DIAL GWREG

 

            Ma mignon Kerloc'h-Omnes, an enklasker brudet, a oa ganin en devezh all o tebriñ ur pizza yen en ur c'hrampouezhti e kreiz-kêr, pa lavaras en ur lenn ar gazetenn:

            « Sed a zo souezhus, Gwazhdon.

            -Petra zo souezhus? emezon en ur deurel ur sell heuget ouzh ar moc'haj em asied.

            -Sellit, doktor », emezañ en ur ziskouez din ar gemennadenn.

            Ha me da lenn, e keit ma oa-eñ o tebriñ gant plijadur an dra doñjerus a oa bet lakaet dirakañ.

            Ur c'harr-tan Mercedes a oa bet lakaet e gwerzh, hag ar priz warnañ a oa kant lur. Kant lur gall nemetken.

            Kenkent hag echu gantañ e asiedad, ha ma hini ouzhpenn, paeet ganin boued fall ha gwin trenk hon daou bred, ez eas Kerloc'h-Omnes da bellgomz d'hon mignon Steven Pilgerc'h a oa o klask ur Mercedes kozh evit ur film nevez.

 

            Hag ar filmaozer ha mont da welout ar c'harr e ti an hini en doa laket e werzhañ.

            Ur vaouez e oa, daou-ugent vloaz bennak dezhi, gwisket kran, rak evel ma c'hallit krediñ ne oa ket eus ar re baourañ.

            « Ma c'harr-me n'eo ket, emezi. D'am gwaz eo hennezh. Met lavarout a c'hallan n'eo ket ur farsadenn tamm ebet. Deuit ganin da welout."

            Pa voe digoret dezhañ ar c’harrdi e chomas da sellout ouzh ar c'harr glas-lufr, unan nevez diouzh e welout, hag a gouste tri c'hant mil lur d'an nebeutañ.

            « Prenet eo bet daou vloaz zo, met ruilhal n'en deus ket graet kalz.

            -Iskis e kavan an afer, eme Bilgerc'h. Sur oc'h n'eus fazi ebet eus ho perzh?  Deuet e oan da welout ur c'harr a werzhit kant lur, hervez ar gazetenn.

            -Fazi ebet, eme ar vaouez. Sed amañ ar paperioù hag an alc’hwezioù, ma roit din ar priz a c'houlennan. »

            Nec'het e oa ar filmaozer, un den onest evel n'eus ket kalz, o welout pegen nebeut a c'houlenne, ha nac'h a reas da gentañ. Met pennekoc'h egetañ e oa ar vaouez.

 

            « Gant ma Mercedes nevez eta on deuet da welout ac'hanoc'h », eme Bilgerc'h da Gerloc'h-Omnes, a oa nevez krog da c'hoari echedoù ganin. « Gallout a rit sellout dre ar prenestr: aze emañ, e korn ar straed. Sed un istor  a c'hallfe plijout deoc'h, Kerloc'h. Soñjit 'ta! Aet eo kuit he gwaz gant ur vaouez all da Vro-Vrazil. Ha petra en deus graet ar genaoueg-se, nemet skrivañ dezhi da c'houlenn diganti gwerzhañ e garr. Ha kas an arc'hant dezhañ du-hont. 

            -Ha graet he deus, evel just,  eme Gerloc'h-Omnes.

            -Hep mar ebet, » eme e vignon.

            -Laouen e vo egile gant e gant lur. Gallout a rafes ober ur film gant an istor-se. »

            -Setu dres pezh am boa soñjet. Dial gwreg, e vo e anv. Un istor polis e vo. Ezhomm am bo ac'hanoc'h.

            -Pa garot, eme Gerloc'h-Omnes. Koll oc'h adarre, Gwazhdon, ma mignon kaezh. C'hwi a baeo ar pred a-benn arc'hoazh.

            Chom a raen da sellout ouzh ar c'hoari. Heuget e oan.

            Kant lur!

            Priz daou bizza yen an deiz all.

 

 

GOULENNOÙ

1.    Piv eo tud an istor-mañ?

2.    Pelec'h e krog an istor? Pelec'h ez echu?

3.    Petra a goust kant lur?

4.    Eus peseurt gwreg ez eus kaoz en titl? Petra he deus graet? Perak?

 

GERIAOUEG


brudet: célèbre

dial: vengeance

doñjerus: écoeurant

dres: juste

echedoù: echecs

egile: l'autre

e-keit ma: pendant que

enklasker: enquêteur

filmaozer: réalisateur

genaoueg: imbécile

gwerzh: vente; -añ: vendre

hervez: selon

heuget: écoeuré

iskis: bizarre

kas: envoyer

kemennadenn*: annonce

koll: perdre; perdant

krampouezhti: crêperie

kran: chic

lufr: poli, brillant

mar: doute

moc'haj: cochonnerie

nec'het: inquiet

nemet: sinon

nemetken: seulement

pennek: têtu

perzh: part

pred: repas

priz: prix

ruilhal: rouler

sell: regard

souezhus: étonnant

teurel (taol):jeter

trenk: aigre