LONTEGEZH

 

 

            Daoust ha buhez zo, ahont, war ar planedennoù all? Gallout a raimp respont un deiz  marteze a drugarez da labour daou skiantour breizhat, Alan Keromnes ha Yann ar C’halvez, eus Skol-Veur Brest. Ar re-mañ a studi pobloù koadoù meur Amerika ar C’hreisteiz abaoe dek vloaz. Bet int o vevañ e janglenn an Amazon e-pad ugent miz, ha kontet o deus o beajoù da gazetennerien Radio Breizh Izel. Gallet o deus ar selaouerien klevout an istor souezhus-mañ.

 

            « E Brazil e oamp, e kêr Manaus, e kreiz bro an Amazon, pa hor boa klevet komz eus ur c’hleñved nevez spontus a oa erruet e bro an Indianed, eme Alan Keromnes. Tud a oa marvet trumm eno, ha nec’het-bras e oamp. Fellout a rae dimp gouzout perak e oant marvet.

            « Feurmet hor boa bagoù. Klasket hor boa ambrougerien, karget boued, hag aet e oamp war ar stêr veur, betek bro an Indianed eta, da glask kompren petra a oa c’hoarvezet. »

            « Ur sizhunvezh e oamp bet o veajiñ war ar stêr. Ur veaj hir ha skuizhus. An eizhvet devezh e oamp erruet er gêriadenn e oamp o klask. »

 

            Goulennet o deus kazetennerien Radio Breizh Izel peseurt degemer a voe graet dezho neuze gant an Indianed.

            « Aon hor boa un tammig da gentañ, met mat oamp bet degemeret ganto, en deus displeget Yann ar C’halvez. Kanet hor boa, ha dañset ganto a-hed an noz. Poan-vlev hor boa bet ivez goude, abalamour d’ar pezh hor boa evet: ur seurt bier iskis graet gant maniok. Goulennata an Indianed hor boa graet memes tra en deiz war-lerc’h. Lavaret o doa dimp e oa marvet seizh den gant un droug-kof spontus. Sur omp bremañ e oa c’hoarvezet un dra bennak digredus e kêriadenn an Indianed-se. »

 

            Tud eus ar meuriad o doa kontet neuze d’ar skiantourien e oa degouezhet ur beajour bihan dizrouk, glas e groc'hen ha melen e lagad, e-barzh ul labous bras lugernus evel an heol, ur seurt aerlestr ruz-kouevr eta, ha komzet en doa outo en o yezh. Lavaret en doa dezho e oa deuet eus ur blanedenn all da saludiñ tud an douar, peogwir e oant amezeien dostañ e blanedenn. Spontet e oa bet tud ar meuriad gant e gomzoù, ha kouezhet e oant war bennoù o daoulin en ur grenañ gant ar spouron, rak soñjal a raent e oa un doue drouk deuet da gastizañ pobl an Indianed.

            Ar strobineller avat a oa savet droug ennañ o welout kement-se, ha tagañ a rae gant ar warizi. Gourc’hemennet en doa d’ar meuriad lazhañ ha debriñ an aerlestrour bihan a oa deuet, emezañ, da laerezh o bugale hag o gwragez diganto.

            Lazhet e oa bet ar paour kaezh den eta, a daolioù saezh hag a daolioù kontell. Laket e oa bet ouzh ar ber, ha rostet war un tan bras. Seizh e oant bet neuze o tebriñ ar beajour dinoaz. Ha gant o seizh buhez o doa paeet o zorfed hag o fred.

            Ar strobineller avat zo chomet yac’h ha divac’hagn, rak n’en doa debret tamm ebet. E-keit ma oa an dud o koaniañ e oa aet e-unan er janglenn. N’en deus ket lavaret petra en doa graet, met n’eo ket bet gwelet an aerlestr abaoe ken ivez. Kaset eo bet gant ar speredoù drouk, hervezañ.

            Lavarout a ra an daou vreizhad ne vez ket debret kig tud gant indianed ar meuriad diwar an deiz-se ken.

            Roet eo bet eskern ar beajour bihan d’ar skiantourien, ha degaset in bet ganto da Skol-Veur Brest. Emaint bremañ ouzh o studiañ pizh.

 

            Gweladennet omp bet marteze eta gant un den eus ar stered, un arallvedad deuet eus ur blanedenn all, evel kannad war an douar. Trist eo soñjal eo kollet e gannadiezh a beoc'h hag a garantez peogwir eo bet debret gant Indianed lontek. Ha gwelloc’h degemer a vo graet d’hon gweladennerien a-benn ur wech all?

           

 

 

GERIOÙ


aerlestr: seurt karr-nij bras da vont d’ar stered

a drugarez da: grâce à

ahont: là-bas

ambrouger: guide

amezeg (amezeien): an den en ho kichen

arallvedad: unan bennak eus ur bed (ur blanedenn) arall (all)

askorn (eskern): traoù kalet zo en ho korf, hag a zo goloet gant kig

ber: barrenn houarn e korf ul loen laket a-us d’an tan da boazhañ

bevañ: e Kanada e vev eskimoed, indianed ha tud wenn

breizhat: eus Breizh

buhez*: buhez Robinson Crusoe zo bet kontet gant Daniel Defoe

c’hoarvezout: erruout

daoust ha: est-ce que

digredus: n’haller ket krediñ

dinoaz: na ra ket droug

divac’hagn: n’eo ket gloazet

dizrouk: n’eo ket drouk

douariz: tud an douar

doujañs: spont

droug-kof: poan-gof

erruet: arrivé

eskern (v. askorn)

fellout: vouloir

feurmet: loué

gwarizi*: displijadur a vez o welout plijadur ar re all

kannad: den kaset eus ur vro all

kannadiezh: komzoù ar c’hannad

kêriadenn: seurt kêr

kenvroad: eus ar memes bro.

kleñved: maladie

koad meur: grands bois

lazhañ: e Dallas e voe lazhet Kennedy

lontegezh*: c’hoant-debriñ re.

lontek: a zebr kalz

marvet: mort

meuriad: poblad

naonek: gant an naon

nec’het: inquiet

petra a oa kaoz: perak

planedenn*: un douar a dro en-dro d’an heol

poazhañ: fardañ war an tan

pobl: peuple

rostañ: poazhañ

saezh: pezh a vez tennet gant ur wareg.

selaouer: an dud a selaou

skiantour: tud desket a studi ar skiantoù

skol-veur: université

souezhus: n'eo ket naturel nag aes da gompren

strobineller: sorser

torfed: un ober fall pe difennet

trumm: soudain

yac’h ha divac’hagn: n’eo ket gloazet

 


 

 

GOULENNOÙ

1.    Piv eo Yann ar C’halvez hag Alan Keromnes? Petra reont evel micher?

2.    Abaoe pegeit emaint o studiañ an dud-se?

3.    Pegeit int bet er janglenn?

4.    Penaos e ouzomp o istor souezhus?

5.    Perak o doa bet c'hoant da vont da weladenniñ an Indianed?

6.    Penaos e oa aet ar Vretoned da vro an Indianed?

7.    Pegeit e oa padet o beaj war ar stêr vras?

8.    Perak o doa aon

9.    Fall e oant bet degemeret?

10. Gallet o doa goulennata an Indianed diouzhtu, kenkent hag erruet?

11. Penaos e oa kroget an istor?

12. Perak e oa spontet an Indianed?

13. Laouen e oa ar strobineller?

14. Petra en doa gourmemennet ober?

15. Debret en doa ar strobineller ivez?

16. Pelec'h emañ an eskern? Perak?

 

 

GWIR PE C'HAOU