NAONED, SENEGAL

 

TAOLENN

 

-DANEVELLOŁ AL LEVRIG

 

1.DIAL GWREG

2.BUS

3.PESK EBREL

4.LONTEGEZH

5.BEAJ DA ROAZHON

6.AR PRIŃS HAG AR BAOUREZ

7.KER IS

8.GOUDE AN EMGANN

9.NAONED, SENEGAL

10.MILINEREZ AET DA LADY

11.SKINWEL

 

-YEZHADUR AN DANEVELLOŁ

-GERIAOUEG

 

        Savet eo bet ar skridoł-mań gant evit studierien eil bloavezh hag implijet int bet e kentelioł-noz Sav-Heol a-raok bezań embannet.

        ÓPep gwir miret strizh gant Sav-Heol.

DIAL GWREG

 

        Ma mignon Kerloc'h-Omnes, an enklasker brudet, a oa ganin en devezh all o tebriń pep a bizza yen en ur preti nevez digor e kreiz-kźr, pa lavaras en ur lenn ar gazetenn:

        « Sed a zo souezhus, Gwazhdon.

        -Petra zo souezhus? a c'houlennis en ur deurel ur sell heuget ouzh ar moc'haj em asied.

        -Sellit, doktor », a respontas en ur ziskouez din ar gemennadenn.

        Ha me da lenn, e keit ma oa-eń o tebriń gant plijadur an dra dońjerus a oa bet lakaet dirakań.

        Ur c'harr-tan Mercedes a oa bet lakaet e gwerzh, hag ar priz warnań a oa kant lur. Kant lur gall nemetken.

        Kenkent hag echu gantań e asiedad, ha ma hini ouzhpenn, paeet ganin boued fall ha gwin trenk hon daou bred, ez eas Kerloc'h-Omnes da bellgomz, da gemenn ar c'heloł d'hon mignon Steven Pilgerc'h a oa o klask ur Mercedes kozh evit ur film nevez.

 

        Hag ar filmaozer ha mont da welout ar c'harr e ti an hini en doa lakaet e werzhań.

        E-barzh ur genkiz tostik da greiz-kźr e oa. Ur vaouez daou-ugent vloaz bennak dezhi, gwisket kran, a zigoras an nor pa sonas. Evel ma c'halle Pilgerc'h gwelout ne oa ket e ti tud eus ar re baourań.

        « Ma c'harr-me n'eo ket, emezi. D'am gwaz eo hennezh. Met lavarout a c'hallan n'eo ket ur farsadenn tamm ebet. Deuit ganin da welout."

        Pa voe digoret dezhań ar c’harrdi e chomas da sellout ouzh ar c'harr glas-lufr, unan nevez diouzh e welout, hag a gouste tri c'hant mil lur d'an nebeutań.

        « Prenet eo bet daou vloaz zo, met ruilhal n'en deus ket graet kalz.

        -Iskis e kavan an afer, eme Bilgerc'h. Sur oc'h n'eus fazi ebet eus ho perzh?  Deuet e oan da welout ur c'harr a werzhit kant lur, hervez ar gazetenn.

        -Fazi ebet, eme ar vaouez. Sed amań ar paperioł hag an alc’hwezioł, ma roit din ar priz a c'houlennan. »

        Nec'het e oa ar filmaozer, un den onest evel n'eus ket kalz, o welout pegen nebeut a c'houlenne, ha nac'h a reas da gentań. Met pennekoc'h egetań e oa ar vaouez.

 

        « Gant ma Mercedes nevez eta on deuet d'ho kwelout », eme Bilgerc'h da Gerloc'h-Omnes, a oa nevez krog da c'hoari echedoł ganin. « Gallout a rit sellout dre ar prenestr: aze emań, e korn ar straed. Sed un istor  a c'hallfe plijout deoc'h, Kerloc'h. Sońjit 'ta! Aet eo kuit he gwaz gant ur vaouez all da Vro-Vrazil. Ha petra en deus graet ar genaoueg-se, nemet skrivań dezhi da c'houlenn diganti gwerzhań e garr. Ha kas an arc'hant dezhań du-hont. 

        -Ha graet he deus, evel just,  eme Gerloc'h-Omnes.

        -Hep mar ebet, » eme e vignon.

        -Laouen e vo egile gant e gant lur. Gallout a rafes ober ur film gant an istor-se. »

        -Setu dres pezh am boa sońjet. Dial gwreg, e vo e anv. Un istor polis e vo. Ezhomm am bo ac'hanoc'h.

        -Pa garot, eme Gerloc'h-Omnes. Koll oc'h adarre, Gwazhdon, ma mignon kaezh. C'hwi a baeo ar pred a-benn arc'hoazh.

        Chom a raen da sellout ouzh ar c'hoari. Heuget e oan.

        Kant lur!

        Priz daou bizza yen an deiz all.

 

 

 

GOULENNOŁ

1. Piv eo tud an istor-mań?

2. Piv a gont an istor?

3. Pelec'h emaint pa  grog an istor?

4. Oc'h ober petra emaint eno?

5. Petra a reas Kerloc'h-Omnes?

6. Petra a reas Pilgerc'h?

7. Petra a reas ar vaouez?

8. Petra a goust kant lur? Souezhus e oa? Perak?

9. Pelec'h ez echu an istor?

10.Perak he doa graet ar wreg? Perak?

11.Perak e oa heuget Gwazhdon?

 


 

BUS

 

        Goulenn a rit diganin kontań deoc'h petra zo c'hoarvezet ganin. Fellout a ra deoc'h gouzout perak ne gredan ket mont er-maez eus ma c'hambr ken, perak e krenan, hag e klaskan kuzhat, pa welan ur bus o tremen. Klevit eta.

 

        Digwener diwezhań e oan bet o welout ur film e kreiz-kźr. Hanternoz e oa pa oan o vont d'ar gźr ma-unan, war ma zroad, rak kustum on da gerzhout, ha pa vefen skuizh.

        N'eo ket skuizh avat, divi e oan. Santout a raen e-barzh ma divhar pouez ar banneoł bier. Ya, rak ne oan ket chomet ouzhpenn un hantereur er sinema, ken torr-penn em boa kavet ar film. Aet e oan d'evań ur werennad en un davarn nevez diouzh ar c'hiz. Eno em boa kavet ur mignon kozh, unan  n'em boa ket gwelet abaoe bloavezhioł, hag a-benn ar fin em boa bet mil boan o vont kuit, hag un hanter sac'had ganin ouzhpenn. Ma!

        Er-maez e oa krog glav d'ober, glav-pil, ha ne oa nemet ur porpant voulouz tanav ganin. Gleb-teil e oan en ur ober daou vunut.

        Troet em boa a-zehou goude tremen a-dreńv an ti-kźr, ha petra am boa gwelet dirakon? Gouleier ur bus o c'hortoz. Ha me mont e-barzh.

 

        Ma-unan e oan. Azezet e oan er penn a-dreńv, kavet em boa ur gazetenn vruderezh lous dindan ma zreid, ha krog e oan da lenn, da bouezań butun kentoc'h.

        Pa'm boa klevet trouz ar c'heflusker e oan dihunet un tamm. Gwelet em boa e oan ma-unan dalc'hmat, den all ebet er bus. Sellet em boa ouzh ar blenier er penn all.

        Santet em boa ar spont o redek dre ma c'horf, hag ar c'hwezenn yen o verań war ma zal. Gwir eo ne oa nemedon er bus. Gwir eo e oan ma-unan-penn, ha ne oa den ebet ouzh ar rod-stur! Du-hont war gador ar blenier ne welen den ebet! Met ar bus a oa o vont, war-eeun, ha tizh gantań a-benn neuze.

        Spouronet e oan. Huchal a raen. "C'hoant am eus da ziskenn! Laoskit-me da ziskenn!" Met derc'hel a rae da vont, buan, ha me krog em c'hador, ha reut ma divrec'h gant ar spont.

        A-greiz-holl e oa chomet ar bus a-sav dirak an ospital, hag an nor o tigeriń trumm.

        Ma divhar o krenań dindanon e oan en em strinket er-maez dindan ar glav. Kenkent e oa aet ar bus war-raok.

        Redet em boa betek ar gźr, er c'harter a-drek an ospital. Dek munut dindan ar c'haouad dour.

        En deiz war-lerc'h e oan chomet em gwele gant an derzhienn.

 

        Diskouezet hoc'h eus din pennad ar gazetenn. Lennet em eus e oa bet laeret ar bus 56B gant ur paotrig 11 vloaz, goude ur bariadenn sot gant e vignoned. Taolet en doa ar bus er stźr, emezoc'h, e-kichen an ospital, ha darbet e oa bet dezhań bezań beuzet.

        N'on ket evit krediń an istor-se.

       

        Gwelout a rit ar busoł-se o tremen war ar straed dirak ma frenestr. Sur oc'h ez eus tud o vleniań anezho holl?  Darn anezho, a lavaran-me, n'eus blenier ebet enno. Hag ar veajourien a sav enno, daoust ha laosket e vezont da ziskenn un tu bennak?

        A-hed an deiz e sellan outo o tremen. O klask war ma lerc'h emaint. Ur wech, dre fazi, o deus laosket unan bennak da vont. Bremań e fell dezho adtapout ac'hanon. Adtapout preizh kollet an Ankou.

        Rak gouzout a ran e oan bet sammet gant karr an Ankou en noz-se. Ha sur on e oa goullo. N'ouzon ket perak em boa gallet diskenn eus ar bus a-raok kouezhań gantań er stźr, na penaos e oan deuet a-benn d'en em laerezh eus e grabanoł. Un dra zo sur: un dro all n'em bo ket kement a chańs.

        Setu perak e nac'han kuitaat ma c'hambr. Emaint aze, er-maez, ouzh ma gortoz.

 

 

GOULENNOŁ

1. Perak emań an den o kontań un istor?

2. Petra a ra pa wel ur bus? Perak?

3. Petra en doa graet digwener?

4. Perak ne oa ket chomet er sinema?

5. Petra en doa graet neuze?

6. Perak e oa aet er bus?

7. Petra en doa graet er bus?

8. Perak e oa bet spontet?

9. Petra en doa graet pa oa chomet a-sav?

10.Perak en doa tapet terzhienn?

11.Petra a oa skrivet er gazetenn?

12.Petra a sońj an den diwar-benn ar busoł bremań?

 

PESK EBREL

 

1. UL LIZHER

 

        Dihunet on hiziv gant kan plijus an evned ha trouz bouzarus ur morzhol-pigell.

        Nav eur eo, hag ar Meurzh zo hiziv. Gwelout a ran an heol dre ar prenestr: splannań a ra war an toennoł gleb. Glav zo bet, met kaer e vo an amzer hiziv.

        En ti n’eus trouz ebet. Ma-unan emaon. Aet eo ma mamm ha ma zad da labourat, ha ma c’hoar zo er skol.

        Sevel a ran. Gwiskań a ran ma sae-gambr ha ma chaosonoł, ha diskenn a ran goustad gant ar skalieroł. Chom a ran a-sav dirak dor an ti da sellout ouzh al lizhiri zo e-barzh ar voest.

        Tri lizher zo: unan e-barzh ur golo bras, ha daou e-barzh ur golo bihan. An hini bras gell zo evit ma zad: Yann Halegouet zo skrivet warnań. An hini bihan roz evit ma c’hoar Berc’hed. Hag an hini bihan glas, a welan, zo evidon-me, Herve Halegouet.

        N’ouzon ket perak, ne blij ket din liv ha stumm ar golo bihan-se. Anv un urcher zo warnań. Ernest Kerampont. N’ouzon ket perak ivez, ne blij ket din an anv-se.

        Lakaat a ran ma lizher e godell ma sae-gambr, adlakaat a ran ar re all er voest, ha mont a ran da ober  ur banne kafe: hini kreńv, evel just, evel ma plij din evań diouzh ar beure.

        Lakaat a ran dour da dommań. Ret eo din malań kafe bremań, rak ma mamm ne selaou ket ac'hanon ha ne bren ket kafe malet gwech ebet.

        Ober a ran ar c’hafe en ur zebriń ur grampouezhenn gant kaotigell avaloł.

        Tennań a ran ma lizher eus ma godell. Digeriń a ran anezhań. Prest eo ar c’hafe bremań. Azezań a ran da lenn ha d’evań ma banne.

 

 

2. UR CHEKENN.

 

Biskoazh kemend-all!

Pebezh fromadenn!

        Ur chekenn zo  e-barzh, ha war ma anv, mar plij!

        N’eo ket ur chekenn kant lur. N’eo ket ur chekenn mil lur. N’eo ket ur chekenn pemp mil  lur ivez. Ur chekenn dek mil lur, tudoł kaezh!

        Ul lizher zo gant ar chekenn. Gant Ernest Kerampont, an urcher, eo skrivet. Gantań, pe gant e sekretourez, ne vern. Displegań a ra eus pelec’h e teu an arc’hant. Eus ur voereb kozh, o chom e Naoned.

        Ur voereb kozh din zo marvet nevez zo ha laosket he deus dek mil lur din, peogwir n’he doa bugel ebet, ha peogwir  he doa sońj bezań gwelet ac’hanon pa oan bihan ha koant. Me n’em eus  ket sońj eus ar voereb-se, Madalen Soubigou hec’h anv, met gwir eo e oan koant pa oan bihan.

        Gouzout a ran ivez ne vez ket troet an urcherien da farsal, ha plijout a ra din lizher an Aotrou Ernest Kerampont, un anv brav, a gavan.

 

 

3. AN HUŃVRE

 

        Kregiń a ran da sońjal e-barzh an arc’hant-se. Gwelout a ran peseurt traoł a c’hallin ober ganto. Hir eo al listennad. Gallout a rin prenań kalz traoł. Ne vo ket diaes dispign an arc’hant-se.

        Met da gentań em eus un dra a-bouez d’ober. Rak re ziwezhat eo da vont da labourat. Ha n’on ket gwisket na gwalc’het c’hoazh.

        Kemer a ran ar bellgomz. Gervel a ran ma mestr, an Aotrou Anton Berrec’houg, rener ar stal ardivinkoł tredan, e-lec’h ma labouran abaoe ur sizhun. Ul labour displijus, ma’z eus unan.

        Lavarout a ran on klańv. Lavarout a ran em eus terzhienn, peogwir em boa tapet riv dindan ar glav yen dec’h da noz. Glav a oa dec’h pa oan o tont er-maez eus ar stal, glav-pil, ha gleb-teil e oan.

        Goulenn a ra Berrec’houg a-benn pegeit e vin pare, hag a-benn pegoulz e c’hallin dont da labourat en-dro. Respont a ran n’ouzon ket c’hoazh, rak gortoz a ran ar medisin. Gouzout a ran kontań gevier, met se ne lavaran ket dezhań.

        C’hoant am eus da c’hervel ma zad ha ma mamm ivez. Met ne vint ket plijet peogwir n’on ket aet o labourat hiziv. Klevout a ran anezho o lavarout: « N’eus ket ur sizhun ec’h eus kavet al labour-se, ha kavout a rez an tu da chom d’ober teil tomm, lochore bras.» Peogwir emań kont evel se ne lavarin netra dezho, setu! Na d’am c’hoar ivez, peogwir e c’houlenno diganin prenań ur bern traoł dezhi, ur re votoł-ruilh, ur porpant ler, ha me’oar petra c’hoazh. Ha pa lavarin dezhi n’hallin paeań netra dezhi e krogo da ouelań, sur, hag e vo ret din plegań evel kustum. Ne lavarin netra dezhi, setu. Hag ar voereb n’anaveze ket anezhi n’eus forzh penaos, peogwir e oa ganet pemp bloaz war ma lerc’h. Ha ne oa ket ken koant ha me pa oa bihan.

        Goude gwiskań ma dilhad on bet oc’h ober un dro e kźr. Da gentań on aet betek ar bank da gas chekenn ar voereb. Kalz a dud a oa, n'em eus ket bet c'hoant da chom da c'hortoz. Laket em eus chekenn ar voereb en ur golo-lizher ha taolet ar golo e boest ar bank.

        Goude on bet o tebriń ma merenn en ur preti ker, hag evet em eus gwin mat evel just. Un tammig mav e oan o sevel diouzh taol, ne oa ket displijus.

        Kentań tra am eus graet goude eo prenań ur gitar tredan. N’ouzon ket seniń c’hoazh, met arc’hant a-walc’h am eus da baeań kentelioł. Ha deskiń a rin buan, n’eus forzh penaos.

        Goude-se em eus prenet dilhad nevez diouzh ar c’hiz. N’hallan ket mont da zańsal d’ar sadorn gant ma dilhad labour, ma gwiskamant glas ha ma c’hravatenn ruz. Neuze em eus prenet ur gwiskamant roz, ur roched mouk hag ur gravatenn heńvel. Dispar evit merc’heta.

        Prenet em eus c’hoazh un toullad pladennoł sonerezh « country », levrioł skeudennoł diwar-benn Hollywood hag ar filmoł western: sot on ganto.

        Sońjet em eus ivez e c’hallin prenań ur c’harr bihan marteze, ha kavet em eus brav ar vuhez. Gant an tamm arc’hant am eus laket a-gostez er bank,  ha gant ar gwenneien a c’honezin er stal, em bo peadra, a sońjan.

        Ma! ret e vo mont da labourat adarre. Sońjet em eus neuze e-barzh ma moereb Madalen. N’on ket bet o welout anezhi e Naoned gwech ebet, gwir eo, met kavet em eus e c’hallje bezań roet din un tammig muioc’h a arc'hant memes tra. Petra a c'haller prenań hiziv gant dek mil lur?

        Met moerebed all am eus moarvat. Ret e vo din goulenn digant ma zud.

 

 

4. UL LIZHER ALL

       

        Hiziv em eus bet pevar lizher bihan, hag unan bras. Diwar-benn ar memes tra int o-fevar. Ar chekennoł am boa roet da brenań ma frenadennoł  zo bet adkaset d’am bank. N’eus ket arc’hant ken war ma c’hont. Dle am eus zoken. Ret eo din dont en-dro d’ar stalioł-se da baeań!

        Da gentań ne gomprenen ket. Ne welen ket petra e oa.

        P’am eus digoret ar pevare lizher avat em eus komprenet diouzhtu.

        Pesk Ebrel zo skrivet war un tamm kartońs melen. Neuze em eus bet sońj. Chekenn ar voereb Madalen am boa bet dimeurzh tremenet! D’ar c’hentań a viz Ebrel!

        Ma kavan piv eo ar genaoueg en deus kaset al lizhiri sot-se din e kousto ker dezhań. Ne garfen ket bezań en e votoł.

        Emań o vont da gaout war e fri. Sur ha n'eo ket marteze!

 

 

GOULENNOŁ

1.          Piv a gont an istor? Gant petra eo dihunet? Pelec’h emań?

2.          Penaos eo an amzer? Kalz tud zo en ti? Perak?

3.          Petra a ra ar paotr neuze? Petra a ra dirak boest al lizhiri?

4.          Pet lizher a gav e-barzh? Lenn a ra e hini diouzhtu?

5.          Petra a ra a-raok?

 

6.          Petra zo e-barzh ar golo? Piv eo Ernest Kerampont?

7.          Petra en deus skrivet en e lizher?

8.          Piv zo o chom e Naoned?

9.          Perak he deus laosket arc’hant gant Herve Halegouet?

 

10.    E-barzh petra e sońj Herve?

11.    Petra en deus d’ober? Perak?

12.    Piv eo Anton Berrec’houg?

13.    Penaos e kav Herve e labour?

14.    Petra a lavar er bellgomz?

15.    Petra a c’houlenn ar mestr? Petra a respont Herve dezhań?

16.    Gervel a ra Herve e dud? Perak?

17.    Lavarout a raio d’e c’hoar en deus bet arc’hant? Perak?

18.    Petra a ra goude pellgomz? Ha goude?

 

19.    Perak e pren ur gitar?

20.    Ur gwiskamant penaos a bren? Perak?

21.    Petra en deus c’hoant da brenań c’hoazh?

22.    Arc’hant a-walc’h en deus?

 

23.    Lizheroł plijus en deus bet Herve?

24.    Petra a rank ober?

25.    Petra zo e-barzh ar pevare lizher?

26.    Petra en deus c’hoant Herve d’ober bremań?

 


 

LONTEGEZH

 

 

        Daoust ha buhez zo, ahont, war ar planedennoł all? Gallout a raimp respont un deiz  marteze a drugarez da labour daou skiantour breizhat, Alan Keromnes ha Yann ar C’halvez, eus Skol-Veur Brest. Ar re-mań a studi pobloł koadoł meur Amerika ar C’hreisteiz abaoe dek vloaz. Bet int o vevań e janglenn an Amazon e-pad ugent miz, ha kontet o deus o beajoł da gazetennerien Radio Breizh Izel. Gallet o deus ar selaouerien klevout an istor souezhus-mań.

 

        « E Brazil e oamp, e kźr Manaus, e kreiz bro an Amazon, pa hor boa klevet komz eus ur c’hleńved nevez spontus a oa erruet e bro an Indianed, eme Alan Keromnes. Tud a oa marvet trumm eno, ha nec’het-bras e oamp. Fellout a rae dimp gouzout perak e oant marvet.

        « Feurmet hor boa bagoł. Klasket hor boa ambrougerien, karget boued, hag aet e oamp war ar stźr veur, betek bro an Indianed eta, da glask kompren petra a oa c’hoarvezet. »

        « Ur sizhunvezh e oamp bet o veajiń war ar stźr. Ur veaj hir ha skuizhus. An eizhvet devezh e oamp erruet er gźriadenn e oamp o klask. »

 

        Goulennet o deus kazetennerien Radio Breizh Izel peseurt degemer a voe graet dezho neuze gant an Indianed.

        « Aon hor boa un tammig da gentań, met mat oamp bet degemeret ganto, en deus displeget Yann ar C’halvez. Kanet hor boa, ha dańset ganto a-hed an noz. Poan-vlev hor boa bet ivez goude, abalamour d’ar pezh hor boa evet: ur seurt bier iskis graet gant maniok. Goulennata an Indianed hor boa graet memes tra en deiz war-lerc’h. Lavaret o doa dimp e oa marvet seizh den gant un droug-kof spontus. Sur omp bremań e oa c’hoarvezet un dra bennak digredus e kźriadenn an Indianed-se. »

 

        Tud eus ar meuriad o doa kontet neuze d’ar skiantourien e oa degouezhet ur beajour bihan dizrouk, glas e groc'hen ha melen e lagad, e-barzh ul labous bras lugernus evel an heol, ur seurt aerlestr ruz-kouevr eta, ha komzet en doa outo en o yezh. Lavaret en doa dezho e oa deuet eus ur blanedenn all da saludiń tud an douar, peogwir e oant amezeien dostań e blanedenn. Spontet e oa bet tud ar meuriad gant e gomzoł, ha kouezhet e oant war bennoł o daoulin en ur grenań gant ar spouron, rak sońjal a raent e oa un doue drouk deuet da gastizań pobl an Indianed.

        Ar strobineller avat a oa savet droug ennań o welout kement-se, ha tagań a rae gant ar warizi. Gourc’hemennet en doa d’ar meuriad lazhań ha debriń an aerlestrour bihan a oa deuet, emezań, da laerezh o bugale hag o gwragez diganto.

        Lazhet e oa bet ar paour kaezh den eta, a daolioł saezh hag a daolioł kontell. Laket e oa bet ouzh ar ber, ha rostet war un tan bras. Seizh e oant bet neuze o tebriń ar beajour dinoaz. Ha gant o seizh buhez o doa paeet o zorfed hag o fred.

        Ar strobineller avat zo chomet yac’h ha divac’hagn, rak n’en doa debret tamm ebet. E-keit ma oa an dud o koaniań e oa aet e-unan er janglenn. N’en deus ket lavaret petra en doa graet, met n’eo ket bet gwelet an aerlestr abaoe ken ivez. Kaset eo bet gant ar speredoł drouk, hervezań.

        Lavarout a ra an daou vreizhad ne vez ket debret kig tud gant indianed ar meuriad diwar an deiz-se ken.

        Roet eo bet eskern ar beajour bihan d’ar skiantourien, ha degaset in bet ganto da Skol-Veur Brest. Emaint bremań ouzh o studiań pizh.

 

        Gweladennet omp bet marteze eta gant un den eus ar stered, un arallvedad deuet eus ur blanedenn all, evel kannad war an douar. Trist eo sońjal eo kollet e gannadiezh a beoc'h hag a garantez peogwir eo bet debret gant Indianed lontek. Ha gwelloc’h degemer a vo graet d’hon gweladennerien a-benn ur wech all?

       

 

GOULENNOŁ

1. Piv eo Yann ar C’halvez hag Alan Keromnes?

2. Petra a reont evel micher?

3. Abaoe pegeit emaint o studiań an dud-se?

4. Pegeit int bet er janglenn?

5. Penaos e ouzomp o istor souezhus?

6. Perak o doa bet c'hoant da vont da weladenniń an Indianed?

7. Penaos e oa aet ar Vretoned da vro an Indianed?

8. Pegeit e oa padet o beaj war ar stźr vras?

9. Perak o doa aon

10.Fall e oant bet degemeret?

11.Gallet o doa goulennata an Indianed diouzhtu, kenkent hag erruet?

12.Penaos e oa kroget an istor?

13.Perak e oa spontet an Indianed?

14.Laouen e oa ar strobineller?

15.Petra en doa gourmemennet ober?

16.Debret en doa ar strobineller ivez?

17.Pelec'h emań an eskern? Perak?


 

BEAJ DA ROAZHON

 

        Danevell beaj ar Pempvet Klas -B eus Skolaj Gwengamp da Virdi Breizh Roazhon, graet gant Herve Penneg, 13 vloaz, daneveller neptu.

 

LUN

        Emań hon c'hlasad o vont da Roazhon dimerc'her da weladenniń Mirdi Breizh.

        Emań Enora Pennc'hoad o vont d'azezań em c'hichen er c'harr-boutin. Degas a raio Ouest-France he zad ganti, abalamour dimp da gaout un tamm buhez prevez e-kerz ar veaj.

 

MEURZH

        Ur gentel hon eus bet diwar-benn Mirdi Breizh gant an Dimezell Milin-Keravel, hon c'helennerez istor. Lavaret he deus e oa "ur gwir deńzorva eus oberiadurioł Mab-Den". Ne oa den o selaou. An holl a oa o sellout  penaos e lakae he dorn war he bronn gleiz bep tro pa veze o komz gant an treflamm.

 

MERC'HER

        2 eur

        Distro omp eus Roazhon. Ar blenier zo bet gwallskoet gant droug ar gourhent war ar gourhent. Ha me zo bet re skoet evit gallout danevelliń hon devezh en un doare spis ha speredek.

 

YAOU

        Marteze e vo goulennet ouzhin gant ar skol un danevell sklaer ha resis eus pezh zo c'hoarvezet e-keit ma oamp o vont eus Gwengamp da Roazhon hag o tont en-dro, hag e-pad ma oamp eno ivez. Den ebet n'hallfe hec'h ober gwelloc'h egedon. Enora, ha hi leun a berzhioł mat a-hend-all, n'he deus ket nervioł dir eveldon.

 

HON BEAJ DA ROAZHON.

7 eur 00: Savet omp e-barzh ar c'harr-boutin.

7 e 05: Debret ma adlein ganin, evet ur voutailhadig soda digalori.

7 e 10: Harpet ar ar c'harr-boutin dre ma oa klańv Ronan Jegou.

7 e 20: Harpet ar c'harr-boutin evit leuskel Anna Kerangwiader da vont d'ar gablotoł.

7 e 30: Kuitaet ar skol.

7 e 35: Distro d'ar skol da gerc'hat sac'h-dorn an Dimezell Milin-Keravel.

7 e 40: Krog ar blenier da gaout un emzalc'h iskis.

7 e 45: Harpet ar c'harr-boutin. dre ma oa klańv Ronan Jegou adarre.

7 e 55: Tostaet ouzh ar gourhent.

8 e 00 :Harpet ar c'harr-boutin, ar blenier o c'houlenn paouez da dennań an teod ha d'ober ardoł fall d'ar vlenierien kirri-samm gant hon bizied hag hon divrec'h.

8 e 10: Aet ar blenier en gouez, nac'het gantań bleniań war ar gourhent "ma ne zeu ket a-benn ar gelennerien daonet  eus ar vugale".

8 e 20: An Dimezell Milin-Keravel a zeu a-benn da lakaat  an holl d'azezań.

8 e 25: Aet war ar gourhent.

8 e 30: An holl o kanań "Son ar Chistr ", son kanet gant Alan Stivell.

8 e 35: An holl o kanań "Son ar Staot", savet gant ar 4vet klas B.

8 e 45: Ar blenier a ra d'ar ganerien paouez, gant e vlejadennoł.

9 e 15: Gwelout a reomp ar blenier, harpet en ur stal-tireoul, o lonkań ur voutailhadig hini kreńv a oa e godell e borpant.

9 e 30: Emań Ronan Jegou o skignań barrennoł chokolad laeret gantań er stal-tireoul. An Dimezell Milin-Keravel a zibab un tamm chokolad gant kraoń-kelvez. Me hag Enora ne fell ket dimp debriń traoł laeret gant un den ken dońjerus ha Ronan Jegou.

9 e 40: Klańv Ronan Jegou er bus.

9 e 50: Div blac'h e-kichen Ronan Jegou zo klańv ivez.

9 e 51: Nac'het gant ar blenier harpań war ar gourhent.

9 e 55: An Dimezell Milin-Keravel a c'holo an dislonkadennoł gant pajennoł he c'haier-beaj.

9 e 56: An Dimezell Milin-Keravel klańv evel ur c'hi. Lakaat a ran ma brec'h war skoaz Enora rak riv he deus gant ar prenestroł digor-bras.

10 e 30: Gorrekaat a ra ar c'harr-boutin gant al labourioł zo war an hent.

11 e 30: Savet kann etre ar baotred war an azezenn a-drek pa dostaomp ouzh penn ar gourhent.

11 e 45: Echu gant ar c'hann. Kavet louzoł ha merkurokrom gant an Dimezell Milin-Keravel. Torchań a ra ar frioł gwadek hag ober a ra war-dro goulioł ar re c'hloazet. Ronan Jegou e pinijenn e-kichen ar blenier.

11 e 50: Sac'het ar c'harr-boutin tre dirak panell kźr Roazhon.

11 e 55: Trouz gant ar vugale, hini ebet gant ar c'heflusker. Ar blenier zo krog ur barrad elvaj ennań.

12 e 30: Ar c'hlasad zo o kerzhout da vont da gemer ur bus all da vont betek kreiz-kźr. Ar blenier zo chomet da sakreal gant e garr-boutin.

13 e 00: Ar c'hlasad o kerzhout eus an Ti-Post-kreiz betek ar Mirdi.

13 e 15: An Dimezell Milin Keravel o stekiń ouzh dor ur medisin da c'houlenn digantań ober ur sell ouzh empenn Ronan Jegou buan ha buan. Emań ar bredvezeg o paouez mont da zebriń merenn, siwazh.

1 e 30: Aet ar c'hlasad er Mirdi. Herve Penneg hag Enora Pennc'hoad fromet gant nerzh hźrezh ar Sevenadur Hollvedel. Ar re all o redek evel sodien, o c'hoarzhin dirak an delwennoł tud noazh hag oc'h ober ardoł fall d'ar warded.

2 e 15: An Dimezell Milin-Keravel war-nes semplań.

2 e 16: Herve Penneg o c'hervel rener skolaj Gwengamp war-goust ar skol. Emań ar rener e Roazhon, en ur vodadeg e ti ar Rektor ha n'haller ket e zirenkań.

3 e 00: Emań gwarded ar mirdi o c'hronnań skolidi ar Pevarvet B hag ouzh o lakaat da goazezań war ar skalieroł.

3 e 05: Touristed saoz o c'hronnań Herve Penneg da dennań e boltred en ur lavarout eo "ur paotrig koant".

3 e 15: Gwelloc'h an traoł gant an Dimezell Milin-Keravel: kemer a ra penn un droiad da weladenniń kźr gant ar c'hlasad.

4 e 00: Ronan Jegou a lamm en ur foz leun a zour "peogwir en deus poan-dreid". Gleb-teil eo dilhad an Dimezell Milin-Keravel.

4 e 30: Ronan Jegou o vont diwar wel, "da glask ur stal levrioł-revr" emezań.

4 e 35: Erruet ar boliserien, laket ac'hanomp en ur c'harr-polis, kaset da di-kreiz ar bolis, ha graet d'hon c'harr-boutin dont d'hon c'herc'hat. Galvet ganto hon zud, da reiń dezho da c'houzout e vijemp diwezhat. Barradoł elvaj gant Anna Kerangwiader. Enora Pennc'hoad a lavar d'an Dimezell Milin-Keravel eo ur vezh leuskel bugale gant kelennerien evelti. Prest eo an Dimezell Milin Keravel da guitaat ar vicher.

6 e 00: Kavet Ronan Jegou en ur stal levrioł-revr. Tamallet outań bezań laeret koavon da lakaat e ibil da devaat ha daou "hilliger".

7 e 00: Hon c'harr-boutin o kuitaat an ti-polis gant poliserien war o marc'hoł-tan dirakomp hag a-drekomp.

7 e 30: Kimiad diouzh ar marc'htanerien.

7 e 35: Ar blenier o c'houlenn digant Enora Pennc'hoad lakaat urzh.

7 e 36: Enora Pennc'hoad a lak urzh.

8 e 00: An Dimezell Milin Keravel zo krog da skrivań he lizher dilez.

8 e 30: Kleńved ar gourhent krog er blenier adarre.

8 e 40: Degouezhet er skol. Ar pneuioł tomm-berv o tivogediń. Ar c'hlasad gant ar c'hwezenn yen, o krenań gant ar spont. An Dimezell Milin Keravel ambrouget d'ar gźr gant ar rener a zo o paouez distreiń eus Roazhon gant an tren. Tud ar skolidi o vont en gouez. Ar blenier tamallet gant ar bolis.

 

YAOU (adarre)

        Barradoł anken am bez pa sońjan e kźr Roazhon, er sevenadur pe er gourhent. Tud Enora a sav klemm a-enep d'an holl re o deus kemeret perzh er veaj. Ar rener a lavar ne oa ket ganimp.

 

GWENER

        Ar rener a ro meuleudi din ha da Enora en abeg d'hon ferzhioł "gwir renerien, heńvel outań". An Dimezell Milin Keravel zo kouezhet klańv. An holl veajoł-skol zo bet nulet.

        Ar boliserien o deus dilezet ar c'hargoł-tamall a-enep ar blenier, "peogwir ez eus bet atahinerezh spontus a-berzh tud zo", emezo. Ar stal-levrioł-revr he deus tennet he c'hlemm ivez war zigarez eo ur bugel eo Ronan Jegou a-hervez. Gaou, a laran-me! Ronan Jegou n'eo ket bet ur bugel gwech ebet.

 

SADORN

        Ar rener en deus lennet ma danevell diwar-benn hon beaj da Roazhon. Div notenn vat am eus bet evit se.

 

SUL.

        Hervez ar c'heleier er skinwel ne vo ket degemeret klasadoł e Mirdi Breizh ken. Berzet frouezh ar sevenadur ouzh ar yaouankiz. Da belec'h emaomp o vont? Mezh am eus evit ma bro!

 

        ( Treuzskrivet diwar ur pennad eus "The Secret Diary of Adrian Mole", gant Sue Townsend)

 

 

GOULENNOŁ

1. Gant piv ha diwar-benn petra eo savet an danevell?