MARC'HAD AL LISOU

 

            Bep Sadorn e vez dalc'het marc'had al lisoł e Roazhon abaoe bloavezhioł ha bloavezhioł. Ha bep Sadorn ivez em eus tapet ar boaz da vont d'ober un troiad er marc'had-se gant ma mignonez. Sed aze ar pezh ez an da zezrevellin deoc'h-c'hwi.

 

            Plijet e vezomp neuze bep Sadorn vintin o vont d'ar marc'had. Parkan a reomp hor c'harr a-hed kae St-Cyr, e-kichen ar Wilun, a-raok skein etrezek Plasenn al Lisoł war-droad, ur sac'h-kein ganin evit lakaat e-barzh hor prenadennoł da zont. Bep tro e vez un estlamm deomp sellout ouzh an dud o vont d'ar marc'had, o seier ganto en o dorn pe ouzh o c'hein, un aer plijet war o zremm hag o varvailhat etrezo. Sioul ha distavet e vez an dud hag an aergelc'h war an dro. Seul vui e tostaomp ouzh ar marc'had, seul vui e klevomp tousmac'h o sevel diouzh obererezh an dud o kerzhout aman hag ahont, youc'hadennoł ar varc'hadourien oc'h atisan an dremenidi, spi ganto e prenfent tra pe dra eus o froduioł kinniget eus o gwellan en o stalioł. Pegen kaer e vez skeudenn gentan ar marc'had pa'z erruomp e traon Plasenn al Lisoł! Eus an traon betek an nec'h e c'hellomp gwelout steudadoł a stalioł renket mat, hervez ar pezh a vezont o werzhan. E pep lec'h e vez gwerzhet a bep seurt legumaj hag a bep seurt frouezh. Ur c'horn a vez gouestlet d'ar c'hrampouezh ; pelloc'hig, ur c'hoc'hu e-lec'h ma vez gwerzhet a bep seurt fourmaj, bara, holen eus Gwenrann, ha bep seurt produioł gant mel. Pelloc'hig c'hoazh, goude ar c'hoc'hu, e vez ur c'horn gouestlet d'ar pesked ha d'ar frouezh-mor. Aze e vez gwerzhet a bep seurt pesked, kranked, istr, rigadell, grilhed-traezh, meskl, kregin Sant-Jakez, ha me a oar c'hoazh ... Erfin, er c'horn uhelan eus ar marc'had e vez gwerzhet a bep seurt bleunioł. Kement a dud a vez, kement a stalioł dishenvel a vez ma ro livioł splann ha lies d'ar blasenn pa vez banneoł an heol o paran warni. Feiz, ar marc'had brasan eus Breizh eo, se a zo sur!

 

            Neuze, ur wech degouezhet e penn kentan ar marc'had, ha gwelet an arvest a-bell ganeomp, e stagomp gant hor prenadennoł. Da gentan ez eomp da brenan krampouezh gwinizh du. Plijout a ra deomp klevout c'hwezh saourus ar c'hrampouezh o sevel diouzh ar c'hirri-samm e-lec'h ma vezont poazhet war ar pilligoł pe war ar gleurc'hioł. Bep gwech e vez ur bam deomp arvestin ouzh an dud o fardan ar c'hrampouezh. Nag a ampartiz e tiskouezont d'an dremenidi evel ma'z omp. A-hend all e reont kement a verzh ma vez ker-ruz ar c'hrampouezh a werzhont. Sonjit 'ta! Ur grampouezhenn winizh gant sukr ha gant amann a dalv pevar lur hag hanter-kant santim. Ur grampouezhenn winizh du natur a dalv tri lur. Met ken mat e vezont ma ne c'hallomp ket en em virout a brenan anezho. Goude bezan paeet hor c'hrampouezh ez eomp d'ar c'hoc'hu evit kerc'hat fourmaj. Peurvuian e prenomp fourmaj-gavr, ha peurvuian gant ar memes marc'hadour. Atav e vez plijet heman o welout ac'hanomp o tont davetan. Komz a reomp ur pennadig gantan, diwar-benn an amzer pe draoł all. Ur wech graet an dra-se ganeomp e skoomp war-du ar staliadoł legumaj ha frouezh. Neuze e prenomp karotez, pour, avaloł-douar, kaol-fleur, saladenn, irvin, ognon ha me a oar c'hoazh. Pa fell deomp ez eomp da gerc'hat ur pesk pe zaou, meskl pe gregin Sant-Jakez. Met gwell e vez ganeomp debrin frouezh : mandarin hag oranjez evidon-me ; avaloł ha per evit ma mignonez.

 

            Erfin, pa vez echu gant hon troiad e plij deomp mont da evan ur banne kafe pe zaou en un ostaleri e Plasenn Sant-Mikael. Rak eno n'eo ket an ostalerioł a vank! Met a-raok mont e-barzh unan e chomomp a-sav e-kreiz Plasenn Sant-Mikael evit sellout ouzh ar bleunioł. Ur froudenn eo evit ma mignonez, met me a gav gwelloc'h evan ur banne kafe, ha kejan gant tud all evit komz ganto diwar-benn tra pe dra c'hoarvezet e Roazhon nevez' zo, pe e Breizh dre vras. Met trein a ra buan an amzer ha goude ur pennadig en ostaleri e vez poent bras deomp distrein d'ar gźr e-lec'h ma vezomp gortozet da zebrin merenn. Ha kenderc'hel a ra an devezh ...