Don't have an account yet? You can create one. As a registered user you have some advantages like theme manager, comments configuration and post comments with your name.
Kinnig a ra Ar Falz ur staj brezhoneg er skolaj Diwan Plijidy e-pad miz Eost
Posted on Friday, February 20 2009 @ 17:39:30 CET by webmaster
ArFalzSkolVreizh writes "Staj brezhoneg e Plijidy er skolaj Diwan d'ar 17 betek an 21 a viz Eost 2009.
Petra eo staj Ar Falz ?
# Ur staj yezh
. Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ.
# Ur staj sevenadur
. Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...
# Mont pelloc'h gant ar yezh
. Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)
Ar c'hentelioù :
1 – Deraouerion ;
2 – Peuzderaouerion ;
3 – Pleustriñ war ar yezh ;
4 – Evit mont pelloc'h ;
Ar stalieroù :
1 – Anwioù lec'h ;
2 – C'Hoarioù Breizh ;
3 – Distagañ ar brezhoneg ;
4 – Sketchoù e brezhoneg ;
5 – Urzhiataerezh ;
6 – Kan ha dañs ;
Priz ha titouroù all
Kentelioù, bod ha boued : en oll 150,00 € ;
Hep pred koan : 150 €
Kamproù 'zo er greizenn ; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.
Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.
Muioc'h a ditouroù diwarbenn ar staj digant :
Jean-Claude Le Ruyet : kly.leruyet at orange.fr
Evit hoc'h enskrivañ :
Darempred ar sekretourva Ar Falz / Skol Vreizh e Montroulez : skol.vreizh at wanadoo.fr
Tél. : 02 98 62 17 20"