SONJOU DIWAR-BENN BORD AR MOR

 

 

 

            Petra a ran war an aod e-pad an hanv? E gwirionez ne'z an ket gwall alies war an aod e-kerzh an hanv. Kement a dud a vez, o rouzan war an traezh, o lenn pe o kousket, o neuial er mor, ar baotred o verc'heta hag ar merc'hed o paotreta. Feiz! Ne vezan ket em bleud war an traezh, ken e kavan gwelloc'h mont da vale war ar gwenodennoł a-hed an tornaodoł. Ya, gwell eo ganin gweladennin kźriadennoł ha n'anavezan ket, kornioł-bro dizarempred, pell diouzh an engroez, ken ez an laouen da dremen ma vakansoł er menezioł, e-lec'h ma ne vez ket re a dud. Er menezioł e plij din gedal al loened, nij sioul an evned-preizh, ha mont da besketa er gwazhioł kaeran en ur sankan e donder ar c'hoadoł. Daoust ha n'on ket ur paotr diwar ar maez? Eo, evel just! Ha gwir eo n'on ket troet gant an traezh.

 

            Neoazh e plij din bale er porzhioł, gant ma ne vefe ket re a dud. D'ur mare ma n'eus tourist ebet zoken, d'an diskar-amzer pe d'ar goanv. Neuze e c'hallan klevout c'hwezh ar mor, sellout ouzh monedonea bigi ar besketaerien, gwelout obererezh ur porzh dre vras, hag a-bell. Anavezout mat a ran buhez ar porzhioł peogwir em eus labouret war vourzh ur vag dija. Ober a raen war-dro an istr, ha war-dro ar meskl ivez. Mont a raen betek enez Chausey e Normandi ... Pegen start e oa al labour-se! Ha ken start ma ne vezen ket gwall blijet o vont war vor, hep gouzout penaos e vije bet an amzer, enkrez e-leizh ma c'halon hag ma spered war an dro. E gwirionez ne oan ket kustum da labourat war vourzh ur vag, me ur paotr diwar ar maez. Met penaos an diaoul e oan en em gavet aze, hep gouzout din koulz lavarout? Ma, n'eus forzh! Ur spluj am boa graet er bed-se a oa dianav din betek-hen. Ha me a zo lorc'h ennon breman da vezan anavezet an dra-se, da vezan anavezet tud kalonek, tud krenv a galon hag a spered, prest da sikour ar re all atav, dreist-holl pa vezer er boan hag en doan. Netra ne c'helle dont a-benn eus an dud-se na zoujent nag ar glav, nag an arnev, nag an avel nag ar mor dirollet ... Nag an enor e oa din bezan e-touez ar besketaerien-se!

 

            A-hend all e anavezan kalz a borzhioł e Breizh. Gallout a ran menegin hini Kankaven, hini Sant-Maloł ma'z on bet meur a wech, hini Konk-Kerne, hini Douarnenez, hini Gwaien, hini An Oriant, ha kalz a borzhioł bihan all c'hoazh! N'eo ket ar porzhioł bihan a vank war aodoł Breizh, evel ma ouezoc'h.

 

            Neuze, diwar-benn pe hini e c'hellfen skrivan un nebeut linennoł? Hini Kankaven lakaomp. Setu 'ta ur porzh ha ne gavan ket gwall gaer. Iskis, keta? Perak 'ta ne blij ket ar porzh-se din? Abalamour d'un abeg simpl : louet eo an holl draoł eno! Louet eo an holl diez hag an holl savadurioł, louet eo ar reier en-dro d'ar porzh, louet eo an traezh, louet eo ar chaoser, ha louet eo an darn vuian eus ar bigi ivez. Ne chom mui nemet un dra : an amzer! Ha gouzout a ouezoc'h mat e vez rust an amzer dre eno. Peurvuian e vez goloet an oabl, karget a goumoul tev, gant an avel eus ar re grenvan hag eus ar re yenan.Ya, ret eo bezan kustum da c'houzanv ar seizh amzer evit bevan er c'horn-bro-se. Ha bep tro ma'z an eno e vezan tapet gant an droukspered, Doue a oar perak, evel ma vije bet dre hud ... Setu perak eo gwelloc'h din chom war ar maez, e-touez ar glasvez hag ar parkeier e bleunv! Ma bed din-me eo, hag aze hepken e vezan em bleud.