine

dreist-holl: surtout

drougskevent: tuberculose

e-kerz: pendant

eurus: heureux

ganet: né

gwaz(ed): homme

e kostez: du cōté de

embregerezh: entreprise

en e boull: en ruines

estlammiń: s'exclamer

e-touez: parmi

fuloriń: se mettre en colčre

ganet: né

greanterezh: industrie

heńvel: semblable

ijinerezh: industrie

ijinour: ingénieur

kein: dos

kembread: gallois

kenkent: aussitōt

kimiour: chimiste

klask fred: chercher affaire

klaoustreer: parieur

klemm: se plaindre

koantiz*: beauté

koc'hu: halles

kondaoniń: condamner

korolladeg*: bal

kouezhań: tomber

kreskiń: croītre

kroc'hen: peau

kustumań: avoir l'habitude de

legadiń: léguer

leurenn*: scčne

leuskel (laosk): laisser

lez*: rive

lezenn*: loi

livour: peintre

lonkań: avaler; boire (péj.)

madelezh*: bonté

mankout: manquer

merc'hetaer: coureur de jupons

mestroniań: maitriser

metou: milieu

meuliń: louer

milin*: moulin

miliner (ez*): meunier

mondian: richard

mont e-barzh: źtre élu

noblańs (ed): noble

obidoł: funérailles

orin: origine

parrez*: parroisse

patrom: modčle

pediń: prier, inviter

pennad: bout de temps

penn-da-benn: de bout en bout

perc'henn (ed): propriétaire

peskva: aquarium

politikerezh: politique

pompadoł: fastes

prof: cadeau; -ań: offrir

prokulor: procureur

provińs (oł): province

rannnvro*: région

riboter (ien): débauché

sal-gibellań*: salle de bain

sell (oł): regard

senedour: sénateur

sioul: tranquille

skoazell*: aide

stad*: état

staliań: installer

stźr* (ioł): rivičre

taget: étouffé

tapout: attrapper

tell-gastiz*: amende

terriń: casser

toenn* (oł): toiture

tost: proche; presque

touet: juré

toull-bac'h: prison

trenkań: tourner ą l'aigre

war a seblant: semble-t-il


 

 

YEZHADUR

Le prétérit

Le passif: Manerioł a voe prenet

 

 

PLURIEL

                annezad annezidi

 

PREFIXES

-ad: addimeziń, adkempenn, adsevel

 

SUFFIXES

-enn: leurenn, toenn: noms d'objets féminins

-erez: milinerez, noms féminins

-er: arc'hanter, merc'hetaer, miliner:  noms masculins

-erezh: nom d'activité, masculin: ijinerezh, greanterezh, embregerezh

-our: arzour, livour, senedour, noms masculins

-va: peskva, nom masculin