RE A C'HALLEG!

 

 

 

            Yen ha teńval e oa an noz-se ; glav a rae ivez, glav puilh!

 

            O klask e hent e oa Yannig. Daoust dezhań bezań mezv e oa e-sell da vont en un ostaleri c'hoazh, e kreiz-kźr Roazhon, e traoń Plasenn al Lisoł. Eno en doa un emgav gant e vignoned, brezhonegerien eveltań an holl anezho. Hag e teńvalder an noz-se en doa c'hoant da gomz brezhoneg, brezhoneg hepken, gant n’eus forzh peseurt tud, gant ma vije tu da vrezhonegań ganto. Ur sorc'henn e oa deuet da vezań, e bal dezhań e-unan. Nann, fenoz ne gomzo ger galleg ebet!

 

            Ahed an deiz e oa bet hegaset gant tud a lavare dezhań ne veze ket komzet brezhoneg e Roazhon, gant den ebet! Ha gwech ebet ne oa bet komzet brezhoneg e Roazhon, hervezo bepred. Kaer en doa Yannig lavarout dezho e oa-eń brezhoneger, netra ne rae. Penaos displegań d'an dud-se e veze komzet brezhoneg en e familh, a-viskoazh ? Penaos displegań da dud ken pennek e komze-eń brezhoneg bemdez, gant e vignoned ? ... Ha daoust ha gouest e oant da anavezout ar brezhoneg zoken? Ya, kement a draoł iskis en doa klevet Yannig. Ur wech e oa bet lavaret dezhań gant plac'hed yaouank eus Naoned e oa ar brezhoneg ur meskaj galleg ha saozneg ... Ur wech all e oa bet eilgeriet d'un den a oa o c'houlenn bara e brezhoneg ne veze ket komzet saozneg er baraerdi. Ya, ne oa ket gwall blijet Yannig pa sońje en darvoudoł-se.

 

            Erru e oa bremań er blasenn. Gallout a rae spurmantiń ar skritell vrezhonek : "Plasenn al Lisoł". O welout ar skritell-se ec'h adtomme e galon.

 

            Gant poan e kerzhe, met dont a reas a-benn da zegouezhout dirak dor an ostaleri. Chom a reas a-sav ur pennadig da sellout dre werenn dor an davarn : gwelout a rae e vignoned o c'hortoz anezhań, a-raok evań ur banne pe zaou, daoust dezho holl bezań tommet-mat. Digeriń a reas an nor. Leun a voged e oa an davarn abalamour d'ar vutunerien. Darbet e voe dezhań mougań : pasaat a reas ur wech, div wech. Vad a rae dezhań pasaat e-giz-se. C'hwezhiń a reas e fri peogwir en doa tapet riv o tont betek an ostaleri, kement a c'hlav a oa kouezhet war e benn a-hed an hent. Tennań a reas e vantell ; gleb-teil e oa, krenań a rae e zaouarn ha mezevelliń a rae e benn. Tostaat a reas ouzh ar c'hontouer. Goulenn a reas ur banne Korreff digant an ostizien, e brezhoneg evel-just, evel m'en doa divizet ober. Gouzout mat a ouie ne ouient ket komz brezhoneg. Met n'eus forzh ; n'o doa nemet deskiń! Tamm ha tamm e save e fri adarre. Selaou pizh a rae an dud o komz, spi gantań klevout brezhoneg en aergelc'h. Pegen plijet e vije o klevout e yezh! "Banne" a glevas, "chistr", "gwin" ha gerioł all ivez. Ha setu ma tifoupas Paol, e vignon bras! Met Paol ne welas ket anezhań. Mezv e oa ivez. Mont a rae buan war-du un den all, leun a gounnar ennań. Tostaat a reas Yannig outo. Reuz a oa. Selaou a reas ar gaozeadenn. Siwazh dezhań, gwall zipitet e voe o klevout galleg adarre!

 

            Kouezhań a reas war al leur o ouelań, evel pa en dije bet un taol-fuzuilh. Re e oa dezhań! Re a c'halleg en doa klevet hiziv! Ne c'helle ket hen gouzańv ken! Serriń a reas e zaoulagad a-raok sankań en e hun, kement en doa evet.