PESK EBREL

 

 

1. UL LIZHER

 

                Dihunet on gant kan plijus an evned ha trouz bouzarus ur morzhol-pigell.

                Nav eur eo, hag ar Meurzh zo hiziv. Gwelout a ran an heol dre ar prenestr: splannañ a ra war an toennoù gleb. Glav zo bet, met kaer e vo an amzer hiziv.

                En ti n’eus trouz ebet. Ma-unan emaon. Aet eo ma mamm ha ma zad da labourat, ha ma c’hoar zo er skol.

                Sevel a ran. Gwiskañ a ran ma sae-gambr ha ma chaosonoù, ha diskenn a ran goustad gant ar skalieroù. Chom a ran a-sav dirak dor an ti da sellout ouzh al lizhiri zo e-barzh ar voest.

                Tri lizher zo: unan e-barzh ur golo bras, ha daou e-barzh ur golo bihan. An hini bras gell zo evit ma zad: Yann Halegouet zo skrivet warnañ. An hini bihan roz evit ma c’hoar Berc’hed. Hag an hini bihan glas, a welan, zo evidon-me, Herve Halegouet.

                N’ouzon ket perak, ne blij ket din liv ha stumm ar golo bihan-se. Anv un urcher zo warnañ. Ernest Kerampont. N’ouzon ket perak ivez, ne blij ket din an anv-se.

                Lakaat a ran ma lizher e godell ma sae-gambr, adlakaat a ran ar re all er voest, ha mont a ran da ober  ur banne kafe: hini kreñv, evel just, evel ma plij din evañ diouzh ar beure.

                Lakaat a ran dour da dommañ. Ret eo din malañ kafe bremañ, rak ma mamm ne selaou ket ac'hanon ha ne bren ket kafe malet gwech ebet.

                Ober a ran ar c’hafe en ur zebriñ ur grampouezhenn gant kaotigell avaloù.

                Tennañ a ran ma lizher eus ma godell. Digeriñ a ran anezhañ. Prest eo ar c’hafe bremañ. Azezañ a ran da lenn ha d’evañ ma banne.

 

 

2. UR CHEKENN.

 

Biskoazh kemend-all!

Pebezh fromadenn!

                Ur chekenn zo  e-barzh, ha war ma anv, mar plij!

                N’eo ket ur chekenn kant lur. N’eo ket ur chekenn mil lur. N’eo ket ur chekenn pemp mil  lur ivez. Ur chekenn dek mil lur, tudoù kaezh!

                Ul lizher zo gant ar chekenn. Gant Ernest Kerampont, an urcher, eo skrivet. Gantañ, pe gant e sekretourez, ne vern. Displegañ a ra eus pelec’h e teu an arc’hant. Eus ur voereb kozh, o chom e Naoned.

                Ur voereb kozh din zo marvet nevez zo ha laosket he deus dek mil lur din, peogwir n’he doa bugel ebet, ha peogwir  he doa soñj bezañ gwelet ac’hanon pa oan bihan ha koant. Me n’em eus  ket soñj eus ar voereb-se, Madalen Soubigou hec’h anv, met gwir eo e oan koant pa oan bihan.

                Gouzout a ran ivez ne vez ket troet an urcherien da farsal, ha plijout a ra din lizher an Aotrou Ernest Kerampont, un anv brav, a gavan.

 

 

3. AN HUÑVRE

 

                Kregiñ a ran da soñjal e-barzh an arc’hant-se. Gwelout a ran peseurt traoù a c’hallin ober ganto. Hir eo al listennad. Gallout a rin prenañ kalz traoù. Ne vo ket diaes dispign an arc’hant-se.

                Met da gentañ em eus un dra a-bouez d’ober. Rak re ziwezhat eo da vont da labourat. Ha n’on ket gwisket na gwalc’het c’hoazh.

                Kemer a ran ar bellgomz. Gervel a ran ma mestr, an Aotrou Anton Berrec’houg, rener ar stal ardivinkoù tredan, e-lec’h ma labouran abaoe ur sizhun. Ul labour displijus, ma’z eus unan.

                Lavarout a ran on klañv. Lavarout a ran em eus terzhienn, peogwir em boa tapet riv dindan ar glav yen dec’h da noz. Glav a oa dec’h pa oan o tont er-maez eus ar stal, glav-pil, ha gleb-teil e oan.

                Goulenn a ra Berrec’houg a-benn pegeit e vin pare, hag a-benn pegoulz e c’hallin dont da labourat en-dro. Respont a ran n’ouzon ket c’hoazh, rak gortoz a ran ar medisin. Gouzout a ran kontañ gevier, met se ne lavaran ket dezhañ.

                C’hoant am eus da c’hervel ma zad ha ma mamm ivez. Met ne vint ket plijet peogwir n’on ket aet o labourat hiziv. Klevout a ran anezho o lavarout: « N’eus ket ur sizhun ec’h eus kavet al labour-se, ha kavout a rez an tu da chom d’ober teil tomm, lochore bras.» Peogwir emañ kont evel se ne lavarin netra dezho, setu! Na d’am c’hoar ivez, peogwir e c’houlenno diganin prenañ ur bern traoù dezhi, ur re votoù-ruilh, ur porpant ler, ha me’oar petra c’hoazh. Ha pa lavarin dezhi n’hallin paeañ netra dezhi e krogo da ouelañ, sur, hag e vo ret din plegañ evel kustum. Ne lavarin netra dezhi, setu. Hag ar voereb n’anaveze ket anezhi n’eus forzh penaos, peogwir e oa ganet pemp bloaz war ma lerc’h. Ha ne oa ket ken koant ha me pa oa bihan.

                Goude gwiskañ ma dilhad on bet oc’h ober un dro e kêr. Da gentañ on aet betek ar bank da gas chekenn ar voereb. Kalz a dud a oa, n'em eus ket bet c'hoant da chom da c'hortoz. Laket em eus chekenn ar voereb en ur golo-lizher ha taolet ar golo e boest ar bank.

                Goude on bet o tebriñ ma merenn en ur preti ker, hag evet em eus gwin mat evel just. Un tammig mav e oan o sevel diouzh taol, ne oa ket displijus.

                Kentañ tra am eus graet goude eo prenañ ur gitar tredan. N’ouzon ket seniñ c’hoazh, met arc’hant a-walc’h am eus da baeañ kentelioù. Ha deskiñ a rin buan, n’eus forzh penaos.

                Goude-se em eus prenet dilhad nevez diouzh ar c’hiz. N’hallan ket mont da zañsal d’ar sadorn gant ma dilhad labour, ma gwiskamant glas ha ma c’hravatenn ruz. Neuze em eus prenet ur gwiskamant roz, ur roched mouk hag ur gravatenn heñvel. Dispar evit merc’heta.

                Prenet em eus c’hoazh un toullad pladennoù sonerezh « country », levrioù skeudennoù diwar-benn Hollywood hag ar filmoù western: sot on ganto.

                Soñjet em eus ivez e c’hallin prenañ ur c’harr bihan marteze, ha kavet em eus brav ar vuhez. Gant an tamm arc’hant am eus laket a-gostez er bank,  ha gant ar gwenneien a c’honezin er stal, em bo peadra, a soñjan.

                Ma! ret e vo mont da labourat adarre. Soñjet em eus neuze e-barzh ma moereb Madalen. N’on ket bet o welout anezhi e Naoned gwech ebet, gwir eo, met kavet em eus e c’hallje bezañ roet din un tammig muioc’h a arc'hant memes tra. Petra a c'haller prenañ hiziv gant dek mil lur?

                Met moerebed all am eus moarvat. Ret e vo din goulenn digant ma zud.

 

 

4. UL LIZHER ALL

               

                Hiziv em eus bet pevar lizher bihan, hag unan bras. Diwar-benn ar memes tra int o-fevar. Ar chekennoù am boa roet da brenañ ma frenadennoù  zo bet adkaset d’am bank. N’eus ket arc’hant ken war ma c’hont. Dle am eus zoken. Ret eo din dont en-dro d’ar stalioù-se da baeañ!

                Da gentañ ne gomprenen ket. Ne welen ket petra e oa.

                P’am eus digoret ar pevare lizher avat em eus komprenet diouzhtu.

                Pesk Ebrel zo skrivet war un tamm kartoñs melen. Neuze em eus bet soñj. Chekenn ar voereb Madalen am boa bet dimeurzh tremenet! D’ar c’hentañ a viz Ebrel!

                Ma kavan piv eo ar genaoueg en deus kaset al lizhiri sot-se din e kousto ker dezhañ. Ne garfen ket bezañ en e votoù.

                Emañ o vont da gaout war e fri. Sur ha n'eo ket marteze!

 

 

 

GERIOÙ


a-benn pegeit: dans combien de temps

a-benn pegoulz: pour quand

a-bouez: important

adkas: renvoyer

a-gostez: de côté

anv: nom

aotrou: monsieur

ardivink:machine

azezañ: s’asseoir

biskoazh kemend-all: jamais autant (pas possible!)

*boest: boîte

botoù-ruilh: patins à roulettes

bouzar: sourd

bouzarus: assourdissant

bugel: enfant

*chekenn: chèque

chom a-sav: s’arrêter

da gustum: d’habitude

digeriñ (digor): ouvrir

dihunet: réveillé

diouzh ar c’hiz: à la mode

diskenn: descendre

dispar: extra

displegañ: expliquer

dispign: dépenser

dle: dette

e-lec’h ma: où

evn(ed): oiseau

farsal: blaguer

fri: nez

*fromadenn: émotion

ganet: né

gell: brun

gervel (galv): appeler

gevier ( ur gaou): mensonges

glav: pluie

gleb(-teil): (complètement) mouillé

*godell: poche

golo: enveloppe

gonit (gonez): gagner

gouelañ: pleurer

gwalc’het: habillé

gwelout: voir

gwenneg (gwenneien): sous

gwiskañ revêtir

gwisket: habillé

heol: soleil

hini kreñv: du fort

huñvre: rêve

kaer: beau

kaezh: pauvre ( tendre)

kan: chant

*kaotigell: confiture

kavout: trouver

*kont: compte

kregiñ: commencer

lakaat: mettre

lêr: cuir

leuskel (laosk) laisser

lizher (lizhiri)

lochore: dadais

lur: franc

malañ: moudre

marvet: morte

mav: gai

ma’z eus: s’il y a

merc’heta: draguer

meurzh: mardi

*moereb: tante

morzhol: marteau

mouk: mauve

nevez zo: récemment

pare: guéri

peadra: de quoi

pebezh: quel(le)

*pellgomz: téléphone

*pigell: pioche

plegañ: plier

*prenadenn: achat

prenestr: fenêtre

(ar) re all: les autres

rener: directeur

riv: froid

roz: rose

*sae-gambr: robe de chambre

sevel: se lever

skalieroù: escaliers

soñj: souvenir

splannañ: briller

teil: fumier

tennañ: tirer

*terzhienn: fièvre

*toenn: toit

tommañ: chauffer

tredan: électrique

troet: enclin

trouz: bruit

tu: moyen

tudoù: gens (vocatif)

urcher: huissier

war ma lerc’h: après moi


 

 

GOULENNOÙ

 

1.          Piv a gont an istor? Gant petra eo dihunet? Pelec’h emañ?

Penaos eo an amzer? Kalz tud zo en ti? Perak?

Petra a ra ar paotr neuze? Petra a ra dirak boest al lizhiri?

Pet lizher a gav e-barzh? Lenn a ra e hini diouzhtu?

Petra a ra a-raok?

 

2.         Petra zo e-barzh ar golo? Piv eo Ernest Kerampont?

                Petra en deus skrivet en e lizher?

                Piv zo o chom e Naoned?

                Perak he deus laosket arc’hant gant Herve Halegouet?

 

3.             E-barzh petra e soñj Herve?

                Petra en deus d’ober? Perak?

                Piv eo Anton Berrec’houg?

                Penaos e kav Herve e labour?

                Petra a lavar er bellgomz?

                Petra a c’houlenn ar mestr? Petra a respont Herve dezhañ?

                Gervel a ra Herve e dud? Perak?

                Lavarout a raio d’e c’hoar en deus bet arc’hant? Perak?

                Petra a ra goude pellgomz? Ha goude?

 

4.             Perak e pren ur gitar?

Ur gwiskamant penaos a bren? Perak?

Petra en deus c’hoant da brenañ c’hoazh?

Arc’hant a-walc’h en deus?

 

5.             Lizheroù plijus en deus bet Herve?

Petra a rank ober?

Petra zo e-barzh ar pevare lizher?

Petra en deus c’hoant Herve d’ober bremañ?

 

 

YEZHADUR:

 

                1. VERBOÙ:

                               - présent, passé composé; imparfait et futur;

                               - l’infinitif passé: bezañ gwelet

                               - le conditionnel irréel du passé:  ... e c’hallje bezañ roet

 

                2. ISLAVARENNOÙ

                               - goulennata (interrogative)

                               - amzeriañ: pa oan

                               - martezeañ: ma’z eus unan

                               - diskuliañ (complétive): gwir eo e oan ...; lavarout a ran on ..., ... em eus ... ; soñjet em eus e c’hallin ....

                               - gant: pa, ma, peogwir, evel ma, e-lec’h ma;

               

                3. ARAOGENNOÙ (prépositions):

                               - diouzh: diouzh ar beure, diouzh ar c’hiz,

                               - e / e-barzh: soñjal e-barzh an arc’hant

               

                4. A BEP SEURT

- le préfixe ad: adlakaat, adkas;

- le collectif: krampouezh, ur grampouezhenn;

                               - le pronom an hini;

                               - l’exclamatif pebezh+ nom: pebezh paotr!