VAKANSOU EN EUSKADI

 

 

 

 

            E vakansoù e oamp, ma mignonez ha me, e miz Eost diwezhan. Abaoe pell dija e oamp e sell da vont da weladennin Bro-Euskadi, ha setu perak hor boa dibabet tremen hor vakansoù eno.

 

            Da gentan e oamp en em staliet en ur gêriadenn vihan, brudet-tre, anvet "Espélette" e galleg, hag "Ezpeleta" en euskareg. Kavet hor boa, en-dro d'ar gêriadenn, un atant war ar maez, ur park en e gichen ha savet hon teltenn warnan. Pegen brav e oa al lec'h, me'lâr deoc'h! Sonjit 'ta! En-dro deomp ne oa nemet menezioù, parkeier e-leizh, glasvez, ur wazh vihan o redek aman hag ahont, denved ha saout o peurin tro-war-dro. E-kreiz ar c'horn-bro-se e oa staliet atant an dud a veve aze a rummad da rummad. Buan hor boa kejet gant an dud a zalc'he an ti-feurm. Ar wech kentan e oa deomp ober anaoudegezh gant Euskariz hag a ouie holl euskareg a-vihanik ouzhpenn-se! Ul lodenn vras e oa eus ar pezh a glaskemp aman. Plijet e oant ivez o komz gant Bretoned evel ma'z omp, ma mignonez bet ganet e Roazhon, ha me bet ganet e Lehon e-kichen Dinan. Tamm-ha-tamm hor boe tro da liamman darempredoù ganto, da zeskin o yezh, da zizolein o buhez hag o c'hudennoù ivez.

 

            Bez' e oa ivez ar gêriadenn, "Ezpeleta" evel ma vez graet outi gant an Euskariz ; ul lec'h brav a zo anezhi, gant ur c'hastell kozh en ur giz euskarat, hag ivez gant un iliz, dishenvel-krenn diouzh ar re a vez kavet e Breizh, ha savet ur vered en-dro dezhi. Evel just e oa kalz a draoù all plijusoc'h : ar pimant da skouer, istribilhet ouzh mogerioù an tiez, ar pezh a ro livioù splann d'ar gêriadenn d'an hanv.

 

            A-hend all hor boa gweladennet kêrioù all : St-Jean-De-Port, Aïnhoa, Souraïde, St-Jean-De-Luz war an aod da skouer e-touez ar re anavezetan ... Met ar re a blije deomp ar muian a oa ar c'hêriadennoù er menezioù. Ya, mont da vale war ar gwenodennoù a roe kalz a blijadur deomp. Kalz denved a oa, ha kalz a gezeg gouez ivez. Estlammet e oamp bet o welout anezho en o frankiz, o c'haloupat er parkeier, den ebet da zifenn outo da vont e-lec'h m'o doa c'hoant. "Pottok" ['p ti k] a vez graet outo gant an Euskariz ; kezeg pennek, frank ha bihan a zo anezho ivez, boazet da vevan o-unan er menezioù, kustum ouzh an amzer rust a vez er vro-se.

 

            A-benn ar fin hor boa lezet ar c'hezeg, an denved, ar menezioù hag an Euskariz da zistrein da Vreizh, skeudennoù e-leizh en hor penn, kalz a istorioù ganeomp da zezrevell d'ar re all, keuz ganeomp o kuitaat ul lec'h ken brav, ken plijus, ken sioul, met plijet-kenan o vezan dizoloet ur vro, ur bobl hag ur yezh.

 

            Mat, evit echuin ma danevell vihan e fell din kontan deoc'h perak e kavan ken plijus ar vakansoù. Da gentan peogwir int vakansoù just a-walc'h, da lavarout eo n'eus sousi ebet da gaout.N'eus nemet sonjal en traoù a blijfe deomp ober. Tu a zo deomp hunvreal neuze, tu a zo deomp diskuizhan en ur zizolein traoù nevez na anavezemp ket betek-henn. Kalz a zorojoù a zo digor d'an dud, ha n'o deus nemet dibab unan ha kemer penn an hent da vezan kaset d'o flijadur.