|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Gwenael, 2001-11-27 20:28:30 Penaos treiñ ar galleg "adresse" pa vez anv eus ul lec´hienn war ar genrouedad, "adres" pe "chomlec´h" pe un dra all c´hoazh? Trugarez A wir galon. Gwenael Re: Adresse Alan ar Gall, 2001-11-29 20:26:29 Ar gudenn a sav ivez pa ranker kas lizhiri skrivet war baper ha lakaet e-barzh ur golo-lizher (ya, tud yaouank, bez 'z eus tud a ra gant ar paper c'hoazh). A-wezhioù e ranker skrivañ da : Kevredigezh X, B.P. Nnn, 29xxx KêrX N'emañ an dud a skriver dezho o chom er vouest post (B.P.) ha n'eo ket o "chomlec'h" a zo bet skrivet war ar golo-lizher neuze. Unan en doa kinniget ober ur "c'haslec'h" (kaslec'h) eus ar pezh a vez skrivet war ar golo lizher peogwir eo daveoù al lec'h ma vo kaset al lizher,daoust ma son drol a-walc'h gant ar c'hemmadur. Al lec'hiennoù avat, ne vez kaset netra dezho ha daoust d'o anv savet diwar ar ger "lec'h" e c'hellont cheñch lec'h (kavout bod gant embregezhioù all), e-giz lec'hienn an Telegramme un nebeud mizioù zo, hep na vije cheñchet o "address". E-barzh "geriadur ar stlenneg" gant Guy Etienne e vez kinniget ar ger "enneg" evit "address". Piv oar eus pelec'h e teu ha penaos eo bet savet ? Alan ar Gall Re: Adresse Steve, 2001-12-03 08:19:53 Peogwir e c'hall al lec'hiennoù kaoud bod un tu bennag: "bodlec'h". Re: Adresse Alan.M, 2001-12-03 13:11:13 "Enneg". Setu aze un iskis a dermen evit gwir, na gaver neblec'h nemet e metou PREDER. Ma, evit gouzout hiroc'h diwar e benn e ranker mont d'ar rummad torkadoù LAVAR, hag en degouezh da LAVAR 10, dindan ar pennad KIS.413 ma c'heller lenn ez eo hevelep termen unan "dasorc'het" diwar hBr. Reiñ a ra Guy Etienne "enneg" gant ar ster-mañ : "lec'hiad un elfenn en un egor, un teskad". Advevaet eo bet gantañ an termen hBr. "endec", a gaver e DGVB* er spisc'her "(petr)endec". Hervez Fleuriot e talvezfe "petrendec" kement a Gl. "quatre directions". Evit Fleuriot bepred e vefe nes "endec" da Lat. "indico" a-fet gerdarzh. Pezh am chal un disterañ eo ne gaver meneg ebet all eus "endec" er spisc'herioù kozh (er re studiet gant Fleuriot da nebeutañ), ha dre-se ez eo diaes kadarnaat pe ster gwirion e oa o wiskañ. Evit a sell an emdroadur (unan goulakaet evel-just) "endec>enneg" e kredan ez eo gwirhañval… Ha mat pe fall eo an termen, ha degemeret e vo pe get gant an vrezhonegerien ? se zo un afer all. Notiñ a ran ez eus bet roet fred dezhañ gant PREDER war tachenn ar jedoniezh ha war hini ar stlenneg, just-mat. Bastus eo an termen a-fet deverañ ivez pa gaver termenoù evel "ennegañ" pe "ennegad". Evel m'hen skriv Alan ar Gall, ez eus peadra da dabutal war dereadegezh un termen evel "chomlec'h" da lakaat a-dal da Gl. "adresse" pe Sz. "address". N'em eus ket kemeret an amzer da wiriañ eus pelec'h (sic) e teue "chomlec'h". N'eo ket koshoc'h eget Vallée moarvat, dle. d'ur mare ma pleded gant an dermenadurezh hep kemer e kont donder istorel ar gerioù hag ar meizadoù a debarzher dezho. Gwander "chomlec'h" a zo e vout re unsteriek, d'am soñj. Padal, n'eo ket bet ankeniet pelloc'h gant ar gudenn-se troerien an dornlevr WINDOWS 98 e brezhoneg war a seblant : gant "chomlec'h" e reont war tachenn ar stlenneg kenkoulz all, dle. evit lec'hiañ udb. pe ub. en un egor ha n'eo ket naturel, "alvezel" e doare ebet. Fentus eo merzout a-hend all ez eo tennet ar pep brasañ eus an termenoù arbennik o deus arveret eus ar geriadur savet gant Guy Etienne…En un niverenn all eus LAVAR (11 pe 12 ?) e c'heller lenn hemañ o klemm, gant gwir abeg, war ar fed ne oa bet graet meneg ebet eus e labour e dornlevr WINDOWS 98. Setu evit ho keloù tudoù ! Yec'hed mat d'an holl * "Dictionnaire des gloses en vieux breton". Léon Fleuriot. Kliencksieck. Paris. 1964. Re: Adresse Jañ-Mai Drapier, 2001-12-10 19:19:15 Alan M.(*) a skrivas : > Fentus eo merzout a-hend all ez eo tennet ar pep brasañ eus an termenoù > arbennik o deus arveret eus ar geriadur savet gant Guy Etienne Re wir. N'eus ket da souezhiñ rak se avat : ar geriadur fonnusañ a-galz ha hini donañ war an dro eo hemañ diwezhañ. Ha pa n'eo ket mennet troerien an Ofis d'ober fae ouzh kement labour zo bet kaset da benn en o raok, gwell eo bet dezho ober o mat diouzh hemañ, nemet pa gave dezho e oa ur ger eeunoc'h endeo, muioc'h a chañsoù dezhañ da vezañ degemeret (d.sk. "furmad" e-lec'h "mentrezh"). > En un niverenn all eus LAVAR (11 pe 12 ?) e c'heller lenn hemañ o klemm, > gant gwir abeg, war ar fed ne oa bet graet meneg ebet eus e labour e > dornlevr WINDOWS 98. Poan am eus o kompren ur seurt ersav. Gwellañ trugarekadenn a c'haller ober da dud KIS / SADED / PREDER eo lakaat e pleustr o labour, neketa ? Ha diouzh gwelet barnadennoù kriz dalc'hidi "brezhoneg mamm-gozh" war an droidigezhioù-se, anavezet eo bet splann orin kalzig eus an gerioù. Dornlevrioù pleustrek eo re MicroApplication, n'int ket tre ar seurt ma lakaer ennañ ul levrlennadur. Da neuze, perak klask abeg en diouer a menegoù displeg, ma n'eo ket evit ar blijadur da c'hoari e damm merzher ? A galon, Jañ-Mai (*) daoust ha ne vije ket an anv "Montfort" a-dreñv an "M."-se ? M'eo an degouezh, ra vo gourc'hemennet evit e labour a dalvoudegezh "Gerioù evit komz brezhoneg bemdez", am eus kavet ennañ peadra da vont war-raok evel n'am boa ket graet abaoe ur viken. Re: Adresse Gwenael, 2001-12-03 23:14:28 Trugarez deoc'h, Alan -ho-taou-, ha Steve. Plijetoc'h on bet gant "bodlec'h" kinniget gant Steve eget gant "enneg", war-lerc'h lenn displegedurioù Alan M. "Adreçz" a gaver e geriadur Gregor a Rostrenen, pas evit komz eus ar web,anat deoc'h ;-) ha moarvat n'eo ket "chomlec'h" kozh-Noe. Ret e vefe sellet ouzh geriadurioù an XiX vet kvd. evel just -Gonideg, Kêrvarker... - met n'emaint ket ganin... A wir galon. Gwenael Re: Adresse Alan.M, 2001-12-04 13:42:36 Aet on da furchal e GIBR* (ar geriadur dave evit a sell istor ar yezh) ha setu pezh am eus kavet a-zivout "chomlec'h" : NOTK* p. 412 : (1) demeure, domicile chomlec'hioù ar roue-meur (2) adresse (postale) ENVB*GWAL 16 p.31 Anv ha chomlec'hioù un nebeud barzhed. Daou dra a anata kement-mañ : - Ar c'houblad Vallée/Mordiern an hini en deus engehentet an termen "chomlec'h". Lakaomp e vije bet daveennoù koshoc'h, n'eus ket da douetiñ e vijent bet notennet pizh gant Roparz Hemon, - En ur soñjal el "lec'h annez" hag ennañ hepken eo bet goveliet an termen. Da renkañ eo neuze er steudad gerioù-se dezho "-lec'h" da lostger, evel "staotlec'h", "harzlec'h", "fouzlec'h" ha me oar. Alese, d'am meno bepred, gwander an termen evel a lavaren em fostel kent. Dre astenn ster ez eur tremenet aes a-walc'h eus al lec'h annez e-unan da "zeskrivadur" (straed, kêr, nv. er straed) al lec'h annez war ar golo-lizher, n'ouzon ket avat ha gallout a reer mont pelloc'h, betek goleiñ gantañ holl gemeradurioù Gl. "adresse". Hep komz eus an deveradurioù : gant Gl. "adresser" e komprener ez eus anv a gas udb., pe ez aer davet ub. pe udb. Netra heñvel gant "chomlec'hiañ", na c'hell dougen nemet keal ar "chomadur", an "difiñv", ar c'hontrol-bev da "gas", kea ? Ha petra eo ur "chomlec'h" war Internet ? N'eo ket ul lec'hienn (pe "load" evel a lavarfe tud PREDER) na kennebeut postel an den-mañ-den, hogen kentoc'h ur voneg, (pe "kod"), graet a arouezennoù diseurt hag a aotren an diraez d'al lec'hienn pe d'ar postel. Ha p'emaon ganti, ne welan ket e ve kalz emsavoc'h un termen evel "bodlec'h"… N'ouzon ket petra eo chañsoù "enneg", hogen gantañ emañ an holl varregezhioù rekis a-fet steriegezh (ha paneve an nested gant Lat. "indico" en doa gwelet Fleuriot). Pezh a gavan diaes da gompren eo perak eo bet lezet a-gostez gant troerien WINDOWS 98 pa weler pegen puilh eo dre all an termenoù o deus puñset e geriadur Guy Etienne ("goulev", "arload", "arventenn", "arlun" h.a.), anezho termenoù ken dianav all da Yann vrezhoneger. Un digarez e vije bet evit "enneg" da zont war-wel… Marteze e c'hellfe Jañ-Mai Drapier (pa welan e anv evel "skoazell skiantel" e WINDOWS 98) degas deomp un tamm sklêrijenn war an dibaboù graet ("dibab" e ster kentañ ar ger en degouezh). Un tamm mat a gousk-ahe a hetan deoc'h… Alan *GIBR : Geriadur Istorel ar brezhoneg. Roparz Hemon *NOTK : Notennou diwar-benn ar Gelted koz. Meven Mordiern (R. Leroux), Abherve (F. Vallée). 1994 *ENVB.GWAL : Envorennoù beaj. Vallée in Gwalarn Re: Adresse Jañ-Mai Drapier, 2001-12-14 16:53:59 Skrivañ a reas Alan.M > Pezh a gavan diaes da gompren eo perak eo bet lezet a-gostez gant > troerien WINDOWS 98 pa weler pegen puilh eo dre all an termenoù > o deus puñset e geriadur Guy Etienne [...] anezho termenoù ken dianav > all da Yann vrezhoneger > [...] Marteze e c'hellfe Jañ-Mai Drapier (pa welan e anv evel "skoazell > skiantel" e WINDOWS 98) degas deomp un tamm sklêrijenn war an > dibaboù graet ("dibab" e ster kentañ ar ger en degouezh) Da gentañ penn, daoust d'al lavarenn bet embannet el levr war ma c'hont, teknikel (pe kalvezel mar plij ganeoc'h) e oa ma skoazel ha neket skiantel. Hag an teknik a bledan warni eo ar stlenneg, n'eo ket skiant ar geriaouiñ. Skoazellet am eus troerien an dornlevrioù-se ("Ar genrouedad didorr, aes hag e liv" kenkoulz ha "Windows 98 e brezhoneg") da intent eus petra e oa kaoz er pennad-mañ-pennad, evito da ijinañ an diskoulm yezhel a zerae ar gwellañ e pep degouezh. Gwir eo o deus puñset puilh e GEST troerien an Ofis (Fulup Jakez hag Olier ar Mogn pa lavarin mat). Her graet o deus avat evit kement ger a oa dianav (d.l.e. ne veze ket termenet e geriadurioù hollek evel hini An Here, na implijet er gelaouennoù brezhoneger), met evit ar re-se hepken. Un digarez da reiñ d'an termenoù-se ur chañs d'ober berzh, peogwir e oa bet strivet d'o govelat. A-hend-all klasket o deus na veuziñ al lenner gant ur reñver a c'herioù nevez. Setu bep tro ma oa anv eus ur ger dezhañ un droidigezh degemeret dre vras (ha pa vije abeg da dabutal war e zivout, evel "chomlec'h" evit "address") o deus kavet gwel implij an droidigezh-se kentoc'h eget ouzhpennañ un termen dianav. Lod a gavo ez eo etre kriz ha klouar an hentenn-se. Me 'gred din e rankomp bezañ pleustrek dreist-holl, mar fell deomp e vije degemeret hol labour gant an dud a youl vat. Pezh na vir ket ouzhimp a silañ, a-nebeudoù, termenoù nevez da erlec'hiañ lod all dizereat. Da skouer, "fichennaoueg" (dastumadeg fichen, ent strizh) na zegouezh ket tamm ebet gant "file" (pezh stlenn dezhañ ne vern pe mennt ha furmad). Kavet hon eus gwell degemer "restr" diwar GEST : ouzhpenn dehzañ da vezañ reishoc'h a-fet ster, eo berroc'h a-galz, pezh a zo prizius pa 'z eo un termen a vez implijet forzh pegement. A galon, Jañ-Mai Re: Adresse Dominig, 2001-12-05 19:39:22 Gant aked em eus lennet ho kemennadennoù a-zivout ar ger "adresse". N'em eus diskoulm ebet da ginnig deoc'h. E-giz ma vez aliet deomp a-wechoù gant tud hollouiziek eo mat mont da welout er yezhoù all. E kembraeg e kaver ar verb cyfeirio evit kas hag ar ger cyfeiriad evit chomlec'h. N'ouzon ket hag-eñ ez eus pe e oa eus ar gerioù-se e brezhoneg gwechall. Re: Adresse Steve, 2001-12-06 09:13:59 Ya, ar c'hembraeg "cyfeirio" a siniffi "adresser", "diriger", ha neuse ar ger devered "cyfeiriad" a dal "adresse", "direction" e kement ster so toud. Kar eo ar wrizienn-se d'ar brezhoneg "keñver": "Hennezh so bed mad 'n em c'heñver"; "a-geñver d'an ti". Diwar al lavarenn "lakad anê keñver-ha-keñver" eo bed govelled ar ger lennegel "keñveriañ", hag a so ssañssed da siniffîoud "komparajiñ". Ken buan all e c'hallffe talvezoud "adresser", "diriger", 'vel e kembraeg, ha neuse e veffe moyen da implîoud "keñveriad" ewid "adresse" e kement ster so toud, ha diluzied ar gudenn. Med allas, aï so re a c'herioù saved a-dreus hag a-hed e brezhoneg lennegel, justamant 'vel "chomlec'h" ha "keñveriañ" (e ster "komparajiñ"), ha dîaes eo c'hwennañ anê bremañ. Sell ase petra h-eo leuskel ar sevel-gerioù 'tre daouarn tud na n-int ked deus ar re akwitañ war ar yezh..., ha chom heb en em assuriñ e tremen ar gerioù newez mad gant an dud (gwir eo, pezh so dîaes d'ober pa vez ken neubeud a radio ha tele, pe a journalioù lenned gant al lodenn vrassañ deus ar vrezhonegerien). Nag a boan 'tre dijuni ha koan... Re: Adresse Dominig, 2001-12-06 18:52:22 A-hen-all em eus gwelet ivez war al lec'hienn "Cymru'r byd" e vez graet gant ar ger e-bost evit "chomlec'h" hag ar verb deveret e-bostio. Ha petra dalv ar ger Postel e brezhoneg ? Mechal ha n'eo ket kenkoulz ha chomlec'h ? Re: Adresse Gwenael, 2001-12-06 20:53:48 Postel a c'hell bezañ daou dra, pe ar c'hemennad kaset dre bost elektronek pe neuze ar "chomlec'h" elktronek. Met pezh am boa goulennet e oa penaos treiñ "l'adresse d'un site", an url 'keta. Perak e kembraeg e-bost ha neket e-post? A belec'h ar c'hemmadur-mañ? soñj 'm eus e rae (e ra ?) Gweltaz ar bed keltiek gant ar ger-se. A wir galon. Gwenael Re: Adresse Dominig, 2001-12-07 18:47:51 N'ouzon dare abalamour da betra vez graet ur c'hemmadur er ger-mañ avat. Dre ma'z eus ur vogalenn e penn ar ger marteze. Re: Adresse Dominig, 2001-12-15 18:41:03 Ar gerioù mat. Aze emañ an dalc'h, piv oar pere eo ar gerioù mat ? Evel ne vern pe yezh all e vo ret deomp mont dreist ar skoilh-mañ a gred din ha krouiñ gerioù nevez, dianav d'an darn vrasañ a-benn mont da heul red an amzer. Ne c'hell ket ar Brezhoneg chom war vord an hent ma ne fell ket dezhañ koll pep talvoudegezh en dazont. Ar Brezhoneg a vo diouzh hon ezhommoù, diouzh hor faltazi. Petra eo ho soñj ? Re: Adresse (em stlennva) Yann VOGEL, 2002-03-27 17:43:21 Mat ar jeu! Tu a zo dimp reiñ chomlec'h ul lec'hienn dre skrivãn "Lec'hienn : ", "Lec'hiennva" pe anez "CHomlec'hienn" marteze c'hoazh. Kement-mañ a c'hell bezañ komprenet, hogen komz ha skivañ a reor ar pennañ-holl, seul vuioc'h ma implijor ar ger seul ofisieloc'h e vo graet anezhañ. Mar fell dit, gerioù stlenn 'zo a gavi war va lec'hienn hollvrezhonek (bet savet gant karmoù, sonerezh ha luc'hskeudennoù Breizh 'zo) : http://perso.planetis.com/adanig Re: Adresse (em stlennva) Christian Rogel, 2002-05-31 12:48:01 Ret eo, d'am sonj, gwelout e vez an "adresse" kevatal da "Uniform ressource locator" (URL) hag eo ur meneg evit ur bajenn hepken peurvuian. Setu preak e c'hinnigan "bodmeneg" o vezan m'eo bod evit evit trein "locator". Christian Rogel Re: Adresse (em stlennva) Gwenael, 2002-05-31 14:13:43 Salud dit Christian (ha kemend-all d'ar re all!) Ne soñj ket dit e kemmfe "meneg" war-lerc'h "bod"? Bodveneg pe bodmeneg? Me lârfe bodveneg. A wir galon. Gwenael E. |
|