KER IS

 

 

            Pa vezer o vageal e bae Douarnenez e klever a-wechoù un trouz iskis o tont eus an dour: kleier kêr Is eo a zo o seniñ dindan ar mor.

            Marv eo kêr Is, ar gêr villiget, pell zo eo bet beuzet gant ar mor. Met bev eo he brud e Breizh penn-da-benn. Klevit ar vojenn.

 

 

UR GÊR VRUDET

 

            Gwechall e oa ur roue e Kemper, kêrbenn rouantelezh Kerne.

            Gwechall gozh avat e oa roue Kerne o chom  e Ker Is, rak eno e oa e gêrbenn. Mogerioù tev a oa en-dro da gêr. Dorioù bras a oa ivez hag a veze digoret evit lezel ar mor da zont e-barzh ha da  vont er-maez. Alc’hwezioù an norioù -se a veze atav gant ar roue en e gerc’henn, staget gant ur chadenn aour.

            Ur roue mat e oa ar roue kozh Gradlon. Hag ur gêr binvidik e oa Is.

            Met an dud eno ne oant ket mat evel o roue: drouk ha kriz e oa o c’halonoù, rak breinet e oant gant ar binvidigezh. Ar re baour n’o deveze netra da zebriñ ha ne veze roet netra dezho gant ar re binvidik. Lezet e vezent da vervel gant an naon e kornioù ar straedoù, debret e vezent gant ar chas a-wechoù. An ilizoù a chome goullo: ne soñje ket an dud e Doue. Ne soñje ar re gozh  nemet en arc’hant, hag  ar re yaouank nemet er plijadurioù: debriñ hag evañ, dañsal hag ebatal, setu petra e oa buhez tud Kêr Is.

            Ar skwer washañ a veze roet gant Dahud, merc'h ar roue, e verc'h nemeti, ur briñsez ha ne oa ket kaeroc'h ha ne oa ket gwashoc'h egeti e Kerne penn-da-benn. Ar roue a gare e verc'h, ha ne grede ket difenn outi ren ur vuhez diroll.

            Ur manac'h, anvet Gwenole, a gomze e straedoù kêr eus konnar ha kastiz Doue, met an holl a rae goap outañ. Lavarout a rae d'ar roue e oa aet skuizh Doue o welout ar pec'hed o ren e Kêr Is, hag e oa tost deiz an distruj hag ar marv evit ar bec'herien hag evit kêr Is.

            "Diwallit rak tarzhañ a raio Doue! Kofesait ho pec'hedoù a-raok na vo re ziwezhat!"

            Dahud avat ne rae forzh. Derc'hel a rae gant he buhez ebatoù diroll hag ar yaouankizoù all d'he heul.

            Un deiz he doa aozet ur fest vras, a oa padet meur a zevezh ha meur a nozvezh,  gant arvestoù disakr e palez ar roue.

 

 

AR PRIÑS RUZ

 

            E-touez an dud a gemere perzh er fest-se e oa un ur priñs kaer ha hoalus, deuet eus broioù pell. Ruz e oa e zilhad evel an tan, du e zaoulagad evel an noz, flour ha c’hwek e gomzoù evel ar mel. Desket e oa war ar strobinellerezh, hag ar skiantoù hud,  ha plijout kalz a rae da verc'h ar roue. Dañsal a raent an eil gant egile korolloù gadal ha diaoulek. Ha pa veze echu ar fest, pa save an heol, n'en em guitaent ket.

            Gwenole, a c'houlennas digant Gralon lakaat ar gouelioù disakr da  baouez, met ar roue ne selaouas ket ar sant. Ha Gwenole neuze ha mont da embann er straedoù: "Paouezit gant an diroll! Dilezit ar plijadurioù! Emañ an distruj o tont warnomp". Met den ne selaoue. An holl a rae goap ouzh ar manac'h foll.

            E palez ar roue, e-pad ar fest, ne baoueze ket Dahud da zañsal gant ar priñs estren.

            "Ret eo din mont bremañ, eme ar priñs.

            -Chomit ganin c'hoazh, eme Dahud.

            -Ha petra a roioc'h din ma choman?

            -Pezh a garoc'h.

            Hag ar priñs a c'houlennas neuze:

            "Roit din, mar plij, alc'hwezioù skluzioù Kêr Is.

            -N'hallan ket, emezi, rak n'emaint ket ganin. Gant ma zad emaint, staget int ouzh ar chadenn en e gerc'henn.

            -Kemerit anezho!"

            Ha Dahud da sentiñ ouzh mestr he c'halon, ar priñs se en doa strobinellet anezhi evel un diaoul, hag a oa an diaoul e-unan marteze.

            Mont a reas-hi da laerezh an alc'hwezioù e-barzh kambr he zad a oa o kousket. Distagañ a reas ar chadenn aour a oa en e gerc'henn ha dont en-dro davet ar strobineller .

            Reiñ a reas an alc'hwezioù dezhañ ha kuitaat a rejont ar gouel o-daou.

           

 

an distruj

 

            Gwenole, a oa o sellout dre ar prenestr ouzh an ebaterien, en doa gwelet Dahud o reiñ an alc'hwezioù, hag ar priñs o vont kuit ganto, a redas da zihuniñ ar roue.

            "Aotrou Roue, savit buan ha tec'hit. Milliget eo kêr Is. Emañ ar mor o tont warnomp, da zistruj ho kêr. Unan bennak  anavezet mat ganeoc'h he deus digoret ar skluzioù."

            Ha Gradlon o vont gant Gwenole da gemer daou varc'h da dec'hel kuit.

            War an hent e kavas ar roue e verc'h Dahud, liv ar spont war he dremm.

            "Tad, emezi, kasit ho merc'h ganeoc'h, me ho ped.

            -Gradlon, en anv Doue, lez an diaoulez-se da veuziñ," eme Gwenole.

            Ar roue avat a gemeras e verc'h Dahud gantañ war gein e varc'h.

            Met ar mor a rede buanoc'h egeto. Dour a oa betek pennoù-glin ar roue war e varc'h. Hag ar paourkaezh  aneval n'halle ket redek buanoc'h gant ar samm a oa war e gein.

            A-greiz -holl e tarzhas ur wagenn warno ha kas a reas Dahud ganti. Kenkent e voe gwelet ar mor o sioulaat.

            "Konnar Doue zo tavet gant marv ar bec'herez", eme ar manac'h d'an tad paour.

 

 

            Pa erruas Gradlon war an aod,  war ar Menez Hom, en doa kollet e verc'h Dahud hag e gêrbenn Is.

            Debret gant ar glac'har ez eas da vevañ da vanati Landevenneg gant menec'h Sant Gwenole.

            Hiziv e weler delwenn ar roue Gradlon dirak iliz-veur Kemper, kêrbenn nevez Bro-Gerne. D'e verc'h Dahud avat n'eus bet savet delwenn ebet.

 

 

GERIOÙ


alc’hwez(ioù): clé(s)

anvet: nommé

atav: toujours

aour: or

aozañ: organiser

arvest: spectacle

bae: baie

bageal: faire du bateau

beuzet: noyé

bev: vivant

brein(et): pourri

brud: réputation

buhez*: vie

chadenn*: chaîne

chas: § ki

c’hwek: doux

daoulagad: yeux

deiz: jour

delwenn*: statue

derc’hel (da): continuer

desket: instruit

devezh: journée

diaoulek: diabolique

difenn: défendre

digeriñ (digor): ouvrir

dilezel: abandonner

dilhad: habits

diroll:  dissolue, débauchée

disakr: impie

distruj: destruction

dont e-barzh: entrer

dor*: porte

Doue: Dieu

drouk: méchant

ebatal: s’amuser, faire la fête

ebatoù: plaisirs

(an) eil ... egile: l’un ... l’autre

embann: proclamer

en-dro da: autour de

eno: là

estren: étranger

flour: doux (au toucher)

gadal: lascif

gouel: fête

goullo: vide

gwashañ: pire

gwashoc’h: pire (que)

gwechall: autrefois

hoalus: attirant, sexy

hud: magique

iliz*: église

iskis: bizarre

kaer: beau

kalon*: coeur

karout: aimer

kastiz: châtiment

kêr*: la ville

kêrbenn*: capitale

kerc’henn*: tour du cou

Ker Is: la ville d’Ys

Kerne: Cornouaille

ki (chas): chien

kleier: v. kloc’h

klevout: entendre

kloc’h (kleier): cloche

kofesaat: confesser

komz: parole

konnar*: colère

korn: coin

koroll: danse

krediñ: croire; oser

kriz: cruel

kuitaat: quitter

laerezh: voler

lavarout: dire

lezel: laisser

ma: si

manac’h: moine

marv: mort

mel: miel

merc’h*: fille

mervel: mourir

meur a : plusieurs

milliget: maudit

moger*: mur

mojenn*: légende

mont er-maez: sortir

naon: faim

nemeti: qu’elle, unique

ne ra forzh: elle s’en fiche

ober goap: se moquer

padout: durer

palez: palais

paouez: cesser

paour: pauvres

pec’hed: péché

pec’her: pécheur

pell: loin, longtemps

pell zo: il y a longtemps

penn-da-benn: complètement

perzh: part (kemer perzh)

pinvidigezh*: richesse

pinvidik: riche

plijadur*: plaisir

priñs(ez*): prince(sse)

rak: car

(ar) re: les(+ adj.)

reiñ (ro): donner

ren: mener, régner

rouantelezh*: royaume

roue: roi

sentiñ: obéir

skiant*: science

skluz(ioù): écluse

skwer*: exemple

soñjal (e): penser (à)

stagañ: attacher

straed*: rue

strobinellerezh: magie

tan: feu

tev: épais

tost: proche


 

 

GOULENNOÙ

 

1.         Petra a glever a-wechoù e bae Douarnenez? Eus pelec'h e teu an trouz-se?

2.        Pelec'h emañ kêrbenn Kerne? Pelec'h e oa gwechall?

3.        Petra a veze digoret ha serret e kêr Is? Gant piv e veze an alc'hwezioù?

4.         Piv e oa Gradlon? Un den mat e oa? Tud vat e oa tud kêr Is? Perak?

5.         Piv e oa Dahud? Ur plac'h vat e oa?

6.         Piv e oa Gwenole? Petra a lavare? Perak?

7.         Petra he doa aozet Dahud? Pegeit e pade?

8.         Piv a oa ivez er gouel? Eus pelec'h e teue? Petra a rae er gouel?

9.         Petra a reas Gwenole? Hag ar roue ? hag an dud all?

10.     Petra a c'houlennas ar Priñs digant Dahud? Petra a reas-hi?

11.     Petra a reas Gwenole ha Gradlon neuze?

12.     Petra c'houlennasd Dahud digant he zad? Petra a reas Gradlon?

13.     Petra a c'hoarvezas neuze?

 

 

YEZHADUR

 

1. VERBOÙ

            -AMZERIOÙ. Présent et temps passés: -imparfait, plus que parfait, passé simple.

            -bezañ, présent et imparfait d'habitude; formes impersonnelles.

 

2. ISLAVARENNOÙ (subordonnées):

             temporelles, complétives, relatives.

 

3. ARAOGENNOÙ (prépositions).


-da:

     -ret eo dezhi ober ... ,

     -lezel  da ober ...,

     -paouez da ober,

     -lakaat ub. da ober udb.

-digant:

-goulenn digant ub ober udb,

-ouzh:

     -sellout ouzh ub

     -difenn ouzh ub. ober udb,

     -sentiñ ouzh ub,

     -ober goap ouzh ub,

     -bezañ staget ouzh udb

-nemet: e verc'h nemeti

 


           

4. A BEP SEURT

            -e réciproque: an eil ... egile

            -le réfléchi: en em guitaat

            - le superlatif: ar skwer washañ