BUS 56B

 

                Goulenn a rit diganin kontañ deoc'h petra zo c'hoarvezet ganin. Fellout a ra deoc'h gouzout perak ne gredan ket mont er-maez eus ma c'hambr ken, perak e krenan, hag e klaskan kuzhat, pa welan ur bus o tremen. Klevit eta.

 

                Digwener diwezhañ e oan bet o welout ur film e kreiz-kêr. Hanternoz e oa pa oan o vont d'ar gêr ma-unan, war ma zroad, rak kustum on da gerzhout, ha pa vefen skuizh.

                N'eo ket skuizh avat, divi e oan. Santout a raen e-barzh ma divhar pouez ar banneoù bier. Ya, rak ne oan ket chomet ouzhpenn un hantereur er sinema, ken torr-penn em boa kavet ar film. Aet e oan d'evañ ur werennad en un davarn nevez diouzh ar c'hiz. Eno em boa kavet ur mignon kozh, unan  n'em boa ket gwelet abaoe bloavezhioù, hag a-benn ar fin em boa bet mil boan o vont kuit, hag un hanter sac'had ganin ouzhpenn. Ma!

                Er-maez e oa krog glav d'ober, glav-pil, ha ne oa nemet ur porpant voulouz tanav ganin. Gleb-teil e oan en ur ober daou vunut.

                Troet em boa a-zehou goude tremen a-dreñv an ti-kêr, ha petra am boa gwelet dirakon? Gouleier ur bus o c'hortoz. Ha me mont e-barzh.

 

                Ma-unan e oan. Azezet e oan er penn a-dreñv, kavet em boa ur gazetenn vruderezh lous dindan ma zreid, ha krog e oan da lenn, da bouezañ butun kentoc'h.

                Pa'm boa klevet trouz ar c'heflusker e oan dihunet un tamm. Gwelet em boa e oan ma-unan dalc'hmat, den all ebet er bus. Sellet em boa ouzh ar blenier er penn all.

                Santet em boa ar spont dre ma c'horf, hag ar c'hwezenn yen war ma zal. Gwir eo ne oa nemedon er bus. Gwir eo e oan ma-unan-penn ha ne oa den ebet ouzh ar rod-stur! Du-hont war gador ar blenier ne welen den ebet! Met ar bus a oa o vont, war-eeun, ha tizh gantañ a-benn neuze.

                Spouronet e oan. Huchal a raen. "C'hoant am eus da ziskenn! Laoskit-me da ziskenn!" Met derc'hel a rae da vont, buan, ha me krog em c'hador, ha reut ma divrec'h gant ar spont.

                A-greiz-holl e oa chomet ar bus a-sav dirak an ospital, hag an nor o tigeriñ trumm.

                Ma divhar o krenañ dindanon e oan en em strinket er-maez dindan ar glav. Kenkent e oa aet ar bus war-raok.

                Redet em boa betek ar gêr, er c'harter a-drek an ospital. Dek munut dindan ar c'haouad dour.

                En deiz war-lerc'h e oan chomet em gwele gant an derzhienn.

 

                Diskouezet hoc'h eus din pennad ar gazetenn. Lennet em eus e oa bet laeret ar bus 56B gant ur paotrig 11 vloaz, goude ur bariadenn gant e vignoned. Taolet en doa ar bus er stêr, emezoc'h, e-kichen an ospital, ha darbet e oa bet dezhañ bezañ beuzet.

                N'on ket evit krediñ an istor-se.

               

                Gwelout a rit ar busoù-se o tremen war ar straed dirak ma frenestr. Sur oc'h ez eus tud o vleniañ anezho holl?  Darn anezho, a lavaran-me, n'eus blenier ebet enno. Hag ar veajourien a sav enno, daoust ha laosket e vezont da ziskenn un tu bennak?

                A-hed an deiz e sellan outo o tremen. O klask war ma lerc'h emaint. Ur wech, dre fazi, o deus laosket unan bennak da vont. Bremañ e fell dezho adtapout ac'hanon. Adtapout preizh kollet an Ankou.

                Rak gouzout a ran e oan bet sammet gant karr an Ankou en noz-se. Ha sur on e oa goullo. N'ouzon ket perak em boa gallet diskenn eus ar bus a-raok kouezhañ gantañ er stêr, na penaos e oan deuet a-benn d'en em laerezh eus e grabanoù. Un dra zo sur: un dro all n'em bo ket kement a chañs.

                Setu perak e nac'han kuitaat ma c'hambr. Emaint aze, er-maez, ouzh ma gortoz.

 

YEZHADUR

-amzerioù-verb: a.vremañ, a. dremenet, doare-divizout

-islavarennoù

                -i. amzeriañ, i. stag, i. diskuliañ

                -i. enebiñ: ha pa + doare-divzout

-araogennoù: goulenn digant, kontañ da, nemet (nemedon, ...)

-anvioù lies: divrec'h, divhar

-ar renadenn: ouzh ma gortoz = o c'hortoz ac'hanon

-war-lerc'h: après

 

MEIZADOÙ

-la volonté: fellout a ra dezho + verb

-l'impossibilité: N'on ket evit krediñ an istor-se / N'hallan ket

-darbet dezhañ: il a failli


 

GERIOÙ


abaoe: depuis

a-benn: pour

a-benn ar fin: finalement

adtapout: rattrapper

a-greiz-holl: tout à coup

a-hed: tout le long de

a-zehou: à droite

azezet: assis

beajour(ien): voyageur

beuzet: noyé

blenier: chauffeur

bruderezh: publicité

chom a-sav: s'arrêter

c'hoarvezout: se passer

c'hwezenn: sueur

dalc'hmat: toujours

darbet dezhañ: il a failli

darn: une part, certains

deiz war-lerc'h: lendemain

derc'hel (dalc'h): continuer

dihunet: réveillé

diouzh ar c'hiz: à la mode

diskenn: descendre

divhar*: jambes

divi: fourbu

divrec'h*: bras

diwezhañ: dernier

dont a-benn da: réussir à

du-hont: là-bas

en ur ober: en l'espace de

fazi: erreur

fellout da: vouloir

glav-pil: pluie battante

gleb-teil: trempé

goulenn digant: demander à

goullo: vide

goulou (gouleier): lumière

gwerennad*: verre

ha pa: même si

hantereur* demi-heure

huchal: crier

kaouad: averse

karter: quartier

kazetenn* journal

keflusker: moteur

kenkent: aussitôt

kerzhout: marcher

kontañ: raconter à

kouezhañ: tomber

kraban(où): griffe

krediñ:croire; oser

krenañ: trembler

krog da: commencé à

krog e: accroché à

kustum: habitué

kuzhat: cacher

laerezh: voler

en em l.: se dérober

leuskel (laosk): laisser

lous: sale

mil boan: mille peines

munut: minute

nac'h: refuser

ouzhpenn: plus de

pariadenn*: pari

penn a-dreñv: arrière

porpant: veste

pouez: poids

pouezañ butun: dodeliner

preizh: proie

redek: courrir

reut: raide

rod-stur*: volant

sac'had: cuite

sammañ: prendre en charge

santout  sentir

sevel (sav): monter

stêr: rivière

strinkañ: jeter

spont: frayeur

spouronet: effrayé

tal: front

tanav: fin

terzhienn*: fièvre

teurel (taol): jeter

tizh: vitesse

torr-penn: casse-tête (c.-pieds)

treiñ (tro): tourner

tremen: passer

troad (treid): pied

trumm: soudain

tu bennak: quelque part

voulouz: velours

war-eeun: tout droit

war-lerc'h: après

war ma zroad: à pieds

war-raok: en avant