Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

stlenneg

Stlennvon?

2001-2002
Stlennvon?
Gwenael E., 2002-09-11 16:10:16
"Ur stlennvon" a rit eus ur "base de données"(galleg) pe un "database" (saozneg)? Ur ger all a implijit?

A galon.
Gwenael E.

Re: Stlennvon?
Frañsoaz Lermen, 2002-09-14 23:46:43
Kuit da glask pemp troad d'ar maout e ran gant "stlennvon", kinniget gant "Geriadur ar stlenneg".

A galon

FL

Re: Stlennvon?
Jañ-Mai Drapier, 2002-09-23 18:06:47
Implij a ran ar ger ivez, evel a raer en un nebeut aozadurioù a labour war roadoù puilh (da sk. An Here, TermBret / Ofis ar Brezhoneg) pe Dastum). Ur ger berr hag aez da veizañ an hini eo.

Re: Stlennvon?
Christian Rogel, 2002-10-05 23:49:09
Gwechall e rae "An Here" gant ar ger "diazez" evit "base".
N'on ket sur e talvez ar ger saozneg "base" evel
ul live evit lakaat traou war un diazez.
Kompren a ran "base" evel ul lec'h pe ur framm.
Met, ar gerioù a c'hell bevañ pa 'z eus ur seurt emglev mut
evit o implij.

C. Rogel

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen