Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

stumm divizout amzer dazont

2001-2002
stumm divizout amzer dazont
h gouedard, 2002-01-17 21:43:19
Hag unan bennak a c'hellfe displegañ din perak (ha pelec'h e Breizh) e vez graet gant ar stumm divizout evit ezteurel an amzer dazont ?
ds :
"ho pet soñj n' hoc'h nemet ludu hag e tistrofec'h da ludu"
"nag a wech, ma mamm baour e rankfet-hu leñvañ, pa zeuio....."

Daoust hag un dalvoudegezh resis a vez d' ar stummoù-se, daoust hag-eñ int stag ouzh ul live yezh ? Daoust hag ar stumm divizout an hini eo, e gwirionez, bet roet dezhi talvoudegezh an amzer dazont, pe un displegadur bennak eus an amzer dazont na vefe ket graet anv anezhñ er yezhadurioù ?

Trugarez evit ar respont (-où)

a galon
Herve

Re: stumm divizout amzer dazont
Gwenael, 2002-01-17 22:48:01
Salud dit Herve,
E tregerieg e kaver furmoù en f evit an amzer dazont. N'on ket sur e vent heñvel-mik ouzh an amzer divizout. Warc'hoazh e sellin a rin ouzh an ALBB da welet. Perak pas hiziv? peogwir ez an da gousket :-) Noz vat!
A wir galon.
Gwenael E.

Re: stumm divizout amzer dazont
Gwenael, 2002-01-18 22:14:45
War an ALBB n'emañ ket displegadur klok ar verboù reizh en amzer dazont, war a seblant. Met ar furmoù en f a ya en tu all da harzoù Bro-Dreger. Da skouer setu ar pezh a gavan e levr "le parler de Berrien" gant J.M. Ploneis: (verb kanañ)

Pa ganin, pa gani, pa gano, pa ganfomp (pa ganefomp), pa ganfoc'h (pa ganefoc'h, pa ganfet, pa ganefet), pa ganint (pa ganont, pa ganefont), pa ganfor (pa ganefor).
En ALBB e welan ivez "pa ganfor" pe "pa ganfer" er stumm dibersonel.
Digarezet e vin emichañs pa 'm eus kredet skrivañ e skrivadur unvan a pezh en doa roet JMP e sktritur fonetek.
E Berrien bepred e kaver ar furmoù-mañ en amzer divizou: ma ganfen/ganefen, ma ganfes / ganefes, ma ganfe / ganefe, ma ganfemp/ganefemp, ma ganfec'h/ganefec'h, ma ganfent/ganefent. Eveml ma weler hon eus furmoù disheñvel diouzh reoù an amzer dazont. Ar c'hemmadur ivez n'eo ket an hini boutin (ma k- er yezh unvan).
A wir galon.
Gwenael E.

Re: stumm divizout amzer dazont
ENOGAD, 2002-01-18 11:31:25
ar stumm fet zo tregeriek, sellit en ur yezhadur tregeriek. Marteze ez eus kemmesk etre fet ha fec'h.

Re: stumm divizout amzer dazont
Frañsoaz Lermen, 2002-01-18 22:41:06
Ar stummoù en "f" n'int ket tregeriek-rik. Un toullad mat anezho a gaver e Barzhaz Breizh, dreist-holl er c'hanaouennoù eus Bro-Gernev. Met boutin int, war a seblant, d'an holl rannyezhoù (KTL da vihanañ rak n'ouzon ket penaos emañ kont gant ar gwenedeg). Setu amañ un nebeud skouerioù:

Dimeziñ din bremañ 'refet
Pe e-pad seizh vloaz e sec'hfet
Pe a-benn tri deiz e varvfet - AN AOTROU NANN HAG AR GORRIGAN (Leon)

Da gouskiñ afec'h antronoz
Manet-hu ganeomp fenoz - LIÑVADENN GÊR-IZ (Kernev)

Gant hor gwad en em badezfomp
Ha laouengalon e varfomp - BALE ARZHUR (Kernev)

D'ar rederezh ne yafec'h ket
D'ar fest-mañ na da fest ebet - MARZHIN BARZH (Kernev)

Ne yafec'h ket d'ar fest neve
Gouelañ 'peus graet hed an noz-me - LEZ BREIZH - Morian ar Roue (Kernev)

Ar palafrez gell ne gemerfet,
Nag ar palafrez gwenn kenneubet
Ar palafrez gwenn ne gemerfet,
An hini du ne lavaran ket - LEZ BREIZH - Morian ar Roue (Kernev)

Ur sae blom e-pad seizh vloaz 'zougfet
Hag e kerc'henn ho koug chadennet - LEZ BREIZH - Al Lean (Kernev)

Mar deo trouz ha kann a glaskont
Ken na strinko 'n deiz a gavfont ! - AR FALC'HUN (Kernev)

Kent an deiz kavfont trouz ha kann. - AR FALC'HUN (Kernev)

Setu ma dous ha me tizhet
Ne c'hallfomp mui en em welet. - AN EOSTIG (Leon)

Ouzhin, itron, a sentefec'h,
Pe bremañ raktal e varfec'h ! - KLOAREG ROC'HAN (Kernev)

Prim d'o c'hezeg gant ar skoursal !
Ne zebrfont ken glas hor segal !- STOURM AN TREGONT (Kernev)

Gwisket an dilhad a gerfet
Va merc'h, kement-se ne vern ket - BARON JAOUIOZ (Kernev)

Va gourc'hemennoù a rofet
D'am holl vroiz, pa ho gwelfet - BARON JAOUIOZ (Kernev)

Kenavo d'an holl a larfet,
Ha d'am breur emañ pardonet. - BARON JAOUIOZ (Kernev)

Aotrou Rojerson, me ho ped,
Ur gontell din-me a refet
Mard eo ur gontell a c'houlet,
It d'ar gegin hag e kefet, - FILHOREZ AN AOTROU GWESKLEN (Treger)

Evit feteiz ne yafec'h ket ;
Arc'hoazh e yafec'h, mar karet. AZENORIG C'HLAS (Kernev)

Azenor, me ne ouzon ket,
Digoret-hañ, hag e welfet. AZENORIG C'HLAS (Kernev)

Abred awalac'h e klefet
An doare deus pezh zo degoue'et; MARONAD AN AOTROU NEVED

Mar 'maoc'h deuet d'e zarempred,
E bered ar vourc'h e gavfet. MARONAD AN AOTROU NEVED

Lamfet ket 'r c'hog digant ar yar
Na Yann ar boc'hig digant par. - YANNIG SKOLAN - Truez an ene (Treger)

Amañ, ma mignonig kaezh, amañ eo e varfet ! - PARDON SANT FIAKR

Me ho ped, Langonediz, pa zeufet d'ar Faoued,
Mont da laret ur Pater war bez Loeiz Raoualet, - PARDON SANT FIAKR

Harz ! ma mignon, na yafec'h ket,
Me 'ya ma-unan da welet. AR GOULENN (Kernev Uhel)

Ne ran forzh, va fried nevez,
Lec'h a yefec'h, me yey ivez. - TOUR AN ARVOR (Kernev)

Ivez e Barzhaz Breizh e vez kavet ar stumm "fec'h" (yafec'h, yefec'h, varvfec'h...) Hervez F. Kervella (hag a ra ivez anv eus ar stumm "foc'h") ne vez graet gant seurt stummoù nemet er gourioù lies. Un displegadenn verr a c'hellit kavout e Yezhadur Bras ar Brezhoneg, pajenn 116.

Ma digarezit ma'z on bet re arabadus gant ar Barzhaz, pa ne oa kaoz ganin, da gentañ, nemet eus un nebeud skouerioù ;-)

A galon

FL

Re: stumm divizout amzer dazont
Gwenael, 2002-01-19 11:54:29
Er GBAV, e-kreiz al levr, p.iii e ro Francis Favereau tri furm ar verb reizh (hadañ) a gaver evit 3 gour al liester hag an dibersonel (furmoù KL degemeret er yezh standard, furmoù T en f, furmoù W en h)
K= Kernev, L= Leon, T= Treger, W= Gwened
Evel m'he deus skrivet Frañsoaz amañ, ha me ivez gant skouer Berrien, e ya ar furmoù en f en tu-all da harzoù Treger. A-hend-all, ma 'm eus soñj mat e oa bet roet war ar forom-mañ krefen pennañ yezh Treger gant Steve Hewitt.
A wir galon.
Gwenael E.

Re: stumm divizout amzer dazont
h gouedard, 2002-01-22 10:49:13
Trugarekaat a ran ar re o deus respontet din.
Herve

Ivez
Stefab, 2002-02-22 15:10:45
Da'm c'hont din eo ur fazi bras ober gant "ivez" en penn-kentañ ur frazenn. 'Peus ken 'met klask 'n ur yezhadur, "ivez" en em gav dalc'hmat er fin, evel un toullad mat a adverboù.

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen