UR VAMM SOUEZHUS

 

 

 

            Ur vamm eus ar re souezhusan en doa Anton, paotr bihan eus Roazhon. Karol a veze graet anezhi, ha dirak an holl en em ziskoueze bezan ur vaouez plijus da zarempredin, leun a nerzh, furnez e-leizh he spered, ha gant ur galon eus ar re deneran. Bihan a vent e oa, melen he blev, mistr he dargreiz, muzelloł ruz-splann eus ar re zedennusan, lemm he selloł, daoulagad sklaer-kenan ha dispourbellet peurliesan. O vezan ma oa eus ar re goantan neuze, e barr hec'h oad, en em dolpe en-dro dezhi kalz a dud eus an tro-war-droioł. Ha ken koant e oa da welout ma ne vije ket deuet da sonj da zen ebet e c'helle bezan hec'h imor eus ar re iskisan hag eus ar re ziaesan da c'houzanv. Den ebet, nemet Anton he mab a anaveze mat e vamm er gźr evel-just, hag unan all na oa nemet he c'haredig nevez. Heman, anvet Gurwan, a oa bet lorbet da vat, met mont a rae da hiraezhin da sioulder e vuhez zigenvez a-gent.

 

            E-pad devezhioł a-bezh e laboure Karol ar gwellan ma c'helle ober. Met, leun a nerzh evel ma oa, ne zeue ket he labour a-benn d'he skuizhaat a-walc'h. Ken e virvilhe hec'h-unan pa oa distro er gźr. A-vec'h istribilhet he mantell ganti en em stage gant labourioł nevez. Ken ne chome a-sav biskoazh. Mont a rae aman hag ahont, eus ur pezh d'ur pezh all, atav o c'hrozmolat. Redek a rae war-lerc'h he mab Anton ivez, e-sell d'e dapout evel-just, evit ma fardje boued. Ha gwa dezhan ma vije bet kavet o lugudin gant e vamm : neuze e kleve Anton e begement! Garmin a rae Karol warnan :

                        -Ha petra emaout oc'h ober aman?

                        -Met, netra, netra ...

                        -Penaos 'ta netra! 'Peus netra d'ober! 'Peus nemet fardan boued ha gwalc'hin al                      listri goude! Sell 'ta! 'Peus ket kempennet da gambr c'hoazh! Peur 'ri an dra-se!                     Kement amzer 'zo e c'houlennan se diganit ...

Ha meur a dra all c'hoazh!

 

            Atav ez ae Karol re bell gant he rebechoł. Neuze e tirolle da youc'hal, da zifronkan zoken. Huchal a rae war he mab e oa dres evel e dad. Ken e stlapje anezhan e-maez an ti ma ne chanche ket dizale, ha mat pell 'zo! C'hoarvezet a c'hoarvezje! Neuze en em lakae ar vaouez da drepikellat e-barzh an ti, o vont eus an trepas d'ar salons, eus ar salons d'ar sal-dour, eus ar sal-dour d'ar gegin o klask den a oar petra, oc'h hiboudin traoł digomprenus, o kregin er bellgomzerez a-greiz-holl hag o tilezel an hini-se ken buan all en ul lavarout : "Pellgomz a rin diwezhatoc'h!" Ha setu-hi aet kuit en ul lec'h all dija ... Met petra an diaoul a oa krog enni, en em c'houlenne ar paour-kaez Anton. Den ne c'helle displegan kement a nerzh, kement a follentez na kement a varrad fulor! Dreist-ordinal e oa! Koulskoude e vije bet gwelloc'h da Anton bezan er-maez, o tec'hel er pelloł d'en em zisternian diouzh kement a drouz, diouzh kement a fulor ha diouzh kement a enkrez ...

 

            Forzh penaos e veze atav e vamm o c'hrozmolat er gźr, pe e vije er pellgomz, pe e vije warnan, pe e vije war he c'haredig. E-giz-se e veze kont ganti. A-wechoł e c'helle bezan fentus an arvest da welout. Ur wech e oa e vamm hag he c'haredig o kempenn ur pezh eus ar ranndi. Digerin a reas Anton dor ar pezh hag e welas e vamm azezet war ur gador e-kreiz al leur endra oa he c'haredig o labourat. O labourat? E gwirionez e rae dres ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhan gant Karol e vuian-karet! Kement a heklevioł a oa er pezh ma vije bet tu d'un den kredin e oa ar ranndi a-bezh o krenan.

 

            Pebezh maouez e oa mamm Anton e gwirionez! Ha doujus e oa-en en he c'henver.