Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

nerzh politik al lennegezh

2001-2002
nerzh politik al lennegezh
Tangi I. Strogell, 2001-05-11 18:25:17
Mad ar jeu ?

Aze emaon o prederiań war ur goulenn hag a lak ac’hanon diaes dre ma ne gavan diskoulm ebet. Peseurt goulenn ? Daoust hag ez eus ur pouez politik bennak gant un destenn, un tamm skrid lennegel ?
Daouhanteret eo va spered ha va c’halon. Gwir eo n’eus den o selaou pezh a lār breujoł etrevroadel ar skrivagnerien. Mes war an dro pet a dud, pet a varzhed zo bet lakaet en toull ablamour d’o skridoł.
Petra a sońjit-c’hwi ? Matresse ho peus skouerioł da roiń dimp deut deus lec’h-all (Bro Spagn da vare Franco, an URSS, ar Stadoł Unanet ha me oar)

Ken ar c’hentań tro

Re: nerzh politik al lennegezh
Loig Gwenedour Roazhon2, 2001-05-11 18:35:25
depand a ra doc'h pezh a skrivez, hag ivez d'ar vro ma c'h out é chom. Pa skrivez traoł taer hag a-enep ar galloud ba bro Sina pé ba bro Iran, sur-walc'h out en arvar da vout kaset d'an toull, met boun. Ba bro C'hall pe ba Breizh, e c'heller skriviń forzh petra, ar gwashań a c'hella digouezhel genit eo kaout enebourion, pe na rahe foutre kaer an dud (ar pennoł bras dstholl) a bezh a larez.
Ba traoł'zo eo bet dihuinet an dud get skridoł'zo, met hiriv an deiz, ne c'hoarvez ket lies ken. En ur laret se, ec'hon é sonjal ba'r Barzaz Breiz, hen doa dihuinet koustians ur bern tud ba Breizh, ha traoł a sort-se zo bet arriv ivez ba broioł erell d'ar memp mare (Finland get ar C'halevala), met hiriv an deiz, dreistholl ba'r broioł """""bras""""" (ar re zo brasoc'h e-keńver konniri, alies!!), sonj din d'eo ket ur skrid pe ur your hag a chańjay an traoł. Tu 'zo berped da hadiń kaoc'h, met dre vras ne chańja ket kalz a dra.
Setu pezh a sońjan-me, marse zo skouerioł hag a broua tamm pa damm ar c'hontrol!

Ken ar c'hentań, paotr

Loig

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen