LERN ER STRAEDOU

 

“ Da louarn kousket ne zeu tamm boued’ ” a vez lavaret. N’eo ket kousket avat a ra Alanig evit an deizioù. Gwelet e vez  o redek bro, amañ hag ahont, war ar maez koulz hag er c’hêrioù.

Etre 30 000 ha 40 000 a lern a vez lazhet bep bloaz, e pep departamant eus Breizh. Ha ne hañval ket o niver bezañ war zigresk evit kement-se.

Brud fall en deus Alanig. E miz Eost diwezhañ, hervez a gonter, e vije bet arsailhet ul leue gant “ ur bagad ” lern e kostez Mellag. “ N’eus forzh petra ! ” a lavar difennerien al lern. “ A c’hall bezañ gwir ”, eme ar saverien-saout.

Rak un dra anavezet eo e vez debret ar saout pa halont er parkoù. Un dra vat, pa’z eo labour naetaat. Met ober “ ur bagad ” ouzh ul louarnez gant he re vihan zo mont un tamm re bell ganti.

                Marteze, eme ur chaseour eus Plougastell, e c’hallfe ul leue bezañ gloazet gant ul louarn o tebriñ. Gwelet ez eus bet lern o tagañ moc’h bihan pe mennoù-givri a-wechoùigoù, met ret eo anzav eo un dra gwall zibaot memes tra.

Trawalc’h eo koulskoude evit ma’z afe tud da ober an hu war Alanig, evel war Gwilhou ar bleiz gwechall. Met n’eo ket al lern zo kaoz ma’eo toull ar mogerioù savet en-dro d’ar yer, na ma vez laket houidi e poulloù a-drek tiez nevez kêriz deuet da chom war ar maez. Gwelet evez darn eus an dud-se prest da vont da brenañ fuzuilhoù evit tennañ war gement tra vev,  damheñvel ouzh ul louarn, a dostaje ouzh o evned sakr.

                Hollzebrer eo Alanig, ha gwell a se dezhañ. Logota a ra peurvuiañ, mouara a-wechoù, sivia zoken, hag e korn-bro Plougastell ne vez ket daoudroadek atav al laeron-sivi. Betrabez ha rezin a gav mat ivez..