UR VAMM SOUEZHUS

 

            Ur vamm eus ar re souezhusań en doa Anton, paotr bihan eus Roazhon. Karol a veze graet anezhi, ha dirak an holl e tiskoueze bezań ur vaouez plijus da zaremprediń, leun a nerzh, furnez e-leizh he spered, ha gant ur galon eus ar re denerań. Bihan e oa, melen he blev, mistr he dargreiz, muzelloł ruz-splann eus ar re zedennusań dezhi, lemm he selloł, daoulagad glas-sklaer ha dispourbellet peurliesan. O vezań ma oa eus ar re goantań neuze, e barr hec'h oad, en em dolpe en-dro dezhi kalz a dud eus an tro-war-droioł. Ha ken koant e oa da welout ma ne vije ket deuet da sonj da zen ebet e c'helle bezań hec'h imor eus ar re iskisań hag eus ar re ziaesań da c'houzańv. Den ebet, nemet Anton, he mab, ne anaveze mat e vamm er gźr evel-just, hag unan all na oa nemet he c'haredig nevez. Hemań, anvet Gurwan, a oa bet lorbet da vat, met mont a rae da hiraezhiń da sioulder e vuhez zigenvez a-gent.

 

            E-pad devezhioł a-bezh e laboure Karol gwellań ma c'helle ober. Met, leun a nerzh evel ma oa, ne zeue ket he labour a-benn d'he skuizhań a-walc'h. Ken e virvilhe hec'h-unan pa oa distro er gźr. A-vec'h istribilhet he mantell ganti e stage gant labourioł nevez. Ken ne chome a-sav biskoazh. Mont a rae amań hag ahont, eus ur pezh d'ur pezh all, atav o c'hrozmolat. Redek a rae war-lerc'h he mab Anton ivez, e-sell d'e dapout evel-just, evit e lakaat da fardań ar pred. Ha gwa dezhań ma veze kavet o lugudiń: neuze e kleve e begement ganti! Huchal a rae Karol warnań :

« Petra emaout oc'h ober amań?

-Netra, netra ...

-Petra ? Netra ? N’ec’h eus netra d'ober ? 'Peus nemet fardań boued ha gwalc'hin al listri goude! Sell 'ta! 'Peus ket kempennet da gambr c'hoazh! Peur e vo graet ? Abaoe amzer ma c'houlennan diganit ober ! »

Ha meur a dra all evel se c'hoazh! Paour kaezh Anton !

 

            Atav ez ae Karol re bell gant he rebechoł. Neuze e tirolle da youc'hal, da zifronkań zoken. Huchal a rae war he mab e oa dres evel e dad. Ken e stlapje anezhań e-maez an ti ma ne chanchje ket dizale, ha mat pell 'zo! C'hoarvezet a c'hoarvezje! Neuze en em lakae ar vaouez da drepikellat e-barzh an ti, o vont eus an trepas d'ar salońs, eus ar salońs d'ar sal-dour, eus ar sal-dour d'ar gegin o klask ne oar den petra, oc'h hiboudiń traoł digomprenus, o kregiń er bellgomzerez a-greiz-holl hag o tilezel anezhi ken buan all en ul lavarout : "Pellgomz a rin diwezhatoc'h!" Ha setu-hi aet etrezek ul lec'h all kerkent ... Met petra an diaoul a oa krog enni, en em c'houlenne ar paour-kaezh Anton. Den ne c'helle dispakań kement a nerzh, kement a follentez na kement a varradoł fulor! Dreist-ordinal e oa! Koulskoude e vije bet gwelloc'h da Anton bezań er-maez, tec'hel er pelloł d'en em zizober diouzh kement a drouz, diouzh kement a fulor ha diouzh kement a enkrez ...

 

            Forzh penaos e veze atav e vamm o c'hrozmolat er gźr, pe e vije er pellgomz, pe e vije warnań, pe e vije war he c'haredig. E-giz-se e veze kont ganti. A-wechoł e c'helle bezań fentus an arvest da welout. Ur wech e oa e vamm hag he c'haredig o kempenn ur pezh eus ar ranndi. Digerin a reas Anton dor ar pezh hag e welas e vamm azezet war ur gador e-kreiz al leur endra oa he c'haredig o labourat. O labourat? E gwirionez e rae dres ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhań gant Karol e vuian-karet! Kement a heklevioł a oa er pezh ma vije bet tu d'un den da grediń e oa ar ranndi a-bezh o krenań.

 

            Ma ! Pebezh maouez e oa mamm Anton e gwirionez! Ha doujus e oa he mab en he c'heńver.