|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Gwenael E., 2002-08-23 23:14:13 Dedennet gant an nested em eus graet ma mad eus ur meziant e saozneg (Legacy) evit merañ an titouroù dastumet ganin diwar-benn ma hendadoù ha sevel ul lec'hienn web war-lerc'h. Plijet e ven o c'hallout implijout ur meziant e brezhoneg evel just. war dachenn an nested ez eus meur a veziant o kinnig un dibab yezhoù, en o zouez "Cumberland Family Tree". kaset 'm boa ur postel dezhe evit gouzout ha gallout a rafed ouzhpennañ ar brezhoneg d'ar roll yezhoù. Respontet oa bet din douzhtu hag ouzhpennet eo bet an dibab "brezhoneg", din (!) da leuniañ ar roll gerioù. Ur sapre roll me 'lâr deoc'h! marteze e vefen barrek a-walc'h da dreiñ an darn vrasañ eus ar gerioù e brezhoneg (gerioù o tennañ d'an nested zo, anat deoc'h ha se n'eo ket ar pep diasañ da dreiñ ha gerioù o tennañ da vont en-dro ar meziant, ha se zo un afer all). Setu ma goulennoù: un bennak vefe dedennet gant seurt troidigezh? Un bennak en deus troet ur meziant (pas dre ret unan war an nested, avat)? Peseurt kudennoù a sav pa reer seurt trevell? Peseurt meziant nested a implijit mar deoc'h dedennet gant an danvez-se? A wir galon. Gwenael Emelyanoff NB: gant "nested" e ran-me da heul Roparz Hemon. Tud all a ra gant "lignez", "kerentiezh", "genealogiezh" (benel pe c'hourel e vefe ar ger-mañ?) Re: Meziant nested e brezhoneg Alan ar Gall, 2002-08-27 15:30:18 Ober a ran gant meziant ar Vormoned : Personal Ancestral File. Bez e c’heller e bellgargañ war ar genrouedad ha digoust eo (ha digoust eo Legacy ?). Arbennigourien war an "nested" eo ar Vormoned, ganto eo bet kempennet ar mikrofilmoù a c’heller gwelet en tiez departamant an dielloù. Ganto ivez eo bet ijinet ar c’hod GEDCOM (ar restroù .GED) a ro tu deomp da eskemm roadoù etre meziantoù disheñvel. Ur greizenn o deus e Brest, ha bet on bet meur a wezh du-hont evit sellet ouzh ar mikrofilmoù savet ganto. Un degemer hegarat am boa bet ha n’o doa ket klasket ober tamm abostolerezh ebet pa vezen eno. Ne’m boa ket goulennet ganto ha mat e vije dezho e vefe troet Personal Ancestral File e brezhoneg met bez e c’hellfen goulenn ma vez tud all estregedon dedennet gant se. Benel eo ar ger genealogiezh evel biologiezh, geologiezh, teknologiezh hag all. a galon Alan ar Gall Re: Meziant nested e brezhoneg Gwenael E., 2002-08-27 21:49:33 Trugarez Alan evit da respont. PAF 4 zo ganin ivez met gwir eo e plij din gwelloc'h Legacy, daoust dezhañ bezañ e saozneg. Evit netra e c'heller pellgargañ Legacy (www.LegacyFamilyTree.com) en e furm voutin (standard). Ar furm DeLuxe a goust e-tro 20 € ha degas a ra un nebeud traoù ouzhpenn (n'ouzon ket c'hoazh re vat pere). Forzh penaos gant ar furm standard e c'heller merañ aes-tre an nested hag e c'heller sevel ul lec'hienn web hep gouzout tra ebet war an urzhiataerezh :-) war a hañ val e c'heller sevel lec'hiennoù gant PAF ivez met n'aml eus ket klasket c'hoazh. Ul lec'hienn nested zo ganit Alan? E soñj emaon klask lakaat Cumberland e brezhoneg memestra met un hir a labour eo (kalz goulennoù a rin war ar forom-mañ 'meus aon :-) A wir galon. Gwenael E. Re: Meziant nested e brezhoneg Alan ar Gall, 2002-08-29 13:09:39 > Ul lec'hienn nested zo ganit Alan? Ne'm eus ket. |
|