DANEVELL BEAJ

AR PEMPVET KLAS-B EUS SKOLAJ GWENGAMP

DA VIRDI BREIZH ROAZHON,

graet gant Herve Penneg, 13 vloaz, daneveller neptu.

 

 

LUN

                Emań hon c'hlasad o vont da Roazhon dimerc'her da weladenniń Mirdi Breizh.

                Emań Enora Pennc'hoad o vont d'azezań em c'hichen er c'harr-boutin. Degas a raio Ouest-France he zad ganti. Evel se e c’hallimp  kaout un tamm buhez prevez e-kerz ar veaj.

 

MEURZH

                Ur gentel hon eus bet diwar-benn Mirdi Breizh gant an Dimezell Milin-Keravel. Lavaret he deus e oa "ur gwir deńzorva eus oberiadurioł Mab-Den". Ne oa den o selaou. An holl a oa o sellout  penaos e lakae he dorn war he bronn gleiz bep tro pa veze o komz gant an treflamm.

 

MERC'HER

                2 eur

                Distro omp eus Roazhon. Ar blenier zo bet gwallskoet gant droug ar gourhent war ar gourhent. Ha me zo bet re skoet evit gallout danevelliń hon devezh en un doare spis ha speredek.

 

YAOU

                Marteze e vo goulennet ouzhin gant ar skol un danevell sklaer ha resis eus pezh zo c'hoarvezet etre Gwengamp ha Roazhon, hag e-pad ma oamp eno ivez. Den ebet n'hallfe ober se gwelloc'h egedon. Enora, a zo  leun a berzhioł mat kouslkoude, n'he deus ket nervioł dir eveldon.

 

HON BEAJ DA ROAZHON.

 

7 eur 00  Savet omp e-barzh ar bus.

7 e 05      Debret ma adlein ganin, evet ur voutailhadig soda digalori.

7 e 10      Harpet ar bus dre ma oa klańv Ronan Jegou.

7 e 20      Harpet ar bus evit leuskel Anna Kerangwiader da vont d'ar gablotoł.

7 e 30      Kuitaet ar skol.

7 e 35      Distro d'ar skol da gerc'hat sac'h-dorn an Dimezell Milin-Keravel.

7 e 40      Krog ar blenier da gaout un emzalc'h iskis.

7 e 45      Harpet ar bus dre ma oa klańv Ronan Jegou adarre.

7 e 55      Tostaet ouzh ar gourhent.

8 e 00      Harpet ar bus, ar blenier o c'houlenn digant ar vugale paouez da dennań o zeod ha d'ober ardoł fall d'ar vlenierien kirri-samm gant hon bizied hag hon divrec'h.

8 e 10      Aet ar blenier en gouez, nac'het gantań bleniań war ar gourhent "ma ne zeu ket a-benn ar gelennerien daonet  eus ar vugale".

8 e 20      An Dimezell Milin-Keravel a zeu a-benn da lakaat  an holl d'azezań.

8 e 25      Aet war ar gourhent.

8 e 30      An holl o kanań "Son ar Chistr ", son kanet gant Alan Stivell.

8 e 35      An holl o kanań "Son ar Staot", savet gant ar 4vet klas B.

8 e 45      Ar blenier a ra d'ar c'han paouez, gant e vlejadennoł.

9 e 15      Gwelout a reomp ar blenier, harpet en ur stal-tireoul, o lonkań ur voutailhadig hini kreńv a oa e godell e borpant.

9 e 30      Emań Ronan Jegou o skignań barrennoł chokolad laeret gantań er stal-tireoul. An Dimezell Milin-Keravel a zibab un tamm chokolad gant kraoń-kelvez. Me hag Enora ne fell ket dimp debriń traoł laeret gant un den ken dońjerus ha Ronan Jegou.

9 e 40      Klańv Ronan Jegou er bus.

9 e 50      Div blac'h e-kichen Ronan Jegou zo klańv ivez.

9 e 51      Nac'het gant ar blenier harpań war ar gourhent.

9 e 55      An Dimezell Milin-Keravel a c'holo an dislonkadennoł gant pajennoł he c'haier-beaj.

9 e 56      An Dimezell Milin-Keravel klańv evel ur c'hi. Lakaat a ran ma brec'h war skoaz Enora rak riv he deus gant ar prenestroł digor-bras.

10 e 30    Gorrekaet ar bus gant al labourioł zo war an hent.

11 e 30    Savet kann etre ar baotred war an azezenn a-drek pa dostaomp ouzh penn ar gourhent.

11 e 45    Echu gant ar c'hann. Kavet louzoł ha merkurokrom gant an Dimezell Milin-Keravel. Torchań a ra ar frioł gwadek hag ober a ra war-dro goulioł ar re c'hloazet. Ronan Jegou e pinijenn e-kichen ar blenier.

11 e 50    Sac'het ar bus tre dirak panell kźr Roazhon.

11 e 55    Trouz gant ar vugale, hini ebet gant ar c'heflusker. Ar blenier zo krog ur barrad elvaj ennań.

12 e 30    Ar c'hlasad zo o kerzhout da vont da gemer ur bus all da vont betek kreiz-kźr.

13 e 00    Ar c'hlasad o kerzhout eus an Ti-Post-kreiz betek ar Mirdi.

13 e 15    An Dimezell Milin Keravel o stekiń ouzh dor ur medisin da c'houlenn digantań ober ur sell ouzh empenn Ronan Jegou buan ha buan. Emań ar bredvezeg o paouez mont da zebriń merenn, siwazh.

1 e 30      Aet ar c'hlasad er Mirdi. Herve Penneg hag Enora Pennc'hoad fromet gant nerzh hźrezh ar Sevenadur Hollvedel. Ar re all o redek evel sodien, o c'hoarzhin dirak an delwennoł tud noazh hag oc'h ober ardoł fall d'ar warded.

2 e 15      An Dimezell Milin-Keravel war-nes semplań

2 e 16      Herve Penneg o c'hervel rener skolaj Gwengamp war-goust ar skol. Emań ar rener e Roazhon, en ur vodadeg e ti ar Rektor ha n'haller ket e zirenkań.

3 e 00      Emań gwarded ar mirdi o c'hronnań skolidi ar Pevarvet B hag ouzh o lakaat da goazezań war ar skalieroł.

3 e 05      Touristed saoz o c'hronnań Herve Penneg da dennań e boltred en ur lavarout eo "ur paotrig koant".

3 e 15      Gwelloc'h an traoł gant an Dimezell Milin-Keravel: kemer a ra penn un droiad da weladenniń kźr gant ar c'hlasad.

4 e 00      Ronan Jegou a lamm en ur foz leun a zour "peogwir en deus poan-dreid".  Gleb-teil eo dilhad an Dimezell Milin-Keravel.

4 e 30      Ronan Jegou o vont diwar wel, "da glask ur stal levrioł-revr" emezań.

4 e 35      Erruet ar boliserien, laket ac'hanomp en ur c'harr-polis, kaset da di-kreiz ar bolis, ha graet d'hon c'harr-boutin dont d'hon c'herc'hat. Galvet ganto hon zud, da reiń dezho da c'houzout e vijemp diwezhat. Barradoł elvaj gant Anna Kerangwiader. Enora Pennc'hoad a lavar d'an Dimezell Milin-Keravel eo ur vezh leuskel bugale gant kelennerien evelti. Prest eo an Dimezell Milin Keravel da guitaat ar vicher.

6 e 00      Kavet Ronan Jegou en ur stal levrioł-revr. Tamallet outań bezań laeret koavon da lakaat e ibil da devaat ha daou "hilliger merc’hed".

7 e 00      Ar c'harr-boutin o kuitaat an ti-polis gant poliserien war o marc'hoł-tan dirakomp hag a-drekomp.

7 e 30      Kimiad diouzh ar marc'htanerien.

7 e 35      Ar blenier o c'houlenn digant Enora Pennc'hoad lakaat urzh.

7 e 36      Enora Pennc'hoad a lak urzh.

8 e 00      An Dimezell Milin Keravel zo krog da skrivań he lizher dilez.

8 e 30      Kleńved ar gourhent krog er blenier adarre.

8 e 40      Degouezhet er skol. Ar pneuioł tomm-berv o tivogediń. Ar c'hlasad gant ar c'hwezenn yen, o krenań gant ar spont. An Dimezell Milin Keravel ambrouget d'ar gźr gant ar rener a zo o paouez distreiń eus Roazhon gant an tren. Tud ar skolidi o vont en gouez. Ar blenier tamallet gant ar bolis.

 

YAOU (adarre)

                Barradoł anken am bez pa sońjan e kźr Roazhon, er sevenadur pe er gourhent. Tud Enora a sav klemm a-enep d'an holl re o deus kemeret perzh er veaj. Ar rener a lavar ne oa ket ganimp.

 

GWENER

                Ar rener a ro meuleudi din ha da Enora en abeg d'hon ferzhioł "gwir renerien, heńvel outań". An Dimezell Milin Keravel zo kouezhet klańv. An holl veajoł-skol zo bet nulet.

                Ar boliserien o deus dilezet ar c'hargoł-tamall a-enep ar blenier, "peogwir ez eus bet atahinerezh spontus a-berzh tud zo", emezo. Ar stal-levrioł-revr he deus tennet he c'hlemm ivez war zigarez eo ur bugel eo Ronan Jegou a-hervez. Gaou, a laran-me! Ronan Jegou n'eo ket bet ur bugel gwech ebet.

 

SADORN

                Ar rener en deus lennet ma danevell diwar-benn hon beaj da Roazhon. Div notenn vat am eus bet evit se.

 

SUL.

                Hervez ar c'heleier er skinwel ne vo ket degemeret klasadoł e Mirdi Breizh ken. Berzet frouezh ar sevenadur ouzh ar yaouankiz. Da belec'h emaomp o vont? Mezh am eus evit ma bro!

 

GERIOŁ


abalamour da: ą cause de; pour

adlein: goūter du matin

a-hend-all: par ailleurs

ardoł fall: grimaces azezenn

blejadenn: beuglement

blenier: conducteur

bronn*: sein

daonet: damné

dibab: choisir

dońjerus

dir: acier

danevell*: récit; -er: narrateur; -iń: conter

degas: apporter

digalori: sans calories divrec'h: bras

dislonkadennoł fri

dont a-benn (da): réussir (ą); (eus): venir ą bout (de)

e-kerz: pendant

emzalc'h: conduite

gablotoł : WC

gloazet gorrekaat

goleiń (golo): couvrir gouli(oł)

gourhent: autoroute

gwadek

gwallskoet: atteint

gweladenniń: visiter

harpet: arrźté kann

 

hini kreńv

karr-boutin: autocar

kentel: leēon

kirri-samm: camions

klasad: classe

kleiz: gauche

kraoń-kelvez

lonkań: avaler

laeret: volé

louzoł

mirdi: musée

mont en gouez: aller en colčre

neptu: neutre

nervioł: nerfs

oberiadur: oeuvre

paouez: cesser

 

perzh: qualité

pinijenn*

prevez: privé

resis: précis

riv

sac'het

sevel:  monter

skoaz*

skolaj: collčge

spis: précise

tennań: tirer

teod: langue

teńzorva: lieu de trésor

torchań tostaat approcher

treflamm: enthousiasme

 

 


 


 


 

bizied: doigts

brec'h

 

 

 

 

 


porpant

staot: pisse

panell

barrad elvaj

tre

dilez

 


 


ambroug

anken a-enep

atahinerezh

a-berzh

barrad

bredvezeg

delwennoł

empenn

fromet

gwarded

hźrezh

hollvedel

kerc'hat


 


abeg

a-hervez

berzet

bodadeg

c'hwezenn

degemeret

dilezet

direnkań

 

divogediń

diwar wel

 

gervel

hilliger

ibil

 

keleier

 

kimiad klemm

 

krenań

 

kuitaat

koavon

laerezh

 

leuskel

foz

gleb-teil

kargoł koazezań

leun

kouezhet

hexvel

nulet

 

marc'h-tan

meuleudi

mezh

micher

noazh

 

semplań

sodien

 

tevaat

 

 

 

 

 

 

 

perzh

poan-dreid

POLtred

rener

revr

skinwel

skalieroł

 

 

spont

stekiń ouzh

tamall

troiad

war-goust

war-nes

war zigarez