GWEZ

 

 

 

 

Herve Gouedard

 

 

 

Tomm e oa anezhi, un abardevezh kaer a viz eost er gêr vras a oa tec’het an annezidi anezhi d’ ar maezioù, d’ an traezhennoù pe d’ar menezioù. N’ em boa ket gallet mont kuit hag abuziñ a raen ma amzer o kantren e kêr. Edon oc’h evañ ur banne bier fresk e rakstal un ostaleri vras goude un hir a valeadenn er straedoù aloubet gant an douristed. Un denig sioul, dezhañ dremmoù skuizh hag un neuz abaf, diaes lakaat un oad warnañ, a oa azezet em c’hichen. War zigarez goulenn tan e toullas kaoz ganin. Chom a rejomp ur pennadig da fistilhat, ha mont a reas ar gaoz war traoù a bep seurt. Anat e teuas din buan a-walc’h e oa anezhañ unan eus eus ar boudoù digenvez-se a zo ker stank ar ouenn anezho en hor gêr vras. P’ edon war-nes kimiadiñ, e sachas war ma milgin, hag e lavaras din gant ur mouez aspedus : "Chomit c’hoazh un tamm bihan ganin, aotrou, mar plij. Un dra bennak a rankan lavaret deoc’h, pe anzav deoc’h pa lavarin mat, ha pa rankfen tremen d’ un den hanter-sot ganeoc’h." Ne felle ket din selaou anezhañ, met kement a drefu a oa en e vouezh ha ker skoelf e oa e zaoulagad en e benn ma azezis en-dro . Sed ar pezh a lavaras din :

"Ennon e kresk ur wezenn. Petra bennak ma ouzon diouzh ar gwez, n‘on ket evit lakaat un anv war houmañ, abalamour m’ eo liesseurt, liesstumm, liesdoare ha kemm-digemm. N’ eo ket gant doareoù an amzer pe gant kelc’hiad ar rannvloaziadoù eo e kemm an neuz anezhi avat. Abegoù-all a zo, donoc’h ha soutiloc’h, dianav din ha dirakwelus. Sentiñ a ra ar c’hemmoù-se ouzh reolennoù an hinouriezh diabarzh.

Pa zihunan, da vintin, n’ ouzon morse peseurt stumm a vo dezhi, ha ret e vez din gortoz ul lajadig kent din gwelet o resisaat neuz ar wezenn a raio kavandenn din en eurvezhioù da heul; nemet e vefe me an hini eo a rafe kavandenn dezhi. Betek-hen n ‘ on ket deut a-benn da c’houzout piv eo ar mestr, ha din bezañ techet da soñjal ez on me suj dezhi : Hi an hini eo a zo e penn ar jeu, ha ne ran me nemet plegañ da reolennoù bet lakaet da dalvezout ganti.

Ennon e kresk gwez, liesseurt, liesstumm, liesdoare ha kemm-digemm. Mantrus ken e c’hell kemm o neuz : Lod a zo anavezet mat ganin, bet on o vevañ en o ser pa oa ur bugel ac’hanon, anat deoc’h : An dervenn gozh he c’hef tort ha skoulmet, ar wezenn avaloù gant he bec’h a frouezh, ar gelvezenn war lein ar c’hleuz, ar wezenn bupli he fust eeun evel ur bir bannet war-zu an oabl gant ur gwareger ampart, ar wezenn vezv he c’hef marellet, ar saprenn zu ha teñval o verkañ rizenn ar c’hoad ha bevenn ar c’hevrinoù na reer meneg anezho nemet dre gomzoù damvenegus, an halegenn he barradur hebleg ha skañv, stouet a-us da velezour ar stêr hag a lez he skeud da vont gant red an dour, spontet an tamm anezhi gant he harzhidigezh.

Ar re-se n’ em eus ket aon razo : Ganto e vez bep tra evel ma tle bezañ : Adkavout a ran pep hini anezho evel mignoned kozh hag o degemer a ran evel m’ eo dleet, asur ma ‘ z on e troio an traoù war o reizh keit ha ma vezint ganin, em c’hreiz. Bemdez e vez un tammig diviz mut etrezomp.

Alies avat e vez lazhet ar strobinell :

Gwechoù ‘zo e tegouezh traoù hag a laka souezh, aon, estrenvan ha spont ennon : Bez e c’hell ur wezenn anavezet mat ganin dont da vezañ, a daol trumm, ken tev ha ken uhel he c’hef, ken ledan he barradur, ma harz he c’hurunennad delioù bannoù an heol ha ma ya teñval ma ene e skeud an deliaoueg; gwechoù-all e sank unan anezho he gwriziennoù ken don ennon ma vez mouget ma empenn e beg o biñs-taol. Ur wech, n’ eus ket keit-se, e troas unan anezho, ken prim hag ur serr-lagad, d’ ur bod spern dizeil he zrein ken lemm ma voe freget ha diroget ma c’halon ganto mizioù-pad; degouezhout a ra ivez d’ ur gaër a wezenn treiñ d’ ur vodenn zister ha krabosek, krazet gant barroù-avel spelc’hus pe aet sec’h gant divogederezh-kêr; gouzout a ran neuze emañ andonioù kuzh ma boud o vont da hesk.Nag e vez hir-badus an devezhioù e kumpagnunezh ar re-se o devez doare din da vezañ gourdrouzus !

Ar re-ziwezhañ-se ‘m eus klasket, koulz ‘zo bet, kaout o mignoniezh diganto. En aner avat : Enebourien a zo anezho, hag enebourien e chomint : Ne ehanint biken gant ar youl d’ am c’holl ha ne gav ket din em bo biken an dizober anezho.

Pa bad re bell ar c’hemmoù-se en em gav frapadoù aon ganin, e peg ar grenerez ennon, ha pa c’hoarvez kement-se ganin e vezan kaset peurliesañ d’ ar bredosital en ur c’hlañgarr a-youc’h e gorn-diwall...Eno ez eus gwez kaer el liorzh."

An den a davas trumm. Komzet en doa buan, hep diskrog, berr warnañ, evel pa vije aet un alfo ennañ. War an dibenn e oa aet kreñvoc’h ar gomz gantañ, ken e oa distroet tud’ zu war hon tu. Sevel a reas en ul lamm, pellaat buan hep kimiadiñ diouzhin ha steuziañ a gammedoù bras en engroez.

Chom a ris pell da arvestiñ ouzh ar wezenn-dilh en tu-all d’ ar straed.

09. 2002