MA EONTR JULES

gant Guy de Maupassant

troet gant Mark Kerrain

 

 

 

 

                Ur paour-kaezh kozh, gwenn e varv, a c'houlennas an aluzon diganimp. Ma c'hamarad Joseph Davranche a roas ugent real dezhań. Souezhet e oan. Hag eń lavarout din:

                -Ar paour-kaezh-se en deus degaset da sońj din an istor emaon o vont da gontań dit hag a zo chomet war ma spered. Setu eń:

                Ma zud, genidik eus an Havr Nevez, ne oant ket pinvidik anezho. En em dennań a raemp, netra ken. Ma zad a laboure, a zeue diwezhat en-dro eus e vurev, ha ne c'houneze ket pikol tra. Div c'hoar am boa.

                Ma mamm a c'houzańve kalz diouzh ar verrentez a vevemp enni, ha komzoł trenk a gave alies evit he gwaz, rebechoł gwisket ha flemmus. Ar paour-kaezh den a rae neuze ur jestr a vezen mantret ouzh e welout. Tremen a rae palv e zorn war e dal, evel evit torchań ur c'hwezhenn ha ne vere ket, ha ne responte grik. Santout a raen e c'hlac'har dic'halloud. Espern a raemp war bep tra; gwech ebet ne asantemp mont da goaniań pa vezemp pedet, abalamour da chom hep kouviań d'hon zro; prenań a raemp ar boued marc'had-matań, dilerc'hiadoł ar stalioł. Ma c'hoarezed a rae o saeoł o-unan, hag o deveze kaozeadennoł hir diwar-benn priz ar galońs a gouste ur real nemet unan ar metrad. Hon boued ordinal e veze ar soubenn druz hag ar c'hig bevin fardet gant a bep seurt lipigoł. Boued yac'h ha nerzhus a-hervez; gwelloc'h em bije kavet un dra bennak all.

                Ma fegement a gleven pa'm beze kollet ur bouton pe drailhet ur bragoł.

                Met bep sul ez aemp d'ober hon zro war ar chaoser gant hon c'haerań dilhad. Ma zad gant e levitenn, e dog bras, e vanegoł, a roe e vrec'h d'am mamm, paramantet evel ul lestr d'un devezh gouel. Ma c'hoarezed, ar re gentań prest, a c'hortoze ar sin da loc'hań. Met d'ar poent diwezhań atav e veze kavet an darchadenn ankounac'haet war levitenn an tad a diegezh, ha buan e veze ret he diverkań gant ur bilhenn glebiet gant benzin.

                Ma zad, e dog bras atav gantań war e benn, a c'hortoze e korf e roched, ken e veze echu an didarchań, e keit ha ma veze ma mamm o hastań, he lunedoł berrweled savet war he fri, tennet ganti he manegoł evit chom hep o mastariń.

                Kemer a raemp penn an hent, gant pompadoł. Ma c'hoarezed a gerzhe dirak, brec'h ouzh brec'h. En oad da zimeziń e oant, ha diskouezet e vezent e kźr. A-gleiz d'am mamm e vezen-me, ma zad a ziwalle an tu dehoł, ha sońj am eus dalc'het eus aer pompadus ma faour-kaezh tud e-kerz ar pourmenadennoł sul-se, pegen reut o dremmoł, pegen garv o neuzioł. Bale a raent, meurdezus o c'herzhed, reut o divharioł, evel pa vije un afer a-bouez bras da zisoc'h diouzh o emzoug.

                Ha bep sul, pa welemp al listri bras o tizreiń eus ar broioł dianav ha pell, e veze klevet ma zad o lavarout bep tro:

                " Ha ma vije Jules e-barzh, pebezh souezhadenn! "

                Ma eontr Jules, breur ma zad, a oa goanag nemetań ar familh, goude bezań bet ar sponter anezhi. Klevet em boa komz anezhań abaoe ma oan bugel, ma hańvale din em bije e anavezet kenkent, ken boazet e oan bet da sońjal ennań. Gouzout a ouien pep munud eus e vuhez, betek deiz e zisparti pa oa aet da Amerika, goude ma ne veze kaoz nemet a vouezh izel eus ar prantad-se eus e vuhez.

                Bez en doa bet, a-hervez, un emzalc'h fall, da lavarout eo en doa debret un tamm arc'hant, ha n'eus ket gwashoc'h torfed er familhoł paour. E ti ar re binvidik, un den a vez o c'hoari anezhi " a ra sotonioł ". Ur " rouler ", evel a vez graet outań en ur vousc'hoarzhin, a vez anezhań. E ti ar re ezhommek, ur paotr a ra d'e dud krennań d'o feadra a zeu da vezań ur paotr fall, ur mastokin, un hailhevod.

                Hag ar c'hemm a zo reizh, evit d'an ober bezań heńvel, rak diouzh an heuliadoł anezho hepken emań grevusted an oberoł.

                Gant an eontr Jules, ouzhpenn-se, e oa bet gwall-grennet an heritaj a gonte ma zad warnań; goude bezań krignet e lod-eń betek ar gwenneg diwezhań.

                Laket e oa bet war ul lestr o vont da Amerika, evel a veze graet da neuze, war ul lestr kenwerzh a yae eus an Havr Nevez da New York.

                Erru eno, en em ziazezas ma eontr Jules evel marc'hadour n'ouzon petra, ha skrivań a reas prestik e c'honeze un tamm arc'hant hag en devoa spi e c'hallje digoll ma zad diouzh ar gaou en devoa graet dezhań. Fromet-don e voe ar familh gant al lizher-se. Jules, ha ne dalveze ket ur gwenneg toull, evel a vez lavaret, a zeuas neuze a-greiz-holl da vezań un den onest, ur paotr a galon, ur gwir Davranche, direbech evel an holl Davranched.

                Digant ur c'habiten e voe klevet ouzhpenn en devoa feurmet ur pikol stal vras hag e rae ur pezh kenwerzh.

                En un eil lizher , daou vloaz goude, e lavare;: " Philippe ker, skrivań a ran dit evit ma n'afes ket da nec'hiń abalamour d'am yec'hed a zo mat. Mat an traoł gant ar stal ivez. Arc'hoazh ez in d'ober ur veaj hir da Amerika ar C'hreisteiz. Marteze e vin meur vloaz hep kas keloł ebet. Arabat bezań nec'het ma ne skrivan ket. Dont a rin en-dro d'an Havr Nevez p'am bo kresket ma feadra. Spi am eus ne bado ket pell, hag e vimp eūrus asamblez... "

                Aviel ma familh e oa deuet al lizher-se da vezań. Lennet e veze war an disterań digarez, diskouezet e veze d'an holl dud.

 

                Dek vloaz-pad eta ne gasas an eontr Jules keloł ebet; met kreskiń a rae ar spi em zad dre ma tremene an amzer; ha ma mamm ivez a lavare alies:

                " Pa vo Jules gaezh amań e vo gwelloc'h an traoł ganimp. Sell aze unan en deus gouvezet en em zibab. "

                Ha bep sul, en ur sellout ouzh ar pikoloł listri-dre-dan du o tont eus an dremmwel hag o tislonkań troielladoł moged ouzh an oabl, e talc'he ma zad da lavarout e gomz peurbadus:

                " A! ma vije Jules e-barzh, pebezh souezhadenn! "

                Prest a-walc'h e vije bet gortozet e welout o hejań ur mouchouer hag o huchal:

                " Oc'ho! Philippe! "

                Sternet e oa bet mil steuńvenn gant an distro diarvar-se: bez e oamp da brenań, gant arc'hant an eontr, un ti bihan war ar maez, tost da Ingouville. Ne gredfen ket lavarout ne oa ket bet ma zad betek boulc'hań ar marc'hataerezh war an afer.

                Ar goshań eus ma c'hoarezed a oa eizh vloaz warn-ugent da neuze; eben a oa c'hwec'h warn-ugent. Ne oant ket dimezet, ha kement-se a oa ur glac'har bras dimp holl.

                Un danvez pried en em ginigas a-benn ar fin evit an eil. Un implijad a oa anezhań, ne oa ket pinvidik, dereat avat. A-viskoazh on bet sur e oa bet laket fin d'e dermadennoł ha graet e sońj gant ar paotr yaouank pa voe diskouezet dezhań, un nozvezh, lizher an eontr Jules.

                Degemeret e voe gant fistoulerezh, ha divizet e voe ez aje ar familh en he fezh, goude an eured, d'ober un tamm beaj asambles da Jerzenez.

                N'eus ket par da Jerzenez evit beajoł ar re baour. N'emax ket pell; treutreuziń ar mor a reer en ul lestr-treizhha sed e vezer war un douar estren pa'z eo d'ar Saozon an enezennig-se. Ur Gall eta, goude div eur treizh, a c'hall gwelout ur bobl amezek en he bro ha studiań ar boazioł, mantrus ma'z int, en enezenn-segoloet gant banniel Breizh-Veur, evel ma lavar an dud a gomz diardoł.

                Ar veaj-se da Jerzenez a zeuas da vezań hon freder, hon gortoz, hon huńvre dizehan.

                Loc'het e oamp a-benn ar fin. Gwelout a ran se evel pa vije dec'h: al lestr dre-dan o tommań ouzh kae Granville; ma zad gant an trefu, oc'h evezhiań kargań hon zri fakad; ma mamm gant an nec'h, krog e brec'h ma c'hoar dizimez a seblante kollet abaoe disparti eben, evel ar bolez nemeti chomet eus ur glorad; hag ouzh hon heul, an dud nevez a chome bepred war-lerc'h, pezh am lakae da dreiń ma fenn alies.

                Boudal a reas ar vatimant. Setu ni savet war he bourzh, hag al lestr, kuitaet gantań ar c'hal, a bellaas war ur mor plaen evel un daol marmor gwer. Sellout a raemp ouzh an aodoł o tec'hel, levenez ha lorc'h ennomp evel en holl re na veajont ket gwall alies.

                Ma zad a stenne e gof dindan e levitenn a oa bet, er mintin-se end-eeun, diverket diwarni pep kousi gant evezh, ha teurel a rae en-dro dezhań c'hwez benzin an devezhioł pourmen-se a rae din anavezout ar sulvezhioł.

                A-greiz-holl e taolas pled ouzh div itron gwisket farv gant daou aotrou o kinnig istr dezho. Ur martolod kozh truilhek a zigore ar c'hregin gant un taol kontell hag o roe d'an aotrounez hag int o astenne d'an itronezed. Debriń a raent en un doare koant, en ur zerc'hel ar skantenn war ur mouchouer tanav hag en ur astenn o genaouioł abalamour da chom hep tarchań o saeoł. Neuze e event an dour en un taol bihan prim hag e stlapent ar grogenn er mor.

                Ma zad a oa hoalet moarvat gant an ober sevenet-se, debriń istr war vourzh ul lestr o vordoiń. Kavout a reas dezhań e oa brav ar stumm, kaer, eus an dibab, hag e tostaas ouzh ma mamm hag ouzh ma c'hoarezed en ur c'houlenn:

                " Mont a rafe un toullad istr ganeoc'h? "

                Termal a rae ma mamm en abeg d'an dispign; ma div c'hoar avat a asantas kenkent. Ha ma mamm da leuskel, chifet ma oa:

                "Aon am eus da dapout droug-kalon diwarno. Kinnig se d'ar vugale kentoc'h, met diwall da reiń re, betegouzout e vefent klańv.

                Ha hi treiń davedon:

                "Evit Joseph, n'en deus ket ezhomm; arabat eo koll ar baotred."

                Chomet e oan e-kichen ma mamm enta, direishań ma kaven ar c'hemm a veze graet etrezomp. Gant ma lagad e heulien ma zad  o kas gant pompadoł e ziv verc'h hag e vabeg da-gaout ar martolod kozh truilhek.

                Edo an div itron o paouez mont kuit, ha ma zad a ziskoueze d'am div c'hoar penaos en em gemer evit debriń hep fotań takenn dour ebet; c'hoantaat a reas, zo kaeroc'h, diskouez ar skouer vat, hag e tapas un istrenn. En ur glask dreveziń an itronezed e fotas kenkent ar grogennad dour en he fezh war e levitenn hag e klevis ma mamm o vouskomz:

                "Gwelloc'h dezhań chom trankil".

                A-greiz-holl avat e hańvalas ma zad bezań nec'het: mont a reas un toullad kammedoł pelloc'h, sellout pizh ouzh e diegezh bodet en-dro d'an diskanter, ha dont davedomp a-daol-trumm. Gwall livet e seblantas din bezań, iskis e zaoulagad. Lavarout a reas d'am mamm en ur vouskomz:

                "Souezhus eo pegement e tenn paotr an istr da Jules".

                Ma mamm, abafet, a c'houlennas:

                "Peseurt Jules?"

                Ha ma zad da deurel:

                "Ma breur 'vat... Ma n'oufen ket emań staliet kaer du-hont en Amerika e kredfen a-walc'h eo eń."

                Ma mamm spontet an tamm anezhi, a valbouzas:

                "Aet out sot? Pa ouzout a-walc'h n'eo ket eń, da betra mont da gontań sotonioł evel-hen?"

                Met ma zad da adteurel:

                "Kae 'ta d'e welout, Clarisse; gwell e kavan ez afes -te da wiriań gant da zaoulagad."

                Ha hi da sevel, da vont da-gaout he merc'hed. Me ivez a selle ouzh an den. Kozh e oa, lous, roufennet holl, ha ne save ket e selloł a ziwar e drevell.

                Ha ma mamm da zistreiń. Merzout a ris e oa o krenań. Buan e laoskas:

                "'M eus aon eo eń. Kae 'ta da glask gouzout hiroc'h gant ar c'habiten. Diwall mat dreist-holl na gouezhfe ket al lanfre-se war hon divrec'h bremań!"

                Ha ma zad da bellaat, ha me d'e heul avat. Iskis pegen fromet e oan.

                Ar c'habiten, un aotrou bras, treut, dezhań minvlev hir, a oa o pourmen war an dreuzell, gantań an aer da vezań un den a-bouez bras, evel pa vije bet o c'hourc'hemenn war al lestr-post o vont d'an Indez.

                Ha ma zad mont outań gant orbidoł hag e c'houlennata a-zivout e vicher, gourc'hemennoł gantań leizh e c'henou.

                " Pegen bras e oa Jerzenez? Ar gounezerezh eno? Ar boblańs? An doareoł-bevań? Natur an douar, hag all. "

...             Prest a-walc'h en dije kredet an nen e oa kaoz da vihanań eus Stadoł Unanet Amerika.

                Goude e voe kaoz eus ar vatimant a oa ouzh hon dougen, an Express; goude eus koskor. Ha ma zad, neuze, gant ur vouezh fromet:

                " Aze ez eus ganeoc'h un diskanter-istr kozh hag a seblant bezań dedennus meurbet. Hag anaout a rit ur munudoł bennak diwar e benn? "

                Ar c'habiten, a oa krog da vezań og, a respontas krenn:

                " Ur foeter-hent gall kozh am boa kavet en Amerika warlene hag am eus advroet eo. Tud-kar en deus en Havr Nevez, a-hervez, met n'houl ket mont en-dro d'o c'haout dre an abeg ma tle arc'hant dezho. Jules eo e anv... Jules Darmanche pe Darvanche, pe un dra bennak a'r seurt-se. Pinvidik eo bet eno e-pad ur pennad, evit doare, met gwelout a rit pelec'h eo en em gavet bremań. "

                Ma zad, a oa deuet  da vezań distronk, a laoskas, moug e vouezh, dispourbellet e zaoulagad:

                " A! a! mat-tre! mat-kaer ... N'on ket souezhet ... Ho trugarekaat a ran, kabiten. "

                Hag eń kuit, ar moraer o sellout outań o pellaat, sabatuet.

                Dont a reas en-dro da gichen ma mamm, ken disliv ma lavaras-hi dezhań:

                " Kae 'n ez koazez; c'h ez da lakaat an dud da teurel pled ouzhit. "

                Kouezhań a reas en e goazez war ar bank en ur valbouzat:

                " Eń eo, eń an hini eo! "

                Hag eń goulenn:

                " Petra 'vo graet? "

                Ha hi respont taer:

                " Ret eo pellaat ar vugale. Peogwir e oar Joseph an doare ec'h ay d'o c'herc'hat. Ret eo diwall mat bepred na zeuje hon mabeg da c'houzout . "

                Ma zad a oa tres un den skodeget warnań. Grozmolat a reas: " Pebezh gwalleur! "

                Ma mamm a zistaolas, droug enni a -greiz-holl:

                " A-hed ar wech em eus sońjet ne raje al laer-se mann ebet, hag e tegouezhje war hon chougoł adarre. Evel pa c'hallje an nen gortoz un dra bennak digant un Davranche!... "

                Ha ma zad tremen e zorn war e dal evel a gustume ober dindan barradoł rebech e wreg.

                Ha hi da adteurel:

                " Ro arc'hant da Joseph ma'c'h ay da baeań an istr-se bremań. Ne vije ket gwashoc'h eget bezań anavezet gant ar c'hlasker-bara-se. Kaerat efed war al lestr. Deomp kuit d'ar penn all, ha diwall na dostaje an den-se ouzhimp-ni! "

                Ha hi da sevel, hag o-daou pellaat goude reiń ur pezh pemp lur din.

                Ma c'hoarezed , souezhet ma oant, a oa o c'hortoz o zad. Disklźriań a ris e oa un tammig diaezet mamm gant ar mor, ha goulenn a ris digant an digorer istr:

                " Pegement a zleomp deoc'h, aotrou? "

                " Ma eontr " an hini em boa c'hoant da lavarout .

                " Dek real, " emezań.

                Me da astenn ma gwenneien hag eń da rentań ar moneiz din.

                Sellout a raen ouzh e zorn, ur paour kaezh dorn martolod, roufennet holl, ha sellout a raen ouzh e zremm, un dremm kozh  ha reuzeudik, trist, faezh, en ur sońjal:

                " Ma eontr an hini eo, breur ma zad, ma eontr! "

                Dek gwenneg gwerzh-butun a rois dezhań. Hag eń trugarekaat:

                " Doue d'ho pennigo, ma faotr yaouank! "

                Gant ton ur paour a resev an aluzon. Ha me da sońjal e tlee bezań klasket e voued, du-hont.

                Ma c'hoarezed a chome da sellout ouzhin, alvaonet gant ar brokus ma oan.

                Pa rentis an daou lur d'am zad, ma mamm a c'houlennas gant ar souezh:

                " Tri lur e kouste? ... N'hall ket bezań. "

                Ha me disklźriań krenn:

                " Dek gwenneg gwerzh-butun am eus roet. "

                Ma mamm a reas ur skrijadenn hag a sellas ouzhin em daoulagad:

                " Brizh out! Mont da reiń dek gwenneg d'an den-se, d'an hailhon-se! ... "

                Paouez a reas diwar ur sell a-berzh ma zad a oa o tiskouez e vabeg.

                Tavet e voe neuze.

                Dirakomp ouzh an dremmwel, ur skeud mouk a hańvale dont e-maez ar mor. Jerzenez an hini e oa.

                Pa voe tostaet ouzh ar chaoserioł e savas em c'halon ar c'hoant taer da welout ma eontr Jules adarre,  da dostaat outań, da lavarout dezhań un dra bennak frealzus, un dra bennak tener.

                Met dre ma ne oa den ebet ken o tebriń istr e oa aet ar paour-kaezh diwar wel, diskennet er strad  hudur-se m'edo o lojań moarvat.

                Ha gant bag Sant-Malo e oamp dizroet, evit chom hep e adwelout. Ma mamm a oa debret gant an enkrez.

 

                Biken n'em eus adwelet breur ma zad.

                               Se zo kaoz e'm gweli a-wechoł o reiń ugent real d'ar rederien-vro.

 

 

                 (Skrid orin: " Mon oncle Jules ", tennet eus an dastumad " Miss Harriet ")